13/09/2014

Deus an naon n'eus ket bara fall e-bed!

Bet divanket d'ar 15 a vis-gwenngolo 2014
Corrigé le 15 Septembre 2014

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm kaos bet gwraet gad un dèn deus Plonee un pennad so. Añrejistret oa ga Christiane Fer 'n ene ha trañskrivet amañ ganen-me. Michañs po plijadur klêo 'nehe kont ar gaos!

????? = An traou oain nec'het gate, laret din ma teufe dec'h kompren gwelloc'h 'vidoun. 



Un deber(e)s-var(a) voa 'e

- Hañ ? Ah, un deberes-var(a) neu'n

Un deber(e)s-var(a), peus kem gwel (aha)noc'h : Teir vichenn-var(a) (e)vid ar si(zhu)n !

- Me(d) me zo un deberes-var(a) (iv)e hañ

C'hwi (iv)e ?

- Ah ya, ya, ya

Me zeb bar(a) abominabl !

- Ne zebon ket pegement med...

Teir vichenn-var(a) ?

- ... Vên ket mé-hun ba'r gêr med zebon ket toud, n'ouzon ket pegement on gouest da zibiñ med kasimant... kalz

Teir vichenn (a) zow lur

- Ah ya... Ha gwech-ell pe-seurt bar(a) vise gwraet ?

Heñ ?

- Pe-seurt bar(a) vise gwraet gwech-ell ?

Ah ! Se, gwech-all oa un tamm bar(a) hañ !

- Bar(a) pe-seurt mod ?

Bar(a) poèiet ba'r forn ! Paotr-powr, amañ vije gwraet tan ba'r forn !

- Bar(a) du ? C'hwi peus deb(et) bar(a)-du ?

Oh ya ! Vïe ket gwal sklêr damp pugur vise ket gwal gwenn (a)nahoñ pugur vïe, vïer krog ga tamouesiñ (a)nahoñ, peus kime un tamm tamoues (e)vid o(be)r, passeal hezh 'ha (e)vid kaoud ar bleud d'ober bar(a). Hag a vise hezh lak(e)t an devezh a-raog go hag an devezh war-lerc'h é tond ba'r forn ha vïe ar forn da domm c'hoazh.

- Ya, ya med vis(e) ket gwraet bar(a) ga gwinizh-tu, nann ?

Nann, krampouzh vise gwraet

- Ha bar(a)-segal ?

Yao ! Segal, bar(a)-segal meus bet

- Ah ya

Heñ é duoc'h ! Ha hezh so mad !

- Hezh zo mad (iv)e hañ

Ya

- Mad (e)vid ar yec'hed meus klêt amañ

Beñ (e)vid lared lar é mad ar mod-all neuhe !

- Ehe, ha pé vé naon n'eus ket bar(a) fall (e-)bed, yao ?

Oh ! Nann gast 'ha ! Nann ! Meñ meus bet beb tro bar(a) (a-)ziwar, vïe tapet din diga'r mevel, (a-)ziwar ar planken ha vïe troc'het ur mell, ur mell treuchenn, un' ar mod-se. Ale ! Vïe plant(et) (a)nehe ba ma meñchou !

- Ah ya, ha hezh vis(e) mad kwa

Ha hezh vise mad blam be... Ha vïe sec'h c'hoazh ! Hag vïe ke(t) amann na nintra war'nahoñ heñ med, heñ oa mad memestra hag evet dour deuh ar wazh c'hoazh !

- Ya, ya

Noa ket bet ampoesonet !

- Nann, nann. C'hwi peus bet naon ?

Heñ ?

- C'hwi peus bet naon ??

Oh ya, meñ meus bet naon meur a wech

- Ha petra dorre an dra-se doc'h ?

Ga to(rr)iñ ma naon reen k(et) ton memestra

- Ah ya ?

Ha pé vise gwraet ur chidourena(d) (a)val-douar d'ar moc'h vije lak(e)t ar re-vras war-gorr(e) blam dehe da boèiad. Set' mi a zibluske (a)nehe ha' zebe (a)nehe

- Ah ya, ga avalou-douar ar moc'h

Ga (a)valou-douar ar mod-se, dow, tri, pe(v)ar... Ar mod-se ! 

- An dra-se oa traou làeret (iv)è ?

Ya, ya. Oblij oa 'n-om jikour ma voamp gouest d'o(be)r, paotr-powr !

- Ah ya

Pugur namp ket da sell, namp ket droad. Namp ket droad, vïe ket goull(e)t set' ar mod-se piw oar pe-sort mod... Me lar doc'h zo bet boutriked war an douar memestra ! Ma, digoueo a rent mad ?????? dehe c'hoazh, maleürusam(ant) ! Gwell a-se ma rafont ket hañ, kar maleürus é ! Kaoud ar mod-se... Miser

- Ya med pet(r)a vise laret deus ur batrones ma ree ket boued a-walc'h doc'h pé oah labourad ? Houzh neus bisïed moan ? Houzh zo...

Oh, vise ket laret, vïe ket laret nintra (e-)bed pugur den e-bed bassee. D'ar mar(e)-se oa ket assistantou-sossial na den e-bed ! Ah nañ-nañ-nañ-nann ! Netra ! Na kafe vïe ket (iv)e, vïe ràet un hanter loa a gafe ha.. na tamm amann da ràed, ba'r vourc'h. Ba bourc'h Plonee neuhe vïe ràet un hanter loa a gafe doc'h, ur ouest-sukr set' vïe ràet un nebeud tammou din (e)vid kass d'ar gêr. Yeo ! Med pet(r)a voa ar re-he ? Ha possubl é ur ouest evi(d) bevañ ? Petar é ur ouest-sukr da zeg dèn ? Dowzeg oamp (aha)nomp pugur oamp deg, deg krouèdur ha vïe o-dow

- Ha peus ket... Ba'r gêr oa ket leizh-kof ?

Gast nann 'vat ! Vïe ket ràet re-oll domp kar...

[Deut ur geliedenn, pe un dra mennaket ar mod-se]  

Mallezh toue ! Aet é kuit c'hoazh... Lorgnaj ! Aet (a)darr(e) kuit ! Loustoni ! Torr(iñ) ma lunedou a rin ahe (a-)benn (ar) fin

- Ya ya, an dra-he zo gwassoc'h !

Klêo a regn kwa !

- Klêo a regn, ya ya

(A-)wechou welon (a)nehi, a-wechou-all n'ouzon ket

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog