10/04/2016

Teurc'h ha triñchon-logod

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet dec'h ga Jean Lecoulant ba ti-R. barzh Kergloff. Trañskrivet an traou ga Jean, michañs a blijo dec'h

- Jean
R.
E vab




– Pet(r)a vis(e) ràet gwech-ell d'ar lapined ?

D'ar lapined ?

– Dé voueta 'nê

Euh, karot(e)s

– Karot(e)s ?

Ha petrab(e)s ha kerc'h

– Ha vich(e) ket despugnet ur yeot sovaj dé reiñ dê ?

Yao ! Triñchon-logod

– Triñchon-logod

Triñchon-logod, ya, an dra-he vis(e) ka(v)et war 'r girzh(i) ba-lec'h oa ket bet laket kalkêr

– Ya

Sabl deuh ar mour

– Ha teurc'h vis(e) ket ràet d'ar lapined ?

Ah teurc'h ya, med an dra-he zo… Gwel a rañw, yao-yao ! Teurc'h vis(e) ràet dê 'è, med triñchon-logod 'è, an dra-he…

– An dow-re kwa !

Ah ya

– Ha pet(r)a é an teurc'h, just ? Pugur, gouïed a rañw ar pos e brezhoneg, med n'ounn ket pe-sort plantenn é

E galleg ?

– Ya

Ya-ya, oh beñ daw é din-m(e) goull ziga mé mab, ma neus joñj… Tu… Comment s'appelait le, qui pousse dans les champs là ? le teurc'h

Ya, laiteron

Ouais ! Voilà, laiteron !

– « Laiteron » ah bon ?

Teurc'h, c'est le laiteron !

– Ha pe-sort liw neus ar fleur deus an teurc'h ?

Fleur gwenn

– Fleur gwenn

Fleur gwenn ya ha ga'n a(v)el 'h eent pell ! Mar zo lesk(et) ur c'horn menneket ba'r park ga teurc'h

– Ya

Eh beñ vo partoud war-lerc'h

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog