17/01/2017

Ped a vugale peus Yann ?

Salud dec'h,

Dec'h oan bet 'wel diw blac'h ba Plonee assames ga Yann-Bêr Guyader, deut oa da gerc'hed aha'on blam d'ond da wel 'nê di, 'vel na prometet din, mersi bras daoñ. Amañ hi-mañ neuhe vo laket un tañva deus ar pezh a basseo 'benn arc'hoazh war R.K.B. (añrejistret meus an abadenn ma-hun ga ma zamm machin 'e hag un tamm 'zhpenn c'hoazh, sete vo laket toud amañ tamm-ha-tamm). Ahe neuhe vo A. ha T. 'kaojeal, diw gamarades deus Plonee. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Yann-Bêr
A.
T.




– Anve a res 'Tin 'boe pell-zo ?

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya, 'Tin hag he c'hoarésed 'e

Ya-ya !

Oh ya !

Ya

Oh ya

– Med kalz a dud, kalz a vugale zo bet savet amañ i(v)e heb o zud, amañ 'Tin lare oa marwet hi mamm a-bred, matese se 'n-om gave gwech ha gwech-all gan bugale-all i(v)e ?

Oh… Oh ! Anïou, anïou a rañw familhou mo(d)-se c'hoazh heñ !

Oh ya ! Be zo c'hoazh

Oh ya !

Oh ya-ya !

Anïou a rañw familhou c'hoa(zh) ar mo(d)-se 'è, ya ! Oh ya ! Oh ya-ya-ya ! Neuhe vïe kalz bugal(e) 'e hañ ! Set(e) n'é ket drol a oa familles nombreuses sè !

Nann-nann

Pfolalalala !

Nann

Ah ya

– Plijadur ha displijadur a-beb-sort ?

Beb-sort ! Beb-sort neump bet, ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ah ya-ya-ya ! Ah ya-ya ! Ah… Koste du-m(añ) oa 'e ur familh, matrehe eint kerent memes da 'Tin, les Goacolo ahe 'Tin

Ah beñ ya-ya ! Kindirivi, ya

Ya hag ar re-he oa marw o mamm a-bred 'e heñ !

A-bred 'e, ya…

Ha oagn seizh (a) vugale

Oagn seizh 'e, ya

C'hwec'h merc'h hag ur paotr ! Ha oagn bet dispartïet 'e 'tre diw ferm, houoh walc'h heñ !

Ya-ya-ya

Hag an tad neuhe vïe 'hond hag 'tond a-dreus mo(d)-se d'ond du-m(añ), deuh ur ferm ha d'un'-all. Ha pé bassee 'bïou du-m(añ), heñw 'h arete da laka(d) tan ba e gorn-putun hag an dud vïe 'houll gantoñ, Yann oa e hano :

« Ped a vugale peus Yann ? »

« C'hwec'h merc'h meus ha beb a vreur negn toud ! Set' peus kime(d) kalkulañ bremañ »

Ahahaha !

Welet ket pe-sort mod lak anèoñ da c'hoerzhin ?

« C'hwec'h merc'h meus ha beb a vreur negn toud ! »

Set(e) lod lar :

« Oh ! Dowzeg »

Ya

Lod-all lar trizeg, ahaha ! Ha oa c'hwec'h merc'h hag ur paotr, sete nagn bet beb a vreur

– Beb a vreur toud

Ahaha ! Gwel a ret ? Ah ! Ahaha ! Set(e) ni nïe plijadur ga'n dra-h(e) ! Memes brem(añ) pé vêmp ba le club du troisième âge sè ! Tud ha' zo me(me)s oad ganin vé kaochou kozh mo(d)-se ganomp ha vent krog lar an dra-he :

« Choñj peus deus Yann ? » Lar, « Yann Goacolo ? »

« Ya ! » Me lar, « choñj a meus »

« Ha ped (a) vugale na ? »

« Ahaha ! » Me lar, « me oar ! »

Ahaha ! Ya

Ahaha ! Ah ! Welet ket ? Ah ya-ya ! Ha heñ vïe 'h o(be)r 'n navette mo(d)-se kreis 'tre an diw ferm ha 'benn vïe deut da-beked du-m(añ), 'benn-neuhe vïe ket kin tan ba'r c'horn-putun ! Set(e) vïe daw dèoñ 'h aretal da lak un tamm glow ba'r c'horn-putun ! Oyowyowyow !

Ya

Ah ya-ya ! Bet neump bet partïajou wechou 'e hañ ? Ehe !

Ya-ya !

Oyowyowyowyow !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog