21/02/2017

Amañ ar feunteun n'ee ket dé hesk gwech e-bed 'nèi

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Hanter kant la so, lakomp, ped den a oa ba kêr am(añ) ?

Oh ! N'oun ket walc'h 'vid lar(e)d doc'h (aha)naon, pugur ba ar familh oa ahe gis-se, ar re-he oa eizh krouèdur, med ar re-he oa bet aet toud (e)tram(eg), (e)tram(eg) Rouan ha du-(ho)nt mo(d)-se ha un' digass(e)t ha an heñi-all oa 'hond da-heul. D'an amz(er), d'an amzer on 'è tri-vec'h bla, ugent vla hag a oa dow zèn ha tregont ba kêr am(añ) gi-m(añ) ha toud a'h ee da gerc'h(ed) dour d'ar puñs ahe gis-s(e), ar puñs oa komunal, ar puñs oa da kêr kwa ! Hag ar forn oa da kêr, ba kem(e)nt kêr toud oa ur forn ha neu'n ur puñs, set(e) na droad toud an dud ba enni. Ha gou(de)-se ar re-m(añ)-all wa'r ferm ahe gi-m(añ) bet d'an Anglejen, ar re-he na gwraet ur puñs o-hun ha' vïe, oh ! Jome ket dour barzh pad ar bla toud 'è

– Amañ jomè dour ?

Ba-lec'h oa ar penn-all e jomè dour, ya, med bremañ heñw vé stoc'het-toud… Stoc'het n'é ket 'nèoñ, med…

– Med pe-sort mod a lares-te am(añ) pa vé, pa vé sec'h ar puñs ? Pa n'eus ket dour e-bed kin barzh ?

Pé vé-heñw disec'h(e)t ?

– Ya

N'oun ket walc'h 'vid lar(e)d doc'h kàer (aha)naon…

– Peus ket klêt an dra-he : « Aet é da hesk » ?

Dé hesk, yeo !

– Yeo ?

Ah ! Aet é dé hesk, ya dé hesk 'ha ! Hag ar feunteun mamp lak(et) ar bomp war'nèi ba'n traoñ ahe gis-s(e), houm(añ) n'ee ket dé hesk gwech (e-)bed 'nèi 'è, gwech e-bed ! Eh peus ket bet gwel(e)t, laron, da 'r gêr oah deut d'an nec'h ahe gis-s(e) d'ar lenn ha toud ar pezh tà ket (e)tram(eg) 'r penn-all, ar re-he zigouev d'ond toud d'ar…

– Petra é ur lenn dit-te ?

Ur lenn ?

– Ya, ur poull-dour pe… ?

Beñ, beñ c'hwi, c'hwi peus ur lenn ba Uhelgoat, houzh zo ur lenn 'è

– Ur « lac » kwa ?

Pass ken bras ha houzh kwa ! Med ur lenn zo ur barraj 'vi(d) dalc'h an dour 'vid kass d'ar vel(in) en-dro kwa !

– Pugur lod lar ur l[enn]… Me ma, ba Skrigneg, ga Élise ma klêt an dra-he, hei a lar : « Me zo 'hond d'ar lenn » 'vid mond da welc'h an dilhad

Ah ya… Welc'h an dilhad vïe gwraet ba-tal ar feunteun petram ba'n nawes 'ta ! Pugur oa red da welc'hañ dilhad kwa !

– Ni lar « d'ar stêr » just a-walc'h, « mond d'ar stêr »

Petram d'ar stêr ha pé vis(e) ket dour a-walc'h ba-am(añ) vis(e) daw mond d'ar c'hanal, d'ar stêr-vras reemp d'an dra-(ho)nt kwa !

– « Stêr-vras » vije gwraet deusoutoñ ?

Ya, ba mé (???), Canal de Nantes à Brest kwa !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog