28/01/2017

Ar vuhe ba skoul ar seurésed gwech-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Yann-Bêr Guyader (R.K.B.) ga A. ba Plonee, assames oain gantoñ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ah ya, med d'ar mar(e)-se oa powr an dud heñ ! Oa ket braw, oy !

– Petra oa « be powr » neuse ? 'Vitout ? Oa war-digare vije ket mann e-bed e-keñver d'ar re oa ba'r bourk ? Da c'hoantaad ar pezh vije gwel(e)t war, war kein ar reou-all ?

Re ar vourc'h oagn ket keme(nt)-se gwelloc'h 'e heñ 'Tin ? Nann, nann-nann-nann ! Oa k(et) an traou tamm (e-)bed 'vel brem(añ) sert(e)nam(ant) 'hat ! Ene oa ket, oh nann ! Nann. Brem(añ) (e)ma an dud 'n-im jal « n'eus ket arc'hant, n'eus ket arc'hant » ha pé welon 'nê 'frikotañ 'vel (e)maint 'h o(be)r : Un' bennaket neus arc'hant heñ !

– Mond a ra treou en o c'hov papred ?

Ya-ya-ya !

– Heb goûd matese piw bêo

Ah ya ! Ken vounnus, ya. Ahaha ! Ya-ya-ya ! Galoup a rant, gwel a ret heñ ! Voaiaj a rant, beb-sort toud ! Ya-yao ! An traou ya mad ! Toud (ne)me(d) ar retred vé rôet domp, houzh ya ket gwal vad, kê 'Tin ?

– Med c'hwi zo bet kustum d'ober gan neubeud

Ah ya ! Voilà ! Nin namp ket desket da gaspilhañ (aha)namp heñ ! Ah nann ! Ah ya-ya ! Nin a ra gate, nin a ra gate, ya. Daw vé domp goûd dre be-lec'h passeal (me)mestra !

– Peder merc'h a oah ba'n ti ?

Peder merc'h, ya. Peder merc'h ha me oa ar c'hoshañ, dow vla 'tre pep-heñi ! Sete oagn bihen toud (a)ssam(e)s heñ ! Ah ya, ah…

– Ur menaj ped a geseg ? Ped a geseg oa ba'h ar menaj ?

Dow

– Dow pe dri a geseg ?

Dow chô, dow, dow. Dow, ya. Ya-ya, dow…

– Ha disket labourad a-bred ha bet ba'r skol amañ i(v)e e Plone 'vel é bet 'Tin ?

Ya, 'vel é bet 'Tin, ba'r velaien 'e, ah ya-ya ! Nin oa lojet neuhe, pugur oamp re bell mod-all ! Holalalala ! Ha meus choñj pé oamp digass(e)t neuhe oa ma zad oa deut ga'r c'harr da zigass (a)ha(na)mp, pugur vïe daw digass an dilhad-gwel(e) 'e, c'hwi oar walc'h, an dilhad-gwel(e) vïe daw digass 'e ! Ha vakañchou vïe ket kem(e)nt 'vel zo brem(añ) 'e hañ ! Ha pé yêmp vakañs d'ar gêr yêmp war hom zroad, dre Pont ar Gerouar nin droc'he (a)bominabl kê ya ! N'yêmp ket d'o(be)r an dro vras pé gallemp kaoud an dro berr(e)t heñ ! Ah ya ! Ah ya

– Hag a joñj peus an de kentañ oah digasset d'ar skol, ahe teus oa deut da dad gan, da digass (a)h(an)oh gantoñ toud ar lienaj hag ar…

Ya ga'r c'harr ! Ya, ar c'harr hag ar chô ha tou'n dud… Nin oa, fei ! Me oa dowzeg vla 'benn oan deut ahe, pugur oan bet ba Lannedern a-raog ba'r skoul ha toud ar re-all oa bihannoc'h kwa heñ ! Tou'n dud teue en-dro domp ba'r c'hourt :

« Oy ! Deus p(e)-lec'h (e)ma ar re-mañ 'tond ?! » Laront

Ur c'harrad-tud, ur c'harrad-tud a oamp

« Oh ! » Me lar, « p(e)-lec'h-ar-hast omp digoueet am(añ) ? » Me lar…

– Pe-rag oah ur c'harrad-tud ? Deut oa azhpenn un' ?

Beñ nin oa peder barzh ha papa, sete oa pemp ! Sete oa ur c'harrad 'e, c'hwi oar walc'h, oho ! Hag an dilhad-wel(e) toud ba'n dra-he

– Med oa ket leusket (ne)metoud ba'r skol ? Oa nemetout ken oa chomet in pañsïon ?

Toud oamp deut (a)ssames, toud oamp deut (a)ssames

– Ya, med chomet in pañsïon i(v)e ? Ho-peder ?

Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ha mé mamm vïe 'tond beb sul, neuhe, ga'r bissiklèt da wel (a)ha(no)mp d(a) zigass domp dilhad-rechañj, set(e) vïe lesket dilhad fresk ganomp, karg(et) ar sakoch en-dro d'ond d'ar gêr ga dilhad lous ! Gwel a ret ? Ah ! Ah ya !

– Pe-geid deus ar bourk oah ?

C'hwec'h kilometr, c'hwec'h kilometr

– Evel 'Tin i(v)e pe dost

Pe-prè, pe-prè… Pe-prè 'vel 'Tin 'e, ya. Ah ya-ya-ya ! Holalalala ! Ha brem(añ) (e)maint 'hond ga'n oto-karr, vegn tapet toull-an-nor ga'n oto-karr, kê ? Ah ya ! Gwell-a-se dê, pugur é cheñchet an traou ! Gwell-a-se !

– Da c'hoarésed ha te zo chomet pe-geid neuhe ba'r skol, ti-seurésed ? Te, matese, oa aet maes ar skol raog oa deut ar re-diwèoñ maes ?

Ya ! Goud(e)-se me oa bet 'e ba'r c'hour-ménager, 'vel lar 'Tin, 'teskiñ la couture 'e, ya. Sete oan chomet ahe da-beked, oh ! C'hwezeg vla sur ! Pemzeg-c'hwezeg vla oan 'benn oan ahe, dow vla ma gwraet ba la couture. Ha sete an teir-all oa atô (me)mestra war ma lerc'h 'e (me)mestra !

– Te oa deut maes da gentañ ?

Ya, me oa deut-maes da gentañ, ah ya-ya-ya ! Me oa deut-maes da gentañ, ya-ya

– Hag ar reou-all i(v)e, hini da hini goude deus gwraet eveltout ?

Pep-heñi e dro ! Pep-heñi e dro go(u)d(e)-se, ya-ya ! Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Aha ! Ah ya-ya ! Ha goud(e)-se pé oa echou ar skoul, 'benn-neuhe oa red da hond toud (a)ssames ba'r gêr, gwel a ret ? Sete oa daw mond, ha da zïou hag a glei, d'essei gon(id) hom boued 'e, c'hwi oar walc'h heñ ! Ah ! Ah ya ! Un' da ma c'hoarésed oa aet d'o(be)r skoul ha heben, ar yowankañ, oa ba'r Post ha me oa chom(et) ba'r gêr, ah ! Gwel a ret ? Sete oa daw…

– Te oa chomet gan da dud ?

Voilà ! Ya-ya-ya ! Ah ya ! Set(e) vïe daw mond da labourad, c'hwi oar walc'h, d'ar parkeier, o(be)r beb-sort toud heñ ! Ha kerc'hed dour deuh ar feunteun ! Ar feunteun oa-i ket tost c'hoazh heñ ! Oa ket l'eau courante neuhe heñ ! Holalalala ! Oh ya ! Ya-ya, tapet oamp a-bred d(a) labourad… Ha dïenn(añ) ar laezh ha mesk(añ) ar ribout, an (dr)a-h(e) so kaos a houzomp o(be)r amann brem(añ) 'e !

– Se zo kaos zo gouveet da b(e)-lec'h mond 'vid kâd merc'hed d'ober amann e Sant-Herbod

Ya, sur 'hat ! Sur 'hat, ya ! Negn ket gouest da lakad tou'n dud d'o(be)r an dra-he 'nê, nann-nann-nann-nann ! Ah ! C'hwi lar… Ah ya ! Ha d'ar pardoniou, 'vel lar 'Tin, yeomp neuhe pardon ar chapelou, pugur namp ket distraksïon mod-all, c'hwi oar walc'h, sete yeomp neuhe d'ar par(do)n ! Ah ya-ya !

– Ya, chom a ree an dud da bardoniñ tost d'ar gêr ?

Ya ! Voilà ! Tost d'ar gêr ! Ya-ya-ya ! Tost d'ar gêr joment

– Med da c'hoarésed-all, ar re-se oa aet-kuit a-bred walc'h ? Duzhtu oaint deut deus ar skol pe prest goude ?

Oh… Ya, ya-ya-ya ! Ya-ya ! Ya-ya ! An heñi oa 'h o(be)r skoul, just, bet ba'r skoul ba Uhelgoat just a-walc'h, ah ya-ya ! Ya-ya ! Ya-ya, sete mond, renket mond toud 'e roud kwa heñ !

– Med neuse oa kalz a dud ba'r skol-seurésed amañ, beñ oa, a oah digasset, c'hwi oa digasset ho-peder

Holala !

– Oa familhou-all i(ve)

Oy ! Ahe matrehe oa 'zhpenn kant dèn oa neuhe ba'r skoul ! Oh ya 'Tin ! Oh ya ! 'Zhpenn kant, matrehe tost da zow-c'hant, me oar-me… Oh ya ! Kalz tud oa ba'r velaien neuhe ! Brem(añ) n'eus ket, med d'ar mar(e)-se oa ! D'ar mar(e)-se oa

– Skol-seurésed oa petra 'vitout ? Ase oa, c'hwi oa deus ur familh kristen ? Deus ur familh…

Pass, pass mignoc'h 'vid ar re-all heñ ! Nann-nann-nann-nann-nann ! Nann-nann-nann ! Pass mïoc'h 'vi(d) ar re-all 'e, nann

– Med piw neva dibabet digass (a)h(an)oh neu(se) da skol-seurésed ?

Beñ ma zud

– Ho tad, ho mamm ?

Ya, o-dow mechañs, kê heñ ? Hag vïe an dud 'lar dê gou(de)-se ha pugur ahe gouste kér ar skoul c'hoazh hañ !

« Ha c'hwi zo digourdi (me)mestra ! » Vïe lar(e)t da bapa, « pe-sort mod ret da gass peder mo(d)-s(e) skoul ar seurésed ? »

Ken kér-all 'vel vïe daw pêo ha digass bleud da di ar bouloñjer blam domp da gaoud bar(a) ! Ha pé vïe ket kin bleud vïe lar(e)t domp :

« Ale ! Lar(e)t d'hou tad pe d'hou mamm, mank ar bleud, set(e) n'o ket rôet bar(a) doc'h ! »

Yao ! Rôet vïe domp sert(e)nam(ant) 'hat ! Med daw vïe digass ! Ah !! Ya ! Ah ya-ya-ya ! Ha diw bañsïon oa ba'r skoul neuhe ! An dra-he oa ket gwal vraw d'ar seurésed d'o(be)r 'e hañ ! Deux pensions ha pañsïon vras, pañsïon vihen ! Da greiste vïe pe-prè memes menu (???) toud, med d'an nos goud(e)-se vïe ket heñ ! Ah nann ! Ha sete nin vïe deuh an daol, am(añ) vïemp 'sell deuh ar re-all 'tebiñ traou-all ! An dra-he oa ket gwal vraw d'ar seurésed d'o(be)r heñ ! Mo(d)-se oa !

– Koulskoude hign oa sañset d'ober ar justiss

Normalement… Ya-ya-ya ! Med mo(d)-se oa sè hañ !

– Neuse vije tammou béc'h ba'r skol i(v)e memestra 'tre ar merc'hed… Oa keme(d) merc'hed ba'r skol ?

Ya-ya, merc'hed toud ! Ah ya-ya, merc'hed toud ! Petra nïemp lar(e)t ?! Oamp ket gouest da lar nitra… Oamp ket gouest da lar nitra, nann. Oh ! Ah ya mo(d)-se oa !

– Ya, selled deus ar reou-all 'tibiñ welloc'h ?

Ya, an dra-he oa ket braw d'ar vugal(e) 'e hañ ! Holalalala ! Oh nann 'ha ! Nin nïe pann(e)-soubenn deus 'n nos ha hègn nïe un dra bennaket 'zhpenn, suppl, supplément la deuxième pension… Ya

– Piw oa ar merc'hed-se neuse ? Piw oa ar familhou-se digasse bugale-all ? Ar re-se oa pinvikoc'h

Ah beñ ya ! Tud ha' na o aes kwa heñ ! Ah ya ! Ah ya, ah ya

– Bugale koñversanted ar bourk pe bugale deus Ar C'hastell-Newe pe war-dro ?

Oh nann ! Re ar vourc'h oa ket daw dê mond ahe da zond in pañsïon, c'hwi oar walc'h ! Tud diwar ar maes 'e ! Ha' na neubeutoc'h bugale ha beb-sort neuhe, aessoc'h, penvidikoc'h, aessoc'h dê pêo ! Ah ya ! Ah ya

– Me(d) ar vugale-se, ar merc'hed-se peus gwel(et) nê goude c'hoazh i(v)e

Ya

– Da-lared, boñ pa deueh deuh ar skol goude vegn hadkavet ha vé komzet deus se, sell an eil deus hiben a-wichou c'hoazh

Reomp ket… Gwel a reomp 'nê, med an dra-he oa passeet mo(d)-se, oh ya… Ya-ya

– Bet teus da sertifikad i(v)e ?

Ya-ya-ya !

– 'Vel 'Tine ?

Ya-ya-ya, ya-ya ! Ha goud(e)-se oan, laron doc'h, chomet dow vla d'o(be)r la couture ha goude oa echou ar skoul, ya-ya…

– Matese fa ket c'hoant da chom barzh ar labour-douar ?

Of… Oa ket ma joñj ba traou-all d'ar mar(e)-se ! Nin oa sa(v)et mo(d)-se heñ ! Oh nann, nann, mo(d)-se oa…

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog