07/08/2016

Dornañ an ed ga'r c'houfr

Trañskripsïon bet disvanket d'an dridre deus mis-gwenngolo 2017
Transcription corrigée le 3 septembre 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-A. deus Karais. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Matre'n peus bet gwel(e)t dornad an eost ga'r vreilh

Ya. Meus ket gwel(e)t kalz dornadeier ga'r vreilh, med gwel(e)t meus o(be)r memes-tra. Gouïed a ret pet(r)a oa ur vreilh ?

– Ya, ur machin ar mo(d)-s(e) ga un, ga un tr(o)ad

Ya

– Ga ur machin-ell, amañ ha ga un, un tamm, n'ounn ket pet(r)a

Un tamm lèr

– Un tamm lèr(e)nn, ya

Un tamm lèr vise gwraet, vis(e) stage(t) an dow, an dow damm ar mo(d)-s(e) 'ha !

– Pet(r)a vise gwraet doc'h an dow damm ? « An tr(o)ad » vise lar(e)t matre'n ?

D'ar mar(e)-s(e), le fléau vise, vise gwraet deusontoñ 'ha !

– Pet(r)a vis(e) gwraet doc'h ar « manche » deus…

Un tamm, un tamm, un tamm joñj meus lar ar vreilh ! Ar vreilh vise gwraet deus houzh

– Ya, med dow barti zo. Ar vreilh zo dow damm koat deuhoutoñ

Ya ?

– Ha pet(r)a vé gwraet doc'h ar reñ-s(e) ? Pet(r)a vé gwraet doc'h ar « manche » deus ar vreilh ?

Aha ! Oh ya… Me meus ket bet gwraet (ne)med klê(d) ar vreilh vise gwraet deus an dow damm koat vise, vis(e) staget petra ! Ar re-s(e) ree a-peu-prè 'hed ga'n daol ah(e), ah(e) vise, vise lak(et) un tamm lèr mad as(e) deusoute ha staget ba'r penn ha staget ba-am(añ)… Hag e, pé 'h ee-hègn dé zorn(añ) neu'n… In galleg vise gwraet le fléau deusoute heñ !

– Ya-ya, gouïed a rañw pet(r)a é

Ya. Hag e, ar vreilh vise gwraet deus an dra-h(e), ya

– Ya ha pe-sort mod vis(e) dornet gatoñ ar mo(d)-s(e) ?

Oh sterd, sterd, sterd !

– Sterd oa

Sterd oa, ya. Me meus ket gwel(e)t kalz dornañ ga'r vreilh, gwel(e)t meus ba'r plassou bihen

– Ya, ar re oa powr

Ya, me(d) war-lerc'h neu'n oa deuet les manèges

– Ya ha pe-sort mod oa ar manèj ?


Ar manèj oa 'vel, peus ket bet gwel(e)t ar…

– Gwech e-bed !

Nann ?

– Gouïed a rañw lar oa sparlou, matre'n, dé stag(añ) ar c'herseg. Ar c'herseg vis(e) stag(et) doc'h ar manèj

Ur manèj oa ur rod ar mo(d)-s(e)

– Ya

Ha vis(e), as(e) oa plassou ha ase zo ur plass d'ur jô, amañ zo ur plass d'un'-ell, am(añ)… C'hwec'h vis(e) staget ba'r…

– Ah ya

C'hwec'h plass vis(e) d'ur jô ba ur manèj

– Ya, ur manèj bras kwa

Ya. Ha goude-se neu'n, deus ar manèj tàè ur varr(e)nn-hou(a)rn tew ar mo(d)-s(e) dé ga(v)oud ar c'houfr, ar c'houfr vis(e) amañ hag as(e) oa ur rod vras deus ar c'houfr ha ree d'ar c'houfr troiñ pé droiè ar c'heseg 'ssames ga'r, 'ssames ga'r manèj kwa !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h ar macheñ dé stag(añ) ar c'herseg doc'h ar manèj ? Peus ket klêt ur vrec'h ?

Ur vréc'h vise laket

– Ya

Ur vréc'h vise laket, ur vréc'h : Un tamm koat a-peu-prè bah, ar mo(d)-se, hir é ha tri metr 'n-heñi é

– Dé stag(añ) ar c'herseg doc'h ar rod

Ha vise… Ha (e)tre, (e)tre bep-heñi deus ar sparl, ar sparl vise gwraet deusoute, vis(e) ur varr(e)nn-hou(a)rn ha' relïè, ha' relïè toud ar, toud ar manèj ! Hag a harzè ar c'heseg, a harzè ar c'heseg d'ond indanne. Ar c'heseg vise staget ba'r penn hag e…

– Ha vije laket dé…

Ma, ma mise bet ur greion ma gwraet an desseñ doc'h, heñ ? O(be)r a rañw (a)naoñ dec'h ?

– Ya-ya hag ur varr(e)nn vis(e) (e)tre ar manèj hag ar c'houfr ?

Ah ya !

– Ur varr(e)nn pe diw ?

Un' !

– Un'

Me(d) un' dew ha hou(zh) oa (e)tre dow damm, deus ar manèj tàè-hi amañ ha deus am(añ) 'h ee-hi d'ar c'houfr b(l)am dé gaoud ur plass d'ar c'heseg dé… Ya, mond rañw d'o(be)r un tamm desseñ dec'h heñ !

– Ya, mersi doc'h, pugur meus ket bet gwel(e)t gwech e-bed

Voilà

– Ya


Am(añ) vis(e) ur jô ha am(añ) vis(e) un'-ell, (añ)feñ gwel a-walc'h ret a-peu-prè heñ ?

– Ya-ya, c'hwec'h chô

Med vïe ket (ne)med c'hwec'h heñ ! Am(añ), amañ zo izhpenn c'hwec'h, me(d) c'hwec'h chô. Ha as(e), as(e) vis(e) barrennou-hou(a)rn 'è, barrennou-hou(a)rn hag a stagè deus houm(añ) deus, da zond deuh houzh ha deus houzh d'ond amañ ha da zond am(añ) ha da zond am(añ)…

– Ya, toud 'ssames kwa !

B(l)am dé, dê dé vid, dé vid, d'o(be)r blok toud pet(r)a !

– Ya

Ya ha goude-se neu'n, am(añ) deus amañ, deus amañ tàè ur varr(e)nn-hou(a)rn hag e am(añ) vis(e) ur, ur varr(e)nn oa as(e) dé relïañ, dé relïañ houm(añ) c'hoazh !

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h an dra-se, an dra-se oa un tamm « rotule » kwa, 'vel vé lar(e)t e galleg ?

Ya, ya

– Ha peus ket soñj doc'h i hano e brezhoneg ? Oa ket an touss(e)g ?

An tousseg ?

– Ya, lod larè an tousseg

Matre'n walc'h

– Klêt peus an dra-he ?

Ya, me(d) amañ oa ur soudure ya. Ha ar pezh tàè deus ar manèj ha ba-am(añ), ba-amañ oa, oa ur memes pezh 'vel, 'vel oa ba-ahe, an dra-s(e) oa 'vid soud(añ) ar rod oa… Ha amañ neu'n oa, oa ar c'houfr !

– Ha oa ur rod wa'r c'houfr

Ha hou(zh) neu'n, houzh neu'n zornè an ed

– Ya

Peus ket gwel(e)t dorn(añ) an ed tamm (e-)bed ga'r c'houfr ?

– Nann, med gouïed a rañw un tammig pe-sort mod vis(e) gwraet. Ur savi(d)ell vis(e) tap(et)

Ya

– Ya ha vis(e) lak(et) war, war taol ar c'houfr

Ya 'ha !

– Ar mo(d)-s(e) vise gwraet ?

Ya

– Moien zo doc'h esplikañ mad pe-sort mod vis(e) gwraet ?

Hemañ oa ar c'houfr hag a deus ar, deus ar c'houfr neu'n oa un daol, an daol vise gwraet deus hoñzh. Ha houzh tàè c'hoazh, hoñzh tàè ar mo(d)-s(e) 'ta ! Ha am(añ) vis(e) an dud ha lakègn ar savellenn, ar savellenn, heñi-ha-heñi oagn, heñi-ha-heñi hag e lakègn 'nê war 'r c'houfr. Ar greun gouïè ase, ar greun gouïè, gouïe ase hag e ar plous neu'n 'h ee trem(a) an dan

– Ha ba-b(e)lec'h tàè ar pellachou ?

Oh ! Ar pellachou, ar pellachou tàè ba-dindan am(añ), me(d) as(e) vise daw tenn(añ) ar greun ga ur rojell neuh(e) !

– Ga ur rojell, ya ha vis(e) lak(et) ba ur sac'h neu'n ?

Ahaha ! Vis(e) ket, daw vis(e), daw vis(e) gwentañ (a)nèi raog

– Ah ya, ah ya-ya, gwir é !

Ga'r wentéres

– Ya, pe-sort mod vis(e) gwraet neu'n ?

Pellac'h un tamm bi(he)n amañ neu'n. D'ar mar(e)-t(e) ar leur, ar leur, ar leur dé zorn(añ) vise bras heñ !

– Ya

Ha amañ, ma, ma tàè ar plous maes dre-amañ, as(e) vis(e) gwraet ar wentéres petra ! Ar wentéres. Hag e, ar re vis(e) ba-amañ, ar merc'hed, ar merc'hed ree an dra-se !

– Ah ya ?

Ya ha vis(e) karget ar pezh vise gwentet neu'n, pé vise gwentet ga'r wentéres ahe, vise, vise… Ha an dra-se oa roll ar merc'he(d) : Un' vise 'voueta ar wentéres lakè pass re, pass re d'ond barzh 'ssames, me(d)…

– Greun vise laket ba'r wentéres ?

Plous, greun, toud, ar pezh vis(e) cherr(e)t deus (d)indan ar, ar wentéres

– Ya

Toud, ar pellachou vis(e) gwraet deus an dra-se. Ha vïent, vïent laket ba'r wentéres hag ar greun mad neu'n vis(e) jerr(e)t pé vise e(rr)o un tamm vis(e) 'h arret(et) ar wentéres, karget ba'r sïer hag ar baotred neu'n gassè ar greun d'ar gambr

– Pe-sort mod oa ar wentéres just ? Un tamm tamoues oa ?

Ar wentéres ?

– Ya

N'eus ket kin dre-ahe, me oa, me meus bet un' pad pell. Ar wentéres oa, oa ur c'hached ha oa un tamm koat ha' tàè ar mo(d)-s(e), en biais ha deus an tu-ell, b(l)am d'ar greun 'è da risk(l)añ d'ond ba'r…

– Ya

Hag e, hoñzh oa un, na un dorn ha vis(e), vis(e) troiet hoñzh ha hoñzh ree a(v)el. An dra-se oa, an dra-se oa… Pe-sort mod larefen an dra-se dec'h ? Paletou oa barzh

– Ya

Hag a ree a(v)el !

– Ah ya !

Ree a(v)el ha' lakè, ha' lakè ar pellachou d'ond, d'ond-roud hag ar greun gouïè ba'n, ba-(d)indan ha ma vise, ma vise re lous, ma vis(e) re 'è, vis(e) passeet-heñw diw wech ! Me(d) ma vis(e), ma vis(e) mad, vise, ga ur bech vis(e) karget-heñw ba ur sac'h hag ar baotred gassè (a)nê da, d'ar gambr neu'n

– Pe-sort mod lares ?

Ar baotred

– Ya ?

Gassè ar greun d'ar gambr

– Ah ya, an dra-he vé laret doc'h ar grigner

Ya

– Ha ba Kleden vé lar(e)t ur grigner

Ar grign(er), ya

– Ha ba-du-s(e), pe-sort mod vé lar(e)t ?

Pe-sort mod vé lar(et) « ar grign(er) », ya ?

– Ar grign(er) matre'n

Ya, ar grign(er) ya. Ur gampr, ur gampr oa petra ! 'Vel, breum(añ), breum(añ) ba'n tïer n'eus ket grign(er) (e-)bed kin heñ !

– Ah bah nann, n'eus ket emm kin !

Nann. An dud gassè ar re-s(e) hag e, ar re ga(v)è lar vis(e) re-lous o re 'benn, 'benn mond d'ar, 'benn karg(añ) (a)nê d'ar vel(in) war-lerc'h d'o(be)r, d'o(be)r greun, petram memes da had(añ) 'è

– Ya

Daoust ga'n… D'ar mar(e)-t(e) vis(e) had(et), vis(e) had(et) an ed ga'n dorn !

03/08/2016

Partïet ar pi-moc'h ga'r goutell

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba ti-R. barzh Kergloff. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



Deus an hano vis(e) lar(e)t deuh ar sorsierien, med ar reñ-s(e) vis(e) tud ha' vis(e) 'tiskontañ, 'lar(e)d d'an dud pet(r)a vo dé zigoueed gante ba o vuhe pe un dra menneg. Bi oa, ba Kareis oa, oa sorsierien ar mo(d)-s(e) ha 'h ee (a)n dud dé wel (a)nê, med daw vis(e) pêo 'vid kaoud euh… Ya

– Pet(r)a ree-hi, lenn ba'n dorn ?

Oh ! Sell(ed) ba'n dorn ya, an dra-he meus… Ouais-ouais, ar mod-ell 'è bof ! N'on ket bet gwech e-bed 'wel (a)nê

– Gredan ket kalz, nann !

Me gredan ket ! Gredan ket da wel an dra-he 'ha ! Ar re a ziskont ar vuhe. Oh bah ya !

– Ar blanedenn vis(e) lar(e)t ?

Ar blanedenn, ya !

– Ya

Ya, planedenn an dud, ya. Ah ya, an dra-he, med boñ… Beb-hañi neus, an dra-he oa, oa ket ar relijïon 'è, oa ket… Mïoc'h oa deus tu an Dieoul 'vid deuh ar relijïon heñ ! Ya. Bah, me gred ba'r, me gred ar mod-ell, med boñ, ba traou ar mo(d)-s(e), welan ket re kwa !

– Nann, nañ-nann

Me gred ba'n otro-Doue pé on bet biskoazh-toud ar mo(d)-s(e) ha ond a rañw papred d'an averenn, med pé vé ba Kerglouff kwa ! Pé hallan mond kwa ! Med boñ, ar mod-ell, ba traou ar mo(d)-se pff ! Heñ ? Bon !

– Klêt meus un dra-ell, pé vis(e) poahet un dra mennag

Ya

– Vis(e) lak(et) tan ba-dindan ha tan…

War-gorr(e) ya. Me n'ounn ket 'vid, b'lam 'bet(r)a vis(e) gwraet an dra-he, med joñj meus ya. Vis(e) tan ba'n dan ha war-gorr(e), ya. Am(añ) vis(e) gwraet ar, pé vé un eureud, pé vis(e), oa ur sal ahe vis(e) toud an eurejou basseè ba'r sal ha vise tud 'h o(be)r ar sklipou ha an traou kwa !

– Ya

Un' oa deus bourc'h Kergloff ha tàè dé joukour ha un tamm sorsiéres oa-hi. Ha wechou lakè re, re holen ba'r plajou, ba'r sklipou

– Ya

Pe ba'n traou ar mo(d)-s(e) ha war-lerc'h lakè sukr barzh. Ma vis(e) re, re sukr, lakè holen barzh ! An dra-he oa… 'Benn-neu'n na ev(et) matre'n kalz jistr

– Ya

Ha un tamm, ur ba(nnac)'h lambig 'è matre'n da-heul, ya. Me meus joñj gwel(e)d, hi vïe 'son(añ) ar c'hloc'h ba bourc'h Kergloff 'vid kreis-te ha seizh eur deuh ar mitin ha oa'i 'chom ba, tre ba-tal an ilis kwa !

– Ya

Meus joñj gwel(e)d pad ar bresel 'tond, Alamanted tàè ga ur voutailhad (?koñilhou?), dé lak(ed) (a)nèi dé evo (?koñilhou?)

– Ha kig-soubenn vis(e) gwraet 'è ?

Ha kig-soubenn, ya

– Ya

An dra-s(e) vis(e) gwraet 'vid an (d)e kentañ 'r bla, papred

– Ya

Kig-soubenn. Mé mamm-gozh ree an (d)e kentañ 'r bla ba'n ti ba'n traoñ ahe ha vis(e)…

– Ba-tal ar chapel ?

Nañ-nann, amañ

– Amañ ?

Ya

– Ah, dakord

'Benn é bet chañj(et), an dôennou zo bet chañj(et), chañj(et) mod d'an ti 'e. Ha 'vid (a)n de kentañ 'r bla vis(e) kig-soubennn kwa !

– Ha oa dru !

Ha dru, ya. Ga kig…

– Ga dowlagad wa'r soubenn ?

Ya-ya, dowlagad ya. 'Benn-neu'n oa mad ar soubenn ha vis(e) dowlagad, kalz oa. 'Benn-neu'n oa kig ba'r soubenn neu'n 'vid kaoud dowlagad

– Kig-moc'h oa ?

Nañ-nann, kig-saout

– Nann… Kig-saout

Ya, 'benn-neu'n vis(e) prenet ba'r boucherie ha mod-ell vis(e) ket lahet, vis(e) ket lahet saout ba'r feurmou dé zibiñ heñ ! Moc'h vis(e) lahet ha meus joñj gwel mé dad lahè ar pi-moc'h hag a droc'hè (a)naoñ toud en bobine
– Pe-sort mod vis(e) gwraet ?

Lak(et) war ur skeul, stag(añ) ar pi-moc'h war ur skeul

– Ga i benn d'an…

D'an traoñ blam d'ar gwad d'ond, d'ond-maes kwa ! Med ar gwad vis(e) ket despun(et) gwech e-bed amañ. Ar boudin, ni meump ket bet aneet ba'r Bretagn gwech e-bed

– Vich(e) ket gwraet ?

Nann, vis(e) ket gwraet. Bah ! Añfeñ…

– Ah bon ?

N'ounn ket walc'h 'vid lar(e)d lar ba lod nagn ket gwraet, med am(añ) ba Kergloff meus ket gwel(et) hañi e-bed 'h o(be)r gwech e-bed. Med gwelloc'h 'vid an dra-he, am(añ) oa deut un' ur wech dé lah(o) ar pi-moc'h. Mé dad 'benn na marre ree ket, ree ket kin kwa ! Ha na ket goull(et) 'h assomañ (a)naoñ nag ha reiñ un taol-morzhol daoñ war i benn ha ga'r goutell oa partïet ar pi-moc'h ga'r goutell ba e goûg, an dra-mañ ma ka(ve)t… Partïet ar pi-moc'h dé haloup(ad) ga'r goutell ! Ya ! An dra-he, meump ket bet lahet moc'h war-lerc'h, biskoazh ! Echou oa, ar wech diveo oa

– Lak(et) vis(e) kig-moc'h ba'r peles(tr) ?

Ba'r peles(tr) ya

– Ya

D'o(be)r ar, deb(et) vis(e) ur bla a-peu-prè neu'n ga'r pi-moc'h. Vis(e) ket, vis(e) ket dibet kalz kig (ne)med yir, yir ha lapined kwa ! Ba'r gêr ha partoud vis(e) yir 'haloupad ba'r feurmou 'ha !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog