13/06/2016

Ma 'h an da 'n-om gannañ deuh-ouit, me zivrego ma dilhad !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba ti-É. ba Skrigneg. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Un' na bet kontet din-me pé oan bet 'wel ba Ponvel, na kontet din deus an eureujou vije gwraet ba'r feurmou

Hañ ya !

– Ha na laret din vije laket traou war an daol, med vije ket laket kontell e-bed, pugur pep-heñi gasse e gontilli

D'ar mar(e)-se 'h ee ur fourchetes hag ur gontell gate, med daon ! Heus kemed gwel(ed) serten eureujou, oa pevar-c'hant dèn wichou… Pevar-c'hant dèn !!! Memes 'zhpenn wichou !

– Ya

Heñ ? Kompren a res un tamm ?

– Ya-ya

Sete pep-hini, houzoh walc'h, 'h ee i gontell gantoñ hag e fourchetes hag i wer(e)nn ! Meus owen

– Ya

Med an de war-lerc'h vije ka(v)et ur bern kontilli ha ur bern fourchetesou pudur, houzoh walc'h, kalz a goll o re !

– Ya

Beñ ya ! Hag un'-all oa digoueet ar mod-mañ gantoñ, med an dra-he zo re-wir ! Barzh ti ma zad-kozh a oa un' à tiveja mé-keres hag oa pedet d'ond d'an eured, sete hañw lar da ma zad-kozh a lar daoñ neuhe, kara :

« Mond a ri d'an eured 'benn dissadorn penn-su(zhu)n Jañ-Mari ? »

« Oh ! Aet a-walc'h vijen… » 'N-hin(i) a lar, « med meus ket (a) zilhad d'ond ! »

Med d'ar mar(e)-se oa powr an dud, houzoh walc'h. Setu hemañ a lare daoñ :

« Oh bah ! » A lar, « me bresto dit » lar, « ur bragou poltok meus ahe his-se hag ur chupenn » 'n-hin(i) a lar, « red é dit mond d'an eured neuhe ! »

« Ma neuhe 'h iñ ! » 'N-hin(i) a lar, « ma brestes anê diñ »

Set' int aet d'an eured 'ha ! Ma zad-kozh oa 'è, med daon ! Med hemañ zo 'n-om ga(v)et mew-dall ! Hag oa klask cheu deuh ma zad-kozh goude !

– Ah ya ?

Beñ ya ! Ha oa 'h essañ kannañ 'naoñ p(a) oa 'n-om ga(v)et mew ! Sete ma zad-kozh lare daoñ :

« Daon ! N'añw ket d(a) 'n-om gannañ deuh-ouit 'ha ! » 'N-hin(i) a lar, « metramant me zivrego ma dilhad ! » Lar

Pudur na prestet dilhad daoñ, houzoh walc'h

– Na ket c'hoant da gannañ

« Mi na 'n-om lakon ket da 'n-om gannañ deuh-ouit-te ! » Na laret daoñ mod-se, « daon ! Ma 'h an da 'n-om gannañ deuh-ouit, me zivrego ma dilhad ! » Lar, « (e)ma ma dilhad war da gein ! » 'N-hin(i) a lar

Med an dra-he zo gwir sè !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog