31/03/2016

Ar veukenn, ar gegenn hag ar rïotéres

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant mamp gwraet assames ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
G.



– An dra-he lak aha(n)on da joñjal ba un dra ma klêt 'vid ar, 'vid un', ur paotr hag a zo tomm walc'h hag a zo tomm deus ar merc'hed hag a vé lar(e)t, ma klêt lar(e)d : « Hem(añ) zo 'vel ar bik ha neus an hanter deus he gwad ba he lost » Peus ket klêt an dra-he ?

Nann, deus ar baotred tomm, nann : « Oh ! Hem(añ) vé dilass e vragou gantoñ papred » pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e), med nann. Petram vé-heñw e… « Be e machin gantoñ reud papred » pe un dra menneg ar mo(d)-s(e) med pass, nann pass…

– Goûd a ouz's neuhe pet(r)a é ar c'hig skañwañ zo war an douar ?

Skañwou toud ?

– Skañw hañ !

Ya…

– An heñi a sav e-hun !

Ah ! Ah !

– An dra-he meus klêt ur wech

Ya, ya, me gwir walc'h é 'è ! Ya, med e galleg meus bet klêt an dra-s(e) 'è, un' na pos(et) 'nèi diw wech ha :

« Pet(r)a é ar pezh oa ar brassañ fenaient oa ba ho korv ? »

« Beñ n'ounn ket 'ha ! » Lar'n daoñ

« Yeo » lar-heñw « é hoh lost ! » lar-heñw diñ

« Ah boñ, blam bat(r)a ? »

« Blam (e)ma-heñw 'kousked i benn gantoñ war dow oreilher ha zivin ket (ne)med vé chech(et) gantoñ war i rèr ! »

– Ah ya… Piw a'h a d'ar marc'had war e benn d'an traoñ ?

D'ar marc'had war i benn gantoñ d'an traoñ ?

– An tach

Ah pat(r)a ?

– An tach

Ah boñ ?

– Ba ya, an tachou zo ba-dindan ar boutou-koat

Ah ya

– Ah ya !

Hezh gerzh war i benn, ya

– Ya, hezh 'h a war i benn d'ar marc'had

War i benn, ya… Ahaha ! Oh ya ! Med bi zo kalz traou ar mo(d)-s(e) heñ !

– Ha sterd é kaoud hañ !

Oh ya...

– Pa vé goull(et) an traou ar mo(d)-s(e), eh beñ…

Ya, kaoud joñj doc'houte toud, an dra-s(e) é (a)n-heñi ar gwashañ toud !

– Lod oa spessialist heñ, ga'n dra-he

Ha beñ lod vïe, ah beñ an dra-s(e) zepand deus ar c'hoñversassionou vis(e) hag lod blijè dê papred bi 'tiskut(iñ) ar mo(d)-s(e) deus ar merc'hed, deus ar baotred, deus ar re tomm, deus ar re yin ! Med an dra-s(e) zo papred heñ ! Med seulamant brezhoneg vé ket klêt an dra-se kin kwa heñ !

– Ha deus ar merc'hed neuhe, 'vid ar re oa braw. Pet(r)a vije gwraet deusoute ?

Ur plac'h vraw ?

– Braw ya !

Of ! Kalz traou 'ha !  « Ur veukenn, ur steredenn… »

– Kontinu, kontinu

« Ur lon-brein » matre'n ma oa'i ur lon-brein 'è. An dra-s(e) oa 'è, med deus ur plac'h vraw, nann of !

– Ur bleumpenn peus ket klêt ?

Ur blantenn vraw, ya !

– Nann, ur bleumpenn

Nann

– Nann ?

Nann

– Ur blantenn, ya ?

Ya, ur blantenn vraw, ya, ya

– Ha deus an heñi vis(e) gwisket fall, pet(r)a vis(e) lar(e)t ?

Ur lon-brein

– Vis(e) ket lar(e)t « gwisket 'vel ur wis kozh », pa lar(e)t din-m(e) ?

'Vel ur wis kozh ?

– Ya

Ya

– Gwisket truilheg ?

Ur wis kozh ya, vis(e) gwraet doc'h… Oh ya, p(e)tram…

– Ur gouilhourenn vije ket lar(e)t ?

Euh, an dra-s(e) deus ur plac'h yowank, nann, pass keme(nt)-s(e)

– Deus un heñi-gozh kwa ?

Nann, nann, deus ar… Kentoc'h deus un' gozh ba hi di ma vich(e) ket propr, vïe lar(e)t : « Houzh so kouilhourenn », med pass deus ur plac'h yowank

– Un' ha n'é ket propr kwa

Ya ya

– Ur ge(g)enn vis(e) lar(e)t 'e ?

Deus pet(r)a vé lar(e)t an dra-s(e) ?

– Un tamm chipie kwa

Ur gegenn, ouais une radine, une jeune fille radine, vis(e) gwraet ur gegenn deuhouti petram : « Houzh so ur ge(g)enn, houm(añ)… » Petram vall, viss-fall kwa heñ ! « Houzh so ur ge(g)enn »

– Ni, ba du-m(añ), bah ur gegenn zo un' hag a, hag a gaojev kwa ! A gaojev re kwa hag a « Ta-ta-ta-ta-ta-ta-tak », 'vel ur gegenn un tamm kwa

Ya, petram ur bik kwa heñ ! Med ur ge(g)enn, am(añ) gi-m(añ), na mïoc'h tendance dé vid ur plac'h penn-gast un tamm kwa heñ !

– Ya, penn-gast

Ya, ya-ya, ahaha ! Penn-gast !

– Ha deus ar re, be zo ar re zo penn-chouch hañ ?

Of, penn-chouch ya : (A)n-heñi na gaosev ket kwa

– Ya, penn-mul 'e kwa

Ya, oh, penn-chouch, « boum-boum » kwa, an dra-s(e) oa ur penn-chouch petram ur penn-toud

– Ur penn-toud 'è ?

Vis(e) gwraet 'è, ya ouais… Traou ar mo(d)-s(e)

– Hag a re a gaojee kalz ? Pet(r)a vise laret deusoute ?

Ya

– Bern traou meus klêt

Ar re, an-heñi oar kalz traou ya, euh nann… Gwel a ret, deus an inverse ouièn, med deus an-heñi, (a)n-heñi oar re nann… Oar re traou kwa, med pass…

– Pil-ginou peus ket klêt ?

Oh, pass kement, nann… « Ba ginou toud » ya, nann…

– Pe ur sklabousser pe babilher pe beb-sort vé lar(e)t

Rïoter

– Rïoter, « c'est celui qui radote »

Rïoter kentoc'h. Ya, radoteur, ya med am(añ) vïe lar(e)t : « Oh ! Houzh so ur rïotéres ! »

– Rïotéres kwa, ya

Ya, pe deus ur paotr vis(e) lar(e)t 'è : « Oh ! Hezh so ur rïoter, n'é ket daw doc'h chom dé jilow hezh ! Hezh so ur rïoter, ur rïoter-kaoc'h ! » Ha voilà !

30/03/2016

An hesk hag ar glañch

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel ga dow baotr. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Paotr kentañ
Eil baotr



– Ur paotr meus gwel(et) ar su(zhu)n passeet ha' neus laret diñ lar hesk oa yeot 'è ?

Ah ya ! Hesk

– Yeot treut

Hesk… Med vé ket gwraet la laîche deus se in galleg ? Beo ! Hesk so ur machin ya, med ga hezh vé a-walc'h 'vid troc'h ho pis ! A-peu-prè sè, 'vel meus ur vochenn ahe, me meus ur vochenn ahe so chechañ d'an hesk, ya ya. An hesk oa ur yeotenn, ya me meus ur, ur blantenn meus ahe ha' zo just 'vel hesk hag ar re-s(e) ma dapeh 'nê, ar re-s(e) oa rust-rust ha nis(e) troc'het ho pis dac'h ! Hag ar re-s(e) neu'n dé holo ur bern voenn pe ur bern plous, ar re-s(e) oa traou hag a zizoure abominabl kwa ! Hag ba kêr lec'h oan-me ganet oa ur wazh hag passeal ba lost ur waremm oa ha ene oa hesk ! Set(u) ar re-s(e) vis(e) troc'het bep pla ha sec'het dé lakad war-gourr(e) ar bern voenn ha vise laket kervïou neu'n, kervïou koat kwa ! Med ar re-s(e) oa koat-kelve, ma peus c'hoant, pe(va)r-pemp metr, laket en double ha vise skloumet, pe paket ga fichell, un dra mennaket oa, ga fichell ouïon ket 'hat ! Pugur oa ket fichell neu'n

Dam ! Oa ket fichell neu'n

Nann, me meus ket joñj ga pet(r)a vise gwraet 'e!

Nann

Boñ, ar re-s(e) vis(e) laket neu'n 'benn eus penn blam dê, d'an tro(a)d deusoute, ar re-s(e) vise gross-mat, a-peu-prè 'vel un tro(a)d deus skuber(e)nn ahe pe ar mod-se… Hag ar re-s(e) 'h ampeche an hesk neu'n hag ar plous é d'hond ga'n a(v)el, houïet walc'h, red vis(e) derc'hen un dra bennaket war'nê ! Sell hag med an hesk oa ar champioñ, ahe n'ee ket dour war hezh

Ah nann nann

Nann

– Ar saout ga(v)e mad an hesk 'è ?

Ah na ket ! Ah nann, hezh douche lon (e-)bed

– Ha matre'n ta deus an dra-se lar pé vé laret la « aet é ar veuc'h da hesk »

Matress(e) walc'h 'è ! Ah !

– Vis(e) yeot ha' ne halle ket reiñ laezh dê

Matressen 'è, ah ya ya ya ya ! Matressen 'è, 'vel la ciguë, la ciguë houïes walc'h

– Pe-seurt mod vé laret in brezhoneg « la ciguë » ?

Pempis, ma'hat vise laret heñ ! Me gav din pempis é…

Me n'ouzon ket pe-sort mod

Geo ! Pempis vise laret, ya ha c'hoazh an tige deus ar re-s(e) vise tapet ga'r re vis(e) 'neo gwlan, ma peus c'hoant, goûd walc'h ret gwech-ell vise merc'hed 'tond d'an tïer da neo gwlan, ekardañ 'nê ga un, ga un ekardour hag da lakad 'nê d'o(be)r un neud gate hag ar re-s(e) vise laket neu'n, ar re-he oa kreus, houïes walc'h, an tige deus ar ciguë oa kreus hag ar re-he vise jerret ha laket da… Disec'het un tamm

– Pe-seurt mod vis(e) laret an « tige » ?

Tro(a)d ya…

–  Tr(o)ad ar « ciguë »

Tr(o)ad ar ciguë oa, ya hag ar re-s(e) vise laket war ar machin-ne, ar c'harr, vïe ar c'harr-neo-gwlan, houïet walc'h, set(u) hezh, hezh a drôe en-dro pé vise tisset un neudenn, ma peus c'hoant ha vise haddigasset ar macheñ hag ar re-h(e) lake 'naoñ war ur bobine, war ur bobine gwlan, ya mod-se a reent, ya ya

– Ha bi oa hanoiou-ell (e)vid ar yeot ?

Fe… Ya ! Ya-ya, be oa hanoiou-ell c'hoazh, « glañch » meus bet klêt o(be)r kont ha pe-seurt yeotenn oa ar gleñch ? As(e) ouïon ket pe-seurt yeotenn oa c'hoazh… Med pé me meus bet klêt ar re-gozh, pé vïent troc'h ar voenn lar 'r glañch, tamm glañch, deus lar-hè oa kasimant mann e-bed ba'r prad (ne)med un tamm machin tano-tano ! Un tamm glañch larent-hè, ba-pelec'h, me meus troc'het traou ga ma valc'h, ar br(o)en ha hesk ha bep sort, troc'hañ gleñch matre'n, ouïon ket… Nann

29/03/2016

An hijéres, ar wentéres hag ar pochonad-kerc'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'hend-ell pet(r)a, pet(r)a vis(e) gwraet an devezh-dornañ 'hend-ell ? Pet(r)a oa d'o(be)r ? Ar baotred 'n-om okupe deus ar hreun pe… ?

Ar baotred vise 'lakad traou ba'r c'houfr kwa ! 'Tijeren 'nê, ar merc'hed vise 'tijeren wechou 'è ha neu'n war ar voudenn

– Ha piw vis(e) war ar voudenn ?

Ohh… Tammou moussed vis(e) wechou 'choukour 'è tostaad an horzennou ha un' vis(e) ba an tu-raog neu'n 'chet 'nê war an daol, un'-all vis(e) 'tiseren ha un'-all vis(e) 'tispak(añ), an heñi toull ar c'houfr nïe kime(d) lesk 'nê d'ond ba'r c'houfr

– Med an devejou-dornañ oa sterd evi(d) ar merc'hed memestra ?

Ya ! Ya, oh ya ! 'Vi(d) ar merc'hed ya sur ! Ya, ar baotred vis(e) 'tenn ar greun deus 'zindan ar c'houfr, ledañ 'naoñ war ar leur ha deus dindan an hijéres 'è, dan an hijéres vise mignoc'h, vïe ket kement, med mignoc'h (a) bellachou ha traou vis(e) dan an hijéres

– Ha pet(r)a é an hijéres ?

Ha hoñzh vis(e) 'hij ar plous !

– Hij ar plous

Ar wech é deuet maes ar c'houfr 'h ey ba'n hijéres ha vis(e) ur paotr 'troiñ an hijéres ! Heñ nïe ur sakre corvée neu'n 'ta, troiñ an hijéres

– Ha war-lerc'h an hijéres vis(e) ar…

Ha goud(e)-se vis(e) ar baotred dé zougen plous neu'n dé gass d'ar bern, dé gass d'ar bern plous… Hag ar merc'hed vis(e) en-dro d'ar wenterésed, diw wentéres vis(e) 'hond en-dro, un' 'vi(d) ar greun tàe deus dindan ar c'houfr ha un'-all 'vi(d) ar greun tàe deus dindan, dindan an hijéres. Hag ar greun tàe deus dindan an hijéres vise laket goud(e)-se ba'r wentéres vis(e) 'h o(be)r, ar greun tàe dindan ar c'houfr 'è, hoñzh vis(e) passeet diw wech ba'r wentéres. Ha 'vi(d) ar merc'hed neu'n a vouete ar wentéres vis(e) laret renk ar greun d'ond ba'r wentéres kwa. Boueta 'r wentéres ya, ur plac'h vïe war un tabor

– War un tabor…

Oy ! Ma (???) un tabor blam da vé, dèi da vé uhel, vïe aessoc'h dèi

– Ha ya, me ga(v)e din oa aseet

Oh ! Oant ket ! Oh gast, ar wentéres oa uvel-mat hañ ! Ha vïe daw, ba kein ar wentéres, beñ vise daw pouss an traou barzh, nïe ket emm dond re vounnus hañ !

– Pet(r)a vis(e) ràet doc'h d'evañ pad an devezh ?

Oh chistr ! Chistr, chistr ya

– Chistr… Vis(e) ket ràet traou kreñw raog fin an abard'hê ?

Yeo ! Ya deus an abard'hê vise gwraet un dro ga dour-vinerer, vïe gwraet deus an dra-he

– Ah ya, pet(r)a é an dra-se ?

Dour-vinerer, oh heñzh oa un alkol gwenn ahe, oa 'vel an dour oa ha heñw oa mad ! Heñw oa anisé, heñzh vis(e) mad 'ha ! Ha lod vis(e) rom gate… Ga'r c'herseg vis(e) ràet bep a bochonad-kerc'h dê, ar c'herseg vis(e) 'troiñ ar manej

– Vis(e) raet bep…

Ur pochonad-kerc'h

– Pet(r)a é an dra-se, ur pochonad

Ur… Neu'n vïe gwraet ur pochon ga ur sac'h ludou-griss, vïe gwraet ur pochon ha vise laket un tamm kerc'h barzh ha vise laket ginou ar jô barzh, ar mod-se ar fisselenn bassee dreñw e ziskouarniou, set' ar pochon-kerc'h a jome war ginou ar jô hag ar jô zebe kerc'h ar mod-se, ya

– 'N-ur labourad ?

Ha nann ! Neuhe vïe gwraet ur…

– Ha neu'n vïe gwraet ur « pause »

Ur pause ya, ur pause vise gwraet ya ! Keit-ha vïe ar c'herseg 'tibiñ o damm kerc'h

– Ar pochon vis(e) gwraet ga ur sac'h neu'n ?

Ga ur sac'h ludou-griss, ya ha vis(e) troc'het ba ur sac'h ludou-griss, gwraet un tamm pochon bihen ar mod-s(e) kwa ! Un tamm pochon bihen ar mod-s(e) ha vïe laket ginou ar jô barzh dé… Passeal ur fisselenn dreñw e ziskouarniou, set' ar mod-se jome ar pochon war i benn… Ya, med pé vïe gwraet un dihan vïe gwraet, ràet beb a damm kerc'h dê

– Med an dra-s(e) oa gwal devejou 'vid ar c'heseg 'è

Oh ya ! Gwlep-an-teil visent

– An dud 'è ?

Oh an dud vise tomm dê hañ ! Ha ba'r boultrenn !

– Ha pet(r)a vé laret ? Pé c'hwes ar c'herseg vé laret « gwlep-an-teil eint » ?

Ya

– 'Vel ma vegn dindan ar glaw ?

Ya ya, ya ya

– Memestra ?

Ya ya

– Ha pé c'hwesent pet(r)a vis(e) laret ?

Gwleb… Lar c'hwesegn 'è kwa ! Ma vé tomm

– Ya, vis(e) ket laret dour, pe-sort dour tàe maes ?

Ah ! An dour rouss tàe maes

– An dour rouss tàe maes

An dour rouss tàe maes ya, an dra-he ree vad, lar lod

– Ha gou(d)-se stage ar poultrenn warne

Ya holala ! Du-du vis(e) 'n dud !

28/03/2016

Langanteg ba Kleden

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant mamp gwraet assames ga Jean Lecoulant ba ti-A. ba Kergloff. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



Te oar, tre pe-lec'h (e)mout 'chom hag ar stêr zo… Pet(r)a é an dra-he… Zo kreus

– Ya, ya ya, an dra-he

Dow greus, pezh kreus hañ !

– Ya, ya ya, just walc'h ga ur veunteun

Ya, med 'tre ar stêr ha' 'r veunteun !

– Ya

Boñ, ah ! Ha me zo bet pell kass choñj pet(r)a oa 'n (dr)a-h(e)… Alala ! Pet(r)a oa Langanteg ! An dra-he 'n brezhoneg vé laret Langonteg, hañ ! Ha 'benn ar fin meus-me troc'het ar ger 'tre dow : « Lan », blam bet(r)a vé ket, vïe ket bet « Lenn » ha « ganteg » zo kanab ! Ahe neu'n, boñ zo bet lenn-kanab ! Boñ, pet(r)a é lenn-kanab ? E galleg : un routoir, ba p(e)-lec'h vé lak(et) ar c'hanab da vrein(añ) ba'n dour, med 'n (dr)a-h(e) so kozh sur hañ ! Dam a-se oa tud pinvidig ba Langonteg

– Ha dram vije gwraet kanab ba'r vro

– Ya, un noter oa

Ya, hè… Dê oa ar lenn-kanab ha vïe pêet heñ ! Dam se neugn gwraet maneriou ha merirïou ! Ar lenn-kanab, boñ Langonteg → Lenn-kanab, dé mé joñj hañ ! Med 'n (dr)a-h(e) so kozh ! Pé, dé mé joñj, ar c'hanab pe ar lin vé lak(et) da vrein(añ) ba'n dour vé ur blas fall-fall ! Ga blas brein, c'hwezh brein ! Hag a lake ar pesked dé vervel, dam a-se, med n'ounn ket kin pevar(e), tro ar lei, ar Roue Loeis Pemzeg, oa difenn lak kanab ba'r stêriou ha nant gleet an dud ba les, ree dê ba'r gêr, lake ar c'hanab, un tamm ba ur c'homm

– Ya

P(e)tram un tamm toull, un tamm toull a ree ba'r gêr dé vrein(añ), ar mod-se ar pesked a jome ba'r stêr pé, gwech-all vïe atrap pesked hardi, pugur autrefois il y avait cent jours de jeûne par an !

– Ah ! Kant devezh yun, kwa


Ya ha vïe dibet pesk pe… Hañ !

– Pesk vije debet kwa ?

Ya, kig vïe ket droad, med an dra-he so bet chañchet, boñ gwech-all vïe lak(et) 'vid pesk, ar c'hastored vïe laket 'vid pesk, les canards également pé hardi vïe dibet pesked, dam a-se ba kalz plassou meus bet klêt, vé laret ur c'hozh-lenn. Ba Kergloff zo ur plass vé laret ar Golhen, ar Golhen. Golhen é Kozh-lenn

– Ah ! Kozh-lenn

Ah heñ ! Dam se meus joñj(et) 'vel a vé laret, ba Langonteg le routoir, c'était un routoir. Ar mod-se a vrein, 'vid breinañ vé, a vé kavet ar bluskenn war-lerc'h, ar bluskenn vé brein. Blam se ar pezh vé aessañ d'o(be)r é riñsañ, vé riñs(et) ar lenn ! Ar mod-se vïe riñs(et) ar lenn, ur wech beb ar mar(e), ar mod-se vreine, vreine vounnissoc'h

– Eh, blam bet(r)a vije lesket an traou da vreinañ ar mod-se ?

'Vid kaoud ar lin, 'vid brein(añ) ar bluskenn

– Ah ! An dra-he é kwa

Ya, le fil na vrein ket. N'é ket aes hañ ! Ha dam se ba, dé mé joñj, blam se oa tud pinvidig ba Langonteg

– Ya, ar maner oa bet savet ga un noter

Ya boñ, un dèn ha' oa… Mod-se boñ ha 'n heñi-all ? 'N heñi so uhelloc'h, un tamm ti, bi zo un ti kozh ene, n'é ket ?

– Ah, me n'ouzon ket heñ !

– Oh yao yao ! Pe(va)r kant la, raog ar Revolussïon Vras oa bet savet

27/03/2016

Me rey vad keit-ha gallin, kar fall zigoues alïes walc'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Plonee gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



C'hwi vé bemde-bemde ar mod-se roud ?

– Ya ha plij a ra din

Ma, ma veh pêet a-peu-prè

– Mond a ra, mond a ra… Pêet on ha plij a ra diñ, pet(r)a faot, pet(r)a faot diñ ?

Ya ya, oblij di un' mennaket d'o(be)r ur vicher bennaket, pugur pep-heñi neus e vicher, merc'h-powr ! 'Vel Madame Le Bras ha' lare din, oy paotr-powr ! :

« Me » lar-hei, « Tin ket amañ d'hou kaoud » lar-hei, « ma douchin ket arc'hant (ha)g e-se ! »

« Me, touch arc'hant rin ket ! » Me lar ar mod-se, « me rey vad 'vid an dud keit-ha vin gouest d'o(be)r ! » Me lar ar mod-se, « kar fall zigoues alïes walc'h »

Fall zigoues alïes walc'h ! Nann nann, nañ-nañ-nañ-nann ! Me douchon ket arc'hant ! Bi zo lod ha' douch, med me rañw ket, 'h añw ket d'o(be)r memes, kar mezh vefe ! Nann, ma mamm goud(e) oa powr ree ket !

– Ne ree ket, med petra ?

Nann nann, gimere ket arc'hant 'ziga den e-bed, na nitra 'ziga den e-bed ! Pugur ar mod-all n'é ket mad ! Neuhe n'é ket mad, neuhe 'moc'h ket o(be)r mad

– Nann nann, nann nann, sur walc'h hañ

Ha gwelloc'h é o(be)r mad 'vid o(be)r fall hag o(be)r mad keit-ha vemp gouest, kar fall zigoues alïes walc'h ! Hañ, set' ar mod-se… Ya ya, lod vé 'lared d'ar re-all « oh ! Ar gi-mañ hag ar mo(d)-mañ hag ar gi-mañ hag ar mo(d)-mañ » Ràet pèc'h ! Hariou (e)momp en bonne santé, (e)momp yac'h, matrehe 'benn (ar)c'hoazh vemp marw, prest d'ond d'ar vered, n'ouzon ket pet(r)a zo da zigoueo, na petra basseo 'biou domp ! An dra-he n'ouzomp ket, med nann nann ! Me rañw kimed lared : Me rey vad keit-ha gallin, kar fall zigoues alïes walc'h ! Set' ar mod-se… Me meus gwraet leussoniou doc'h ahe ! Matrehe neus, peus ket ka(v)et den e-bed d'o(be)r kem(e)nt

– Ah ! Pass ker vounnus ! Nann. Bi zo kalz tud ha' ne houllont ket la, la lakon ar machin, hezh

Gleet a vé dit 'h o(be)r 'n-heñi 'vid lesken 'naoñ da varchañ 'n-heñi vé gleet 'h o(be)r, pugur me meus goullet 'ziganoc'h doc'h ar mintin, gwel a ret, ma telefonet da wel hag-eñ pa ket un añrejistrer

– Yeo-yeo, yeo-yeo, med ur wech ar su(zhu)n matre'n hallon ober…

Me ma goullet ziga Léonie pé na laret din, me houll 'ziga(t)i :

« Ya » Me lar ar mod-se dèi, « kontant on » me lar ar mod-se dèi, « 'vel zo c'hoant, med a-kondissïon n'é ket ur Jéhovah ! Faot ket din, ar re-he n'on ket gouest d'andu(r)iñ ! »

– Nann nann

26/03/2016

Gwraet ar be'rved raog mond d'ar bresel

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-A. deus Karnod. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pegur ma mamm ouïe ket tamm, ouïe ket galleg ha na disket, disket lenn 'è ganimp ! Pa 'h eemp d'ar skol ha pa vije red son ar c'harne ahe gis-se vise ahe an dra ur wich ar bla, ur wech ar mis ! Ha petram pé teue lizhiriou deus Paris, pugur oa tri deuh-oamp oa ba Paris ha tri ba'r Bretagn

« Ha hoñzh so deus… Sell ! Amañ ha hoñzh é Agnès ha vé, bev a rañw Épinay-sur-Seine »

Et comme ça elle a appris à lire avec nous, mais elle savait pas…

– Ouïe ket da zigentañ


Nann, sort e-bed ! Pegur p(a) oa aet ma zad d'ar bresel, ma breur na tri mis war'n-ugent müoc'h 'viton 'e kwa ! Heñw oa komañs(et) d'ond d'ar skol ha pa ma zad, p(a) oa aet d'ar bresel, heñw, ma breu(r) a ree ar lizher ha lenne 'neñ da mamm ha neu'n hemañ, Jean gasse… (???) ur lizher-ell da ma zad pa oa ba'r vresel, ba Fontainebleau oa ! Med me meus joñj, pugur oa deut in permissïon, ar wech kentañ oa aet d'ekspidïañ keseg ha neu'n goud(e) p(a) oa 'n-om ga(v)et ar paper de mobilisation générale :

« 'Benn, 'benn noñs » lar demp, « meus kemed pemp pe c'hwec'h noñs da gousked ba'n ti amañ kin ! 'Hond d'ar bresel on » Lare din-m(e)

Med me oa bihen kwa ! Me n'een ket d'ar skol, med poan-spered ma gwel ma dad d'ond ha 'hond-roud ! Ha goud(e) neu'n p(a) oa ma breur, p(a) oa ganet oa deut ma zad in permissïon ga ur pezh capote là, hir ahe gis-se hag ur… Des guêtres blancs là, me oaron ket pe-sort mod vé gwraet…

– Ah n'ouzon ket pe-sort…

Ha neu'n, un kapi, képi et la capote… Aet oa 'è goud(e) neu'n da Fontainebleau p(a) oa gwraet ar papiriou de la naissance de ma breur Auguste kwa ! Oa, oa ganet le 23 mai 1940 ha goude oa aet d'ar bresel (a)darr(e)… Ha, med pugur na gwraet e bapiriou p(a) oa ganet hezh-bihen, ma breur, oa liberet p(a) oa e(rr)i barzh Fontainebleau, pugur oa ur loi, an hañi oa pevar vugwale vije liberet ! Ma vije bet i bapiriou in roud, in… Mad kwa !

– Ya, ya ya

Ha p(a) oa e(rr)i, p(a) oa e(rr)i d'i yêr, ar voaseñ :

« Pier ! E(rr)i é ar Boched ahe ! (E)magn barzh Kallag ! 'Benn un eur, ar re-mañ ahe zo ba Trévenec ! » Lar

« Oh ! Ma Doue binniget ! » lare

« Hond, mond a rañw da wel 'nê-gn da vord d'an hent, pera ! Laret na an Alamanted, ar reñ-he 'n-om ga(v)o jintil, p(a) oagn 'h erruet oagn jintil, med goud(e) me oaron ket pe-sort mod (v)o kont ! »

Pegur oa tankou gante ahe gis-se heñ !

– Ah ya…

Ha 'h aretet ba'n, ba… , ene oa un osteliri ha oa ur puñs ! Hag ar merc'hed kozh vije laret dê, ràet ar c'hilhorn dei da dapañ dour d'ar Boched-se da lakad war o, war o zank ha me oar pet(r)a ! Ha goud(e) neu'n deus, deus 'n noñs, ma zad lare gi-mañ da ma breur :

« Eh Jean ! Deus da wel 'nê ! Tamaig 'h es da wel 'nê 'h arrïou ba Brest a(ho)nt, ahe gis-se »

Ha lar kontañ la force, la force militaire quoi ! Ha goud(e) neu'n p(a) oa ba An Orïant amañ gi-(ho)nt e gouee ar munissionou ba'r porzh du-mañ, vrrrr !!! Et on avait dit aussi : Mouch ar prenes(t), p(a) oa ket droad da wel oar tud ba'n ti, pegur oa dañjurus kwa ! Med deus An Orïant, ba-tal, ba'r porzh gouee an obujou hag amañ… Owen memp pera ! Kar me oa bihen c'hoazh ha' gomprenen ket kalz, med gomprenen… Goûd a reen lar oa ar bresel ha oa trist, kar p(a) oa aet ma zad d'ar bresel oamp kimed, oa me ga ma, ga ma… Ma breur, me ha ma c'hoar na, honn(ezh) na, honn(ezh) oa, honn(ezh) oa ganet ba 36 ha me 32 ha Jean 1930… Ha raog mond d'ar bresel ma zad, nagn gwraet ar be(va)rved !

24/03/2016

Làerezh traou blam da zibiñ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-J. ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Mod-se oa, beñ me meus choñj, ni pa 'h eemp d'ar skol oa ket heñchou, oa ket hent e-bed d'hond da Verrien d'ar skol ha 'h eemp dre ar winojinnier, dre ar… Hag ar macheñ, gwarimmou kwa ! Ha un', un' deus kêr, heñ na avalou, avalou mad ba e bark, beñ ni 'h ee da làerezh hañ ! A-wechou vije 'surveiañ 'ha(no)mp ha lache e gi war'ha(no)mp !

– Ah ya ?!

Gast ! Ya ha teue, goud(e) 'h ee da lared d'hon zud kwa ! Beñ ha lared ni oa bet làerezh avalou…

– Korrijet vijeh kwa

Ya ya, punisset hag chikanet kwa !

– Punisset ha-toud… Amañ vé laret an dra-he : Rêsonañ ? Rêsonañ 'n dud ?

Ya, rêsonañ é chikan… Nin lar chikanañ

– Chikanañ ?

Ya

– Mem-mod é ?

Ya, me(me)s-mod é… Memes-mod é, ya… Oy yayay !

– Drol é bremañ heñ ! Klêo traou sort-se mod-se

Ya ya ya ! Bremañ ar vugale ree un taol-botes ba 'n avalou

– Ya, regn ket foutr kin kwa

Ragn ket foutr kén na re… Med ni zespune 'nê ! Ya ya

– Da zeb anê

Ha kass anê a-wechou, pugur pad ar bresel ahe oa… Me oa ba ti ar seurésed ba'r skol, ba'r gouent ha pad ar bresel ar seures oa dirijiñ ba'r skol, ba'r gouent, na kemeret 'vugale deus Brest, ar refujieed hag ar re-he, beñ oa powr, oa ba'r pañsioñ kwa hag a jome da gousked ha-toud…

– Pelec'h oa ar gouent ?

Beñ, ba Berrien 'è

– Ba Berrien ?

Ya, be 'ma 'taw ahe heñ ! Med boñ, n'eus sort e-bed barzh kén 'ha…

– Med un' na laret mem-mod oa barzh Skrigneg 'e oa ur gouent 'e

Ur gouent i'e, ya

– Med mem-mod oa digoueet 'e

Ya ya, ya ya

– Tapet refujieed 'e

Ya ya ha ni 'h ee da làerezh avalou ba Kerdent da gassed, da roiñ d'ar re-he da…

– Da zebiñ kwa

Ya, da zibiñ ya. Ya ya, oyowyow !!! Ha 'n-ur zond d'ar gêr deus ar skol, beñ alïes mïemp naon hañ ! Ouais ! Wechou vije laret demp digass bar(a), set' mond da di ar bouloñjer da gerc'h(ad) un dorzh-var(a), alïes vije debet un dorzh-var(a)

– Un dorzh-var(a), med da lein ha neuhe pet(r)a vije debet ba'r skoul ?

Da lein, beñ oa, 'h eemp d'ar refektoar ba…

– Ah ! Ur refektoar oa memestra

Ya, ya ya ! Med d'ar mintin ma zigoueemp vije kasset ar bar(a)-soubenn vïe troc'het, beñ ma vamm, pe ni a ree i'e, troc'hañ bar(a) ba'n dorzh, lak anê ba un torchou(e)r ha 'h eemp d'ar refektoar da lak an dra-he ba peb assïed, pep-heñi da lakad e bar(a) ba, ba… Ar guisiniéres, neuhe ba'r skol, drempe an dra-he demp goud(e)

– Ya ya

Soubenn-dour…

– Soubenn-dour, ya… Ga greunennou-holen, 'vel meus klêt 'e

Ya ! Me lar dit ! Ya ya ha goud(e) vije gwraet… Pet(r)a vije gwraet… Un dra mennaket demp, wechou frikou-patates ha traou, beñ pep-heñi gasse patates i'e d'ar skol kwa !

– Ha d'ar skoul 'e ?

Ma dad gasse patates lec'h pêo ar c'hantin, eh beñ…

– Vije digasset patates kwa

Patates ha chounave ha toud an dra-he…

– Mod-se vije pêet kwa

Vije pêet, ya. Ya, d'ar familhou lem a oa, oagn ket… Re oa powr ha oa, lem oa kalz 'vugale ! Ya ya, oh gast wei ! Ya, da zond d'ar gêr deus ar skol neuhe, beñ 'h eemp da làerezh chounave !

– Làerezh oa ur vicher heñ !

Ya ya, ya ya ! Ya ya, ahaha ! Ga'n naon ! Ar baotred vij(e) 'taw ur gontell gate ba o godell ha vije kempennet ar chounaveenn ha honn(ezh) oa debet 'benn veegn digoueet ba'r gêr

– Ya ha ga'r plusk ha-toud kwa

Ah n'é ket ! N'é ket ! Tenne(t) vije ar plusk ! Tenne(t) vije, vije ar plusk memestra heñ !

– Ya

Ya ya, gast ! Ha goud(e) vije laret « amañ zo bet làerezh ga'r chounai ! » Oyowyow !!!

22/03/2016

Ar marw gwech-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-J. ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Gwech-all an arched vije gwraet ga ur menuisier ba'r barres kwa ! Ma vije un' bennaket marw, beñ vije laret daoñ prepar(iñ) an arched

– Ha gwelet peus just a-walc'h pe-sort mod vije gwraet pa vije marw an dud ?

Ah ya… Ya ya, an dra-he meus bet gwel(et), ya…

– Ya, med pe-sort mod… Pugur, beñ brem(añ) vé ket gwraet memes-mod kin kwa

Nann, eurusamant…

– Ya, med lod ma klêt oa, wechou vije staget liñseniou deus an dôenn

Ya

– Ha traou ar mod-se…

Ya, ya ya

– Med, moien vefe dit d'esplikañ din-me pe-sort mod vije gwraet amañ ?

Beñ, mod-se vije gwraet heñ ! Vije gwraet deus ar machin, deus ar… Deus ar soliou, ya, vije staget ar liñseniou ha gwraet 'velt ur machin…

– Tapissou oa ? N'é ket an dra-he, « tapiss gwenn » lod a lare

Ya, toud, toud oa gwenn. Ba keme(n)t kêr oa toud oa un' bennaket, ka(ji)mant-sur mïoc'h penvidig 'vid ar re-all, ha' na liñseniou espress 'vi(d) an dra-he ! Ga dantelezh ha traou… Hag a breste, a breste d'ar re-gêr kwa ! Pé vije un' marw

– Traou vraw kwa

Traou vraw vije da… Servichent kimed d'o(be)r an dra-he kwa ! Ya ya

– Ha oa ar bod-beus ha traou ar mod-se…

Ah ya… Ah ya, me meus choñj p(a) oa marw ma vamm oan kimed deg la ha vije gwisket o zilhad d'an dud war… Vij(e) ket laket ur gouverturenn war… Nag ur liñsel vije beñ gis-se kwa ! Memes o voutou vije laket 'è

– Ur rituel a oa

Oh ya ! Med an dra-he oa euzhus da wel kwa !

– Ah ya ?

Oa mem ar c'hoef ha-toud ha…

– Euzhus ?

Ya ! Me ga(v)e an dra-he euzhus, ya. Ya ha goude vije ur plac'h ha neuhe oa ba keme(n)t parrous oa toud oa tud gis-se da… Teue da lared a pater ! Oyowyow ! Me ma bet ur rewrad-owen ! Oa deut un' n'eus kimed deus 'r C'hoscastel ha' ree an dra-he ha ma gwelet hoñzh 'tond ba'n ti ha' 'n-ur… An dra-he 'h ee uhel-uhel ! Da ressitañ traou… A-wechou 'h ee uhel-uhel goud(e)-se ar machin, 'n dra-he ree hudur kwa ! Ha oa 'n-om stolet 'n-ur zond ba'n ti, 'n-om stolet war hi venn-dowlin tal ar… Wei ! Me ma bet owen keme(n)t !

– 'N-om stolet é ?

Ya, 'n-om stolet war hi benn-dowlin tal ar gwele ha komañset da lare(d) hi rismodilli ha… Gast ! Ha goud(e) meus choñj pa welen honn(ezh) bet…

– Me ma klêt un' lar, pugur oa bet añrejistret un' deus An Uhelgoat ha oa, na kontet ur pater ar mod-se, ur sakre pater hir oa !

Ya, oh n'onn ket hag-heñ ouïent pet(r)a laregn ha me ma joñj oa radoterezhou… Ha goude neuhe, an int'rramañchou, beñ gwech-all vije gwraet difer's i(v)e 'tre ar re-bowr hag ar re, hag ar re-benvidig. Ha un' penvidig vije gwraet un int'rramant c'hentañ klass hag ar re-bowr neuhe oa deuxième classe pe troisième classe pe… An heñi na aes da bêo mïoc'h, beñ hezh vije gwraet ur sakre ton gantoñ !

– Ornemañchou du ha toud an traou

Ya ! Voilà ! Toud a ra tralala !

– Just a-walc'h ! Laret tre mem-mod

Ohoho ! Ya ya, mod-se oa partoud hañ !

– Ya ya

N'é ket, n'é ket kontañ geier ! Ar wirione oa heñ !

– Ah ya

Eürusamant zo un tamm chañchamant memestra deus…

– Med oa ket kafe 'e ? Goud(e), goud(e) an int'rramant

Ah eo ! Eo eo ! An dra-he zo, an dra-he egzist 'taw hañ !

– Ya, pass papred, med…

Pass 'taw nann, med ba kalz memestra !

– Ma mamm neus keuñ deus an dra-he, pugur lare din-me oa braw memestra pugur oa moien d'an dud da 'n-om wel ar mod-se kwa

Ya ! An dra-he oa bet gwraet, pugur an heñi na tud ba parrochou-all ha pugur oa kemed dond war da zreid, oa ket mod-all da 'n-om ziblassañ ! Lod teue deus pell heñ !

– Ha na teuient kemed pé oa un int'rramant kwa

Beñ ya ! An dra-he 'n-(hi)ni oa ! 'Benn da zigoueo, beñ nagn gwraet kilomet(r)ou ! Blam se vije, vije gwraet kafe ha bar(a) ha… D'an dud, normal oa un tamm hañ !

– Hag un hano na ?

« Kafe an int'rramant » vije laret, pugur goud(e) oa, nagn an hent d'o(be)r c'hoazh d'ond war o c'his kwa ! An dra-he zo chomet 'bowe an dra-he, 'bowe ar mod-te kwa ! Oa an dud teue deus pell… Ah ya, an dra-he zo, zo modou zo chomet, zo chomet kwa ! Ya. Bremañ, beñ 'h a an dud da Garais ha neuhe vé ket gwraet kafe, n'é ket tre memes-mod, med boñ…

19/03/2016

N'eus ket goulou war ma bissikletenn !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ar su'n-mañ ba ti-A. deus Karnod. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ahe 'h añw da lar ur gontadenn dit !

– Ah ! Ya

Mem, ma zad ha me oa tal Koat-Frew ahe gi-m(añ), me oa 'choukour ma zad da friko un, da vesk(añ) un tamm voenn ha 'hond da jerriñ 'naoñ oamp, kar seblant glô oa ! Ha ma c'hamarades oa 'n-om ga(v)et ene ba, honn(ezh) oa ga he saout ur prad pe dow pellac'h kwa ! Ha ma zad lar dèi :

« Daon 'ha Yvonne ! Petra zo, pet(r)a zo ganit ? 'H o(b)er pet(r)a out ahe ? »

« Ah Pier ! E(rr)o on da wel, da wel (a)ha(n)out, 'hond da houll diganit on : Kontan out a vé, a teuie Agnès ganen d'ar bal 'benn, 'benn-berr ? Pugur (e)ma an 13 juillet ha venoñs é gratuit ! » Qu'elle lar Yvonne da ma zad

« Ya, med Yvonne, Agnès neus k(et) ur vissikletenn neve ha hoñzh é ma bissikletenn-me ha honn(ezh) n'eus ket goulou war'nèi ! »

« Of ! Venoñs n'o ket jañderm(ed). Gast ! Dond a rey neu'n ? »

« Ya ya Yvonne, mond a ray ganit neu'n ! »

« Bon ! Mad é neu'n »

Bon, pé oan bet ba bourk Karnod ga ma bissikletenn, honn(ezh) oa heñi ma zad ! Oa ket goulou, na mann e-bed war'nèi… Pchïou !!!! Les deux gendarmes, ils me sifflent ! Holà ! Dow jañderm :

« Par ici ! Mademoiselle ! N'eus ket goulou ! »

« Nann, eh Yvonne ! Ça y est, je suis baisée… »

On entrait dans le bistrot là :

« Da hano kwa ! »

« Lescoat »

« Prénom »

« Agnès, Trévenec, Carnoët, Côtes du Nord »

« 300 francs »

« Quoi ?! »

Tri-c'hant lur !

– Tri-c'hant lur ?!

Me vije, laret meus dê :

« Me meus ket gwenneg (e-)bed ganin ! Sort e-bed »

Ha ma gamarades lar :

« Eh ra peuc'h ! Me meus leizh ma godilli ! »

– Ah ya ?

« Med, ma zad… Heñ 'h a, heñ 'h a da jikanañ 'ha(n)on… Gont just, ma devezh-labour hag o hond ba rèr ar re-mañ ?! »

« Med peuc'h ! Me meus erc'hent walc'h, me bêo 'vitout ha da dad welo mann e-be(d) ! »

« Ya, med… »

« Ra(m)bourss a ri 'ha(n)on ma fo c'hoant ! Me meus erc'hent leizh ma godilli ! »

Bon ! Hag ar jañdarmed lar neu'n :

« Oh dimesell ! 'Vid venoñs oc'h trankil, 'hall a res sirkul(añ) ! »

« Ah bon ? Ya, med tapet peus ma erc'hent, pezh a honeon ba ma de-c'hwennad ! »

Bon ! Aet on neu'n… Med ! Troublet oan ha pé oan o hond da dap ma bissiklèt kozh, plass tapañ ma bissikletenn ma tapet heñi ar jañdarm ! Ha oa aet ga… Ha oa aet-roud… Ha oan aet-roud ga hañi ar jañdarm hag a neu'n heñ c'hoarzhe ! Müoc'h 'viton c'hoazh ! Pugur ar re-he oa, ar re-he vije in bissiklèt ha vije ur sakoch war ar varr(e)nn ase his-se, heñ c'hoarzhe ! Ha me ma

« Troublet peut 'ha(n)on ! » Ma laret daoñ

– Pa ket 'n-om rentet-kont kwa

Ya, nann, med troublet oan, kar tri-c'hant lur, se ree kalz erc'hent hañ !

11/03/2016

Tartennad-ognon

Salud dec'h,

Fenos, pé mé ket amzer da drañskrivañ, vo diskuiet dec'h pe-sort mod prïentiñ un dartennad-ognon, michañs zo voien da lared mod-se. Heb gluten an traou amañ. Pell zo ma ket laket un dra mennaket war-benn ar gujun. Skrivet ma an dra-he un tammig so.

------------------------------
-----------------

Fenos vo kinniget amañ dec'h ur meus, un dartennad-ognon. Ar mod vo diskuet amañ dec'h meus disket un tu mennaket ha gwraet un tamm ba ma mod 'vid pezh é an toas blam pass lakad gluten barzh. Me lar dec'h é mad-maleürus ar mod-se pugur a veskon tri sort bleud blam d'ober an toas, bleud-kistin, bleud-ri ha bleud gwinizh-tu. Taol a ra blas ha c'hwezh vad ken-ha-kén hag a'h a mad deus an epissou zo barzh

Pezh so da gaoud 'vid an toas

– 50 g bleud-ri
– 50 g bleud-kistin
– 100 g bleud gwinizh-tu
– Koriandr munud
– 1/4 loaiad-vihen a vikarbonat-soud
– Un pekad pebr malet ga'n dorn

– 'Tre 15 ha 20 cl dour
– 1 loaiad-vihen holen-glas
– 2 pe 3 loaiad-vras ïoul-oliv

Bon, da zigentañ boueson an tri sort bleud hag a daolon 'nê ba ur bodes-gwer. Goude-se veskon an dra-he ga un tamm mat a goriandr blam da roiñ blas mad d'an toas, deus an tri sort bleud-mañ 'h a mad-tre, faot ket kaoud owen da demzañ mad ar meskaj. Diwallet pass ankoueo amañ 'hi-mañ lak ar c'hard loaiad a vikarbonat-soud ha meskañ 'naoñ ga'r bleud raog lakad dour, mod-all ray ket efed e-bed ha vo teuc'h an toas, mem-mod 'vel un tamm kartoñ. Pass ankoueo lak ar pekad pebr malet ga'n dorn ha mad é.

Ahe lakon an holen barzh an dour vo laket war ar bleud. Emsawoc'h é lak an dour tamm-ha-tamm serr mesk ga'r loa-goat blam da sell mad ha dihan pé zigouev an traou kasi 'vel zo gleet, pass re hwlebiet, pugur jom an ïoul da lakad barzh c'hoazh. Pé meus laket an ïoul neuhe zelc'hon da vesk ha diveskañ 'n toas ga'r loa-goat blam d'ober ur veskadenn peus-prop. Bremañ jom kimed da vesk ha diveskañ an dra-he ga'n doworn ken a vo gweñwn an toas heb skar e-bed ba'naoñ, tre mem-mod 'veld un toas 'vid ober bara. Un toas gwraet mad, deus an doworn na stag !

Hag amañ ga'n toas mod-mañ zo un dra interessant walc'h, pugur lesk 'naoñ da hoiñ n'eus ket emm ! N'eus kimed lak ur livadenn-ïoul war ur plad-pyrex ha ledañ kompes an toas ga'n dorn hag é prest ! Me bik an dra-he ga'r fourchetes, med n'ounn ket sur é ranket ober.

Pass ankoueo lak ar vorn da dommañ raog lak an dartenn barzh, T 7-8 (210-240°) keit-ha jomo ar balarennad-ognon war an tan da boahad (15 munut d'an neubeutañ)

Pezh so da gaoud 'vid an ognon

– 5 pe 6 ognonenn vras
– Ur pekad-holen
– 1 loaiad vras a vel
– Ur loaiad vras sukr-gross
– 4-episs
– Ïoul-oliv
– Un 3/4 gwerennad-rêjin lesket da drempañ ba'n dour

Prïentiñ an ognon n'é ket gol-sterd. Daw é drailhañ 'nê ga'r goutell (pep-heñi a droc'h anê 'vel né c'hoant) ha lak ur balarenn da dommañ war an tan, diskarg an ïoul ba'nèi hag ar pekad-holen ha taol an ognon barzh da suilhañ un tamm bihen, pass re greñw an tan memestra, daw lesk anê da deuñi, med pass da grasañ ! Ar wech é teuñiet mad a lakon ar 4-episs war balv ma dorn blam da ve sur pass lakad re war 'n ognon ha lakad tamm-ha-tamm goude-se, kar an dra-he zo kreñw-kreñw. Daw é ober intañsïon ha taveo bevech, pa ga'es lar vank un tamm bihen 'n dra-he sinifiv é mad, kar en-ur dommañ 'h a war-greñwaad. War-lerc'h blam da zoussaad an traou lakon mel ha sukr-gross barzh, beb a loaiad vras dê war an ognon ha diskarg ar werennad-rêjin ga'n dour barzh ha meskañ mad. War-lerc'h leskon an traou war un tan doussig pad un treuchad berr blam dê da zisec'hañ un tammig bihen.

Prest é bremañ ha n'eus kimed diskargañ ar balarennad war an toas ba'r plad, kompesañ ar veskadenn ga'r fourchetes ha taol an dra-he ba'r vorn da boahad 'tre 13 ha 15 munut.

Daw é diwoul un tamm bihen ba'r fin, kar faot a ra kaoud un toas kaled walc'h blam da jervijiñ, blam pass brujunañ an traou, med pass re-galed memestra. Pé teu da vé suilhet mad war-horre ha war ar bord gle be mad, normalamant zo voien da vouj an toas ga'r goutell un tamm heb fregañ 'naoñ. Daw ober intañsïon memestra 'n-ur jervij an dud, tap ur spanell leden pe ziw ha rakañ mad ar foñs blam da dap an toas mad, panve se hallefe chom stag deus ar plad ha difoñset toud.

Echou an traou, prest é lein pe goan, peus kimed chechañ war'nèi

09/03/2016

Daw oa pêo an difer's

Trañskripsïon bet disvanket d'ar 6 deus mis-meurzh 2018
Transcription corrigée le 6 mars 2018

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Sant-Wazheg gad ur plac'h. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha ar merc'hed ree labour ar baotred 'e ?

Eh beñ ar merc'hed vis(e) daw dê be atô 'veld 'è, ma vis(e) ar, ar gwas 'krog troïñ-douar, eh beñ ar wreg vïe daw dèi bi 'streiñ 'n teil. Toud an teil oa ganomp dé streiñ, keid vis(e) ar baotred 'troïñ douar. Hag toud pet(r)a ! Ar re vïe, vïe daw 'h ober

– Humhum

Ya. 'Bénn joñjon brem(añ) gwel(ed) pe-sort mod é dileset an douarou ! 'Bénn zo matériel brem(añ) dé labourad 'nê-gn ha lar(e)d lar nign gwech-all, namp keme(d) ar fa(l)c'h hag ar falz dé droc'hiñ toud an eost hag ar foenn !

– Ha « dileset, c'est » an dra-he sinifiv pet(r)a ?

Dilesiñ ?

– Ya

Eh beñ, an dra-he é : N'eint ket añtretenet 'nê-gn 'ta !

– « Négligés » ?

Négligés

– D'accord


Ya, n'eint ket añtretenet 'nê-gn, petra !

– Beñ nann…

Pigur é ar prajeier nomp-nign gwech-all ha' vïer 'krog troc'h(iñ) foenn ba-ene ha goud(e)-se pe ba ur mar(e) da 'r bla vïer 'krog troc'hiñ yeot dé lakad ba-tous(k) ar lann ! 'Bénn vïer 'krog pil ar lann 'vi(d) da, d'ar lann bi gwellac'h 'vi(d) ar c'heseg, vis(e) troc'het yeot dé lakad ba-tous(k) ar lann c'hoazh ! Eh beñ brem(añ) (e)maint toud abandonet, toud ar prajeier so deuet koat, ba toud ar prajeier amañ gi-m(añ) !

– Ah ya… Ha goulskoude an dra-s(e) oa ur binvidigezh gwech-ell !

Ah beñ ya ! Me(d) gwech-all ar ferm nôa prajeier oa estimet ! Me(d) ahe gis-s(e) neuhe vïe gwraet gwéchou ha vïe laket dour da redeg war toud ar prajeier bram d'ar yeot dé bouss(añ) founnissac'h, 'vel amañ gi-m(añ) ba'r penn-traoñ da kêr zo ur soursenn ha' zo kreñw ha seto 'è, vïer 'krog… Ha oa deve(zh)iou 'vi(d) peb fermer dé dap(ed) an dour ! Nôa ket droad ar memes-heñi dé dap(ed) an dour bemde

– Ha vé lar(e)t « gwéjou » ?

« Gwéchou », yè !

– « C'est pour dire des ruisseaux ? »

Des ruisseaux ha seto 'è, oa deve(zh)iou, hag 'è, an deve(zh)iou-se pôa droad dé dap(ed) dour hag an deve(zh)iou-all oa (a)n heñi-all. Pep-heñi nôa e dro dé dap(ed) dour

– Ha vis(e) ket bec'h wechou ?

Nann

– 'Ziwar-benn an dour ?

Nann, ba kêr am(añ) neump bet 'n-im reñket ma(d) walc'h !

– Ah ya

Ya, beñ pi(g)ur oa war ar paperiou, an dra-he oa skriv(et) war 'r paper 'è ! Ah ya ! Ya-ya. Ha goude-se, 'bénn vïe kistïon d'o(be)r ar c'hoat, 'bénn wel an den brem(añ) pe-sort mod é kollet toud an traou ga'r c'hoat, eh beñ 'raog, oa ket droad dé bil(ad) ar c'hoat (ne)med beb naw bla ! Vïent ket 'pil ar gwe (ne)me(d) ar bodou ! Ha oa ket droad d'ober (ne)med ur wech beb naw bla. Ha brem(añ) (e)ma golôet d'ond d'ar parkeier gate… Ha 'bénn vis(e) pil(e)t ar c'hoat, oah sañset dé reñk(añ) ar c'hleuñ, war-lerc'h

– Ah ya

Vïe daw 'è tap(ed) ur balia(d)-douar deus kost(e) ar c'hleuñ dé lakad wa'r c'hleuñ ha vis(e) daw rann(añ), an dra-he oa sañset dé… Skrivet war-gorr(e) les fermages lar oa daw 'è…

– Ha pe sort-mod vis(e) gwraet 'hend-ell pé vis(e) gwraet ur feurm neu'n, pé vis(e) gwraet ar paperiou, vis(e) musulet an teil hag an traou ?

Ah ya !

– Pe-sort mod vis(e) gwraet neu'n ?

Eh beñ 'bénn…

– Piw tàè d'o(be)r ?

Eh beñ, oh ! Un', 'n efed, oa sañset d'ond d'o(be)r an dra heñ ! Ur répartiteur pe pet(r)a vise gwraet da 'n an dra-he ? Pigur meus ket joñj (aha)naon… Pi(g)ur mé sa(d)-kàer ree an dra, tad mé gwas oa sañset d'o(be)r traou ar mo(d)-s(e)

– Ha hezh oa labourer-douar ?

Mé sad-kàer ? Ya

– Ha hezh ree an dra-se ?

Ya-ya ! Ha vis(e) e(rr)o 'è, 'hond ba'r ferm oa ar mo(d)-s(e) ha seto vïe daw musul(iñ) ar bern plous, musul(iñ) ar bern foenn… Ha bram 'bénn yee ar fermer kuit war-lerc'h, beñ reñkè reïñ ar memes kont, deus ar mod nis(e) touchet-heñw, eh beñ oa daw dèoñ reïñ 'n-dro petram(a)nt vïe daw pêo an difer's, ya-ya ha seto… Ha ga 'n teil, 'vel laret, vis(e) daw 'h ober 'r re-he, musul(et) toud !

– Ar « répartiteur » vis(e) gwraet deusoutoñ ?

Ya, ya-ya

– E brezhoneg ?

Pass, laron doc'h ket, 'tà ket ar gomz ba mé beg brem(añ) petra vis(e) lar(e)t d'anèoñ

– Ha ga pet(r)a vusulè neu'n ?

Beñ ur machin deg-metr oa ha an heñi vis(e) gatoñ 'vusul(iñ) ar bern plous ha 'vusul(iñ) ar bern foenn ha'n traou… Eh beñ, ur ruban deg-metr oa-hi, ya-ya ! Un, un mètre, mais un mètre de dix mètres de long quoi ! Ya

– Me(d) oa ket aes ha 'r bern plous oa rond !

Ya, ya-ya. Ya ! Neu'n vïe ket sur an traou ken just-te ! Peus kim(ed) gwel(ed) (aha)nah, eh ! Da 'n douar àr-lerc'h vïe bet musul(et) 'nèoñ, me(d) taol d(é) gass ar ruban dreis(t) vis(e) ket gwraet, gredon ket ! Nann

– Ha an dra-s(e) oa strikt ?

Ah ya ! Ya-ya. Sañset oah da roïñ 'n-dro ar pezh pis(e) bet. Pigur ba toud ar fermou oa daw, 'bénn oa Gouil-Mikêl oa ne(v)ez-dorn(et) an eost ha gwraet toud c'hoazh ! Seto vis(e) ar foenn hag ar plous pet(r)a ! Ha ma vis(e) difer's, beñ oa daw pêo an difer's, ma oa muioc'h pe neubeutoc'h, eh beñ…

– Ya, me(d) matre'n pé oah deuet ba'r feurm pa foenn mad ha pé 'h eeh-maes pa foenn fall…

Ah ! Matre'n, matre'n ! Oh ! Beb-sort mod !

– Gwraet vis(e) difer's ar jeu ?

Oh, vis(e) ket, vis(e) ket !

– Nann ?

Nann, nann-nann, an dud tachè d'o(be)r ar gwellañ ma hallegn, pet(r)a !

08/03/2016

'Hond da b'lec'h 'mout paotr ?!

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet fenos ba ti-R. deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Tal an tan oa kaojeet, oa kontet traou ar mod-se gwech-all ?

Ya, beb sort mod !

– Ba korn ar c'hogn kwa

Ya ya ! Korn ar c'hogn, korn ar c'hougn ! Ya

– Ya ha neuhe sur peus klêt tammou traou ar mod-se kwa, matresse ga da dad pe ga… ?

Oh ya ! Beb sort mod ! 'Vel Lucien na douar ba Kernéguez d'ar mar(e)-te, añfeñ bremañ neus toud Kernéguez, pugur Jean zo marw, e vreur zo 'chom ba la Cité du Fao, heñ oa deus… Añfeñ ganet ba Ty-ar-Ho(ë)nt, med aet… Goud(e) oa'ñw aet da Gernéguez, oagn aet da Gernéguez hag hañw oa 'n-heñi ni d'heritour deus Kernéguez ma heus c'hoant. Bremañ, pugur Lucien zo kender dê, Lucien neus heritet deus an douar, pugur Émile… Émile neus ket emm deus an douar-te ha neus tïegezh e-bed kin ha 'n tïer, an tïer hag ar c'hreier zo l'abandon heñ ! Hag Lucien vise 'hond da Gernéguez ga e geseg hag e garr, 'h ee-hezh alïes ! Oh pass… Ree ket bemde, med alïes 'h ee da Gernéguez. Ha ba Ty-ar-Ho(ë)nt, ba'r penn-all deus… Oa Yann Dy-ar-Ho(ë)nt, vise gwraet deusountoñ, oa chom ene ha hezh, 'vid lared war, da zivé oa'ñw war-droad c'hoazh, vise 'pourmen war, war an hent ! Oa diw vazh gantoñ 'e ha hezh a blije daoñ gwel piw vis(e) 'hond 'biou… Ha ur wech oa Lucien 'hond-roud, 'hond 'biou ga e geseg hag e garr ha Yann a blije daoñ kestionañ ha :

« 'Hond da b'lec'h 'mout paotr ?! »

Lucien respont daoñ :

« Fout p'lec'h ! »

N'ounn ket hag-eñw na komprenet mad, med…

« Mad ma haotr ! Kerzh da wel 'ta ! »

Ha Lucien da respont daoñ :

« Da wel petra ? Ma rèr ?! »

Oy ! Neuhe na klêt, na sa(v)et i vazh

« Ohh !!! »

An dra-he zo gwirione

– Zo digoueet kwa

Ah ya ! Pugur Lucien blije ket re daoñ a vise kestionet

– Ya ya, kuriusañ mod-se blije ket re

Kurius(añ) ! Hemañ ree kimed an dra-he, kuriussañ kin ! 'Benn-neuhe oa'ñw oajet ! Oh ya…

– Beñ, 'vel a ra un tamm serten re-gozh kwa

Ya, kalz re-gozh ra an dra-he 'e !

– Zo ar mod-se kwa

Ya ya

– Klask goûd piw zo ahe

Ya ya ha memes n'é ket daw be, be kozh 'vid lared an dra-he ! Heñ ?

– Oh ya ! Ya ya

07/03/2016

An heñi na ket dowlagad oa dall

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Motre ga merc'hed ba ene, rimodellou. Trañskrivet ga Jean Lecoulant ha me (hag ur c'hamarad-all c'hoazh), michañs a blijo dec'h

(Sterd walc'h é kompren toud ahe, traou ressitet vounnus... Sur zo chomet traou bet komprenet a-dreus, laret demp ma teueh da gompren un dra mennaket ha' meump ket komprenet mad)

- Ch. Fer
Plac'h kentañ
Eil blac'h



– Ha moien zo doc'h dé lar(e)d ar pezh paus lar(e)t damaï

Ah, dé lar(e)d mé rimodell (a)darre ?

– Ya

Nom nïe plantet soubenn ar pis,
Krampouzh hag amann, soubenn ar laezh
Mé zad-kozh so ba'n neñw,
Mé mamm-gozh so 'dreñw
Mé zad-kozh so ba'r barados,
'Teb i youd ga'r loa vras 'vid bid vounnus !
Ulkus, mulfus
'N eil beg ba beg ar penn skoud-derw
Ha pevar gig-ha-fars
Ha hardi bodenn
Youd ba'r chidouren,
Laezh ba'r golodenn
Kaoulet é Yann,
Bahadou dé Marjann
Reñg-deñg-deñg
Daon ding taol,
Rond bop taol
James koll e-bed !

Ha gwech-ell oa gwech-ell,
'N-heñi na ket dowlagad oa dall
Brem(añ) neb neus
Wel 'nèoñ penn in-treus
Gwech-ell oa ur paotr kozh ba-kreis ar park banal bras
Ha ma n'é ket vàet doc'h ene, hezh so ene c'hoazh
Ha neb a'h a dé gac'h(ad) war 'r bern mein n'a ket plous-segal ba'n i rewr
Partïet da houll ar predou,
Houlla partou(d)
Dé vik 'nê,
Dé gouilhañ 'nê
Pass da vi tomm-tomm,
O zalvoudegezh zo inne
Ha (a)n traou-se blij d'hoh intron,
'Vel ur powr war-lerc'h an intron
Hardi ble
Losk 'nê dé chech war un tamm ble(w)
Po plijadur gante
Mange pain, mange Catelin
(?????)
Du berlingot
Traitée plus jeune
Keit é an eured
Gwin ru, gwin-pod,
Dé lak 'han(ou)t toud dô(e)t
Sant Koll-e-Haol, Sant Koll-e-Amoñgn
Ni zo ranket toud dé 'h o(be)r, dé domm ba'r c'hogn
Ha ba'r gêr-se, ene oa bet ur banked bras
Ha un' oa koko-fari, koko-faro
Bern kaoc'h hir didan 'n daol
Lod serr gan karri(g)ellou
Lod kàer neint klask
Tamm a voued d'o(be)r vad ne garegn
Be oa un' 'è gan e damm kreuñ
Fout 'naoñ ba'r soss
Deut un' gozh, d'ond ga ur c'hozh kloc'h vrein
Da zistaol honn(ezh)
Dé gontañ (a)n dra-s(e) doc'h

Goud(e)-se, me meus klêt na roud na kehelow doc'h (a)n-heñi gozh-se

Lost ar bik war'n dre
Re echou é ma gont ilin
Pennozh Toue deuh ar werc'hesig powr
Panevetoc'h oan vàet ga'n dieoul
Lost ar bis e-barzh, lost ar wis dé garzh(añ)
Pardon Doue, deus dé sikoured
N'ey ket Doue – Doue !

– Ma ne gomprenin ket mad, vo moien din dé wel(e)d 'hanoc'h ?

Oh ya !

– Deus ar pezh mo ket komprenet… Ha piw neus disket an dra-se doc'h ?

Mé zad. Mé zad a gontè an dra-s(e) war… dans les veillées kwa

– Ah ya !

Ba korn ar c'hogn

Ba korn ar c'hogn

– Ha kont(añ) a ree treou-ell c'hoazh ?

Oh ya, maleürus !

Pe-sort mod vïe lar(e)t c'hoazh ?

Combien la bécasse ? Combien la bécasse ?
Ya otro, me ma taped 'nèi ba'r lass !
Qu'est-ce qu'il dit ?
Ba'r lïorzh dreñw an ti
Comment ?
Reiñ erc'hent evitañ
Pegemed ?
Eizh real ha dow wenneg
Oh ! Comme les paysans sont bêtes !
Ya, otro, med hezh oa hir e veg !

– Klêt meus houzh, med un tamm bi(he)n seulamant

Ah ya !

– Pass klevet 'nèi en e bezh ar mod-s(e)

Ha vïe lar(e)t c'hoazh 'e :

Partïet…?

Partïet oa 'h un' kaled
Brujuné la vélocipède
Tout à l'heure de la même chose
Frappé le pédicure
Jañ-Ma(r)i Matei kost(e) Kareis

– « Frappé le » petra ?

Le pédicure
Jañ-Ma(r)i Matei kost(e) Kareis

Le penn d'i cul

– Pet(r)a e an dra-s(e) ?

E rèr

Son cul ! Son derrière !

– Penn d'i « cul » ?

Pêet pa 'zhpenn !

Ah yeo ! Amañ 'hi-mañ ziskoueit traou hañ !

– Ah ya !

Et puis alors, mon oncle disait aussi, qu'il était sur une barrière, l'oiseau

Ah non !

Et qu'il disait : « Dir, dir, dir, ken ne dorr ket ! »

Ah oui !

Et c'est l'oiseau qui a la plus petite fine…

Il disait encore une autre :

Da charr(e) du, da charr(e) ru, da charr(e) koat ha min du
Dé had(añ) du, dé had(añ) ru, charr(ea)d koat d'ond Mine Du
Dé heul, dé heul, dé heul !
Tsik-tsik-tsik-tsik-tsik-tsik-tsik !
Di c'hwïou, di c'hwïou, di c'hwïou !

C'était l'oiseau qui chantait ça

– Ha pe-sort lapoussed ?

Ah, ouïon ket

– Ah boñ ?

Aneon ket 'nê… Ha vis(e) lar(e)t 'è :

Ar bik larè d'ar vran : « Klask ho koat ha me rey tan »
Ar vran larè d'an tousseg : « Deuet dé zañsal 'ta, krabousseg ! »
An tousseg larè d'an nàer : « Deuet dé zañsal, mé gomêr ! »
Dañsal a ree ma gomêr, ken lampè prozh 'ziwar he rèr

06/03/2016

Troc'h ar voenn ha tennañ pato

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel ga dow baotr. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Paotr kentañ
Eil baotr



– Ha 'hend-ell pet(r)a vis(e) ba'r parkeier ?

Mad é

Beñ, ed ha traou, gwinizh, kerc'h ha traou vise barzh enne…

Ha legumaj ha pitrabes ha chounai ha …

Ah ya ! Melchen, melchen vis(e) red kaoud 'e

Melchen d'ar c'herseg

Dé vagañ ar c'herseg ha dé vagañ an traou

Ya

Med seulamant 'benn vis(e) e(rr)o ar goañw, ar voenn-prad, houïet walc'h, oa ket mad ! Boñ, neu'n hezh oa ket kalz magadurezh barzh, houïet walc'h, un tamm brenn, ar brenn oa, oa treut, an traou-ell oa 'e… Sè ! Ar saout-kig vise ràet ar voenn mad dê da lardañ 'nê

Ah ya

Boñ hag ar bïou neu'n, ar re-se vis(e) ràet da lein ar bern dê, sur ar re-se nagn ke bet…

Ah nann nann ! Plous, plous !

Nann, nann, nann…

– Ha da c'herseg vise ràet lann 'hend-ell ?

Lann ya, ya ya

Ba'r baner-melchen vïe

Ba ! Ar lann oa mad, kar

Oh ya, oh ya !

Me meus choñj, ur bla(v)ezh amañ gi-mañ, pigur ehe ! Me ma kemed un tamm douar bihen ! Ha dow jô ma, bon ! 'Benn labourad an douar vé red kaoud 'n dow jô, houïet walc'h… Ahe lakon ur bann'h dour dac'h

– Mersi, mad é

Ha sell, pé oan e(rr)o oa ket lann ha oa mann e-be(d), an douar oa uset toud… Ahe oa la cause lar oa e(rr)o trizeg pe be(va)rzeg la ha tr(i)-ugent 'benn-neu'n hag neve-passeet ar bresel, ar re-m(añ)-ell oa e(rr)o, oa uset o douar gate, tammou plassou bihen ha feurmou-kêr, ar re-he na miser ahe toud ! Ya ha me meus bet miser dé zigentañ 'e ! Ya, kar beñ deja 'benn sevel ar loned walc'h oa ket braw sevel hag benn vis(e) sa(v)et, 'benn-neu'n vise un mennaket è klask… Dalc'hmad é bet, houïet walc'h, vise… Ev' ur bann'h dour

– Ya

Dalc'hmad so bet depañsou… Ah ya hag e reusset oa ket bras, nann

– Ya, med an dud nijent ket gle neu'n ?

Nann gle nïent ket, pugur n'eegn ket dé reiñ dit ! Gwelloc'h oa dê ma nïemp bet ganimp matresse c'hoazh

Ya

Ya, kar neu'n nïent gallet prenañ traou !

– Ha pet(r)a vis(e) laret, vis(e) ket laret traou deus gouel-Mikael ?

Feneant

Ya ! Ya bon neu'n houïet walc'h… Ba berniou plassou bihen ha traou, ar re-se vis(e) red dê mond dé, dé zevejata vise laret deus an dra-he, d'o(be)r devejou, des journaliers

Ya

Dé zevejata, boñ ! Med ma vise un tamm douar da labourad a vise red reiñ un nombr devejou 'benn kaoud ur chô da labourad, boñ ! Ha sell e vise tapet i damm amzer mod-se ha nise mann e-bed c'hoazh, heñ ! N'eent, tàent ket d'ar yêr ! Nann

Nann

Pugur vise red daoñ reiñ i amzer 'benn pêo ar main-d'œuvre ga'r c'herseg

Ya

Devejata vise laret deus an dra-he… Se n'on ket bet 'h o(be)r gwech e-be(d) ! Nann

Ah nann

Ah nann, med…

– Ha pet(r)a oa ar stertoc'h d'ober ?

Oh ya, pet(r)a oa ar stertoc'h… Me n'ounn ket, troc'h(añ) ar voenn ma'hat ga'r valc'h a oa un' deus an traou sterd heñ !

Ya, matre'n walc'h, ya

Ya hag an e(o)st, goud(e) an e(o)st oa, houï(e)s walc'h, la récolte

Ya

Beñ, of ! Vise kaled é

Vise daw eren 'nê da wel, set' oa ket lïeusou, vïe daw hejañ 'nê

Nann oa ket lieusou é, sell vis(e) ar re-se d'eren toud ga'n dorn

C'hwec'h, c'hwec'h pe seizh war-lerc'h ar meneur

Ya

'Benn, 'benn telc'hen en-dro da droiñ

Beñ ya ! Hag eh oh ! Vis(e) sterd a-walc'h 'è ! Ar merc'hed vis(e) 'è 'h eren, houïet walc'h, boñ ha bi pad an de ba'n heol ha toud, ah bon ! Med oa ket braw dê !

Oh ya 'hat ! Oh ! An dra-he oa ur spont, an dra-he oa poeñgnus, poeñgnus, poeñgnus !

Just ar merc'hed vise 'è, beñ vise 'vel bremañ 'nê ! Vise bugwale ha traou, med ur plac'h ha' zo 'tougen ur bugel, n'é ket ur plac'h libr memestra d'ond da haloupad war-lerc'h, war-lerc'h an droc'héres d'o(be)r tro ar park 'è hañ ! Pugur tro ar park e vise gwraet kasimant dalc'hmad, ba-lec'h a echueh kwa heñ ! Amañ echuer d'o(be)r ar su'n diveoñ, gomañser ba'n heñi kentañ war-lerc'h kwa heñ ! Med lod matrehe ree truch (e)vid se hag a 'h arete, amañ 'h ee d'i horzenn pelloc'h 'ta goude dé gomañsañ ar lodenn sell leske diw horzenn müoc'h ganemp

Ga'r re oa war-lerc'h

Boñ ! Ha eh ? Ha 'benn ar fin neu'n ma vis(e) gwraet se dac'h, pa diw pe deir gwech, beñ n'é ket ur lodenn pa d'o(be)r ! Pa diw… Heñ ? Ya

– Ya ya

Ya hag… Beñ, ar c'herseg visent ket pell 'h o(be)r an dro heñ !

Ah nann 'ha !

Nann, memes-mod : P(a) oa deuet ar pato goude, vise, oa deuet an tennerésed-pato, tud 'tenn pato ga treñch, ar re-s(e) ree a-peu-prè, ya ?

Ya

Joñj meus gwech-all, pa oan yowank, eh beñ vise, vis(e) kemed merc'hed yowank 'tennañ pato ! Bet peus merc'hed, houï(e)s walc'h, so kosto, ar re-s(e) sa(v)e ar penn-treñch ! Ar re-s(e), ar re-s(e) a boke hag a, heñ ! Ziskrape an douar, med be zo tammou re ahe gis-se, tammou merc'hed dress ahe, med pass nerzh(u)s, ar re-he oagn ket kap dé zirampañ douar mod-se !

– Dirampañ douar vis(e) laret ?

Ya ! Beñ ya, feñ dé dennañ pato 'è

Dé dennañ pato

– Ya ya, ya ya

Dé dennañ pato vise laret da zirampañ an douar, bon ! Ya, med (e)ma lod 'nê vis(e) 'è paotr-powr ! Reegn kemed tap ar c'horzou warne un tamm bihen hag ar re-h(e) 'h ee vounnus war-raog, pugur nagn ket pato dé jerriñ na mann e-bed ! Ha goude pé vise ka(v)et pato war-lerc'h, pezh-a-gar

– Ya

Ah ya ! Boñ, War-lerc'h neu'n, war-lerc'h a vise tenn(et) ar pato, ehe ! Vise gwraet ur vest d'an nos, ah ya

– Neu'n vis(e) plijadur

Ah ya ! Plijadur vise…

Ah ya vat ! Ah ya 'vat !

Med an dud 'h ee pell dé denno pato hañ !

Ya

Me ma ur c'hoar ha oa c'hwec'h la koshoc'h (e)vitoun, sè ha hoñzh 'è oa e(rr)o deja plac'h yowank, med me oa ket ker, (ne)med mouss paotr-powr ! Nom des dieux, des dieux !!! Set' a-wichou neu'n, 'benn nise dow zevezh, me vise red din mond da ramplassad (e)vid-se (a)ssames gati kwa… Ah ! Ur wech oan kasset paotr 'è dé… Nom des dieux, des dieux !!! Dé Gernabad 'tre, Kernabad deus du-mañ ree, ohhh ! Ya, izhpenn tri gilometr tost ha war-droad ! Ha ouïe ket pet(r)a oa 'n-om ga(v)et ganin ene deus an abard'hê paotr ?! Nom des dieux, des dieux !!! Me oa tapet-fall ene… Dam ! Me oa yowank c'hoazh, matress(e) seiteg, matresse… C'hwezeg pe seiteg la oan, kar walc'h dé denn pato, boñ ! Ene oa merc'hed yowank ha traou paotr-powr, 'benn ar fin oa lampet ur logodenn herve ba gargen ma bragou, pugur ne vïe ket boteier na d'ar mare-se hag ar logodenn d'an nec'h ! Paot-powr… Pé oa e(rr)o ga ma senturenn a oa komañset dé ziskrapad kasset-digasset, lar me so tapet fall amañ ! Oan ket pell deus ar harzh, nom des dieux, des dieux !!! Ha me ba'n tu-ell d'ar harzh…

Chet da vragou

Chet i… Oh ! Oan 'tibrennañ ma bragou ha ma gellet tap ar lagodenn war ma skoa ! Ahe ma gwraet ur frik dèi ! Ma nise gouïet ar merc'hed se paotr powr 'è, nise amerdet (a)ha(n)on da-houde !

Ah ya, ah ya !

Me ma c'hoant lar vis(e) aet da krec'h, ba gar un' mennaket lec'h oa, houzh vïe bet tapet nec'het 'e !

Ya ya

– Ha ràet vis(e) un hano d'ar logodenn-se ? D'ar re vis(e) ba'n douar ?

Oh ! Vise ket… Da ya ! Un tamm nagn, med oh ! Lod 'nê, ar muloded houï(e)s walc'h

– Ar muloded vis(e) laret ?

Muloded vé laret, des mulots

– Ya

Ar re-s(e) oa hag ar re-ell oa logod, heñ ? Ar mal, ya ha hejañ ra (???)

Ya, logod, logod. Ya, med petramaed ur logodenn é un', ur lagodenn

Ya, ur logodenn hag ar muloded oa 'r re-vri-hir, houïet walc'h, ar re-se zebe ket ar c'hazh 'nê !

Nann !

Ah nann nann nann nann nann ! Ar c'hazh n'a ket war ar re-s(e)… Ev ur banc'h a herve

Bi zo ba-ene 'darr(e) paotr ! Daon ! Yowank-tre oan 'è, zo ba Lostarvern a oan 'e

Ya

Oh ! 'Tree oa pe(va)r-pemp pla matresse neu'n, 'tont d'o(be)r an de kentañ 'r bla da di Jean-Pierre Kervoenn oa ga ma zad-kozh

Ah ya !

Ha pugur Lostarvern oa ar wetur, ar c'harr, ar c'harr bras pugur zo… Beñ oa ket gwetur (e-)bed 'ta d'ar mare-te c'hoazh, gweturiou oagn ket partoud

Oh nann ! N'é ket laret, oa ket gweturiou partoud !

Ha eürusamant oa ket un tamm, un tamm plous ba'r c'harr

Ya

Pugur vise gwraet, oa da zond deus ti an tad-kozh du-mañ

Ah !

A-wechou teue ar gwas, ayayay ! Ha oa e(rr)o 'benn da zond (???) ur gargad vras ha (????)

Oh ya ya ya

« Set' a zo ur vicher 'vitout » A lare. Ya, kar ga'r c'harr bras zo bet, oa ket gwetur e-bed c'hoazh 'ta d'ar mar(e)-te amañ

Nann nann, med oh ! Aet ba-mesk ar plous

Ah mallezh… Ha surtoud na ur tamm horzenn-blous c'hoazh !

Med be oa tapet-fall ga me hañi 'è ! Ha an Yves-se na ket gouïet hañ ! Me ma ket laret dê pet(r)a oa 'n-om ga(v)et ganin hañ ! Ah nann, ehehe ! Ev ur bann'h dour heñ ?

– Mad é, mad é hañ !

Ah ya, ah boñ dakor ! Dour a-walc'h so heñ ! Jus de fruit meus ket, med dour zo ! Ah ya, ah ya, med deus amañ d'evo…

Oh ! Mad é, mad é, beñ dihan(e)t, dihan(e)t, dihan(e)t, dihan(e)t !

Oh ! Mad é ! Oh ! Un(an) feus dé gonduiñ (a)han(ou)ss d'ar gêr

Ah ya

Ha neu'n me n'on ket sañset dé veviñ (a)han(ou)ss ! Oh nann

– Nann, nann

Nann ! Beñ set' ar mod-se

05/03/2016

C'hoa'i ti bihen ha roiñ teurc'h d'ar lapined

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ar bla-mañ ba ti-J. ba Berrien. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ar saout n'eegn ket da làerezh 'è ?

Ah eo ! Ar saout 'h ee da làerezh !

– Ya ?

Ya

– Lampañ dreist ar c'hleuñ

Ah ya ! Ha neuhe oa ket, oa ket paotr-saout na traou gis-se ha vïe ar vugale vije kasset da ziwoul ar saout kwa, pé oa ket, vïe ket skol

– Da be oad oagn kasset da ziwoul ar saout ?

Oh ! A-bred hañ ! Ar re-vihen 'h ee da-heuilh ar re vrassoc'h hag…

– Goud(e) oagn kapat da valeo kwa

Ya voilà ! Ha ni 'h ee da c'hoa(r)i kwa ! Pugur alïes oa, me ma ur park ahe, beñ ar re-all na i(v)e 'n tu-all ahe, ar saout vije lesket da 'n-om zimerd ha ni 'h ee da c'hoa(r)i ti bihen, wei !

– C'hoarïou oa neuhe ga… ?

Ya, c'hoarïou, beñ ya ga ur poupïennou ga koat ha vije laket gwlan d'en-dro da beb-sort kwa ! Med…

– Med vij(e) ket gwraet 'e ga'r pezh oa ba… ? Mamm a ree ga kelenn

Eo ! Eo !

– Hag a ree saout ga kelenn

Ya, ya ya ya ! Ya ya

– Ha lod a ree saout ga avalou-pin… Amañ vije gwraet ar mod-se ?

Ah ouais, ouais… Pep-heñi na e saout ha… Oyow !

– Med drol é hañ memestra ! Pugur pa vé sellet a-dost deus un delienn ar mod-se, un delienn-kelen, beñ mem-mod 'vel ar saout kwa ! Ha zo…

Ya ya, gwir é hañ !

– Ya hag an treid hag a toud hag ar lost

Ha vïemp c'hoa(r)i ga'r re-he « ar re-h(e) zo din, ar re-h(e) zo dit, ar re-he zo… ! » Ha pad ar c'heit-se vé ar saout 'h ee da làerezh !

– Ya, just a-walc'h !

Ha goud(e) vije, vije ur frêadenn pa zigouees ba'r gêr… Ahaha !

– Ya, ya ya

Oyow ! Oh lala !

– Pe chech… Pet(r)a ma klêt… C'hoa(r)i krog-raden, peus ket gwraet an dra-he ?

Ah ya ya ! Ya ya ! Be meus bet gwraet an dra-he, ya !

– Pe-sort hano na ar c'hoa(r)i-mañ ? Krog-raden ?

Ya, un dra mennaket gis-se, ya

– Ya ?

Ah ya ya !

– Ba Lokmarïa meus klêt an dra-he

Ya ya ya ya ! Ar re-he oa raden, ar re-he oa solud ha sterd da…

– Ha piw oa an heñi a hounee ? An heñi a zerc'he an heñi na oa ket torret pe… ?

Kasimant-sur oa un dra mennaket gis-se, ya !

– An heñi a dorre oa kollet kwa

Oa kollet, ya ka(s)imant-sur ! Ya ya

– Ha c'hoarïou-all oa ?

Pff, beb-sort hañ ! Beb-sort hañ !

– Ya

Oh ouais, ya ya ! Wechou 'h eemp da… Ba Kraspenn-vihen ahe oa douar, douar-glès ahe un tamm ha reemp traou 'vel vé gwraet bremañ ga pâte à modeler kwa

– Ah ya ya ! Traou mod-se kwa

Ha vïent lesket da sec'hañ hag an dra-he oa solud hañ ! Oa…

– Gwraet form dê kwa

Ya ! Assiedou ha bolennou ha traou ha ouais… Ya ya

– « La dînette » kwa un tamm, mod-kozh kwa !

Voilà ! Ya ya, mod-kozh, ya

– Ha ur « dînette » ha' oa ket da brenañ kwa

Ya voilà, ah nann ! Oa ket traou prenet ! Me meus choñj ba Kerdent lec'h oan bihen 'h eemp ba'n toull-gwer, vije laret deus an dra-he

– Toull-gwer ?

Toull-gwer, ya : Pa vije, beñ dorres ur volenn pe un assïed pe… Vije chetet toud ba un amplassamant kwa dreñw an ti pe dreñw ur c'harr

– Ba'r harzh

Pe ba'r harzh, ya me(me)s-mod ha ni 'h ee da furikal an dra-he da dap re, brawigou, vije laret, da c'hoa(r)i ti bihen. Ha vïemp 'taw fourret ba'n toull-te 'taw 'ta krog da duriañ traou, pugur toud ar re-gêr a teue da jet o, pezh vije torret ba'n toull-te kwa, ya ya…

– Bremañ vije ket lesket an dud d'o(be)r ar mod-se kwa !

Ba nann, n'é ket, sur ! Ah nann !

– Bugale leizh oa 'e

Ya ! Kalz (a) vugale vije partoud, oa partoud hañ ! Ha wechou beñ vije lapined ba'r machin ahe ha vije lapined bihen ha 'h eemp da c'hoa(r)i ga'r…

– Ga'r lapined kwa

Ya. Ya ya ha goude vïe marw, varvent toud (????) 'nê… Ohoho !

– Med… Ah ya ! Ga pet(r)a vijent bouetet, ar lapined ?

Beñ teurc'h !

– Teurc'h ?

Teurc'h ! Du serpolet en français

– Ah ya ?

Ouais

– Ah ! Bremañ hounn 'ha !


Ha 'h eemp ga'r sac'h ha ur gontell ha vije, vije troc'het an dra-he ba kost ar c'hleuniou partoud 'vel zo 'taw hañ deus ar re-he !

– Ah ya ! Ka'et vé papred

Ya ya, ya ya, an heñi né c'hoant da vagañ e lapined, an dra-he oa mad d'ar lapined !

– Ar lapined vijent, feñ debet vijent 'e

Debet vijent ! Ya ya petramou gwerzhet

– Gwerzhet, ya… Gwerzhet kér ?

Meus ket joñj re hañ ! Med boñ, alïes a'h ee da, ma vamm 'h ee da Uhelgoat, kar ar merc'hed ba kêr gis-se 'h ee da foar Uhelgoat, alïes 'h ee ur c'hog pe dow ba'r baner, pe ur lapin ha ga'ent tud da brenañ 'nê 'vid kaoud ur tamm gwenneg ! Oh wei ! Trist é, trist é oui, ya !

03/03/2016

Gwerzhañ dour-mor


Fenos vo laket un eil añrejistramant, ur gontadenn bet añrejistret ga Benjamin Bouard ga M. deus ar Vouilhe. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ya, pugur matresse peus choñj, feñ te peus ket joñj pugur oc'h re yowank, med sur walc'h amañ zo tud ba Uhelgoat neus choñj… A-raog, amañ 'tre ar Fouilhez hag a(n) Uhelgoat oa pemp pe c'hwec'h ostalidi. Hag d'un taol dive oa kimed chomet un' kin ha ba'n ostalidi-se oa un den gan e hwreg ha oa e hano Fañch ar Bistrak ha hezh sè ! Oa bet, vije gwraet an dra-he deusontoñ, pugur tammou reus vije un tamm bihen en-dro, en-dro d'an ti ha hezh sè ! Oa kantonier oa'ñw, p(ad a)n de 'h ee da labourad hag e hwreg ree war-dro ar saou(t), ar veuc'h, oa ur veuc'h pe ziw oa ganto, un dañvad ha un neubeud yér, un neubeud… Pe-naos… Lapined, gis, gis oa gwech-all kwa !

Ha goude hei oa un tamm ostaliri ga un tamm epissiri ha traou gis-se barzh ha chomet e gis-se, deut oagn kozh, sè hègn oa ket, oagn ket choñj kin cheñch buhe, gis vé laret hañ ! Re gozh oant ha kreis-toud digouêt-fall, trôet-fall 'n traou, hei na tap ar remm ba he, ba he zoworn ha na remm ha komañs é he zoworn da… Oa ket 'vid plegañ na displegañ, sè he zoworn kin ha na poan sè chervich an dud deus ar c'hontouar. E gis-se heñw oa oblijet d'o(be)r deus an nos da, pe viche echu e devezh hañ ! Da jom ene da, da jervich an dud. Boñ ! Daw oa dê ober un dra mennaket ! Hag pa oa'ñw, pad ur mare, digentañ oa, drôe mad walc'h an traou ha kreis-toud teu un' bihen, bemnos teue un' bihen tro, tro seizh eur teue di da, teue un' bihen 'ta, un hanter-dèn kwa ! Un' bihen rous ahe un tamm bihen ha heñ 'n-im lake 'taw ba'r c'horn du ha houlle sè d'evañ ! Boñ d'ar mar(e)-se oa gwin pe chistr, n'ouzon ket, houlle d'evañ hag tro unneg eur deus an nos neuhe, kajimant tou'n dud 'e 'h ee-kuit ha bêe ar pezh neugn da bêañ ha 'h ee-hegn kuit ha hennezh, pa wele hag oa krog an dud 'hond-kuit, tok, heñ bêe ha 'h ee-kuit, na gaosee da zen e-bed.

Hag un devezh neuhe Soaig la Bistrak ha neuhe lavare :

« Gast daw é goûd piw é hennezh 'ha memestra ! »

« Ya ya ya, piw-ar-hast é hezh ?!? »

Hag a heñ a-raog

« Beñ gast ! Benn (ar)c'hoazh, pé teuy ahe dapimp 'nèoñ sur wac'h ! (???) a rin 'naoñ sur ! »

Ha heñ houll gantoñ

« Deus p(e)-lec'h 'moc'h-te ? »

« Ah ! Me » lare-heñ, « zo, zo o chom ba'r c'hoat ba'n nec'h ahe, Koat Vineg zo just just, passeal… »

« Ha te chom ba'r c'hoat ba'n nec'h ahe ? »

« Ya !!! Ha me… »

« Ha pet(r)a 'mout 'h ober ba'r c'hoat ? »

« Oh beñ, me deus an de, kajimant pa'n de toud ran kimed kousked, deus nos a vên divun ha sellen deus ar pezh basse ba'n nos ahe ha mont-roud ! Sell, beñ toud, toud an traou basse braw »

« Ba pe-sort (???) ? »

« Oh beñ foñs ur, ba foñs ur souch kozh ahe (e)mon ! »

Ha hezh

« Ah ya ? Peus ket a veuc'h ? Ha deus pet(r)a veves ahe ? »

« Oh beñ, me zespun un neubeud sè pennou-tousseg, (ne)med un neubeud traou ar gis-se ha chasseal a ran un tamm bihan, tamm bihen ar gis-se »

« Ah ya ? Hañ ! N'é ket ur vuhe gwal-vraw neuhe… »

« Ah beñ nann, n'é ket ur vuhe gwal-vraw, med boñ… An dra-he blij din, e-gis-se 'moun kwa ! Me zo ha meus bevet ar gis-se 'taw ha vevin ar gis-se 'taw ! »

« Ah boñ ? Ah boñ… Beñ pep-hini e vuhe neuhe ! »

« Ya pep-hini e vuhe ! Ha da hwreg ha neuhe Soaig la Bistrak, pe-naos 'h a da hwreg neuhe ? »

« Ah fei ! N'a ket war-well a 'ha ! Poan neus 'taw ba, ba he zoworn, poan neus sarr, sarr he zoworn, n'a ket re re war-well 'e, poan walc'h 'ha neus ! »

« Ah boñ ? »

« N'ounn ket ha goulskoud(e) é bet 'wel, bet é bet 'wel ar medissin, bet é bet wel ur bern tud ha sè n'a ket war-well 'e »

« Ah ! » Lar-himañ,

'N hini-bihen rous oa ene, oa ba ene

« Me, matresse, meus ur lousou zo gouest d'ober vad dèi »

« Ah ya ?! »

« Beñ ya ! Ar gwellañ tra peus d'ober é mond sè ! Da vord ar mor du-he da Blestin hag a digass diganoc'h sè dour-mor ha roiñ dèi dour-mor sè da evañ ur wech doc'h ar mintin, ur wech da greiste hag ur wech neuhe… Teir gwech bemde kwa 'ha ! »

« Ola ! » Lar-hemañ, « ma n'eus kimed an dra-he d'ober on gouest walc'h da hond 'ha ! »

Aet an de war-lerc'h, staget ar marc'h d'ar, ar gaseg deus ar, deus ar c'harr ha dao ! Ha heñ da Blestin ! Paotr-powr ! Pé oa digoueet ba Plestin 'e, bet n'ounn ket ped eur klask mond, pugur an dra-he ra 'zhpenn tregont kilometr, pet(r)a oa digouêt neuhe ? Hoh ! Amañ n'é ket an dour-mor a vank ! Ma piche gwelet pe-sort mor bras a oa, bah ! Memestra, pugur oa'ñw onest oa'ñw, n'é ket, na ket c'hoant da vond da laer(ezh) an dour kwa !

« N'ouzon ket d(a) biw oa kwa ! »

Heñ na staget e gaseg deus ar, deus ar r(u)ilhenn oa deus ar, deus ar vouger ene ha aet ba'n ostaliri ha neus goullet ur banne gwin ha(g) un tamm kass-krout, pugur na ket bet evet bann'h e-bed ha kreis-toud, goûd a hou'h pe-naos e(rr)o ba'n ostalidi ha kustum oa'ñw deus an dra-he, kroget ar gaos kwa ! Hañ ? Ha heñ houll ga un' deus ar re-he, pugur ene oa kimed pesketourien

« Me miche karet sè tap un neubeud boutailhadou dour-mor da gass ganin, me zo tond deus ar mene du-he klask 'n dour-mor dre-ene »

« Oh !!! Ahe zo dour walc'h ! Feus kimed tap ma peus c'hoant ! »

« Med daw é goull gad un dèn ? »

« N'é ket daw doc'h goull ga un' bennaket ! Ahe zo dour walc'h ! »

Heñ na karget un neubeud boutailhadou dour da zond, da zond gantoñ, deut é gantoñ d'ar gêr. Aha ! Rôet ur banne da greiste, ur banne deus 'n nos, ar banne deuh ar mintin d'e hrweg ha, ah beñ matresse toud an dud c'hoarzhe deus an dra-he pa gleve an dra-he, med be zo bep sort traou ba'r vuhe hañ ! Hezh sè, pé… Kreis-toud, beñ ur sin(v)ezh pe diw oa gwelleet, gwelleet he zoworn. Komañs a oa'i da lavitiñ 'nê en-dro 'darr(e), gwelleet he zoworn. Gouest a oa da jervich tud deus taol ha tou'n dud lavare, deus ar c'hontouar ha tou'n dud da lavared ene :

« Pe-naos feus gwraet neuhe da, 'benn pareo 'nèi pe 'h ober dèi da ve gwelloc'h ? »

« Oh ! Beñ me zo bet du-he kerc'had dour ha sè ! Ha meus rôet dour dèi, sè dour-mor dèi, deuh ar mintin, deus, da greiste ha deus an nos »

« Ah boñ ? »

Ah beñ, d'ar mar(e)-se na-hègn ar remm, amañ oa tud ha' na remm 'è kwa ! Oa'i ket he-hun, gis bremañ kwa ! Memes-mod i(v)e gast ! Hag, pé na, pé na… tou'n dud teue :

« Peus ket, ah Soaig ! Peus ket sè ur banne dour da roiñ demp ? »

Ha klask dour, klask dour… Beñ Soaig, pugur oa un den mad a ràe ur banne dour dê ha kreis-toud teu ba e benn gis-se, lavare

« Med matresse é imsawoc'h din gwerzhañ dour 'vid gwerzhañ gwin ! »

Ah ! Hop ! Oa ket… A-forz da roiñ d'un' ha d'egile, 'benn ar fin oa ket dour kin ! Oa ked banne dour mui ! Petra na gwraet ? Lak ar varrikenn vras war ar c'harr ha lavar(ed) :

« 'Benn (ar)c'hoazh me zo vond da, da Blestin da gerc'had dour ha goude me werzho va zour, sè gis-se hounein arc'hant, vo ket daw din gwerzhañ gwin na gwerzhañ 'n traou gis-se ! An dour na goust nintra din, na goust din nemed mond ha dond ! »

Ha heñw stag ar c'harr ha a-bred doc'h ar mintin aet da Blistin. Hopala ! N'é ket souezet oa bet pé oa erruet e Plistin, pé oa erruet ene, ar wech kentañ oa bet, ma piche gwelet 'n dour oa ! Med bremañ pé oa deut en-dro oa bann(e) dour (e-)bed kin ! Gwerzhet oa toud an dour !

Ar grom hag ar pilpaotr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer ba Ponvel ga dow baotr. Trañskrivet an traou ga Joël Lozac'h ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Ch. Fer
Paotr kentañ
Eil baotr



– Hag deus an heñi ne save ket a-bred d'o(be)r i labour, pet(r)a vis(e) laret ?

Ah ya, ya…

Feneant

Feneant vise laret é

– Fenaient é

Ar feneant é an heñi na ket…

– Vis(e) ket laret « hezh n'ema ket 'ziwar 'r rew » pe traou ar mod-se ?

Matresse ba-blessou hañ !

– Ya ?

Med pass din-me dé glêd, ya

Med sur, pugur Kergloff vé dalc'het tammou traou tammou ha' cheñch (???) ba o venn

Se so kaos (e)ma an ekspressionou hend-ell

– Ya ya ha pe-sort c'hleñvejou na ar c'herseg ?

Ah ! Ar c'herseg, paotr ! Ah ! An heñi oa ar gwashañ herve oa « la gourme » ar grom

– Pet(r)a vis(e) ar grom ?

Ar grom, eh beñ 'n-om ga(v)e ar c'herseg dé vi stanket, lous o vri hag ar re-gozh neuhe halle mervel ! Ha pet(r)a oa d'o(be)r ? Frotañ un tamm mel dê ba, deus o ginou un tamm bihen… Be meus choñj ur bla(v)ezh, bien pé oa kistïon dé gerc'had ar bateus, ba du-mañ oa ket jo e-bed 'gement oa kap da chech tamm (e)-bed ! Toud oaint ga'r grom, med ar re-yowank, ar re-s(e) a bassee 'è hag ur gaseg, sur oa un' gozh ha honn(ezh) a oa lipet ! Ya, ya honn(ezh) na ket gallet resist(añ), e(rr)o re gozh (e)vid o(be)r… Beñ vakseñiou ha traou, oa ket keme(nt)-se d'ar mare-se c'hoazh, nann !

– Ha ober ree vad ar mel dê ?

Ya ! Ya, gle ree o(be)r vad dê un tamm bihen, vis(e) frotet un tamm mel ga un ibil-koat ahe hag ar re-s(e), houïes walc'h, beñ lipe o beg 'è ma peus c'hoant hag a tàe a-benn da zibiñ un tamm ma'hat ! Set(u) neu'n oa deuet ur c'hender da ma zad, ar c'herseg, kerseg hezh a oa ba'n (???), ar re-m(añ) nagn ket ar gourme… Boñ ! Ha heñw na digass(et) ar bateus ha goude oa deuet un' menneket dé gerc'had 'nê, ya deus se meus joñj mad, med se oa un tamm mad raog ar bresel diveañ

– Ya ha ur gaseg tape ziga'n heñi-ell pe ?

Oh ya ! Me gav diñ halle be contagieux heñ !

– « Contagieux » vis(e) laret e brezhoneg pe pet(r)a vis(e) laret ?

Oh nann ! Ya… Pet(r)a vis(e) laret ? Ah ya, ya… Ahe so ur bern traou, houïet a-walc'h ha ne ouïamp ket 'nê (ne)med français kwa, contagieux

– Ya ya, ya ya, klask 'nê (e)mon…

Ya, klask goûd pet(r)a oa voien da lared neu'n, me gompren (a)han(o)h mad, me gompren mad ! Heñ ?

– Un de(v)ezh bennaket vo ka(v)et, ba un tu bennaket…

Ya matresse… Ya, c'hwi ga(v)o ba'n tu menneket ya ya… Contagieux, paotr !

– Laret vis(e) « contagieux »

Ya contagieux vise laret

Douzh an dra-he laremp ket e brezhoneg an dra-he kwa ! Pugur kalz hag a lare an dra-he contagieux

Ya ya, med gwech-ell memestra contagieux oa ket aneet 'e, ahe oa un hano… Ahe oa un hano

Ya ya, matre'n

– Vïe laret la tape ur lon 'ziga'n heni-ell

Tape 'ziga'n heni-ell

– Vi(d) an dud 'è

'Vel 'vid an dud oa 'è ! Beñ ya, pegeme(n)t peus ket gwelet 'vervel… Be meus gwel(e)t merc'hed yowank ha traou (é) vervel ga, pe-sort mod ga'n tuberculose hañ ! Ya paotr-powr

Ba ma familh oa ur bern oa bet tapet

– Ha pet(r)a vis(e) laret neu'n « n'es ket tost da (???) » ?

Ya ! Beñ ya, med pa tàe ba ur familh, houïet a-walc'h, heñ ? Deus ar vaisselle ha deus toud an traou, eh beñ an dra-he a dape an eil deus egile… Ha pa tàe ba un ti 'e ya… Kar me ma gwelet sè ! Pigur Théophile Péron, anees Théophile Péron pugur oa amañ, houïes walc'h, eh beñ heñ na kollet teir c'hoar di-doñ… Nom de Dieu ! Merc'hed kosto, kreñw

Ya ya

Hag an tuberculose na eliminet 'nê ha goude chome un-ell neu'n a oa mïoc'h chétif hag an heñi yowankañ, heï na ket bet, set' hag teir blac'h oa… Un 'nê a oa surtoud, dale ur plac'h hag oa honn(ezh) a-walc'h vid ur paotr, beñ honn(ezh) war ar voudenn pe da lakad traou war ar bateus, ur paotr oa ket re doc'h hoñzh 'ha ! Nom des Dieux ! Ur plac'h ferm ha pounner sur ha lipet oa (me)mestra…

– Pet(r)a vis(e) laret just walc'h deus ur plac'h ha' oa gouest dé labourad 'vel ur paotr, vis(e) ket ràet un hano dèi ?

Oh beo ! Matresse… Ur pilpaotr vise laret é

Pilpaotr vé laret 'è

Pilpaotr, pilpaotr sinifïe ma peus c'hoant… Eh ! Petra larfen dac'h… Un' à tout faire ahe gis-se hañ ! Une fille manquée ma peus c'hoant hag… Oh laret vis(e) alïes 'è !

Ur paotr manket é

– Ya ya

Ur paotr manket ya… Alïes vise laret se 'è, houïes walc'h, hoñzh so ur paotr manket ! Ya

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog