14/01/2017

Toud ar loned bew renk kaoud o boued

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ga J. ba Skrigneg dilun, assames oain ga Simon Pellequer, bet in staj-brezhoneg ganen-me pad ar su'n. Trañskrivet an traou ga Simon ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Me(d) amañ n'eus ket difer's e-bed etre ar halates hag ar grigner ? Pe vé ket lar(e)t (ne)med un' ?

Daon 'ha ! Ar halates vije laret, houzoh walc'h, oh ! Ar gambr ! Dre-amañ vije lar(et) ar gambr !

– Ar gambr ha ni a lar ar gambr 'e, med ar gambr zo « la chambre »

Beñ ya ! Beñ ya…

– Hag ar halates oa « le grenier » din-me

Euh ya, ar halates oa da… Pugur gwich-all pa vïe, oa tïer bras ha' vije dow estaj !

– Ya

Sell ar gambr oa a-raog hag ar halates oa d'an nec'h

– Ya, an dra-he oa ?

Ya-ya-ya

– Hag ar grigner oa lec'h oa lak(et) ar greun ? Pe oa memes-mod 'vel ar halates ?

Ah daon ! Meh-mod 'vel ar halates !

– Ya memes-mod é

Ya-ya-ya-ya ! Ya, meh-mod é, ya-ya ! Pugur 'r greun vije laket war ar c'hambchou da sec'hañ hag ba 'r halates memes-mod kwa ! Ha gwich-all oa ket traou da gass ar greun d'an nec'h, gwich-all vije laket ar sac'had-greun war da gein ha d'an nec'h ga…

– Med me meus gwelet an dra-h(e) heñ !

Ah daon ya 'ha ! Ya, an dra-h(e) n'eus ket keid-se zo é

– Nann-nann

Vé gwraet kwa heñ ! Ya-ya-ya

– Ha vij(e) ket amerdet an dud ga'r logod ha ga toud an dra-he ?

Ah daon eo ! An dra-he vije, daon ! Me meus choñj pa oan yowank 'hat ! Ha oan 'kousked ba, ba'r gambr 'è hag a vije laket ur ridoch us d'ar gwele hag a vije ar rahed 'ha ! Hag ar logod à 'hond us d'ar ridoch ! Ha wichou goueent, houzoh walc'h, sell pugur ouïemp pet(r)a vijent mamp ket owen ! Houzoh walc'h

– Beñ ya-ya-ya

Daon nann ! Nann-nann ! Ah ya ! P(a) hé kaos ar rahed 'ha :

Gwich-all oa un' kozh barzh kêr hag a na ur gamarades d'an nec'h hag an (hi)ni kozh blije i vann'h gwin daoñ ! Ha oa o vevañ ga i vab hag i vab ràe ket arc'hant daoñ da gaoud gwin, na ar mab rôe ket gwin daoñ 'è ! Hag a pet(r)a ree-hemañ neuhe, 'n (hi)ni kozh lar :

« Oh ! Me zo 'hond da di ma c'hamarades, en(e) mo ur bann'h gwin damaig ! »

Ya, med i gamarades na ket (a) batates hag an (hi)ni kozh na !

– Ya

I gamarades lar daoñ :

« Ya, med degass un toullad-patates din 'vid pêo ar gwin ! » Lar

Ha sell un devezh oa aet an (hi)ni kozh adarre da ev(añ) i vann'h gwin hag i gamarades houlle digantoñ :

« Daon ! Fenoñs heus ket degass(et) un toullad-patates din ! »

« Ah nann ! » Lar an (hi)ni kozh, « meus ket kin ! » Lar, « ar mab neus tapet 'nê da, da lakad da voutañ us kambr krow-ar-saout, ahe voutint founnus ! » A lar, « ah(e) é tomm ga ar(a)n ar saout ! » Lar

Ah ya, med daon ! I gamarades a na klêt mad an dra-he 'è :

« Hopala ! Ma zo ba kambr krow-ar-saout, me oar p(e)-lec'h (e)maint neuhe ! » Lar

Ha pa vije k(et) ar mab ba ar yêr, i gamarades 'h ee da gerc'hed un toullad-patates ba hi tavañjer ! Ha pugur oa ur skeul d'hond ba'h ar gambr

– Apala !

Ah ! 'Benn ur mis goude neuhe n[a], ar mab a lare d'i dad :

« Me(d) oh ! Damaig 'h añw da selled deuh ar patates ! 'Benn-bremañ eint boutet 'è mad 'ta da blantañ 'benn ur penna(d)ig amañ, kar e(rr)i é poent ! » Lar

Ha p(a) oa 'n-om ga(v)et ar mab ba'r gambr, lar, houll diga i dad :

« Daon ! Da b(e)-lec'h é aet an hanter deuh ar patates mamp laket da voutañ ?! » Lar, « n'eus ket kin ! » Lar « Kajimant » Lar

« Ah daon ! » Lar an (hi)ni kozh daoñ, « goûd a houzes lar zo rahed dre-ahe ! » Lar an (hi)ni kozh daoñ mo(d)-se

Ha(g a)n (hi)ni kozh a lar daoñ goude :

« Daon ! Goûd walc'h houzes toud ar loned bew renk kaoud o boued ! » Lar daoñ mo(d)-se

Med an (hi)ni kozh ouïe da b(e)-lec'h oa aet ar patates, med houlle ket lared ! Ahaha ! Ah nann, oh nann ! Plijadur vije gwich-all, houzoh walc'h

– Ur pezh rah a oa !

Daon ya ! Ur pezh rah a oa, houzoh walc'h, beñ ya !

– Ah ya ! Me meus klêt ma mamm lar(ed) un dra, med oa ket sur-sur, matresse peus klêt, na choñj na klêt an dra-he ga hi, ga hi mamm ha ma mamm-gozh a lare : « Oh ba [ti] Tante Marie vije, vije tammet e gwin daoñ ? »

A vije tailhet i win daoñ

– Tailhet ?

Ya, ah ni a lar « tailhet » ya !

– Ah ya ?

Ah ya, tammet ya ! Vije ket rôet kalz daoñ kwa !

– Ya, ya-ya-ya

Just a-walc'h, ya

– Dosé, quoi

Ya, oui, la dose, ouais-ouais-ouais. Oui-oui !

– « Tailhet » vé laret amañ kwa

Ya-ya ! Ah, med hemañ é kaos a dailhe an arc'hant d'i dad ha tailh(añ) ar gwin daoñ 'è ! Hañw a ga(v)e mad ar gwin, med mir(ed) a ree 'naoñ toud 'vitoñ i-hun ! Ahaha ! Ya

– Ha an dud blije ket dê pa vije tailhet ar boesson kwa !

Nann-nann ! Med daon ! Gwich-all oa ket keme(nt)-se a voesson na kalz arc'hant da gaoud oa ket 'è, houzoh walc'h, nann !

– Ah ya-ya, me ma klêt lod lar(ed) an dra-he pa vije tailhet ar boesson, pa 'h ee an dud da zevechañ ba…

Ya-ya-ya !

– Ba ti serten re…

Just a-walc'h !

– A vije tailhet-mad ar boesson ha…

Ya-ya ! Ene vije laret :

« Oh ! Di meump ket emm da labourad re ! En(e) (v)o tailhet ar jistr damaig ! » Vije laret

Aha ya ! Lod a vije tost ha houllent ket reiñ jistr, houzoh walc'h, nann. D'an ampoent-se vij(e) ket kalz kaos deus gwin kwa !

– Nann

Vije ket (ne)med jistr partoud kwa !

– Partoud, partoud

Beñ ya !

– Vije keme(d) ba eureujou 'benn ar fin kwa !

Ah ya ! Neuhe vije ur bann'h gwin kwa ! Med oh ! Vije ket re hañ !

– Vij(e) ket re

Oh nann ! Nann-nann-nann !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog