16/07/2016

Teurc'h, arskol ha paw-bran

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'vid ar fleur, pet(r)a vé gwraet doc'h… ?

Oh, fitamdoue 'hat !

– N'é ket…

Ar re-gozh ree boukidi-un-dra-m(e)nneg doc'h an dra-s(e), deus toud, boukidi-hañw, boukidi… Med pé welè-hè ar fleur 'tond ba'n ne(ve)-amzer vis(e) gwraet boukidi-hañw doc'h an dra-s(e)

– Moien zo d'ond dindan an hañgar ?

Ah, glaw ?

– Ya, owen meus 'vid ar mikanik

Ah ya ! Pass brêiñ (a)naoñ gast !

– Ha bokidi vis(e) lar(e)t, bokidi-an-hañw oa « les pâquerettes » ?

Ya, un dra m(e)nnag ar mo(d)-s(e), ya… Boukidi, ya

– Pet(r)a é an teurc'h ?

Teurc'h ?

– Ya

Teurc'h

– Teurc'h vis(e) ràet d'ar lapined ma'hat ?

Teurc'h-gwenn, ya, vis(e) gwraet doc'h ar re-s(e), med boñ… « Teurc'h » so dow pe dri sort benneg doc'houte, ah ! Med ar re-gozh 'h anveè ar re-s(e) toud « teurc'h ». Teurc'h !

– Pe-sort-mod vé ar fleur ?

Gwenn

– Gwenn

Fleur-gwenn, oh 'vel ar fleur-chardoñ un tamm bi(he)n 'è

– Ya

Ar memes sistem heñ !

– Ya

Ya

– Ha ga'n a(v)el 'h a ?

Ha goud(e)-se ga'n a(v)el pé (e)maint aw, beñ ya a'h ee ba, ba'n a(v)el ha d'ond ba, ba ur cher(de)n petram ba mé bark petram ba park an heñi-ell heñ ! An dra-s(e) ra-hè toud memes-mod kwa heñ !

– « Les chardons » pe-sort-mod vé lar(e)t e brezhoneg ?

« Chardoñ » é

– « Arskol » vé ket lar(e)t ?

Yao, « arskol » 'è, med boñ… An dra-s(e) oa ur sort-chardoñ, ar chardoñ-pik oa ar re zo ba'r parkeier ahe gis-s(e) sur ! An dra-s(e), doc'h ar re-s(e) ree-hè ar chardoñ ha goud(e)-se oa « chardoñ-arskol » pe me n'ounn ket petra ! Ar re ziwanè ba-bord an dour surtoud, ba-lerc'h oa umid kwa heñ !

– Ya, pe-sort-mod oa ?

Arskol, med, med ar memes fleur, oa-ñw memes-mod 'è. Med ar form deus ar blant(enn) oa ket toutafed pareil kwa heñ !

– Klêt meus kaos deus pawiou-bran

Paw-bran ! Ah ya, pet(r)a oa ar re-s(e) ? Fleur glas kwa heñ !

– Ya

Digitales vise gwraet doc'h ar re-s(e) ma'hat

– N'é ket nunu an « digitales » ?

Ah nann ! Nunu é ar boukidi, nunu n'é ket paw-bran heñ !

– Med ar paw-bran n'é ket an « digitale » e galleg

N'é ket an digitale ?

– N'é ket ar, « les jacinthes » ?

Matre'n sauvages pe un dra m(e)nneg ar mo(d)-s(e), ya

– Pe-sort mod oa ar fleur just ?

Glas heñ ! 'Vel un tamm, 'vel ar muguet é !

– Ya

Ga perlou bihen gwenn ba, war, war un tu. Ar memes sistem é 'vel ar muguet, med ar blantenn oa ket memes-mod

– Ha penvar(e) vis(e) gwel(e)t ?

Ar re-s(e) ? Ba mis-mae

– Ya, ba komañsamant mis-mae

Mis-mae, mis-mae. Ya-ya, 'vel ar muguet heñ !

– Ha pet(r) vis(e) gwraet doc'h ar « muguet » ?

Muguet

– « Muguet » ?

Muged

– Muged

Ya, med ar muguet ba dre-amañ oa ket gwal anêt (a)naoñ. Med goud(e)-se, pé oa evolüet an traou : « Premier mai, la fête du muguet » as(e) neu'n vis(e) komañs(et) da wel muguet dre, dre-amañ 'è… Ahaha ! Ya…

Boñ Jean, 'h añw dé reiñ… Diwallet goueho, diwallet ho mekanik heñ ! Ma…

– Ya, ma tà glaw barzh !

Con vefe pet(r)a ! Bousilhiñ (a)naoñ kwa heñ !

– Gwlizh é ?

Ya, ya, kleo a ret an otoiou war, ba-lein an hent du-(ho)nt ?

– Ya, wa'n hent-pras

As(e) (e)ma, as(e) (e)ma 'n a(v)el ba'r veunteun (a)darr(e) ! Ah beñ, ar mo(d)-se (e)ma kwa heñ ! Petra ri ?

– Amzer douss é

Oh ya 'hat ! Douss é sur ! Med boñ… Re douss !

– Klêt peus kaos doc'h amzer-lor ?

Oh ya, amzer-lor é 'n amzer hiro, med an dra-s(e) oa amzer brein, 'vel hiro brem(añ) voilà !

– Ya

Tomm ha umid kwa heñ ! Tomm ha amzer brein, glaw

– Ha « tud lor » vis(e) lar(e)t 'è ?

Blot kwa !

– Ya

Ya, reajissè ket kalz (a)naoñ kwa ! Jomè-heñw pé 'h ee war-raog, jomè-heñw pell war-wel kwa ! Ahaha ! Eh ! Ar mo(d)-se oa kwa heñ !

– 'N heñi na di(e)gi 'h o(be)r an treou kwa !

Voilà justement, gemerè e amzer an traou 'e, mo(d)-se oa heñ !

– Di(e)gi vis(e) lar(e)t pe lur(e) ?

Ya, lur(e) 'h o(be)r traou ya, lur(e) 'n-om lak(ad) ba'r labour. Voilà, lur(e) demariñ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog