25/10/2014

Labourad ga kerseg

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ 'hi-mañ un tamm kaos-all bet gwraet ga Jean Lecoulant ba Kleden-Poher ga G. ba ene. Jean Lecoulant an-heñi neus añrejistret, trañskrivet ha kasset an traou din-me dram din da lak anehe war ma blog da ziskeuz doc'h. Mersi bras dahoñ ! Divanket ha kempennet ganen-me. 



C'hwi laro penvar(e) vêh prest !

- Prest é !

Prest é ar jeu Jean ?

- Ya !

Boñ, brem(añ) 'h amp da droiñ douar neu'n : ga'n ar...

- Ya...

Ha 'h amp da stagañ dow jô deus an ar. Set' a'h amp da lakad dehe, da lak(a)d ar brid d'ar marc'h, lak ar jujou war i gein hag ar c'holier hag an dra-se, oa stag ar jujou deus ar c'holier hag ar jujou oa staget deus ar sparl bihen. Beb jô neus ur sparl bihen ha vé stag ar jujou deus ar sparl bihen hag an dow sparl bihen vé staget deus ar sparl bras. Voilà ! Ahe (e)maint prest da lañsañ, ar sparl bras eh beñ zo staget doc'h an ar, sert(e)namant ! Ha goud(e)-se neu'n ar sparl bras zo, oa ur gid vé gwraet doc'h an dra-se ha heñzh é ar regulater. Ha c'hwi regul ga heñzh (e)vel peus c'hoant deus ar mod da jech ar c'herseg deus ar boemou peus c'hoant d'o(be)r. Heñzh regulo an ar deuh ar mod da jecho ar c'herseg. Ha 'benn peus gwraet an dra-s(e) eh beñ dap ar fouet hag un d(o)uchenn d'a(r) marc'h ha "Hei !" Voilà ! Ha (e)ma prest ar jeu, an ar zo prest.

Setou war an ar peus ar soc'h da drañch an douar. Ar goutilli zo (a-)raog hag ar rasetennou da zespugn mo(d)-s(e) teil, eh beñ toud an dra-s(e) 'h a ba'n ant ha vé chechet ar c'herseg da jecho war'nehi ha vé trôe(t) (a)n douar. Skouarniou an ar verss an douar war toud an dra-s(e) ha jom douar ru war o lerc'h, prest da had(añ). Ha (a-)benn digoueet ba penn-ell deus an ant neu'n. Neuhe é daw doc'h mond war ho kis hañ !

Haha ! Ma 'h eet war an tu-dihou da droiñ douar, petra lari d'ah varc'h, d'ah jô ?

"Hal !" ba'n tu-dihou

Ma (e)ma ba'n tu-klei

"Tüis !"

Setou war ar c'herseg oa an dra-se da, (e)ma indiket mad ! Ha 'r re-s(e) drey an dra-se a-mo(d)-s(e) ha droio-hè o-hun beb po laret "tüis" dehe ha red dehi

"Tüis ! Bayard, tüis ! Doustadig, doustadig"

Ha 'tee-heñw trem(a) an don. Med c'hwi renk bi digourdi ba-dreñw da jañch tu d'an ar. Haha ! Ha vounnus, kar (a-)wechou vé daw doc'h rekulañ (a)nehi, digass (a)nehi (a-)dreñw. Pe-sort mod vé gwraet deus an dra-se ?

"Ri a-dreñw !" vé lar(e)t d'ar c'herseg ma 'h a-hè re vounnus : "Hohoho, ri a-dreñw !"

Med, c'hwi renk chech an ar (a-)dreñw un tamm bihen (iv)e.

"Ale tüis ba'n ant"

(A-)benn-neu'n peus lak(et) an ar ba'n tu-ell, ba'r sens-contraire...

"Ale hei !" ha war-raog ha d'ar penn-ell

Hag ainsi-de-suite, ha troiñ douar ar mo(d)-s(e). Gwech-ell un... pessar-mod larin doc'h... Un ouvrïer, war ar c'hampagn petramant ar mab, c'hwi droiè a-peu-prè, ga dow jô, un devezh-arad douar ba'n de(v)ezh. Un devezh-arad oa...

- Un hanter hectare ?

Ya, un hanter. Un devezh-ar(a)d, un devezh-labour, ma peus c'hoant, vise gwraet doc'h an dra-se kwa. Voilà ! Set' ba ho te(v)ezh ga ho chô reeh un devezh-arad douar. 'N de war-lerc'h 'h eer d'o(be)r an de(v)ezh-ell hag ainsi-de-suite a-peu-prè memes-mod.

Hag ar marc'h-limon neu'n ba'r c'harr, hezh neu'n ? Ha ! Hezh, heñw oa limonier kwa heñ! Deus an dra-se vise daw da ziwall dec'h med, ahe oa ur sakre... Ahe vise laket sternajou-ell war ar marc'h neu'n. Hezh na, vise laket ar brid d'ar marc'h (iv)e, ar c'holier ha goud(e)-se neu'n oa vïe lak(et) ar sternajou bras neu'n : ar bass. Hag vis(e) repos(et) an diwvrec'h doc'h ar c'harr, oagn, reposè wa(r) (a)r marc'h, war-gein ar marc'h. Doc'h an dra-se vise gwraet ar bass deuhoutoñ, ah ! Ur selle bras ma peus c'hoant kwa heñ. Voilà !

Ar bass hag ar c'hulier ! Heñ servijè da gass (a-)dreñw. Heñ, ma 'h ee re ar c'harr, ar c'harr re (a-)raog vïe lar(et) d'ar marc'h :

"Ale ri !"

Hag ba i brid jech anahoñ war i hinou da gass ar c'harr dreñw

"Ri ! Ri-dreñw !"

Vij(e) ket daw lar "dreñw" heñ ouïè. "Ri" (a-)walc'h oa ha oa tra-walc'h ! Lod lare "ri-dreñw ! Ri a-dreñw !" Med, oa ket daw, ar marc'h ouïe (a-)walc'h pé vïe lar(e)t "ri" dahoñ, (a-)benn-neu'n gomañse-heñw kass (a-)dreñw kwa heñ (e)n-ur harp e rèr ba'r c'hulier

"Ri"

Ha chech-dreñw pugur vise dow war'nahoñ staget ba ar vrec'h-karr kwa heñ. Donc rioup ! Ga nerzh e benn-dreñw gasse ar c'harr (a-)dreñw ma vise rôet 'n ord.  

Voilà ! A-mo(d)-s(e) vise gwraet gwech-ell.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog