21/01/2017

Da dad-kozh, heñ oa digourdi !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg ga É. ha J., assames oain ga Simon Pellequer. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




Med da dad-kozh, heñ oa digourdi !

Ya

Me meus choñj p(a) oan 'nev(e) eureujet 'è oa, oan goullet d'ond d'o(be)r tro an ilis 'è, neuhe vije destumet bleud, houzoh walc'h

Ah ya ! Neuhe… Ya !

Hag a lare diñ :

« Oh ! » Lar diñ, « p(a) ho bilhejou barzh da assïed » lar diñ, « tap un' ha leusk ar peur-rest ga'r person ! »

Ahahaha !

« Hag a ga(v)i-hezh da, da bêo kafe d'i, d'i, da reiñ da 'z ofren dit ! » Vïe lar(e)d

Eh ! Hezh a gelenne 'han(ou)t mad ! Ahaha !

Ya ! Hag a lare diñ :

« Oh ! Me dap un' beb sul » lar, « ar mo(d)-se ga(v)on da regaliñ ma c'hamaraded pa 'h añw d'an ostaliri ! »

Hag i gamaradésed !

Ya, ya !

« Pa 'h añw d'an ostaliri ! » Lar

Ya

Ya, me gav diñ

Ya

« Daon ! Nim zo 'h o(be)r ar labour » lar

Daon ya !

« Ha heñ ra, ha heñ ra mann e-bed ! » Lar

Ha, hag ar person ra keme(d) kanañ !

Just a-walc'h

Ha ga hezh 'h a toud an arc'hant !

Ahaha ya !

Ha ni zo 'h o(be)r ar labour 'è ! Ahaha !

Ah ya ! Hag a lare neuhe :

« Oh ! Tro-walc'h chom ga hezh ! » Lar, « sell pegement zo war an assïed ! » Lar

Ya, ahaha !

Ya-ya-ya ! Ah ya !

Oh ! Na ket tor 'ha !

Na, na ket tor sur 'ha ! Nann-nann-nann-nann-nann !

Med gwir é !

Daon ya !

Ar re-he rent keme(d) kanañ ha rent mann e-be(d) !

« Ha ni é toud ar labour demp ! » Lar

Ar re-all é toud ar labour dê

Ah ya !

Hag a negn pê e-be(d) !

Daon nann !

Hañ lar(e)t a vé…

Ah ya… Me(d) i deod oa mad

Ah ya

Me(d) oh ! Heñ oa un dèn kaos-just memestra hañ !

Oh ! Beb-sort mod 'e 'velt ar re-all !

Oh eo-eo ! 'Velt ar re-all 'è, me(d) oy !

Ya-ya

Un teod mad a na !

Ah fi 'ha ya ! Un teod

Ah ya !

Teodet-mad 'ha !

Ah ya !

– Teodet-mad

Teodet-mad oa

Oh ya ! Ah ya-ya !

Dond a ree an dud da jilou 'naoñ kontañ kaojou !

Ya 'ha ! Daon ya !

Med ne gonte ket meh-mod ma vij(e) ur person 'chilou 'naoñ

Ah nann ! Ah nann-nann-nann-nann-nann !

Ahaha !

Lare ket memes-mod ! Goûd a ouïe !

Treiñ a ree i gontadennou…

Ya-ya

Vije ket tamm (e-)bed meh-mod

Goûd a ouïe pe-naos lar(e)d 'nê, ya

An dra-he oa meh-mod 'vel Thérèse Kraz ha' lare diñ :

« Ha ket kontet » lar, « barzh Uhelgoat meh-mod 'vel ha kontet dem(p)-ni p(a) oas bet 'wel Valentine »

Ahaha ! Ah nann !

« Beñ, daon ! Oan ket 'vi(d) lar(ed) ! » Laren dèi mo(d)-se

Ah nann !

Ha, ha koulskoud(e) ar mod a ma kontet d'ar re-m(añ) 'n-hi(ni) oa gwir hañ ! »

– Ya-ya-ya-ya

Ya-ya-ya-ya !

Me(d) renket ma treiñ ma…

Treiñ da, da gaos un tamm

… Ma c'haos c'hoazh

– Ah ! Me(d) vé ket kontet diw wech memes traou heñ !

Nann-nann-nann-nann !

– Goude vé ket klasket cheñch kwa !

Me(d) an dra-he zo 'vid lak un tamm hor(e)n 'è, houzoh walc'h, ba'r, ba…

Ya

Ba'h ar gontadennou ! Heñ ?

Daon ma'hat-sur ya !

Ya !

Ah ya…

Red a vé cheñch un tamm ha…

Oblijet d'o(be)r

– Med pezh a blij din ga, gad an dud pa vegn 'kontañ mo(d)-se, pa vegn 'vel vijent bet ba'r plass kwa !

Ah ya-ya-ya-ya !

– Ya, me oa, me oa, me oa ahe, goûd a hounn

Ya, me oar, me meus…

– Gwelet meus 'naoñ !

Gwel(e)t ha klêet !

– Ya-ya-ya ! Gwel(e)t ha klêt, ya… Goude oa passeet dow-c'hant la so kwa ! Ahaha !

Ah ya !

Eh ! Brem(añ) é red din klêe(d) hem(añ) à kont un tamm 'è ! Hem(añ) ra keme(d) jilou 'è, red é daoñ kontañ demp un tamm 'è, eh ! Daon ! Ma gont ket a ouïo mann e-be(d) !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog