05/07/2014

Parros Skrigneg

Bet divanket d'ar 6 deus mis-ar-voenn 2014
Corrigé le 6 Juillet 2014

Salud dec'h.

Fenos vo laket amañ un' aessoc'h da gompren 'vid an heñi ma laket dec'h. Ya, ahe oa tud Kazetenn ar Menez houll traou ga François Landré, mêr ba Skrigneg d'ar mare-se (chomet oa mêr pad dow la war'n-ugent!), amañ oa tro komañsamant ar blavechou pe'r-ugent. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs po plijadur é kleo 'nahoñ kontañ traou e brezhoneg



Skrigneg a zo ur barros vras, un' deuh ar brassañ ba'h an departamant, p(ev)arzeg-mil devezh-arad kreñw hag euh, nebeud a dud. Diminüiñ a rênt buan a-walc'h, bet so tost da bevar mil, tri mil eizh-kant hag un dra bennaket so bet, ha bremañ n'eus ket kin (ne)med trizeg-kant hanter a-peu-prè ha kalz a re-gozh. War drizeg-kant hanter haller kontañ pevar-c'hant en tu-all da bemp pla ha tr(i)-ugent. Dindan trivec'h la zo a-peu-prè dow-c'hant toujust matresse.

Kalz a feurmou zo, dow-c'hant pemzeg feurm so war ar barros, hag a vevomp kalz ga'r saout-laezh, zo ur poulailler bennaket, un nebeud (a) borcherïou, med m[ignoc'h] saout-lard ha saout-laezh.

Ba'r skolachou n'eus ket kalz a dud kin 'è. Ur skol zo jerret ahe komañsamant ar bla, chome ket kin (ne)med ur c'hlass, ha tud ar vugwale deus ka(v)et gwellac'h digass ar c'hlass d'ar bourk, set' ba'h ar bourk bremañ zo tri ha pevar-ugent a vugwale (e)tre pevar glass.

Bremañ pezh a vêr choñjal ober ba'h ar barros, ar labouriou, ar remembrement oa bet komañset n'eus ket gwraet (ne)med ur gêr, hag bremañ zo kalz kor... Fin zo kalz a c'hoant da gontinüiñ kar an heñchou zo vall, an heñchou zo vall hag ar mod-all a teufemp, teufemp ket (a-)benn gwech e-bed d'ingaliñ (a)nehe, ha zo passeal kant kilometr hent war-gont ar barros, hag vall kalz anehe, ha sur gad an dud zo, ba'h an oad ha (e)maint, n'o ket braw kaoud arc'hant d'ingaliñ (a)nehe toud, set' ar remembrement zo subvañsionet memestra hag a teufer (a-)benn d'ober muïoc'h.

Ha mod-all ba'h ar barros : eñdustri (e-)bed, n'eus ket, koulz é lared, n'eus ket just (ne)med ar garrierenn ba'h ar Wask, karrierenn ar Lamandé, unneg pe dowzeg ouvrïer, ha mod-all n'eus sort e-bed ! Be a zo ra(w), domaj é la vé ket favoriset. Ur vorn-ra(w) oa bet, na bet trôet c'hoazh a-raog ar vresel hag un tamm bihen goude memes hag é domaj la vé ket profitet deuh ar pezh so ba'h an douar memestra, nije delc'het re-yowank, surtoud é red dehe moned toud kuit ha c'hoazh zo ur pennad so ha zo, ha deus ar c'hoa'i bet degoueet gante, dïaes moned-kuit ha bremañ a gavfent gwelloc'h kaoud o labour war ar plass, set' vankefe un dra mennaket ar mod-se sur ! Memes mod (e)vel ma vije bet mïoc'h a dud ba'r c'haoleñ barzh Berrien, da ve labour (a)nahoñ war ar plass nije bet, vije bet ar chañs 'ta lar chomeche mïoc'h a re-yowank barzh Skrigneg, (e)vel ba'h an dro toud 'è. Bolazeg zo kaos da zigeriñ 'è hag a zo kaos lar a vefe kant a dud amploaiet med amañ n'eus kaos e-bed, pell zo (a)darre.

Bremañ kalz a dïer neve ha vé ket gwraet kime ar pezh a vé gwraet evi(d) ar retreteed, tud o prepariñ (e)vi(d) ou retred, aet da labourad da lec'h-all hag a neu'n a teu war o his d'ar vro.

Bouloñjer (e-)bed n'eus ket barzh Skrigneg ur pennad so, André Guillou oa 'è dihanet d'o(be)r bara, a zo un dépôt ba e di, 'h a da gerc'had bara da Uhelgoat da di ar Guillou, mod-all un tourne war ar barrous (e)vi(d) an Tosser, deus Berrien 'è.

Med mod-all (e)vid (e)n-om zivertissañ teuomp a-benn memestra, un ekip football zo beb sul ha vé kalz a dud d'ou heul, pe 'h eint mad pe n'eint ket ! Ha vé hanter-kant, pevar-ugent, beb sort mod, vé ket, vé o 'hond en deplassamant (a)ssames gate. Skrigneg oa bro ar gourinerien hag delc'hen a rent ! Ar bla-mañ meump bet ar championnat interceltique ha na degasset kalz a dud d'ar barros, da Skrigneg. Club du troisième âge memes mod, a vale mad, alïes a vent oh (e)n-om ziblass ha reünissañ beb merc'her war ur c'hlassad ha' zo rôet dehe, ur c'hlass lec'h ma n'eus dén e-bed kin ha' so rôet dehe ba'h ar skol hag a vé an dén da beb merc'her c'hoa(r)i kartou ha c'hoa(r)i domino

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog