02/07/2015

Lambig ar voereb

Salud dec'h,

Bremañ vo laket un eil añrejistramant ba'n devezh, gwraet oa ga Jean Lecoulant ar bla-mañ ba Kleden. Matresse serten re 'han'h no choñj deus ur gontadenn-all tamm pe tamm mem-mod. Trañskrivet é ga Jean ahe ha kempennet un tamm bihen ganen-me seulamant, michañs a blijo dec'h



Ya, pé oa bet ar bombardement ba Brest, kals Brestoaied na, na kuitêt Brest dija sur. Ha oa digouê(t) un' ba Kergo, ba ti mé dad, dé glass labour 'vi(d) e voued. Un tamm erc'hent vis(e) ràet dahoñ 'e. Ha oa deuet an de kent(añ) ar bla, ha na lar(e)t dé mé dad :

– 'Benn fin ar su(hu)n, 'benn an de kent(añ) ar bla, 'h añw dé Brest war ma his, 'h añw dé wel(e)d mé moer(e)b kwa

– Ah boñ ? Larè mé dad dahoñ

– Ya, med dond a rin war mé gis ! Larè-heñw, da 'n-om gaoud hañw ene (a)ssames genin. Amañ (e)momp mad ! Qui disait bon 'hat…

Seto, bet oa bet-heñw un sun(v)ezh a-peu-prè 'h o(be)r i dro. Bet papred, ha dàet war i gis de Gleden, de Gergo, de di mé dad. Sed mé dad lar dehoñ :

– Ale, (meus ket joñjet dac'h e hano kin, med vern ket…) Ale ! Bet oac'h bet, bet, gwelet peus ho moèreb neu'n ?

– Ya, ya, ya, lare dahoñ, ya, ya, gweled ma 'nehi. Of ya med, oc'h, neus ket chañjet kals 'nehi. Hi larè din-m(e) hag a oa-hi o hond da reiñ ur bann(e) lambig din-m(e). Bann(e) lambig kozh. Pavarzeg 'la na-heñw, ar lambig. Ha na-hi lak(e)t ur bañc'h din, lare-heñw de mé dad

Med na ket laket re sert(e)namant.

– Ah ! 'Benn ma evet nahoñ hi larè din-m(e)

– Mad é-heñw, ma haotr !

– Oh ya, moèreb, mad é-heñw ! Med n'é ket bras d'é oad hañ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog