17/10/2012

Ar C'hantved Marmous

Sed amañ un istor ha ma c'hoant da gontañ e brezhoneg, tennet é deus ar sit-mañ

Gwir é pezh oa digoueet ene ga'r marmousien, pezh zo da denn deus an istor-mañ zo da bep heñi, hag amañ zo un' just a-walc'h :

Teorïenn ar c'hantved marmous

Berr-ha-berr : War un enesenn deus ar Japon zo deut ur marmous da lakad lod deus e re, memes ouenn gantoñ, da welc'hiñ o fatates ga'n dour ba'r stêr... Ar mod-se negn ket da zeb ar loustoni stag deus ar patates, na da dufañ ga'n dra-he ! C'hoarvïet zo un dra kurius a-walc'h... Goude vé gwraet mod-all gad ur rumm marmousien, lakomp vefent naonteg ha pe'r-ugent, pé teu ar c'hantved d'ober memes-mod d'e dro teu toud ar re deus an dro da welc'hiñ o fatates toud d'o zro ! Ha kuriussoc'h c'hoazh teu toud ar marmousien-all, war an enesennou deus an dro, da welc'hiñ o fatates mehmod d'o zro dehe... Goude nije ket bet marmous e-bed d'ond deus un eil enesenn d'heben 'vid diskeuv pessa mod ober d'ar re-all...  

Sed amañ un tamm da neuhe pessa mod zigoueo an traou ganem-ni ba'n amzer da zond ba toud korn-bro.

Ken Keyes, Jr. an-heñi na skrivet « The Hundredth Monkey » « Ar C'hantved Marmous », an dra-he zo 'veld ur richenn é tigoueo bremañ 'vid diskeuv demp petra zigoueo demp ba'n amzer da zond. 

Deus ur ouenn marmousien deus ar Japon, ar makak deus ar Japon (macaca fuscata), zo bet sellet a-dost pad un treuched hir, pad tregont la. E 1952, war an enesenn Koshima, vise bouetet ar marmousien ga siantifiked ene, rôet vise patates kri dehe, chetet 'nehe war an traezh. Kaoud a reent mad ar patates douss, med lous blije ket dehe. Ur varmouses trivec'h mis, gwraet Imo deusouti, na laket ba e joñj oa voien d'ober un tamm netaad d'ar patates barzh ur stêr tost deus lec'h oaint. Aet da ziskiñ an dra-he d'he mamm, komañs ar re-all en-dro dehe d'ober mehmod ha hègn da ziskiñ d'o mamm war-lerc'h. Tamm-ha-tamm oaint aet kustum d'ober an dra-he ken ah ê mign-oc'h-mi a varmousesed d'ober 'velte, soueet ar siantifiked é wel an dra-he tigoueo. Etre 1952 ha 1958 oa disket ga toud ar marmousien yowank pessa mod gwelc'hiñ o fatates douss dram vé gwelloc'h da zibiñ propr ar mod-se. Ba tousk ar re vras oa kime ar re na disket 'veld ar re yowank hag a ree an dra vad-mañ. Ar re naint ket kredet d'ober oa chomet da zeb o fatates lous papred 'vel papred.

'Benn an diskar-amzer, e 1958, oa kustum un nebeud marmousien deus Koshima da welc'hiñ o fatates douss – N'ouomp ket re ped oaint. Bon bremañ lakomp oa komañs un de mannaket, be oa naonteg marmous ha pe'r-ugent war an enesenn Koshima bet disket gwelc'hiñ o fatates gate, ha lakomp bremañ 'e teufe ur c'hantved da ziskiñ an dra-he. 'Benn neuhe an-heñi teu un dra soueüs da zigoueo !

'Benn an nos oa deut toud ar marmousien kasimant da welc'hiñ o fatates douss raog deb anehe. Un tamm 'vel vije bet laket gouiegezh ar c'hantved marmous 'hond da sevel ur sort « ouiegezh 'vid toud ar marmousien » !

Med ahe n'é ket toud : Remerket neus ar siantifiked lar é deut toud ar marmousien d'ober mehmod partoud, war an enesennou-all koulz 'vel ba'r vro, heb vije bet gouiet blam betra, ba Takasakiyama oaint krog da welc'hiñ o fatates douss mehmod 'veld ar re zo war an enesennou. Dram a-se 'benn ar fin é deut ar makak-mañ da ve hanvet « ar gwelc'her patates »  

Dispar é an tamm istor-mañ kar gati vé disket dow dra a-boues benn da gompren mad pezh zigoueo demp ba'n amzer da zond mehmod.

Da zigeñtañ toud, 'vid an traou da jeñch mod-se vo ranket kaoud mignoc'h 'vid un neubeud tud krog da vevañ 'n ur mod-all. Amañ 'hi-mañ n'o ket kistïon da gaoud un neubeud tud é poueo war 'r re-all ga gwalgassañ 'nehe papred 'vel papred, amañ vo un neubeud tud aet da dap ur goñsiañs uhelloc'h un tamm bihen. Amañ 'ma ar c'hompren kentañ.

Ha sed amañ an eil : An niver a dud hell cheñch, an dra-he « ar c'hantved marmous » sinifi lar pé teu un neubeud tud da dap ur goñsiañs uhelloc'h hell an dra-he 'n-im gaoud ba koñsiañs an dud toud partoud. Ya, 'benn ar fin, ma teu 'n ur moman un' mannaket azhpenn da dap ur goñsiañs uhelloc'h hell be tapet war-eñwn ga toud ar re-all. Ar c'hentañ hag an eil kompren teu d'en-im veskañ.

An amzer da zond

'Vid lak ar bed da jeñch-penn teu ba hom joñj deuzhtu vije ranket lar nefe c'hoant an hanter deus an dud, d'an nebeutañ, d'ober pezh a faot. Mehmod 'vel un demokrassi a vefe. Med laket vé sklêr war-wel demp gad istor ar c'hantved marmous lar n'é ket gis-se 'n-heñi é toutafed. E gwirione, n'o ket ranket d'an hanter deus an dud be prest, pezh a gont é kaoud tud a-walc'h memestra 'hond da jeñch o meno. Bremañ 'h efomp ba'n a'el, 'vel vé laret.

Lod deusoudomp vefe gouest da lahañ o mamm diwar hano an otro-Doue, 'vid kaoud arc'hant, be mestr war 'n dud pe 'vid mired o mod da vevañ da jeñch, goude n'afe ket deus an natur en mod e-bed cherr lak ar bed-mañ d'hond da goll.

Ha be zo lod-all klask diluiañ an traou ar mod-all, tud blokus ha kapat é choñjal ba pesse mod 'vid mond mad deus an douar, deus an dud-toud ha 'vid ober gwelloc'h gad an arc'hant ha lak ar bolitikerien da ve mignoc'h antirin un tamm. Ar re-mañ all zo dehe ur goñsiañs uhelloc'h 'vid pezh é ar Vuhe. Goude teu mign-oc'h-mi a dud da vevañ ba'r goñsiañs-mañ tostefomp deus ar moman just, heñi ar cheñchamant. Set' neuhe gis-se an-heñi é, barreg an dud d'ober an dra-he bremañ. Daw 'n-im gaoud assames 'vid evoluañ ga koñsiañs, ga krouiñ assames, da beked ur bed neve. Pé vomp digoueet d'ar moman 'h ay an traou da jeñch greis-toud ha da vad, ha digoueet vo tou'n an dud war an Douar barzh ur mod neve da wel an traou.

Dibowe hanter-kant la omp gouest da zistrujañ toud an traou bew ha da bullufañ an douar. Ha pé vé lesket teknolojïou ar mod-se ga tud diveet un tamm teu an traou da ve deñjerus. Ma n'a ket an dud, dre vras, da dap ur goñsiañs uhelloc'h, wech bennako zigoueo un' droug, pe skañw e benn, 'vid pullufañ an traou-toud.

An amzer da zond zepand deusoudomp, ha mignoc'h 'vid pezh joñje demp. Sur a-walc'h, ga toud ar re bowr mod so, klaskerien-boued ha-toud hag ar re bowrig stag deus o c'hroc'hennig, impossubl vije bet demp lak toud an dud, an eil goude egile, da jeñch ba'r mare, med pé vé choñjet ba teorïenn ar c'hantved marmous, 'benn ar fin ya, gwir é zo voien d'ober.

'Vid pezh é an dud o-hun, tap o c'hoñsiañs é ar c'hompren. 'Vid pezh é an dud-toud, an niver é pezh a gont. 'Tre an dow zo ur moman ha' lak an traou da jeñch. Forz pesse mod 'h ay an traou 'n ur mod naturel ha war-eñwn. Med meump ket amzer 'n'amp, mil boan neus an Douar ganemp, poan meum-ni ha serten re zo prest da c'hoa'i gad o machenou bras 'vid chom mestr 'taw war an dachenn.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog