28/08/2014

An Dieoul ba Koat-Frew

Bet divanket d'an 8 deus mis-kerzu 2014

Salud dec'h,

Ar wech-mañ vo klêt G. deus Kleden-Poher kontañ traou ahe, un tamm taol-fars gwraet d'ur vandennad ginoweien. Jean Lecoulant an-heñi neus añrejistret, trañskrivet ha kasset an traou din-me dram din da lak anehe war ma blog da ziskeuz doc'h. Mersi bras dahoñ ! Divanket ha kempennet ganen-me. 



Ya, gwech-all 'h ee ar re-yewank d'ar bal (iv)e. Med, ar bal ar bal ! Oa ket ar saliou-dañs d'an traou ! An dud 'h ee, ar re-yewank 'h ee da zañs(al) war ar c'hampagn ba un hangar, ba ur grañj, un dra mennaket ar mo(d)-s(e). Ha hè 'h ee toud oh ! Bandennajou kwa ! Kar d'ar mar(e)-se vis(e) kont(et) beb sort traou lar vise 'n Ankou wa(r) 'n hent, ba-kreis an noñs. Hag ar re-m(añ) oa deut toud doc'h, doc'h kost(e) Poullaouen hag ar gis-se oaint deut da zañsal ba ur feurm. Ha oa daw dehe travers ur, treus ur c'hoat, ur c'hoat bras ! Set' oant-hè kont tre ar mo(d)-s(e) ba'r bal :

- Oh ! (A-)benn, damai (a-)benn 'h imp d'ar gêr vo daw domp mond toud (a)ssames heñ ! Kar ahe zo ur c'hoat da dreus hag lod, kalz tud neus lar(e)t lar neugn gwel(e)t an Dieoul ha vise an Ankou oa ba lein 'n hent (iv)e !

Euh... Ha oa un' un tamm bihen heñ ! Mïoc'h disket (e)vid ar re-m(añ) ma'hat, (o) chilow (a)nehe. Ha c'hoarzhe-heñw deuhoutoñ i-hun ! Set' ur bal, oa echuet ar bal, heñw roud ! Wa(r) 'n hent, dre-lec'h oa sañs(et) ar re-m(añ) da basseo. Ha d'ar mar(e)-s(e), oa ket brikejou med, (e)vid ho(be)r tan, vis(e) ur min-tan ga un direnn : un tamm barretenn-dir vise gwraet ha vis(e) gwraet tan (e)vid alum ar c'horn-butun. Ha heñw (e)n-om eñstal(iñ) ba lein ar grapenn, tap e min-tan doc'h e go(d)ell hag an direnn. Ha pé oa e(rr)o ar re-m(añ) (o) tond d'ar gêr (e)n-ur ziskut ha c'hoarzhin ha machin ; heñw (e)n-om lak ba-greis an hent ha komañs d'o(be)r tan ga e min ! Ar re-yowank, spontet ! Partïet toud ! :

- (E)ma 'n Dieoul ba lein an hent ! (E)ma an Ankou war'ha(no)mp !

Ken lampent-hè partoud ! Lar-heñw

Med, (a-)benn ar fin ma bet owen ! Lar-heñw, kar ba an traoñ oa ur wazh ha matre'n vis(e) bet ploñjet ba'n dour ha vis(e) bet marw un' menneket... Ma owen ! Ma 'h aretet deuzhtu ha partïet-roud ! Ma, sertenamant ma ket lar(e)t mann e-bed da zeñn e-bed. Oah ! Ba'r, ba ar voman... Med, war-lerc'h ma bet lar(e)t petra oa digoueet kar me oa an Ankou ! N'é ket an Ankou oant-hè kont ba'r sal ! Me an-heñi oa heñw, an Ankou ! Ha ma gwraet un taol-fars dehe med, ba un tu menneket ma keuñ bi gwraet un dra-all kar matre'n vis(e) bet digoueet ur maleur dre mé faot, neb, neb lak (a)nehoñ da zigoueiñ kwa heñ...

Voilà !

2 commentaires:

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog