31/05/2016

Magañ ar c'heseg

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-M-L. ba Ponvel. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– C'hwi peus labouret ga'r c'heseg, kerseg ?

Ah ya ! Ya-ya !

– Ya ?

Oh ya ! Pass, pass 'vel ar baotred, med kondüiñ ar… Fichad voenn ha traou ar mod-se ha kondüiñ ar jô da basseal ba'r betrabes ha traou ar mod-se kwa !

– Ah ya ha oa ket re sterd ?

Nann !

– Nann ? Lak an… Pugur faote ket d'ar jô lak e dreid war…

Ah nann ! Nañ-nann, me ree intañsïon, oh nann !

– Ha pe-sort mod oa kondüet ar jô ? Ga pet(r)a ?

Oh beñ, ur gordenn !

– Ur gordenn ?

Ya

– Lèrennou oa ket ?

Ah nann ! Nann-nann, ur gordenn

– Ur gordenn oa kwa !

Ya, oh ya ! Ar reñ-s(e) oa, ar c'heseg hè a'h ee d'o(be)r an dra-se oa, ar reñ-s(e) oa trankil kwa !

– Reizh kwa

Ah ya !

– Ya

Oh ya !

– Oagn ket tik ?

Ah nann ! Nann-nann, trankil, loned trankil oagn

– Ha ga pet(r)a vijent bouetet ?

Melchen blije dê

– Ah ! Melchen ?

Ya

– Hag a'h ees da droc'hañ melchen ?

Ah ya ! Deus ar mi(n)tin

– Deus ar mintin ?

Ah ya

– Pé vije vresk ?

Ya, bemde vise digass(e)t ur gargad-melchen

– Ur gargad-melchen

Ya

– Ha ga pet(r)a vije troc'het ar melchen ?

Ga'r valc'h… Ah ya !

– Ha beb mintin, beb mintin ar mod-se ?

Beb mi(n)tin ya

– Ah ya

Ya

– Ha oa ur prad lec'h oa ar melchen ?

Ah ya ! Oh ya-ya, parkeier war-lerc'h vise hadet melchen

– Hadet vijent, ya ha pe-sort mod vé hadet melchen ar mod-se ?

Oh ! Ga an dorn

– Ga an dorn ?

Ah ya-ya ! Ah ya, mé dad vise 'hadañ melchen

– Ha oa prajeier ?

Ba parkeier

– Parkeier ?

Ah ya

– Pet(r)a vije laket ba'r prajeier neuhe ?

Ar prajeier vis(e) kemed yeot kwa !

– Yeot

Ah ya

– Ha dourenniñ ar prad matresse vije gwraet ?

Ya, ded war-lerc'h gwinizh vis(e) laket alïes

– Alïes ?

Chañjet vis(e) kwa ! Beb pla petram beb sow la kara ! Da vagañ ar loned ba'r c'hreier kwa !

– Ha lann vije ket rôet dê ?

Ah nann, pass… Me meus ket bet gwelet ba du-m(añ) nann, med ba lec'h-ell as(e) meus bet gwel(et) 'vel laret lann, ya vis(e) ga'r manèj

– Ga'r manèj da bilad lann kwa

Ya, pilad lann ya, me meus bet gwel(et) an dra-s(e), med amañ vis(e) ket gwraet, meus ket bet gwel(et) o(be)r se

– Nann

Nann, na ba ti ma dantin 'è

– Vije ket gwraet traou sort-se amañ ?

Nann, oa ket mikanik (e-)bed d'o(be)r se, meus ket bet gwel(et). N'on ket sur lar oa, kar ma dad-kozh, ma dad-kozh na un trakteur dija

– Ah ya !

Ya, un trakteur na, oh ! Ha un ar d'ond war-lerc'h ha-traou, ya. Ha ur bateus na 'è, heñw 'è, ma dad-kozh

– Ha mond a ree da droiñ douar neuhe da ti ar re-all ?

Oh nann !

– Nann ?

Hola ! Nann, neu'n oa kime(d) ur pless ba… Goud(e)-se oa gwraet dow deus ar pless kwa ! Med neu'n oa ket, oa toud da, toud 'n ur un'. Labour walc'h na !

– Me ma klêt kaos ar mod-se kont deus un' memes, memes-mod oa digoueet an trakteur, med oa an eil ba'r barrous ! Oa ket, oa ket den e-bed na un trakteur d'ar mar(e)-se ha neuhe vije goullet gantoñ dond, dond da droiñ douar

Ah ya !

– Da di ar re-all, beñ blam oa aessoc'h d'o(be)r ga un trakteur 'vid ga'r c'heseg kwa !

Ah ya ! Ya, an dra-s(e) zo kaos hañ !

– Oh ya-ya

Med joñj walc'h meus deus an trakteur-a-bateus, pi(g)ur 'h eent d'o(be)r an dro pe d'o(be)r an e(o)st ba ti an dud kwa ! Ga'n trakteur-a-bateus, raog ar bresel kwa !

[…]

– Ya, damait pa laret din-me oa rôet melchen d'ar c'heseg, med traou-all vije rôet dê memestra ?

Ar re-s(e) vis(e) 'labourad kwa ! Med ar mod-ell ar reñ-s(e) vise maes pé vise ba'r park pe ba'n…

– Ha vije rôet kimed melchen dê ?

Oh !

– Vije ket rôet pitrabes ?

Ah yeo ! Deus ar goañw

– Deus ar gooñw just a-walc'h, pet(r)a vije rôet d'ar c'heseg ?

Kerc'h vis(e) ràet dê 'è

– Ah kerc'h, ya. An dra-he blije dê ?

Ah ya

– Plous-kerc'h ?

Hola !

– Ya

Holala ! Kerc'h

– Mond a reegn mignoc'h war ar c'herc'h 'vid war ar gwinizh kwa ?

Ahaha ya !

– Ya ?

Ah ya

– Vije ket laket toud an traou-mañ assames ?

Oh nann, kerc'h vis(e) laket an de-raog, deus ar mi(n)tin

– Deus ar mintin ?

A-bred kwa ! Ya, joñj a-walc'h meus

– Blam oa magadurezh barzh, ba'r c'herc'h kwa ?

Ya

30/05/2016

Blam betra vé gwraet Treid-Du deusoute ?

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-R. ba Kergloff. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me zo bet staget deus an douar partoud. Ba'n Aljeri oa, ga(v)en abominabl an douar oa ene hag an dud memes 'è. Lod oa, lod oagn ket, oa ket aes 'è, med lod-ell oa mad-tre heñ ! Me oa ba ur feurm ha' oa rêjin, vis(e) gwraet gwin ba'r feurm ha oa un deñn mad-tre heñ !

– Ya

Bep pla, pe vis(e) ar, les vendanges, ree rêjin 'vid toud ar c'hompagni oa ene ha oa maximum pe(va)r-ugent deñn ba'r feurm dé zibiñ 'vid, pad ar vendanges surtoud heñ ! Ha gwin pad ar bla toud ! 'Vid Nedeleg :

– Ya ?

Kant mil bep pla

– Kant mil

Ya. Med oamp kemed lojet neu'n, med ar batimañchou oa bet gwraet ga'n arme, ga'r soudarded kwa ! En cour rectangulaire, am(añ) oa les chais ha ti ar c'holoñ

– Ya

Hag e, ha mod-ell oa bet des mechtas 'vid loj(añ) ar soudarded ha tolo(u) war-gorr(e) pe vis(e) tomm vise… Ha pé vis(e) (a)n erc'h ma vis(e) yin !

– Pet(r)a é ur « nechta » ?

Mechta ?

– « Mechta » ? An dra-he zo ur pos arab ?

Ya-ya, an dra-s(e) n'é ket brezhoneg !

– Nann !

Un ti 'vel vis(e) gwech-ell ba, ba-am(añ) ar Bretoned kwa ! Lec'h oa 'chom ar Bretoned kwa !

– Mé za-kozh na passêt eizh mis ba'r Marok, raog mond d'an Eñdochin

Ah ya ? Ah ya

– Ba Fès

Ah Fès ?

– Ya

Med, mi meus ur c'hamarad ha' oa bet, ha' zo bet ba'n Aljeri 'ha ! Ha aet ba'r feurm lec'h oan bet 'è. Heñw oa bet war-lerc'h, ma ket bet anêt 'naoñ, med klêt ma 'naoñ lar oa war-lerc'h kwa ! Hag e, ba'n ti lec'h oa ar c'holoñ, neus ka(ve)t un dra, un Arab ha' oa 'chom ba ur mechta ba-tal, tal ar feurm kwa ! Hag ar mab so ba ti ar c'holoñ papred. Ha na pêet ar c'hafe d'an ancien militaire ba'n ti

– Ah beñ, jentil oa-hañw

Ya-ya-ya, ya-ya. Med me meus joñj deuh ar vigwal(e)

– Ya

Me oa un' 'e, ya…

– Trist é istoar ar c'holoñ deus an Aljeri memestra

Ya, trist é, ya. Beñ, lod lake toud an toriou ga'r c'holoñiou med…

– Nann

N'é ket gwir heñ ! Pé… Ar beïsanted oa, oagn ket kalz, oa ket keme(nt)-s(e) kwa ! A beïsanted, med kalz koloñiou oa 'è ar mod-ell (o) labour(a)d ba'n administrassionou : ba S.N.C.F…

– Ya

P.T.T ha an ospitaliou ha an traou… Partoud oa ! Tud ha' nagn mann e-bed (ne)med un ni kwa heñ !

– Ya

Med boñ, ar re na douar ha traou, boñ beñ ar re-h(e), lod so bet dedomajet, med pass toud heñ !

– Nann

Pass toud, pegur lod nagn ket gall(et) lar(e)d lar nagn traou. Med me meus anêt un' ha' tàe amañ vakañchou oa dimeet ga ur, hi gwas oa bet lah(e)t neu'n ba'n Aljeri, ha oa he choñj chom ! Ha oa deuet Aljerianed da lar(e)d dèi :

« Brem(añ) ho traou zo domp ! An douar zo domp ! An ti ! Peus kemed mond-roud petram, fuitt ! »

Hi gwas oa bet lahet. Ha é deuet ga'r valijenn ha he merc'h dé Marseille. Ha neus ket gwraet, neus ket bet gall(et) prouvañ lar na douar ene na mann e-bed ! Set' neus bet sort e-bed !

– Ah ya, med kalz maleuriou zo digouêt ga'r re, ga'r faotè dê chom ba'n Aljeri

Ya

– Ba Oran oa bet ur massakr

Ya

– Ha krouget toud ar c'holoñiou

Toud ar Pienoariou

– Ya, seto…

Ya-ya, bet oa bet ur massakr ha n'eus ket bet gouïet pegement gwech e-bed. Ba Oran oa bet trist heñ ! Med me ziskennè ba Oran, pe ar bato zigoueè ba Oran ha war-lerc'h dapèmp an treñ d'ond dé Relizane, deuh Relizane war-lerc'h chañjèmp d'ond dé Diaret, Tiaret

– Ya

War-lerc'h oa ket treñ e-bed kin ! Tàè ar c'hamionou dé sell(ed) ba'r gar, dé ziskenn (a)hanomp deuh Trézel. Ah ouais, ba Oran oa bet trist ya ! An dra-he zo bet trist, med an dra-he zo bet, beñ pet(r)a ri heñ ?

– Ya

An dra-he oa gwraet. Duzhtu oa daw bi tretet ga, pé oa komañs(et). Ferhat Abbas oa un deñn, oa ket ker sterd 'vel ar re-ell, kar hezh oa voien d(é) 'n-om reñk(añ) ga'n heñi kentañ oa na tap(et) ar penn 'e ! Med boñ… Ar politik zo n'é ket bet mad oa an toriou heñ. Duzhtu oa gleet dê, pé oa echou ba'n Eñdochin oa gleet dê-gn duzhtu ! Pé oa ràet 'n eñdepañdañs d'ar Marok ha d'an Tunisi, oa gleet dê duzhtu bi gwel(et) 'vid (a)n Aljeri

– Med me za-kozh larè memes-mod 'veldit !

Ah ya, ya-ya, gwel a res ? Duzhtu ! Med boñ…

– Beñ, gwel(e)d a ret, ba'n « Afrique-du-Sud », an Europeaned so chom(et)

Et puis voilà !

– Hag an « Afrique-du-Sud » zo ur vro kalz kreñvoc'h 'vid an Aljeri

Ya

– Med, gwelloc'h, gwelloc'h vij(e) bet 'vid an Aljeri ma…

Toud nagn da hone ma vïe bet chom(et) ar c'holoñiou ! Ha ma vïe bet tretet deuzhtu, ba'r gomañsamant… Ar c'holoñiou nïent ket bet amzer d(é) lar(e)d na ouf na pouf ! Gwraet oa an traou ha nïent bet Aljerianed derc'het o draou ha chomet ene kwa !

– Ya

Memes ma lakègn tud dé labour(a)d 'vite. Beñ, an dra-he oa ket, matre'n vïent bet gwelloc'h pêet pe… Voien oa dé renk(añ) an traou ! Med boñ… Pet(r)a ri, n'é ket gwraet

– Nann !

Ha toud an dud so bet taolet-maes, n'eus ket chom(et) kalz heñ ! Un neubeud zo heñ ! Med boñ…

– Pemp mil koloñ, meus lenn(e)t

Pemp mil zo chomet ?

– Ya

Ah ya, ya. Pass ma nïent douar, med Pienoariou kwa !

– Ya, Pienoariou

Treid-Du kwa, Treid-Du !

– Treid-Du

Gouïed a res blam 'bet(r)a vé gwraet Treid-Du deusoute ?

– Lenn(e)t meus lar an Arabed nagn ket bouteier 'veldomp. Ha an Arabed ree « Treid-Du » deus an Europeaned, pugur ar bouteier-lèr zo du

Ah ya, me meus bet klêt ar mod-ell, med matre'n n'é ket an dra-he é… Blam 'h eegn d'o(be)r ar gwin

– Ya

Ga o dreid ba'r…

– Ah ya, ya-ya !

Brem(añ) n'ounn ket, matre'n zo un tamm deuh an dow heñ ! Ar pezh peus, teus lenn(e)t hag ar pezh meus klêt-me, med boñ…

– Dïaes é gouïed

Moien zo dé hoûd, ya

– Ya

Oh ya, 'benn neu'n é daw kaoud tud hag a neus, zo bet un' mevel kwa ! Ba-lec'h, ba'r c'horn lec'h oan oa kalz plantassionou-gwin. Toud ar bresel mil eizh kant ha deg-ha-tr(i)-ugent, an Alsace-Lorraine oa deuet alamanted

– Ya, ah ya, ya-ya

An dud oagn ket chom, houllent ket chom Alamanted

– Nann

Seto oa proposet dê kaoud douar ba'n Aljeri

– Mond d'an Aljeri

Voilà ha nagn gwraet plantassionou-gwin, rêjin partoud heñ ! Toud nagn displantet ar rêjin ! Toud ! Trist é !

– Beñ ya, beñ…

Med gwel(e)t meus un', un devezh ma lar(e)t da ma mab-pihen, ga'n eñformatik meump klasket an Aljeri ha meump ka(ve)t ar feurm lec'h oan, beñ n'eus ket plant-rêjin (e-)bed kin. Nagn ket derc'het (ne)med Mascara neugn delc'het hag ar Siddi-Brahim. Ah(e) (e)ma toud

– Ya

Toud ar re-ell zo bet displantet ! Ha ah(e) nagn gwraet ur c'honeri med boñ, pet(r)a ri heñ ? Kar am(añ) ar gwin tàè deuh an Aljeri dé mix ga hañi Frañs kwa !

– Ya

Ya, med gwin mad nagn anê heñ ! Kerkoulz 'vel amañ heñ !

– Med izhpenn Alzassianed oa ba'n Aljeri, pugur oa Espagnoled : 'vel Mélenchon

Ya, kalz Espagnoled oa 'è, memes ba'r feurmou. Hag ar reñ-s(e) oagn ket re gomod (a)nê partoud…

– Nann

Me gred lar ene neegn laket un tamm ambrouilh 'tre an Aljerianed hag an Europeaned. (A)n Espagnoled, les Maltais…

– Ah ya, ya-ya

Les Maltais, beñ ar re-he… Pfou, bi oa tammou re-ell oa deuh ar broiou-ell. Ar re-he so bet gwashoc'h 'vid toud an dud

– Aneo a ret ar film « Pépé le Moko » ?

Ya !

– Hezh so ur film braw !

Ya-ya, Jean Gabin, Ya !

– Ya !

Yann !

– « Yann Gabin »

27/05/2016

Krouget unneg patrïot ba kêr

Salud dec'h,

Fenos vo laket an añrejistramant ma gwraet ba ti-M-L. ba Ponvel. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Med amañ an ti, oa poahet tou'n traou ba kêr, kar oa patrïoted oa 'tibiñ amañ, ga'n daol ar mod-se 'vel (e)ma amañ bremañ an ti kwa ! Ha oa deut, an Alamanted oa 'n-om ga(v)et as(e) ha oagn unneg 'tibiñ o lein amañ, unneg patrïot ha goud(e)-se oagn bet kroug(et). Peus ket bet klêt deus se ?

– Beñ yeo, kontet na din-me damait, just a-walc'h, deus an dra-he

Ya

– Med ma ket klêt a-raog

Nann. Oa, ar re-s(e) oa dow zevezh war-lerc'h an debarkamant, oagn aet d'ar mêri. Mé dad oa mêr ba Ponvel ha oagn aet d'ar mêri dé gless kirri, da gass 'nê da-beked Loudéac hag ar sekreter-mêri na laret dê :

« Me n'oun ket 'vid lared dac'h ar mod-se, med me zo 'hond ganac'h ba'n oto da wel ar mêr »

Ar mod-se oagn 'n-om ga(v)et as(e) ha oa unneg 'tibiñ o lein ba'n ti amañ… Oh !

– Aneed a rees toud an dud oa en-dro d'an daol kwa ?

Ah ya ! Oh ya, me anee anê ! Ar re-s(e) oa deus Kareis a-peu-prè toud

– Med laret oa din hañ ! Oa aet droug ba an Alamanted pé oa echu ar bresel just a-walc'h

Ah neu'n-neu'n-neu'n ! Ar re-mañ ga(v)e dê la oa echou ar bresel pé oa bet an debarkamant, med neu'n oagn sod, ya !

– Ya, sod ya

Ya

– Aet sod toud kwa !

Ya… Ha oagn 'kroug(añ) ha oagn 'kroug(añ) !

– Ha lak an tan ba serten…

Ha toud ! Partoud

– Ya-ya-ya, ya beb-sort oa kontet heñ ! Diwar-benn an dra-he

Ah ! Me meus gwelet traou hañ ! Ya, traou ha n'int ket aes… Kaoud a ra din-m(e) la oa dec'h c'hoazh !

– Beñ ya, sur ya

Ya

– Traou zo chomet ba ho spered kwa !

Ah ya !

– Ya ?

Oh ya ! Terribl é, terribl !

26/05/2016

Karget ar pil-lamp blam da gaoud ar radio ha c'hoari-kartou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Set' p(a) oa deut an trakteur pad ar bresel oa akuiou hag an akuiou zo 'vel zo bet war otoiou amañ 'è, houzoh walc'h, les accus zo da lak anaoñ d'ond in march. Un tamm aku mod-se, 'houzoh walc'h, da lak anê, da zemariñ 'nê mé-keres !

– Ah ya ! Da droiñ ha n'é ket an dra-he oa ?

Ya ! Ya-ya, ya-ya. Set' war an trakteur oa un' ar mod-se ha hezh a ree ar goulou deuh an noñs. An dra-he garge pad an de pa 'h ee an trakteur en-dro ! Het' vije tapet hag a ree ar goulou ! Hag oa bet ur post dizhtu

– Ya

Ur post TSF, deus ar sort oa ket nimblec'h e-bed mod-all ! Pedur mamp ka(v)et ur post, pudur me ma ur pàeron, ma vàeron, ur mab da breur ma zad, heñ oa ba'h ar Mans ha oa ba'h an usin lem vije gwraet postou. Set' a oa deut ur pezh post bras ahe, houzoh walc'h, med ahe (e)ma papred ba'h ar gambr

– Med varch a ra papred ?

Ra ket, med alumiñ ra !

– Ah ya ?!

Ya ! Alumiñ ra pa vé brañchet, med vé ket klêt sort e-bed kin

– Beñ ya, matresse gapt ket, gapt ket kin

Ar lampchou meump ha sur walc'h zo…

– Ah ya, marw kwa !

Matresse, med n'ounn ket petra zo hañ ! Matresse zo voien d'ingaliñ 'naoñ, ahe (e)ma ! Ma heus c'hoant 'o rôet dit… Hag ema ba'h ar gambr ha meus bet delc'het dans mes souvenirs hag a teue an dud du-mañ pad ar bresel mé-keres da jilou ar post !

– Beñ ya, blam da hoûd un tamm

Blam da hoûd, houzoh walc'h, pe-naos hag a teuent da dreiñ. A-wichou teuent, memes pa n'ee ket an trakteur en-dro, da dreiñ ar pil-lamp da gargañ 'naoñ. Gwelet meus bet biskoazh kemend-all ! Ha zo kalz a dud ha' meus bet klêt 'nê lared « a'h een du-h(e) deuh an noñs da jilou ar post », pé vije De Gaulle o kaoseal pe vorz pet(r)a oa…

– Med drol é, añfeñ drol d'ar mar(e)-se vije un dra bennaket ar mod-se blam da gaoud goulou hag med… Ah ya ! Med 'vel un tamm, pe-sort, pet(r)a vé gwraet deus an dra-he war ar velo ? War ar velo…

Daon ya ! Un dynamo

– Dynamo, an dra-he é kwa !

Daon ya ! Oh, med hezh a ra ar goulou hañ ! Memes papred hañ ! Eh ! Ha goulou sklêr ! Tal beañ ga lampchou mod-se, sell ahe oa kemed tammou lampchou bihen ar mod-all, houzoh walc'h, des lampes pigeon ahe

– « Lampe pigeon » vé laret

Ya-ya, vije laket war ar pou(d)-fèr deuh an noñs

– Blam d'ond da durlutañ

Ya, da durlutañ pa vije ket gwel(et) sort e-bed, med het' ga un' ar mod-se, hezh sklêrijenne, houzoh walc'h, lem a vije !

– Ah ya…

Ya

– Ha neuhe vije un tamm, un tamm buhe neuhe ba'n ti ?

Ah daon ya ! Daon neuhe vije sklêr an traou ! Houzoh walc'h hag d'ar mar(e)…

– Nann, med ga'r radio 'e kwa !

Ya hag ar radio oa 'zhpenn

– Pé teue, pé teue an dud kwa !

Hag an dud, pa teue an dud hag an dud d'ar mar(e)-se teue da c'hoa(r)i-kartou

– Ya, beñ ya

Du-m(añ) vije alïes jeu (a) gartou

– Ya

Daon eo ! An dud 'n-om wele da c'hoa(r)i-kartou, daon ! Red oa dê o(be)r an dra-he surtoud deuh ar gooñ, pass deuh an hañw 'ha !

– Ha neuhe peus c'hoarïet pe gwelet c'hoarïet ?

Ma toud ! Me meus disket p(a) oan yowank-tre c'hoa(r)i-kartou !

– Merk-ha-tregont 'e ?

Euh ! Belot ha merk-ha-tregont, an dow, o-dow !

– Ah ya ?

Oh ya ! Ya-ya

– Pugur me, beñ klask a rañw un tamm bihen, pugur 'benn ar fin vé ket gouïet kalz tra heñ ! Diwar-benn ar merk-ha-tregont hañ ! N'eus kime Joseph ba Speied ha' neus kontet din diwar-benn an dra-he…

Ha na oar ket c'hoa(r)i ?!

– Yeo ! Hemañ oar c'hoa(r)i, med an dud-all ! N'ouzont ket, memes lod n'ouzont ket petra é an dra-he !

N'é ket possubl !

– Yeo !

Ah beñ eo 'ha !

– Bremañ n'eus ket den e-bed kin hag a oar petra é ar merk-ha-tregont !

Hag interessant walc'h é, houzoh walc'h, ar merk-ha-tregont, surtoud merk-ha-tregont oa moien demp da c'hoa(r)i ga tri den pe ga c'hwec'h den pé vé kemed teir gartenn da gomañs, houzoh walc'h ha vé ket rôet (ne)med teir gartenn dit. Ha deus ma vé da gartennou war ar pezh, beñ da… (E)ma da jeu ha 'h an ha 'h ees pe n'ees ket ha deuh an (hi)ni zo war an daol

– Ya

Eh ! Kompren a res ?

– Ya-ya-ya

Ha pedur, houzoh walc'h, ah beñ zo moien da, da kalz a dud da veañ, da c'hoa(r)i (a)ssames merk-ha-tregont ! Holala eo !

25/05/2016

Interramañchou ha kleñvejou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-M-L. ba Ponvel. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Peus ket klêt kaos deus ar bragou potok ?

Yeo ! Mé dad lake bragou potok

– Potok ya ?

Ya

– Ha pet(r)a oa ar bragou potok neuhe ?

Beñ 'n dra-s(e) oa un danno… Oh ! Hezh oa kaled un tamm !

– Kaled oa ?

Ya ! Mé dad na, oa gwisk(et) in brezhon[eg], in br… Ya, un tok ha e gostum pé 'h ee d'un tu m(e)nneket kwa ! Vise e roched fer(et)-kaled gantoñ ha-toud

– Ah ya, fer(et)-kal(ed) vé laret ?

Ma dad zo ahe, sell !

– Ah ya !

Hezh é mé dad

– Hag e wiskamant é kwa ?

Ya, e gwiskamant ya. Med an dra-s(e) oa e dilhad d'ond, pé 'h ee un tu m(e)nneket kwa !

– Ya, ba kêr pe ba'r bourk pe…

Oh ya ! Pé 'h ee… Oh ! Ba kêr lake ket e roched fer(et)-kal(ed) 'e ! Pé vise un interramant pe un eured petramant un tu m(e)nneket kwa !

– Hag amañ vije gwraet 'e, me ma klêt kaos deus an dra-he : An interramañchou « première classe » ?

Ah yeo !

– Yeo ?

Me meus gwel(et) 'e, oh ! Med pell zo vé ket gwraet se hañ ! Nann-nann

– Ha pet(r)a oa an difer's etre ar c'hentañ klass hag ar re-all ?

Oh neuhe ! Beñ ar c'hentañ klass vis(e) laket ur macheñ… Me ouïon ket pet(r)a vise gwraet deus se, da lakad war ar vazh-kañw kwa ! Traou uhel as(e) ar mod-se, du kwa !

– Ornemañchou du kwa ?

'Vid ma dad a oa, med 'vid ma mamm oa ket kin. Mé mamm zo maro, eh beñ dec'h oa c'hwec'h la ha dow-ugent oa interret ma mamm

– Ha vije ket gwraet kin

Ha 'benn-neu'n oa ket kin. Med mé dad zo, ur bla ha tr(i)-ugent é marw, ya

– Ah ya ! Ur bla ha tr(i)-ugent

Ur bla ha tr(i)-ugent, ya

– Yowank a-walc'h memestra kwa !

Ya… Ya, med mé dad oa, oa hanter-kant la pé oan-m(e) ganet, kar ma dad oa bet dimêt raog, med e wreg oa maro ha e dow vigwal(e) oa maro 'è ! Ar mod-se 'n-heñi oa haddimêt kwa ! Da ma mamm, ar mod-se neu'n oa, ma dad oa e(rr)o ur serten oad pé oan-m(e) ganet kwa ! Pigur me oa ar yowankañ, ma mamm-gozh, p(é) oa bet dimêt oa… Ya, ma dad-kozh, mé dad-kozh, tad ma dad, oa dimêt d'un intañves ha' na c'hwec'h (a) vigwal(e) ha goud(e)-se oa bet dow neu'n c'hoazh. Mé dad… Holala ! Plij a ree e c'hoarésed da ma dad, e c'hoarésed, bigwal(e) e mamm kwa ! Oh ya ! Hag e mamm, holala ! Pé gaosee-heñw deus e mamm, hañ !

– Na resped kwa !

Ah ya, holala ! Ur resped ! Ya, holala ! Holala ! E mamm oa toud, ya ! Med oa ket braw neu'n 'è, oa ket choukour deus nimblec'h e-bed, hei chome he-hun ga c'hwec'h (a) vigwal(e) hañ !

– Ya, sterd ar jeu sur !

Ha goud(e)-se neu'n neus kollet 'nèi yowank walc'h, pi(g)ur un' deus e breur, deus e hanter-breur kwa ! Hezh, o-dow, dow vreur na ha pider c'hoar ha un' deusoute ha an dow baotr na gwraet o c'hoñje ! Ha un' deusoute na digasset an tuberculose ha ar mod-se…

– Ha tapet ga'r re-all kwa ?

Ah toud ar re-ell na tapet, med ma dad na ket tapet ! Ar mod-se oagn, pemp deusoute oa marw… Yowank walc'h heñ ! Ya, tri bla war'n-ugent, pemp pla war'n-ugent…

– Med dre-amañ zigouee traou ar mod-se, an « tuberculose » pe oa digasset deus lec'h-all ?

Beñ un' deus e breur na digasset ar c'hleñved deus e goñje

– Ah ya, mod-se oa

Pé oa an deut deus e goñje na digasset ar c'hleñved

– Pugur dre-amañ oa ket, oa ket kement-se kwa ?

Nann, nann

– Ha vije ket gwraet sort e-bed ?

Ah nann ! Oa mann e-bed

– Oa mann e-bed d'o(be)r kwa !

Ah nann ! Oh nann, nann-nann…

24/05/2016

Paotr-bapeur, fritadenn-vïou ha bevañ teusk

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Paotr-bapeur

Ya

– Petra é an dra-he ?

Ah beñ, ur paotr-bapeur zo un entrepreneur de battage ! Bapeur a vije laret, da zigentañ oa ur vapeur

– Hañ !

Oa komañs ga ur vapeur, set' an dra-he oa chomet, houzoh walc'h goude… « E(rr)i é ar vapeur war ar leur » vije laret, houzoh walc'h, « e(rr)i é ar vapeur ». An dra-he oa un dra, houzoh walc'h, gwich-all pa teue an dud da zornañ. Pa teue an dud da zornañ, an dra-he oa ur fèt vras-abominabl pudur d'ar mar(e)-se vije damtost da zregont dèn !

– Ya-ya

Ha choukour dornañ ha e vije ur fèt, houzoh walc'h, pudur vije lahet yir ha lahet traou ha gwraet ragout ha frikou ha traou deus ar sort a vije ket mod-all war ar maes an devejou-all. Ha kar d'ar mar(e)-se, houzoh walc'h, oa ket keme(nt)-se a…

– Keme(nt)-se traou dru

… A lipouserezh hañ !

– Lipouserezh, ya

Nann, oa ket keme(nt)-se lipouserezh mesk an dud ! Pé vije yod ha gwraet krampouzh ha pa vije patates ha traou…

– Fars 'e

Fa[rs], ya d'ar sul ! Med pass bemde ! Ar vïou oa emm deusoute, houzoh walc'h, da werzhañ !

– Ya, pet(r)a ma klêt ba Kolloreg, na laret, un' na laret ar mod-se oa hi zad a zebe vïou-fritet

Ya

– Pé vije hadet petrabes ha vije gwraet un doussenn, un doussenn vïou-fritet ar mod-se

Ah daon ya ! Ya

– Ha 'vel a lare…

Vïou-fritet vije gwraet d'an dud teue da bidiñ tud ! Pa teuer da bidiñ an dud d'ond d'un eured pe d'ond un tu mennañket e teue tud da bidiñ ! D'ar mar(e)-se vije ket kasset lizhirou, d'ar poent kentañ. Pa teuer da bidiñ 'naoñ

« Ahe m(a) ema ma mab 'h eureujiñ hag un eured du-m(añ) ha du-(ho)nt ha on e(rr)i da bidiñ 'han(o)h »

Hag a vije laret dec'h :

« Ah ! Deut deus taol ! Zo ur rêson vad 'hat, deut deus taol ! »

Ha wichou vé ket goullet sort e-bed digate, med ur fritadenn-vïou dê :

« Ale ! Gwraet so ur fritadenn-vïou dec'h ! »

An dra-he oa un (???), houzoh walc'h, pedur vije ket gwraet mod-all ba'h ar yêr keme(nt)-se ha c'hoazh e meus choñj : Un devezh ma bet kajimant ur frêadenn blam d'an dra-he, oa deut dow neuhe da bidiñ, me meus ket, n'onn ket 'vid petra hag a oaint o tibiñ deus taol ha me oa digor ma ginou ganiñ ene ha 'tiz[ourenniñ], med ma ginou oa 'tizourenniñ 'sell(ed) deusoute 'tibiñ ar vïou-fritet hag a oain en choñj :

« Me daoust ha-hañw a zebont toud o vïou-fritet 'è ? »

Ha oan ene mod-se, pudur nin mamp ket droed pé teue tud d'ond deus taol hag mamm na gwelet hag a lare din mod-se :

« Kê da gerc'had ur sailhad-dour 'ta ! » Lare diñ mod-se, « emm meus dour 'ta d'o(be)r kafe ! »

Pedur vije red mond d'ar veunteun, houzoh walc'h, da gerc'had dour ga'r sailh !

« Daon ! N'añw ket 'ha ! » Ma laret da m(a) mamm, « ar c'heid-se ar re-m(añ) zebo toud o vïou ! » Ma laret dèi

Aha ! Eh ! Nann, med re-wir é !

– Ya, med kontet na mem-mod ba Kolloreg 'e

Ah ya ?

– Ha oa barzh toull-an-nor 'e : « Amañ michañs zebo ket 'nê toud ! Michañs zebo ket 'nê toud ! »

Oh beñ ya-ya-ya-ya ! Ha oan o selled, an dour 'tiveriñ deus ma ginou, ma c'hoant da gaoud un tamm deuh ar vïou-fritet a oa fritet dê. Ha oa ket fritet keme(nt)-se, houzoh walc'h, (ne)med matrehe oa fritet toujust beb (a) zow vi dê ha oa ket kalz tra !

– Nann-nann

Da zow zèn hag a teue mod-se

« Ya mamm ! Med ar re-m(añ) zebo toud o vïou ! » Laren dèi, « ha red din-me mond da gerc'had ar sailhad-dour ! »

– Ale kês maes bremañ kwa !

Ahaha ! Oh lar a ran dit ! Heñ ? Pitoiabl é memestra gwel pa 'h a an nen da joñjal pe-naos oa teusk an traou !

– Teusk ?

Teusk ! Goûd a houzes petra é « teusk » ? Daon ! Beañ teusk c'est… Ahe n'é ket dru ar jeu kwa heñ ! Treut kwa !

– Ya « treut », un daol treut kwa !

Ya ! Ene é teusk an traou… Chiche !

– Moien vé da lared « bevañ teusk » ?

Ya ! Bivañ teusk, vivre chichement

23/05/2016

Deus ar c'houkïou ramp ket foutr !

Bon, 'n-om lak a ran da skrivañ diwar-benn un dra hag oun aet skuizh gantoñ : An tamm barrenn vé 'tigoueo war-horre hano ar blog bevech pé teuomp amañ, ba-lem vemp prevenet diwar-benn ar c'houkïou ! Parlamant an Europ 'n-heñi na oblijet ar sitou-internet da lak an dra-he partoud ha war-eñwn ! Un vandennad torriou-rèr, me lar dit !

N'ounn ket blam betra meus ket bet klasket pelloc'h a-raog, med voien zo da lemen an dra-he 'n ur mod aes a-walc'h !

Da zigentañ faot mond war an internet ga Firefox blam da ve gouest d'enstaliñ tammou grefennou deusoutoñ. Peus kimed klask war-lerc'h "I don't care about cookies"

Da daped amañ : https://addons.mozilla.org/fr/firefox/addon/i-dont-care-about-cookies/

Ar wech vefeh digoueet war ar bajenn po kime klikañ war "Ajouter à Firefox" hag 'o mad an traou, vefeh ket amerdet ga'n tamm kozh barrenn-mañ kin, nag amañ na nimblec'h e-bed kin !

Chapel Santes-Katell ba Ponvel

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant meus gwraet ar mis-mañ ba ti-M-L. ba Ponvel. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Med mod-all, ar re-he, lec'h oun bet damai, neugn laret din-me 'n-om okupes deus ar chapel

Me ?

– Ya

Ah ya ! Deus ar chapel Santes-Katell

– Matresse pefe traou da gontañ din-me diwar-benn an dra-he ?

Oh ! E(rr)o oa trist i(v)e hag ar mêr Ponvel oa klesk gwerzhañ 'nèi !

– Ah ya ?

Ya, traou ar mod-se vent ket gwerzhet !

– Beñ nann, gav ket din 'e

Nann ha me ma gall(et) 'h ampech gwerzhañ 'nèi, ya ha bremañ, tamm-ha-tamm 'vel gallomp, vé renket kwa !

– Vé renket ya, med gwelet meus 'nèi ha braw é !

Oh ya ! É braw, eh ya ! Hag a toud e-barzh zo braw bremañ 'è, ya. Med tud ha' tàe da labourad ar mod-se, bolonte…

– Oa pedet tud ar mod-se

Ya-ya… Nann, med ar reñ-s(e) ree se, volonterien vise, tud retreted un tamm hag ouïe, ya, renkañ… Oh ! Traou zo da renkañ c'hoazh, med memestra ur bern traou so gwraet !

– Ha chapel Santes piw é ?

Santes-Katell

– Goûd a houz(e)s pevar(e) oa bet sa(v)et ?

Oh… Ya, c'hwezeg-kant, ya war-dro se

– Ya, ur chapel gozh a-walc'h memestra

Ya, oh beñ hoñzh so bet renket izhpenn ur wech 'boe kwa ! Med mamm-gozh ma dad kwa ! Oa mamm-bàeron d'ar c'hloc'h, mamm-gozh ma dad

– Ha oa mamm-bàeron ?

Mamm-bàeron d'ar c'hloc'h ! Neu'n vise laket ur vamm-bàeron ha un tad-pàeron d'ar c'hleier

– Ah ya ?

Ya

– Ah, ma ket klêt kaos deus an dra-he

Yeo ! Ma dad zo tad-pàeron d'un' deus ar c'hleier ilis Ponvel 'è

– Ah ya…

Ya

– Ah, med vé ket gwraet traou sort-se kin bremañ ?

Oh beñ ya, med… Oh yeo ! Med vé ket chañjet kalz ar c'hleier, an dra-s(e) bada pell heñ !

– Ya, ya-ya, blam se matresse vé ket gwraet

Ya

– Ah ! Med ouïen ket…

Yeo-yeo-yeo ! Yeo, ma dad zo tad-pàeron d'un deus ar c'hleier Ponvel ha mamm-gozh ma dad zo mamm-bàeron d'un deus re Santes-Katell, he hano zo war'nèi 'è ha war, hano ma dad zo war heñi Ponvel 'è

– Ha pe-sort mod vije gwraet neuhe pé vije rôet, añfeñ pé vije laret dê : Boñ bremañ out mamm-bàeron pe tad-pàeron ?

Ah beñ, oh ! Neu'n vise gwraet un tamm cérémonie ba'n ilis kwa ! Oh ya !

– Ha piw a zesside neuhe ?

Oh ! Ar person ma'hat

– Ar person ?

Me ouïon ket, meus ket bet goullet ga ma dad…

– Ha neuhe gwraet vé ur pardon amañ ?

Ah ya !

– Ya ?

'Benn sul (e)ma ar pardon Santes-Katell, an eil sul kwa mis-mae !

– Pardon bras é ?

Oh ! Un tamm lein zo war-lerc'h kwa !

– Un tamm 'vel ba Koat-Keo ?

Oh ! Koat-Keo zo, an dra-s(e) zo bras !

– Ya, bras a-walc'h ya, vé ket gwraet…

Holala ! Oh Koat-Keo ! Ha me zo bet alïes ba Koat-Keo 'ha ! Med bremañ n'an ket kin, kar skuizh vên ha pell é, med me zo bet alïes walc'h ba Koat-Keo 'ha ! Ya, ur pardon… Oh ! An dra-s(e) zo ur pardon bras heñ !

– Ya, patates ha stripou

Oh ya !

– Ya, an dra-he zo mad hañ !

Traou… Ya-ya ha ur bern tud vé hañ ! Hola ! Kàer vé, ar mod-se 'h ant war be Yann-Vari Perrot 'è

– Ya, ya-ya-ya

An dra-s(e) oa trist hañ ! Me ma ka(v)et abominabl an dra-se ! N'eus ket droad da lah an dud ar mod-se…

– Ah… Med goud(e) ar bresel…

Oh ! Neu'n, neu'n vis(e) gwraet beb sort traou… Heñw 'n-heñi na gwraet Bleun-Brug, ya, heñw 'n-heñi na...

– Ah ! Bleun-Brug 'e, ya-ya, 'vid ar brezhoneg kwa !

Neu'n Bleun-Brug… An eskop Kemper oa deut d'o(be)r interramant

– Ya

Ha meus bet prenet ar lewr, ouïon ket bremañ (e)ma ase kin… Oh yeo ma'hat !

– Med amañ 'vid ar chapel, c'hwi an-heñi na komañset ar mod-se da zivenn 'nèi blam nompass lesk 'nèi dond da… ?

Ah ya !

– Ya ?

Med me da-neu'n da 'n-om revoltañ !

– Ya

Oh ya ! Holala !

– Revoltañ war ar mêr

Holala ! Holala ! An dra-s(e) oa… Med trist oa heñ ! Gwel…

– Ha pe-sort mod peus gwraet neuhe 'vid lak an dud assames da, assames ganes ar mod-se da… ?

Beñ toud an dud, ur bern retreteed kwa !

– Dakor ganeh kwa !

Tàe… Tàe da joukour ha renkañ toud toud !

– Ya, med 'vid ampech ar mêr da werzhañ, pe-sort mod oa gwraet ?

Ah beñ, neus ket gallet, neus ket gallet ! An eskop neus ket…

– Hañ ! Neus ket rôet an droad kwa !

Nann

– Blam se oa chomet ahe kwa !

Ya

– Med n'é ket ba Karais a oa bet diveinet ar mod-se ur chapel ? Disavet ha tennet toud ar mein ha gwerzhet n'ouzon ket p(e)-lec'h

Oh ya ! Beb sort traou vé bet, zo bet gwraet, med an dra-s(e) meus ket joñj kara !

– Med n'eus ket droad kin heñ bremañ

Nann

– Deus pezh meus klêt n'eus ket droad hañ !

Med an dra-s(e), meus ket bet gwelet se kwa !

– Ya

An dra-s(e) oa matresse raog oan ganet kwa !

– Divresañ ur chapel n'é ket braw kwa !

Ah nann ! Holala !

– Med braw é, prop ha net heñ !

Ah ya ! Oh ya ! Delc'hen ramp 'nèi kwa ! Gwelloc'h ga(v)amp, med…

– Ha piw 'n-om okup deus an dra-he bremañ ? Deus ar…

Oh, me 'n-om okupa papred ha re-ell zo, un neubeud a(ha)nomp ha' 'n-om okupa

– Ha vo gwraet ar pardon ?

Ah ya ! Ha laket fleur barzh ha-toud ! Oh ya

– Ha musik vo ?

Oh beñ, àrlêne oa bet ! Àrlêne oa bet binïou ha bombard, piw a ra… Ur vadeiant, an ta(d)-kozh ha hezh sone ar binïou ha oagn dow deus ar familh 'è 'sonañ ar binïou ha bombard

– Ah ya…

Ya

– An dra-he vo braw, ya 'benn dissul kwa

Oh ya ! An dra-s(e) oa braw !

– Ya

Ya

– Michañs ray ket glô

Ehe ! Hañ beñ, an dra-s(e) ouïon ket ! Matresse… Matresse vo braw, oh ma'hat !

22/05/2016

Poent é mond da labourad !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ganen-me ba ti-A. deus Karnod. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pe-sort micher peus gwraet neuhe ? Micheriou ?

Ya, aet oan da zigentañ…

– Ya, Yann ar mil vicher

Ya, mil micher ha mil miser !

– Mil miser, ya ?

P(a) oan aet deus ar skol, 47 oan deut deus ar skol ha ma zad neus laret din-m(e) :

« Bremañ 'ha ! Ha amañ bremañ 'ha 'o red dit labourad hañ ! »

« Ah ya ? D'o(be)r pet(r)a ? »

« Oh daon 'ha ! Ahe hag a zo pato da fwenned ha ar bitrabes ha toud ha me oar pet(r)a… Ha mond da vess(añ) ar saout ha… »

« Ah ya ? Ya, me meus ket pê e-bed amañ gi-mañ ! »

Ha ma zad lar din :

« Daon ! Ràet vi da boued dit ha kousked ba'r yêr ! »

Med ha pé 'h een da labourad un tamm, d'ar sul 'n-om ga(v)e ur plac'h ine barzh ti ma zud, barzh Karnod hag ma zad lare da Fernande :

« Pet(r)a zo ganit Fernande ? »

« Hañ ! Pier, deus on da wel dig-eñ teuy Agnès da jukour 'ha(no)n da c'hwennad ma zamm pato ha tammou traou zo ba'r… Hag a zo emm da c'hwenna(d) »

Bon, ma zad houlle :

« Mond a ri ? »

« Ya-ya daon 'ha ! Mond a rin walc'h 'ha ! »

« Oh ! 'Vid dow zevezh » lar Fernande

Ha gousk a reen ene ba ti ba-lec'h 'h een da labourad ha vije ràet un tamm boued din kwa ! Med me ga(v)e din, pé vijen bet dow zevezh ine, wechou teus d'ond d'ar yêr

« Nann-nann ! Neus ket echou ! » Lar Fernande, « red vo dit ar pato hag goude (e)ma ar bitrabes ha un tamm rutabaga, 'hond, n'es ket 'hond d'ar yêr pugur out a-walc'h gis-se, out kinkoulz amañ pugur da dud oar p(e)-lec'h out kwa ! »

– Ya, ya-ya-ya-ya, med kasset vije ar vugwale ar mod-se d'ar feurmou-all kwa !

Oui

– D(a) labourad kwa !

Ya, med… An erc'hent vise gonet vise, n'é ket dit a oa heñ ! Red dit da reiñ 'nê d'i dud !

– Ya, beñ ya, ar mod-se oa kwa…

Beñ ya… Eh hoñzh so deut da labourad, hoñzh so deut… Me oa ba Paris, med hoñzh so deut d'abitiñ ba Brennilis ahe gis-se ha na bet, oh ! Kaoud a ra din neus bet c'hwec'h, eizh bugul ! Añfeñ n'eint ket toud bew kin, med kollet hei, hi gwas so marw 'boe pell zo ha meus gwelet 'nèi ahe n'eus ket keid so se. Wichou pa 'h an d'o(be)r komissionou d'Inter, meus gwel(et) 'nèi, laron boñjour dèi ha gaoseomp deus an amzer kozh oamp bet barzh, p(a) oamp ba Karnod kwa !

– Ya-ya-ya

Med ar merc'hed-ell oa, oa ganin ba ma village, ar reñ-s(e) so toud dimeet, surtoud ka(s)imant toud eint marw ! Neubeud walc'h so brem(añ) heñ ! P(a) oan deut deus ar skol, p(ev)arzeg la, duzhtu oa laret din :

« Amañ zo labour hañ ! »

« Ah ya… Goûd a ran… »

– Pa ket re c'hoant d'o(be)r kwa

Geo ! Kontan walc'h vïen, med ma ket, ma ket kalz yec'hed !

– Ah ya… Kompren a rañw

Poan-benn mije, eh puis ha oa ket mudussined ha visent ket, n'ees ket da wel ar mudussun na sort e-bed heñ ! Goriou war'ha(n)on alïes partoud ahe gis-se, pugur ar boued oa ket boued kalz a vitamin ha traou…

– Oa ket magadurezh barzh kwa ?

Nann, oa ket magadurezh, med memestra leizh mamp hom gov mamp memestra hañ ! Soubenn ha pato ha pa vise lahet ar pe-moc'h vise un tamm, un tamm… Vïe gwelloc'h kwa ! Ha pa vise bet lahet ur yar pe ur lapin pe un dra m(e)nneket oa gwelloc'h heñ ! Se zo mad heñ !

– Te peus gwelet 'h o(be)r an dra-he ?

Ya gast 'ha !

– Lao ar lapined pe…

Ah ! Lapined

– Ar yar pe…

Ha 'h an da lared dit ar yar ! Ha neu'n jilow mad !

– Ya, ya

Ma c'hoar, an heñi teue war ma lerc'h, honn(ezh) na tri bla hanter war ma lerc'h kwa !

– Ya

Ha ma zad ha mamm oa, i vamm-bàeron glee dond da wel ma c'hoær ha ma zad ha ma mamm 'hond, 'hond d'ar bourk oaint d'o(be)r komissionou ! Ha mamm na laret

« Oh ! 'H amp da lah ur yar ! »

Ha na lah(et) ur yar !

– Bon !

Eh ! Ha pé lahe 'nèi é laka(d) ar gountell ahe dan, ba-din(d)an hi beg kwa !

– Ya

Ha ma mamm na laret :

« Bon ! P(a) o marw ar yar, po kemed diblumiñ 'nèi kwa ! Mod-se goude veh trankil ! »

« Bon ! Anna ! » Laren dèi gis-se, « oh daon 'ha ! Marw é ! »

« Oh ya »

« Ale damp 'ta ba'r c'hrow ! »

Hag ar yar tre hom-diw ahe ha pleuet hei ! Gast ! Med mamp ket laket 'nèi ba dour bervet na mann e-bed hañ ! Med diblumiñ 'nèi

– Ar mod-se kwa ! Oyow !

Eh puis d'un seul coup, dis ! Elle s'est mise à courir !!!

– Aet é da haloupad kwa ?!

Ya, beñ ene oa ur poull-haw war toull ar… War toull, ar lec'h a oa ar saout kwa ! Ene oa ti ar saout hag ahe gis-se oa ar bern-teil hag un tamm poull-dour

« Oh ! Eh ! N'é ket marw kin ! Oh ma Doue binniget ! »

– Med… Ha oa troc'het he hoûg kwa !

Un' ar mod-se gis-se ha me na ket, oa ket marw tre c'hoazh pé oamp kroget da denn hi bleuñ(v) diwar'nèi kwa ! Med nem c'hoarzhè heñ !

– Oh ba ya, sur é !

Ya, med red oa demp hastañ diblumiñ blam demp da c'hoa(r)i !

– Ya-ya-ya, med me ma, me ma gwelet ur wech(a)d 'e ha oa lahet ar yar ar mod-se

Ya

– Dihoûget oa

Ya

– Ha oa 'haloupad ar mod-se war ar yeot kwa !

Ya, med se zo gw[ir], pezh vé laron dit ahe, se zo gwir heñ !

– Ya-ya-ya-ya

Pegur nem, d'ar yow, pé vise ar yow petram vïe un tamm vakañchou, nem oa red demp labourad heñ ! Skub an ti vïe laret demp ! Ha gwelc'h(añ) ar polennou ha goud(e) neu'n frot ar meurbl ! Ha goud(e) red peilhañ pato ! Med oh, pé vise erc'h, mamm 'h ee d'ar yow 'h ee da gann(añ) an dilhad. Deus ar beure 'h ee da zistronkañ 'nê kwa !

– Da zistronkañ 'nê ?

Ha goud(e) neu'n, pé teue d'ar yêr, visent laket da virviñ kwa ! Med pé é e(rr)i, raog kreis-te, p(a) oa bet 'tistronkañ 'nê, zebe hi lein ha nem zebe hom lein ha goud(e) 'h ee da riñsañ 'nê pé nïent bervet, an dilhad kwa !

– Pet(r)a é distronkañ ?

Essanger quoi ! « Dessavonner » quoi !

– Ga'r garrigell 'h ee ar mod-se ga…

Ya ! Ba ur man war'nèi, med ur wech-ell 'h a da joñj, oa erc'h ha ma zad na laret :

« Oh ! Red o(be)r d'ar yir blam dê da wel sklêr d'ond diwar o loch ahe gis-se ha d'ond da bek(ed) an ti 'o red d'o(be)r skub anê blam dê da wel sklêr »

Kar ar yir welont ket sklêr ga'n erc'h heñ !

– Ya

« Fidemdoue ! Anna ! » Lare ine

« Med keh amañ da c'hoa(r)i, c'hoa(r)i-c'hoa(r)i, c'hoa(r)i-koukoug ba'n ti kwa ! »

« Oh ya daon ! Ale ! »

Ha peb-hañi gonte gis-se ha vije 'lared : 1, 2, 3, 4 eh puis… Glaske un tu da goachiñ blam da ma c'hoar pass ka(d) 'ha(n)on. Ma zad oa ba'r porzh ! Ma zad oa ba'r porzh ha glee tud ha' rigole kwa ! Ha heñ 'tond ba'n ti ! Ka(v)et ma ur, ur machin…

– Ur skoachadenn ?

Da gûad… Ya, med aet oan ba'r préss ! Ha ma zad na, oa deut ba'n ti, na jerret ar préss ! Rhaou ! Et moi j'étais d(e)dans ! E gi(s)-mañ ma gwraet se ha aet da…

– Stok deus an nor

Alc'hwïet in ar préss ha me, med… Daon ya ! Pezegur oan mouget barzh, ba'r préss ha na tapet 'ha(n)on maes ar préss ga ma blew ha ma c'hoar ga hi blew ! Ha neu'n na ràet beb a dourne demp kwa !

« Daon 'ha ! Ar re-m(añ) oa, ar re-m(añ) oa c'hoa(r)i, an diw galkenn-m(añ) ! » Lar ma zad, « ar re-m(añ) zo c'hoa(r)i ha (?????) »

Goañw oa pugur oa erc'h hañ !

« Ar merc'hed, plass o(be)r ar labour 'vel oa laret dê ga o mamm : Peilh ar pato ha prepar(añ) un dra m(e)nneket da zib(iñ) da greis-te ha roiñ un tamm skuberr(e)nn, un taol-skub ba 'n ti ! »

Ahe oamp tapet, tapet oamp berr ha skôe war'ha(no)mp heñ ! Chechou war hom blew ! Ur chech war hom blew !

– Ah ya ! An dra-he oa kwa…

Gast ! Kàer mamp labourad ha labourad, mamp ket droed da c'hoa(r)i tamm (e-)be(d) !

– Ya… « Oa ket amzer » kwa

Beñ nann, nann ! Red oa demp komèr(ed) un tamm amzer pé visent ket, ahe gis-se ar re-gozh heñ !

– Ya, ya

Gast ! Oh, med…

– 'Benn ar fin pa sante, pa sante ar vugwale, pa vïent libr a-walc'h 'h eent-kuit ha…

Ya, med gast ! Me meus joñj walc'h hañ ! Ma breur ha neu'n :

« Agnès ! Me gav din (e)mañ 'hond da Gallag ma zad ! 'H ingalañ i vissiklet (e)mañ ! »

« Ah boñ ? »

« Ya »

« Oh gast ! Alors ce s(e)ra la fête hein ! »

Ya-ya-ya ! Med red oa demp profitiñ pé visent ket ahe ! Pegur p(a) oa ahe gis-se, pé vise gwel(et) i vis mod-se heñ !

– Ya

Pa vé i vis mod-se, neu'n vé emm dé ve, d(a) ziwall heñ !

– Ya

Diwall !!! Skôe ket ! Med pé vise gwel(et) i vis mod-se… Gast !

« Te é gleet dit jilow 'ha(no)n-m(e) heñ ! Me », 'vel a lare ma zad, lar « me é ar mestr amañ hañ ! Ha te jilow hañ ! Petram… »

Med red oa demp komer amzer (a) blijadur pé vise ket an tad ba'r yêr ! Med mamm ha honn(ezh) houlle ket gwel 'ha(no)n-me, ma ket droed d'n-am amusiñ kwa ! Ga'r re-ell heñ ! Ha vije dalc'hmad, pegur oa un tamm milïour ahe kreis 'tre, ahe oa un tamm prenestr ha amañ oa un nor ! Hag ar prenestr ha oa ur milïour kreis 'tre kwa ! Ah ! Pa wele 'ha(no)n-me fichañ ma blew 'darre :

« Ah ! Garss vihen ! Dihan da 'n-om selled ba'r milïour ! Gra un dra m(e)nneket ! »

Ha me vise droug ennin ha me pfff ! Je lui tirais la langue et elle courait après moi dans le verger ! Eh ! Red a oa demp rigol(añ) un tamm 'e, pugur oamp c'hoazh bugale 'e !

– Ya-ya-ya-ya

Goud(e) ma ket matre'n, pé oan komañset 'h o(be)r kon(e)rïou gis-se ba (???)  unneg la, red e oa demp c'hoarzhin un tamm bihen 'è hañ !

– Ya

20/05/2016

Diwadañ dre bartoud

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Med didoñ ! Derb(et) déi beañ marvet aboea ! Dec'h vintin oa komañset da ziwadañ…

– Ah ya ?

Ya ! Dre bartoud : Dre he vri, lar din, dre he dowlagad, dre bartoud…

– Hola !

Holala ! Bet nagn owen abominabl ! Bet é ba'h an ospital, med 'n-om ga(v)et é ba'h ar yêr damaig ahe his-se

– Ah ya ! Ha mad é ?

Ya, mad é ! Hag a zo laret dèi eürusamant ha neus diwadet, kar p(anv)er da se… Beñ p(anv)er da se oa paket kwa ! Vije bet tomm dèi sur walc'h !

– Den na oar pet(r)a oa digoueet ?

Lared a ree diñ… A-greis toud ar mod-se 'n-ur sevel !

– Med goud(e) ba'n ospital, neugn ket laret dèi ?

Neugn… Beñ neus ket laret diñ, neus ket laret diñ… Oh ! Ma'hat un taol tension ma'hat !

– Ya, med drol… Añfeñ drol é memestra gwel traou sort-se kwa !

Ya ! Ya 'ha ! Ya 'ha !

– Gwel vé traou sort-se ba'r filmou, pe traou sort-se ba « films d'horreur » pe traou mod-se…

Holala ! Oh beñ didoñ ! Ah beñ ya ! Me lar dèi, pet(r)a laren dèin ?

« Dre da zowlagad ?! »

« Dre ma dowlagad memes ! » Lar din

– Hag a ree poan dèi ?

Flep kwa !

– Flep a oa ?

Ya, flep !

– Ah beñ ya-ya ! Diwadañ a ree…

Ya !

« An dra-he zo deut a-greis-toud ! » A lar

Oh ! Med gwir é, pé vé gwel(et) an dra-he vé… A lak ahan(ou)t da gaoud…

– Owen un tamm kwa !

Da gaoud owen ha riw hañ !

– Ya, riw 'e

Oho !

19/05/2016

Interview de Gurvan Lozac'h par Yann-Bêr Guyader (RKB), e brezhoneg

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ an eil lodenn deus an interview e brezhoneg meus gwraet 'vid RKB ga Yann-Bêr Guyader

Aujourd'hui je vais vous proposer ici la deuxième partie de l'interview en breton que j'ai faite pour RKB avec Yann-Bêr Guyader 




18/05/2016

Dessin : An ti

Un neubeud komjennou diwar-benn an ti
 
 

Dessin : An tu-dabarzh deus an ti

Un neubeud komjennou diwar-benn an tu-dabarzh deus an ti


Dessin : Krow ar c'heseg

Un neubeud komjennou diwar-benn krow ar c'heseg


Dessin : Krow ar saout

Un neubeud komjennou diwar-benn krow ar saout


Dessin : Ar stal

Un neubeud komjennou diwar-benn ar stal


Dessin : Ar lapoussed

Un neubeud komjennou diwar-benn ar lapoussed


Dessin : Ar familh

Un neubeud komjennou diwar-benn ar familh


Dessin : Ar feurm

Un neubeud komjennou diwar-benn ar feurm

Dessins Pédagogiques

Amañ 'hi-mañ war ar bajenn-mañ vo renket an desseñiou vo gwraet ga Joël Lozac'h, ma zad. Ni zo choñj amañ kinnigañ forz desseñiou dec'h blam da ziskiñ aes walc'h un neubeud komjennou brezhoneg util.

Dessinet an traou in gwenn ha du blam d'ar vugwale da livañ 'nê ma negn c'hoant.

Droad peus da gargañ 'nê diwar ma blog ha moulañ 'nê (ha fotokopïañ 'nê goude-se) ha distribüiñ 'nê d'ho kamaraded 'e. Droad peus d'ober kement-se keit-ha vo lesket hano ar blog war an desseñ ha digoust an traou ! Embann an desseñiou n'eus ket droad 'e !

Set' ar mod-se gavefeh amañ dindan renkaduriou deus un neubeud temou, matresse jeñcho an traou tamm-ha-tamm dre ma vo dessinet traou neve, gwelet vo

Les dessins de Joël Lozac'h, mon père, seront rangés sur cette page. Nous avons décidé de vous proposer pas mal de dessins afin d'apprendre facilement quelques mots bretons utiles.

Ils sont dessinés en noir et blanc afin que les enfants puissent les colorier s'ils le veulent.

Vous avez le droit de les télécharger du blog et de les imprimer (et de les photocopier ensuite), ainsi que de les distribuer à vos amis. Vous avez le droit de le faire tant que le nom du blog est laissé sur le dessin et que ça reste gratuit ! Il est également interdit de publier les dessins !

Ainsi donc vous trouverez ci-dessous des classements par thèmes, peut-être que ça changera au fur et à mesure que de nouveaux dessins seront dessinés, on verra


An dud / Les gens

Ar familh

 An ti / La maison

An ti
An tu-dabarzh deus an ti
 
Ar feurm hag ar loned / La ferme et les bêtes


Ar marc'had / Le marché

16/05/2016

Legumaj ar vro

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Pezh so ba'r jerdin kwa !

Ya, pezh so ba'r jerdin, pezh lakeon ba'h ar jerdin, ya. Pezh meus ba'r jerdin é persil, c'est le plus commun

– « Persil » na ket un hano e brezhoneg ?


Oh ! Vije ket laket…

– Vije ket laket ?

Nann-nann ! Den e-bed na an dra-he, gwich-all vij(e) keme(d) jolotes

– Jalotes ?

Ar jalotes vije laket ba ar saladenn, vije laket ar pezh so gwer ahe, houzoh walc'h, da zigentañ

– Ya

An dra-he vije laket ba ar saladenn met(r)amant un tamm kignon ! Med mod-all…

– Ah yeo ! Ha soubenn rouset

Ah ya ! An dra-he vije gwraet ga 'h ougnon !

– Ya, med ga jalotes 'e

Ha jolotes 'e meh-mod ! An eil pe egile ya, kar d'ar mar(e)-se vije mïoc'h a jalotes 'vid 'h ougnon !

– Ah ya ?

Ya

– Blam se oa kwa !

Ah ya ! Soubenn rouset vije gwraet ga'n dra-he dalc'hmad, jolotes vije laket kalz dalc'hmad !

– Ha pe-sort legumaj oa ba… ?

Oh ! Vije ket kalz 'ha !

– Pet(r)a oa ?

Ah beñ legumaj vije : Patates vije bemde deja ! An dra-he oa ur pred bemde hag ar pezh… Pet(r)a vije laket c'hoazh ? Un tamm kaol

– Ya

Kaol vije laket kalz ! D'ar mar(e)-se oa ket ambar(a)ss mod so bremañ ! Bremañ kajemant n'é ket kap an nén da gaoud kaol kin, pudur daon ! N'é ket preñved eint, med añfin 'vel…

– Ah ya ?

Ya ha teu warne ahe his-se da ziflukañ warne, houzoh walc'h ha 'vel... Ar c'haol bremañ zo… Bremañ é kalz deuh an traou, houzoh walc'h, so kalz mïoc'h…

– Kaol-moc'h zo papred…


Ya ! Ha karotes vije laket mesk ar betrabes !

– Ya

Vije hadet mesk ar betrabes

– Ha blam da bet(r)a ?

Ah beñ, mesk ar betrabes teuont 'vel mann e-bed !

– Ah ya ?

Ar sort-te teuont ket ba'h ar jerdrinou, set' p(a) vijent hadet ga'r betrabes, ar reñ-he na… Ahe vije rar gwel 'nê mankoud !

– Ha debet vije petrabes a-raog ?

Vis(e) ket

– D'ar saout kwa !

D'ar saout

– Pe d'ar c'heseg kwa

Ya… D'ar saout, da saout… D'ar c'heseg n'onn ket 'hañw vije rôet betrabes…

– Yeo

Eo ?

– Yeo

Meus ket joñj

– Yeo ha vije rôet 'n o bezh d'ar c'heseg

Ah ! Matresse ya ha sklap(et) ur vetrabesenn dê mod-se da hrignad ?

– Ya, ya ha troc'het d'ar saout

Ah boñ !

– Deus pezh meus klêt heñ !

Matresse… Matresse, lar(ed) a ran dit, en-dro deuh ar c'heseg meus ket bet kalz, houzoh walc'h, pudur oa deut…

– An trakteur

Un' oa ahe hag meus ket joñj, meus ket bet delc'het joñj, pudur n'een ket en-dro daoñ

– Med pour vije laket 'e ba'r jerdin ?

Ya ! Pour vije laket ha neuhe, boñ ! Pet(r)a vije laket ha neuhe un tamm saladenn, oh ! Ur wich !

– Ur wech ?

Ur wich vïe laket ar saladenn ha goude pé vije montet ar saladenn vije ket…

– Gwraet sort e-bed

Sort… Tomatou vije, n'onn ket p(e)-lec'h ga(v)ent 'nê… Oh ! An dra-he oa bet divêt pa vije 'tornañ kwa ! Neuhe n'onn ket p(e)-lec'h 'h eent da glask anê, vije gwraet, vije laret :

« Sell ! Ene oa tomatou ! » Oa laret, « pet(r)a é an dra-he 'ha ?! »

A-blassou lem vije 'n dud 'tornañ ha c'hoazh vije ket partoud ! Med an dra-he oa deut en, kajimant en 60 !

– Ah ya, oa ket tomat e-bed a-raog kwa !

Ah beñ nann ! Oa ket tomatou mod-all, ouïomp ket pet(r)a oa… Ah ! Oh nann ha mod-all, beñ…

– Ruta ?

Ah ! An dra-he oa 'è 'ha ! Ah ya ! Journave

– Ha chounai ha ruta, mem-mod é ?

An dra-he so meh-mod

– Hañ ya

Ya, (ne)med-seped a zo re, re-ru un tamm, re-ros hag ar re gwennoc'h un tamm, mer(e)n ha ros, n'eint ket memes liw ! Lod so mïoc'h trôet war le navet, heñ ? Pass tre, n'eint ket ken gwenn ha le navet 'è, med il y a deux sortes de choux-navets

– An irvin vé laret, « c'est pas le… »

Han ! C'est pas le même encore. Irvin, an irvin é ar pezh weles-te in bern ahe bremañ ha' vije gwraet irvin deusoute, ba'h ar parkeier weles 'nê in fleur toud ahe bremañ ! Weles ket parkeier ahe bremañ ? É mer(e)n toud

– Ya

An dra-he zo irvin ! D'ar saout vije lak(et) an dra-he… Beñ nann

– Ha chounai ha irvin, un difer's zo 'tre an dow ?

Ya ! N'eint ket tamm e-bed memes blas na memes liw ! Hag ar mod-all…

– Ba'r soubenn vije laket an dra-he kwa ?

Ah ba'h ar soubenn ya, med ba'h ar soubenn vije laket, laron dit : Kaol, jolotes, journave ha karotes !

– Ha karotes

Ya

– Ha patates ?

Ha patates ya… Wichou ragout, vije ket laket kalz ar patates ba'r soubenn

– Med oa ket bet deus soubenn, med n'ounn ket pe-sort mod vé laret e brezhoneg, med patates ha pour ?

Ah eo !

– Ha na ket un hano ?

An dra-he vije gwraet 'è : Poireaux, pommes de terre

– Ya, med na ket un hano e brezhoneg ?

Nann, med vij(e) ket gwraet kalz heñ ! Meus ket choñj kalz vije an dra-he, gwraet an dra-he du-m(añ). Du-m(añ) vije gwraet soubenn-legumaj, laron dit, metramant vije gwraet soubenn rouset

15/05/2016

Dond a ree tud ga o beuc'h da gaoud hor c'holïou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm añrejistramant berr bet gwraet ga É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Boñ ha dow bezh kol(e) oa 'è ba'h ar c'hrow !

– Ya-ya-ya

Hag a teue an dud ga o beuc'h da gaoud hor c'holïou, pudur d'ar mar(e)-se houzoh walc'h oa ket inséminations !

– Med laret vije an dra-he amañ : « Koleet é ar veuc'h » ?

Ya ! E(rr)i on ga ma beuc'h d'ar c'hol(e) ! Ha meus choñj un' ha' oa deut… Oh ! Lak a rañw ma c'hamaradésed da c'hoarzhin pepred… Hag p(a) oa aet da houll diga ma zad :

« Bon Yves ! »

Oa i hano

« Pegement a hleon dit bremañ neuhe ? »

Het' hemañ na laret i bris, kar n'ounn pe dow pe dri sk[oed] -c'hant lur pe afin mod vije d'ar bla-he

« Keme(nt)-se ??! » Lar, « fin, ma mije gouïet ma gwraet an dra-he ma-hun !!! » 'N-hin(i) lar

Ha ga(v)e oa kér

« Keme(nt)-se ??! » Lar, « oh ! Me mije koleet ma beuc'h ma-hun 'ha ! » Lar, « ma mije, ma mije gouïet a gouste keme(nt)-se ! » 'N-hin(i) lar

« Med ha keme(d) bet gwraet neuhe ! » Lar ma zad daoñ, « me meus ket laret dit d'ond amañ ga da veuc'h ! »

Ahaha ! Klêt e vije beb sort, houzoh walc'h

– Ya-ya-ya

Heñ ?

14/05/2016

Kivijet deuh ma veritemp

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet a traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Med war ar maes n'eus ket (a) dud da gaoud des bijoux ! An dra-he, heñ ?! An dra-he so, 'dalveont mann e-bed !

– Ya, pet(r)a vé gwraet deus an dra-he e brezhoneg ?

Un druilhad traou en-dro da ma goûg ! Ahaha ! Me meus choñj klêd ma mamm-gozh lar(ed) se din p(a) oan yowank :

« Oh Chessus 'ha ! » Lar din, « Hañ ! Te » a lar, « zo pentet ! » A lar din, « te zo un druilhad traou ganes en-dro d'i koûg ! » Ahaha !

– Pentet ?

Pentet, ya

– Ah ya ?

Pentet… « Pentet » c'est…

– Fichet kwa

Fichet kwa !

– Ya

« Hañ te zo pentet ! »

– « Pentet » n'é ket « livet » é kwa ?

Oh nann-nann-nann ! Pentet, l'ensemble kwa, heñ ?

« Te zo pentet hag un druilhad traou zo ganes istribilh deus da hoûg ahe ! » Lar din

Oh ! Pudur ga ma mamm-gozh, houzoh walc'h, ma mamm-gozh oa du-mañ gwich-all !

– Ya, amañ ?

Pass amañ ! E ti ma zud !

– Ah ya-ya

Heñ, ba-lem oa… Barzh ti ma zud, pudur gwich-all, houzoh walc'h, kalz deuh ar re-gozh vije barzh ti o bugale, goûd a houz(e)s pe-rag ? Pudur deja nagn ket, 'vel so bremañ houzoh walc'h, a arc'hant na sort e-bed ! Setu vije…

– Beñ delc'het ba'r gêr kwa !

Daon ya ! Vije delc'het ba'r yêr kara ! Set'… Ha respektet vijent memestra, n'é ket 'vel brem(añ) hañ ! An de-all oan o lar(ed) se da ma c'hamaradésed ahe, me meus choñj ba'h ar yêr : Mamm, deuh hi zad, a ree c'hwi ! A lare c'hwi daoñ, pudur ma zad-kozh oa kozh hañ ! Ma zad-kozh oa c'hwezeg la ha pevar-ugent pé é marw hag mamm pa gaosee deuh hi zad lare c'hwi daoñ : « C'hwi po an dra-mañ, c'hwi po an dra-he… » Ha bremañ vé ket gwraet, heñ ? Bremañ vé ket…

– An dra-he ma klêt ga ma mamm, med ar c'hontrel a oa, pugur he zad na lare kime « te » da tou'n dud ha pa lare « c'hwi » da un' mennaket a oa pa oa, pa 'h ee droug ba'naoñ kwa !

Ah boñ ?!

– Ya « C'hwi ma vlac'h ! … »

Ah ya ! Ya-ya-ya ! Ah, an dra-he oa 'è, an dra-he oa gwir 'è !

– Ya

Ya-ya-ya ! Oh, matresse walc'h ya ! Neuhe 'n-(hi)ni vije droug en ennoñ ! Ahaha ! An dra-he bromete amzer gàer dèi !

– Ya, ur skassad kwa

Oh ya !

– « Skassata » pa laret din-me vije laret ?

Skassatiñ ya

– Ya ?

Ya « damaig mi 'h a da skassatiñ 'han(ou)t », je vais te taper quoi…

– Roiñ skassadou

« Reiñ ur skassad dit »

– UR skassad pe… ?

Oh beñ nann-nann ! Metramant « me zo 'hond da gassatiñ 'han(ou)t »

– Ya, pe dow pe dri kwa

Petramant dow pe dri, deuh ma verites kwa !

– Ya-ya-ya

« Damai… », med ar founissañ, ar mïañ ma vije laret é « damai a ho ur skassad ma chomes ket trankil ! »

– Pe ur frêadenn

Ah, ur frêadenn, ya dam ! Ur frêadenn 'ha ! An dra-he, an dra-he ree parti deuh… Gwich-all vije droed da frêo hañ !

– Ya ha vije gwraet

Hag a vije gwraet hag meritañ reemp ! Hañ ! Ha meritañ reemp !

– Oh beñ alïes a-walc'h vé an dra-he… Feñ, depand a ra deus an dud 'e kwa ! Lod zo… Pe-sort mod vé laret 'vid ar re zo un tamm… ?

Daon 'ha ! Lod so un tamm, houzoh walc'h ha nïent emm da veañ kivijet !

– Ya, ya-ya

Heñ ?

– Ya-ya, sur

Pe diskord

– Diskord ?

Diskord, pé jilowont ket ar pezh vé laret dê, houzoh walc'h, beñ 'benn ar fin vé red, houzoh walc'h, kivijiñ 'nê ! Kompren a res ?

– Ya-ya-ya, kivijañ

Ha mi a ree parti deuh ar re-he ! Mi a vije prest dizhtu… Pé welon ma c'hamaradésed lar a laront se din :

« Fidemdoue ! » A lar din, « ti vije prest dizhtu, ti a ree tro d'ar re-all pé vijer ba'h ar c'hourt, war ar c'hoa(r)i er-maes » Ma haotr-kaezh-mañ

Ba'h ar c'hlass-te 'ha, ma haotr-kaezh-mañ, ne… Oh ! An dra-he blije ket din kalz 'ha ! N'on ket 'vid lared 'hat ! An dra-he n'interesse k(et) aha(no)n-me, med me lar dit er-maes me ree tro dê, me lake 'nê da c'hoa(r)i hag ar mod-m(añ) hag ar mod-se ha… Ah ! Oh ! Fentus é…

– Med pet(r)a vije laret deus an dud a oa beñ tàer kwa un tamm !

Sirivus ?

– Hag a'h ee founnus ar skassad gantoñ kwa !

Oh daon ! An dra-he vije laret vije… Pet(r)a vije laret deusountoñ ? Daon 'ha ! N'ounn ket pet(r)a vije laret 'hat ! Oa nervus un tamm kwa !

– Hag a skôe kalz kwa !

Ah ya ! Oh, med mi n'on ket bet frêet kalz deuh ma veriten !

– Ya

Ahaha ! Oh nann ! Kar goûd a hounn 'hat ! Oan, oan lesket sod un tamm pudur, houzoh walc'h, oan pelloc'h war-lerc'h ar re-all, heñ ? Ma c'hoar oa trizeg la deja pa oan ganet

– Ah ya, trizeg la…

Peus keme(d) gwel, trizeg la ! Het' hoñzh 'n-hini neus 'n-om okupet deuh-ouiñ ar mïañ toud !

11/05/2016

Ar sivi

Salud dec'h,

Fenos vo laket un eil añrejistramant, un' bet gwraet ga TAB ga Maurice Poulmarc'h deus Ar Vouilhe. Trañskrivet an traou ga Benjamin Bouard ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pe-naos vo gwraet 'ta ? Beñ, me zo bet savet ba, ganet Ploneve, med savet ba'r Fouilhez kwa ! Ha 'h an d(a) lar(ed) deoc'h duzhtu ar Fouilhez n'é ket bro ar sivi eo ! Pugur bro ar sivi a zo du-(hon)t ba Plougastell, gis vé laret. Gis-se, ar blavezh-te oa bet ur blavezh mad, pugur oa bet tomm an heol ken oa bet diw wech sivi. Ur wech oa bet mis-mae, ur wech-all oa bet mis-gwenngolo, pad ar skoul kwa !

Pa oan deut deuh ar skoul, kreis-toud war ar blassenn 'n eno oa ur marc'hadour-sivi hag a oa 'h ober :

« Sivi mad ! Sivi douss, sivi marc'had-mad ! »

Ba'r paneriou ahe gis-se oa gantoñ, lakeet paper-dantelezh warne. Ha me lar dé va gamarad, Fañtig :

« Te oar an traou gwelloc'h evidoun, ma(r)tesse, me miche kar(e)t kaoud un tañva deusouti, pugur sè meus ket bet tañva (e-)bed ar bla-mañ c'hoazh ! »

« Fei da Zoue ! » Lar-hemañ, « me vé 'had mé sivi »

« Be peus un tamm, un dra bennaket ba da godell 'vid pêo an dra-he ? »

« Meus ket ! » A lare

Heñ lake e dorn ba e go(de)ll ha tenn e goutell ha ur bouton !

« Oa kimed ur bouton 'n-heñi mamm na lavaret din, dalc'het ar bouton dam na emm deuhoutoñ ba'r gêr oa kar oa ket kalz a dra walc'h ! »

Het' gis-se me lar dèoñ :

« Te, memestra Fañtig, te oar troiou kalz ! Te oar mond da làerezh avalou ba ti an ameseien ha' vé ket laret nintra dit-te gwech e-bed ! Matresse vo moien dit da denno ur banerad-sivi diga'n otrou-se ! »

« Oh ! » Lar-heñ, « meus ket c'hoant kalz d'o(be)r, med me meus ur joñj ! Keit e vi krog kontañ konchennou dèoñ, me 'h ay dre-dreñw damaït ha me dapo ur banerad »

Hag oa aet, set' gis-se oan aet da gontañ konchennou d'ar marc'hadour-sivi ha hemañ lavare :

« Sivi ! Sivi mad, sivi douss ! Sivi marc'had-mad ! »

Keit oan krog 'h ober an dra-he, Fañtig oa passeet dre-dreñw ha na tapet ur panerad sivi ! Pé tap(et) ar panerad sivi-se oa aet-kuit gantoñ ha oa aet da guz 'nèoñ ba ar vered ! Ba'r vered, lakeet un neubeud deliou warne ha goude oamp aet d'ar skoul ! Aet d'ar skoul ha d'ar mare-se, n'oc'h ket bras, sur 'houoh pe-naos é, jom ba'n étude jomomp goude, amañ 'vid mond da gaoud ar sort santifikad ! Ha 'benn pé oamp deut deus an étude ha (???) deut 'n nos dija, kajimant nos dija ha oamp aet ba'r vered en-dro 'darre dre ar voger, pugur sur oa sarret an nor ha pa oamp aet barzh noamp sellet ha oa ket bet làeret ar sivi 'hat ! Ahe oagn ataw ! Bremañ oa daw lodennaad 'nê, e-gis-se oamp krog lodennaad 'nê ha heñ ha heñ lavar :

« Ha unan din-me, unan dit-te, unan din-me, unan dit-te, unan din-me, unan dit-te… »

Ha war ar mare-se, beñ nin jome ba'n étude, ar merc'hed, hègn 'h ee d'ar c'h-cours ménagers, vije gwraet deus an dra-he, 'vid deskiñ gwrïad ha lak ar boutonou. Ha oa diw deuhoute 'tond d'ar gêr ha serr passeal 'bïou bord ar vered, hègn gleve :

« Unan din-me, unan dit-te, unan din-me, unan dit-te »

Un lavar d'heben :

« Chilow 'ta ! Klêt peus ? »

« Petra ? »

« Chilow mad 'ta ! »

« Unan din-me, unan dit-te, unan din-me, unan dit-te »

« Med te zo sod ! Pugur n'é ket an dra-he eo ! »

« Med chilow 'ta gast 'ha ! »

« Unan din-me, unan dit-te, unan din-me, unan… »

« Ya vad a'ha ! Petra zo ahe ? »

« Oh ! » Lavar un' deuhoute, « me meus klevet va mamm-gozh lavared : An Dieoul ha neuhe 'n otrou-Doue teue d'ar vered deus 'n nos 'vid dispartïañ ar re-varw, 'vid goûd piw 'h ay d'an ifern ha piw 'h ay d'ar [Barados] »

Ha kreis-toud oa lodennet ar sivi ha va gamarad ha lavared e-gis-se :

« Oh ! Choñj meus, unan zo koueet sè ba-dreñw ar voger pa oan, pé oan 'passeal ar panerad ! »

Ha heñ sevel war-gorr(e) ar voger, pé oa (o) sevel war-gorr(e) ar voger, an diw blac'h yowank pé neus gwel(et) 'nê :

« Sell 'ta ! An Dieoul eo ! »

Tapet ga'r jañdarmed

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ar si'n passeet ba ti-G. ba Karnod. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me meus bet jerret laezh pad dow-ugent la ha mamp bet ba'r Morbihan, mamp bet partoud ha vich(e) ket memes brezhoneg ! Ba'r Morbihan n'é ket memes brezhoneg hañ 'vel amañ. Aha ! Vije laret 'è « skoach », gouïed a res pet(r)a é ? « Skoach un tamm », pé errues ba'n ti

– « Cacher » ?

Nann, « aseet », skoach…

– Ah skoach ?!

Skoach un tamm

– Asev kwa

Skoach un tamm… Ya asev, ya me gomprenen mann e-bed, 'benn ar fin ma komprenet

– Oh beñ ya, pa veh oblijet

« Skoach un tamm » ya ha se ma ket bet klêt c'hoazh ! Med (a)boe so pell zo heñ ! Izhpenn pemp pla ha tregont pe dow-ugent la so pe izhpenn. Me meus bet, meus gwraet dow-ugent la ba'r laezh

– Apala, distribüiñ laezh pe tapañ laezh ?

Nann, cherriñ 'naoñ

– Cherr 'naoñ kwa, ya

Cherriñ 'naoñ ba'r feurm, ya. Neu'n, 'benn-neu'n mamp komañset in bidoniou, bidoniou partoud bord an heñchou dre-as(e) jerremp ar re-s(e) toud. Diw wech bemde a-wechou deuh an hañw blam d'ar c'harr-laezh da renk pé vije tomm

– Ya, beñ ya

'H eemp deus an noñs da jerriñ re an abard'hê kwa ! Laezh an abard'hê ha war-lerc'h hadpasseal deuh ar mintin da jerriñ 'e. Ar laezh vije ga'r saout deuh ar mintin

– Ya hag a-bred deuh ar mintin oa

Ah ya ! Div eur hanter 'h eemp ha me 'h ee d'ar bal ha 'h een direktamant da jerriñ laezh war-lerc'h… Med d'ar mar(e)-te oa ket binïou ! Ahaha !

– Trankil an traou kwa !

Nann ha oa ket müoc'h aksidaniou 'vid bremañ !

– Oh nann n'eus ket !

Eh tieh ! Traou à la con !

– An dra-he zo da zepugn arc'hant !

Heñ ?

– An dra-he zo da zepugn arc'hant !

Me gav din, ya. Stéphane na tapet un' 'n de-ell ba-kost ar Finistère, gast ! Pe(va)r boent war e bermi ! Tap(et) ur sens interdit ba ur ru ha oa laket (ne)med un tamm macheñ bihen, un tamm pano

– Ya-ya-ya, skoachet

Ha oa ar fliked ba'n nec'h 'ho(r)tos ha toud an dud vije tapet ! Sens interdit, sauf véhicules transports publics… Kês 'ta da gompren ! Un dra mennaket as(e)… Heñ ?! Fetepass, ale ! 90€

– Da bêo

4 points, se ha 90 boñ tampir, med 4 points 'benn veh deut meh-mod

– An dra-he zo làerezh an dud !

Ah ya ! Sort-te n'eus ket voien, nann ! Oh ar loustoni ! Ah ya ! Lar ha emm vé deusoute ! Ar jañdarmed

– Ya-ya-ya-ya-ya !

Ar mod-ell vé béc'h bord… Béc'h partoud !

– Ah ya ! Med ga'n dra-he on dakor, med laket vegn d'o(be)r foutr petra

Lod vé emm da gomandiñ 'nê un tamm bihen müoc'h 'vid ar re-ell…

– Ya, med pezh é ar jañdarmed 'e vé laket d'amerd an dud ha pass d'amerd ar re a ra traou lous kwa pe loustoni kwa !

As(e) oagn, as(e) oagn o-dow ba'n nec'h, lare Stéphane, nec'h ar ru ha oagn oa-dow as(e) 'hortos, ale par là, par là ! Ha Stéphane oa komañs da rouskailh(añ) un tamm

– Ya

Hopala ! Oh !

– Gwashoc'h c'hoazh

Neu'n oagn 'hond da jerriñ 'naoñ ba'n toull kasimant, lak anaoñ ba'n toull ! Ale !

– Pezh é, din-me an dra-he zo, 'benn ar fin, un drue pugur vé amerdet an dud normal

Ya !

– Hag a vé lesket ar re-all, ar re-sod d'o(be)r, d'o(be)r o venn kwa ! Toud ar làerien ha toud ar…

Pé vé ar làerien bet ba du-s(e) pe vorz pe-lec'h fé kemed mond da bort pleñt ha vé tapet da bleñt ha mad pell zo heñ ! Bon, war-lerc'h vé gwel(et) kwa ! Tapet, un' bennaket a vé tapet, erruegn da dap un' menneket

– Ya pffou !

Oyow !

– Kichenn ar re bassev 'bïou !

Oh ya, oyow ! Oh ya

10/05/2016

Me houllen ket kuiteo ar gêr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ar si'n passet ba ti-M-L. ba Ponvel. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ya…

– Ha c'hwi zo ganet amañ neuhe ?

Ah ya ! Me zo ganet ba amañ

– Ba Lamprad ?

Ya, ba Lamp(r)ad ya, seizh la ha pe(va)r-ugent so ha meus ket bet kuitêt

– Gwech e-bed ?

Nann, d'ond d'ar skoul kwa !

– D'ond da skoul ya

Ya

– Ha ba p(e)-lec'h oa ar skoul ?

Ba Kareis

– Ba Kareis ?

Ya

– Skoul ar merc'hed ?

Skoul ar seurésed, ya

– Ar seurésed, ya

Ya, ya-ya, pañsïon oan

– Ah ! En pañsïon é

Ya

– Ha pe-sort mod a zigouee neuhe ba'r pañsïon d'ar mar(e)-se ?

Beñ, pell raog oa ket mann e-bed da gassed ar vigwale d'ar skoul

– Ya

An dra-s(e) ree pell memestra ! Ha an heñchou oa divêt, bremañ pi tàe an amzer vall ha-toud… Oh ya ! Oh, med sterd a oa, pé oan yowank oa sterd ar pañsïon memestra !

– Blam da bet(r)a ?

Ha… Ah ba kuiteo ar gêr !

– Ya

Oh, pé oan yowank ya, oh ! Delc'hmad é ! Me blije din be ba'r gêr

– Ya, gwelloc'h oa kwa

Ya, ya, da c'hwec'h la oan pé oan aet-roud, aet pañsïon

– Ha dond a rees en-dro memestra ? Pad ar vakeñchou ?

Ya, pad ar vakañchou ya

– Ya

Ya

– Med pass ba fin ar su(zhu)n pe… ?

Ah nann ! Nann-nann, nann bremañ, ya… Bremañ n'é ket memes-mod ! 'Benn-neu'n tàemp kime(d) pad ar vakañchou… Oh, med 'n-om abitüiñ res ene

– Pa ket choas kwa

Oh, med sterd é memestra pé vé yowank 'n den mod-se… Me c'hoarésed oa raog ar skoul oa koshoc'h 'vitin, ar mod-se ar re-s(e) oa a-raog ba'r skoul, diw c'hoar ma. Ha goud(e)-se neu'n, beñ pé oan bet d(a)-bek(ed) ar breuvè oa neu'n ha goud(e)-se oan chomet ba'r gêr neu'n. 'Houllen ket mond pañsïon kin pell kwa ! Mé c'hoarésed oa aet da Gemper d'ar skoul

– Ah ya

War-lerc'h Kareis ya, med me houllen ket mond

– Gwelloc'h chom amañ kwa

Ya, ba'r gêr

09/05/2016

Gwisket in kernevodes

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. barzh Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Houzh oa ar vamm kwa !

Daon ! Houzh oa ar vamm ha ma mamm oa e(rr)i kozh deja, surtoud d'ar mar(e)-se. Me meus ket joñj (ne)med deuh ma mamm kozh ! Pudur ma mamm, pa oan-me ganet, oa deja dow-ugent la ha dow-ugent la, d'ar mar(e)-se, oa kozh !

– Oa kozh kwa !

Ha surtoud oa gwisket in du !

– Ah ya ! Mod-kozh kwa !

Mod-kozh, houzoh walc'h, ga ur l(o)erou du hag a…

– Pe-sort mod oa ar wiskamant just a-walc'h ?

Beñ, ur saro du vije gati 'ha ! Hag a vije ur saro vije 'n-dro, pudur ma mamm-gozh sur hag a oa-i in kernevodes heñ ! Meus ket bet anveet 'nèi (ne)med mod-se ! In kernevodes ga hi c'hoef ha-toud !

– Kernevodes é hano ar wiskamant kwa ?

Ar wiskamant !

– Ya

Ya, ar vrozh hir, houzoh walc'h hag ar jemejetenn ha neuhe ar boned du ha… An dra-he oa ma mamm-gozh, boñ !

– Ar jemejetenn ?

Ar jemejetenn a oa, c'est, c'est, ben le gilet qui vient sur… Le grand gilet épais… Pet(r)a vé gwraet deuh an dra-he in galleg deja ? Ur jemejetenn, beñ…

– N'é ket feuleusenn kwa ? N'é ket memes-mod kwa ?

Nann-nann-nann ! Ur veuleusenn zo da veañ passeet c'hoazh war ar gourr(e), med ur jemejetenn zo… Beañ meus un' ba'r gambr d'an nec'h ahe his-se

– Un tamm danne é kwa ?

Oh beñ ! Ur vestenn é

– Ah ya ?

Un tamm vestenn berr ha tew é ar jemejetenn ! An dra-he vé laket…

– Hañ ! Ha berr a-walc'h kwa !

Ha berr walc'h, ya. Berr-berr ha sterd amañ, sterdet amañ hi-mañ ha kroaset ahe his-se, an dra-he é ar jemejetenn

– Ya, gwel a rañw ya

Ha c'hoazh, houzoh walc'h, é ar mañchou deusoute zo leden !

– Ya…

Daon ! Gwel a res kernevodésed, houz(e)s walc'h, pé vent gwisket !

– Ya, oh med me meus ket gwelet an dra-he war-eñwn heñ !

Nann, med daon ! Gwel a-walc'h a vé pé 'h ees vorz da be-sort fetou ahe pa vent gwisket ga o jemejetennou ! Med ma mamm neuhe, ma mamm vije ga ur saro du ! Saroiou du hag ur boutou la claque metramant ur boutou-koat

– Boutou « la claque » ?

Ur boutou la claque oa des claques !

– Ah ! Klakou kwa !

Klakou kwa !

– Ya

Ya

– Ur c'hlakou vé… ?

Ur c'hlakou

– Ya, ah ! An dra-he oa just walc'h

Ya

– Me ma klêt kaos deus an dra-he dec'h pe 'n de a-raog, 'vid mond d'an…

Ah beñ ya ! An dra-he oa skañvoc'h ! Pa lake hi c'hlakou, an dra-he oa d'hond d'ar bourk !

– Ya, 'vid mond d'an over(e)nn pe…

Ha mond d'an aver(e)nn

– Ya

Med euh… Pe ur boutou la claque vije laret

– Boutou « la claque » ya… Ehehe !

Boutou la claque… Ahaha ! Ha mod-all bouteier-lèr he neuhe meus ket bet gwelet 'nèi lakad…

– Med te peus gwraet matress(e) an dra-he 'e, oa bet kontet din 'e pé 'h ee an dud d'ar fetou ar mod-se pe n'ouzon ket p(e)-lec'h kwa ! Hei oa deus Berrien ha 'h ee, a-wechou teue da-beked amañ barzh Skrigneg kwa ! Hag a lare din-me oa ga boutou-koat toud

Ya !

– Hag a vije laket ar boutou-lèr ba ur sac'h

Oh daon ya !

– Ya, blam da nompass lousañ 'nê kwa !

Ya 'ha ! Pass usañ 'nê !

– Ah ! Pass usañ 'nê ?

Ha pass usañ 'nê é, houzoh walc'h

– Oa kentoc'h an dra-he ?

Ya, kentoc'h ya… Set' ar mod-all, houzoh walc'h, a vije gad hi blew 'ha ! 'Vel é ganemp bremañ, p(a) oa yowank, houzoh walc'h, très tirés ha un chignon… Añfin…

– Un hano zo 'vid lar(ed) ur « chignon » e brezhoneg ?

Pe-sort hano vé gwraet deuh ar chignon ? An dra-he lares ?

– Ya, an dra-he oa a-raog

Daon 'ha ! N'on ket 'vid lared dit 'hat pet(r)a vije gwraet deusountoñ 'ha… Euh, laret a vije « hi blew paket » vije laret

– Blew paket ?

Ya, paket hi blew gati !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog