05/01/2016

Tapañ mitarded

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet assames ga Jean Lecoulant ba Kleden ba ti-G. Trañskrivet an traou gantoñ h kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
G.
- Jean



– Alïessoc'h brem(añ) ba'r vro vé tommoc'h an traou ba mis-gwenngolo 'vid ba mis-eost

Alïes, alïes, ya, ya. 'Vel, 'vel brem(añ) kwa heñ, med n'é ket (a)n hañw heñ !

– Ah nann !

(E)ma ket an hañw kin ! Hag an a(v)el zo… Gast !

– Ya, (a)n a(v)el d'an nec'h

Oh ya ! Fresk un tamm

– Ya

– Ah bah just a-walc'h, pé vemp kaojeal deus an a(v)el, pet(r)a é ar gaseg-veurzh ? « Kaseg-veurzh », peus klêt an dra-he ?

– Ar gaseg-veurzh

– Digoueet é ar gaseg-veurzh

– An dra-he zo un tamm a(v)el ha' c'hwezh pad, pad mis-meurzh, deus an nec'h

– Treud ha sec'h, a(v)el treud ha sec'h

Ah ya, amañ, am(añ)-gi-m(añ) vé gwraet « a(v)el-suilh » doc'h hezh

– Suilhet

Ya

– An a(v)el a suilh ar yeot 'e.

Ya, ya, hag ar yeot toud, toud tàè vïolet alïes wa'r pennou. A(v)el-suilh, a(v)el-suilh vise gwraet doc'h... Hezh, am(añ)-gi-m(añ) vise gwraet 'benn tàè (a)n a(v)el deus, bah 'ziwar Plouïe sè ! Ah(e)-gis-s(e) oa (a)n toull a(v)el-suilh. Ya, nord-ouest kwa heñ. Ba mis-meurzh, ah(e) vis(e), kontinuet vise gwraet doc'h an dra-s(e), a(v)el-suilh doc'houtoñ.

– Memes heñi é sur

– Ha ba, ba Speied (e)ma toull ar veunteun

Ah bah ya 'hat ! Ahe (e)ma. Pé vé (a)n a(v)el alïes Sant-Hern, Speied, par rapport domp am(añ)-gi-m(añ) kwa heñ. Ah(e) n'é ket daw doc'h goull, ahe (e)ma ar glaw deuzhtu heñ. Pierre, Pierre Troadec, oh ! Hezh oa un tamm yontr-kozh dé Christian Troadec, dé maer Karais ahe. Heñw larè dé mé dad-pàer(o)n ur wech, oa chom ba-tal ar Ster-Valenn ba du-(ho)nt :

« Ah mallezh han(o) Dou(e) » lar Pierre, « aet é (a)n a(v)el war staoterezh Sant-Hern ahe (a)darre ! » Qu'il disait comme ça

E-se, Sant-Hern oa just fass daoñ kwa heñ :

« Ya, ya, amañ oa staoterezh Sant-Hern ahe ! » Qu'il dit

Ça voulait dire : « il va pleuvoir » !


– Ha bep-sort vise lar(e)t gad an amzer gwech-all. Petra ma klêt ur wech ? Ya, pugur ni zo ba tu koste Plouïe, vise lar(e)t : « Pa c'hwezh an a(v)el diwar ar Releg / Na vreskenn na saout na keseg »

– Ah !

Ah boñ ?

– Ya

Bah ya, teu… Oh ya

– Ha bep sort traou heñ !

Bah ya, ohlala ya !

– Med depand a ree deus ar parrechou lec'h oa

– Pet(r)a vis(e) lar(e)t ba-am(añ) ?

Pff, un tamm doc'h toud ar mo(d)-s(e), med…

– Ha « Pé c'hwezh an a(v)el diwar ar c'hornoweg / Vé tapet meur a hinoweg »

Ya, tap(añ) mitard(ed)

– Mitarded ?

Ya, doc'h an dra-se, ya. 'Benn 'h eer, 'benn vis(e) an a(v)el-suilh, petram an a(v)el d'an nec'h kwa heñ. Peus kemed mond ba korn an hent ah(e) gis-s(e), petram(ant) ba korn ar c'ha(rr)di pe ba un tu m(e)nneg, kass ur sac'h ganoc'h ha dapi un neubeud mitarded ah(e)-gis-s(e) vïe lar(e)t

– Ha pet(r)a é ar mitarded dit-te ?

Oh, kouwadennou anoued kwa

– Ah ya

Yin kwa heñ

– « Anoued » vé lar(e)t amañ, 'vid lar(e)d…

« Anoued peus »

– Ya

Ya

– Med pet(r)a sinifi an dra-he ?

Yin

– Yin

Yin ya

– N'é ket memes-mod 'vel « riw » ?

Nann, am(añ) vé ket lar(e)t « riw »

– « Riw » vé ket lar(e)t ?

Nann

– Ah

Nann, nann, an dra-s(e) é daw… Nann, ba kalz a blassou vé lar(e)t riw ya, med am(añ) vé lar(e)t « yin », petram « anoued peus, anoued meus »

– Ni lar « riw », med lod lar an dow

Ya, ya ya

– Hag a-wechou vé un difer(añ)s (e)tre an dow kwa

Pé 'h eer trem(a) bord ar mor du-(ho)nt, a(ho)nt (e)ma « riw » é

– Ya, med ba Speied vé lar(e)t « anoued », mem-mod

Ya, ya, ya

– Med ba Uhelgoat vé lar(e)t « riw »

Matress(e)

– Plouïe vé laret « riw » mem-mod 'e. Kergrist é « anoued » vé lar(e)t 'e. Pe « kruk »…

Ha ba Kleden oa un' ha vis(e) gwraet Anna Riou deuhouti. Ha pé vïe yin, un' oa aet da lar(e)d dèi : « Ale Anna ! Riw, riw, riw, riw, riw ! » Toud zo mad da glêd 'e !

– Ya, klêt vise kaos deus ar re oa chimudig ?

Pet(r)a vé gwraet doc'h ar re-s(e) neu'n ?

– Ah bah ar re-s(e) so riwidig un tamm pe anouedig pe…

Ya

– Chimurig pe chimudig

Ya anoued… Hem(añ) né anoued papred, hezh so anoueneg !

– Anouedeg ?

Anoueneg, ya. Oh hezh so anoueneg. Heñ né, heñ né, heñ né anoued papred. Anoueneg

– Ah ya, anoueneg

Ya « sujet au froid », anoueneg

– Ah ouïen ket

Ouais, doc'h an dra-s(e) vis(e) gwraet an dra-he. « Oh gast, me zo anoueneg, 'hat. Ma'hat n'é ket ken yin-te ma'hat ! »

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog