15/02/2017

An eubeul oa pell re hross 'vid ar gaseg dé zigass 'naoñ war an douar

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha lann vis(e) ràet kerkoulz d'ar c'herseg ha d'ar lon[ed], ha d'ar saout ?

Ar ?

– Ar lann ?

Lann, meus ket gwel(e)t 'h o(be)r an dra-s(e) gwech e-bed, med bet zo bet gwraet heñ ! Raog, raog oa evolüet ar c'hampagn un tamm, ya… Beñ ya, pigur vis(e), oa mïoc'h lann ba'r parkeier 'vid, 'vid melchon ma peus c'hoant kwa ! D'ar mare-se ! Seto vis(e) daw 'h o(be)r un dra menneg ga'r lann da reiñ, reiñ, drailhañ lann d'ar saout, d'ar c'herseg. Meus ket bet gwel(e)t 'h o(be)r gwech e-bed. D'ar c'herseg, ya, med pass d'ar saout

– Ah bon ?

Nann

– Ha ar lann tàè deus ar c'hleuñiou ?

Deus ar parkeier !

– Ah deus ar parkeier ?

Ah ya gast ! Had(et) vis(e) lann ba'r parkeier

– Ah bon ?

Ah ya-ya-ya !

– War ar c'hleuñiou…

Ha ar lann vis(e) troc'het pé vis(e)-heñw dow la

– Ya

'Benn-neu'n vis(e) u(he)l ar mo(d)-s(e) ha vis(e) troc'het, ur garg-lann 'vi(d) ar c'herseg

– Ha vis(e), ha vis(e) rekuper(e)t ar greun ga ur parplu ? An dra-s(e) meus klêt

Ah ! An dra-s(e) meus ket gwel(e)t 'h ob(e)r 'hat !

– Ah bon ?

Oh nann ! Nann, meus ket gwel(e)t 'h o(be)r

– Ha peus ket bet klêt an dra-s(e)

Oh nann ! Med, med ka(ve)t, ka(ve)t vis(e) had-lann ba-ti ar marc'hadourien-greun !

– Ah bon ?

Ah ya-ya-ya ! D'ar mar(e)-se lod lakè lann ba ur war(e)mm pe un dra menneg 'vid rekuperiñ ar greun heñ !

– Ha ur parkad-lann na ket un hano spessial ? « Ur lanneg », an dra-s(e) peus klêt ?

Ur parkad-lann ?

– Ya, klêt peus lar(e)d « ur lanneg », peus ket klêt ?

Nann, ur parkad, nann ur… Nann ur parkad-lann, nann, ur waremmad-lann

– Ur waremm(ad)-lann ?

Ya, med pass un hano spessial deus, deus, deus ar lann heñ !

– Ur waremm(ad)-lann vé gwraet doc'h ar…

Beñ ar lann vis(e) lak(et) kontuni ba ur, ba-lec'h oa ket kalz kourr(e), douar peus-fall kwa heñ ! Ba-lec'h oa ket voien kàer dé gaoud traou-ell, petram sterd dé labour(a)d, vis(e) lak(et) lann, voilà !

– Ya

Hezh vo ka(v)et d'o(be)r un dra menneg gantoñ

– Wa'r rojeier

Voilà, wa'r rojeier alïes, vis(e) lak(et) ar c'harr ba lost ar ros, ale hop ! Ha lann barzh, vis(e) troc'het ha traou barzh kwa ar mo(d)-s(e)… Ar mo(d)-s(e) vis(e) gwraet

– Ah ya

Med goud(e)-se ur park-lann, nann, ur waremm(ad)-lann, ur parkad-lann, nann. An dra-s(e) meus ket bet gouïet hano (e-)bed deus, deus ar parkad, na na ur mod-ell 'è. Ur parkad-ed, ur parkad-gwinizh, ur parkad-kerc'h, ur parkad…

– Ha gwech-ell, pe-sort mod zigoueè an treou pé oa ur veuc'h 'hal(añ) ?

Ur veuc'h 'alañ ?

– Ya

Ya, beñ lar(e)t peus heñ : « Ar veuc'h zo klass alañ », ahe (e)ma toud…

– Ha vich(e) ket chikour(e)t ?

Yao ! Alïes, oh yao ! Wa'r c'hampagn vis(e) chikour(e)t ar veuc'h dé al(añ) heñ ! Vis(e) fouilh(e)t ha gwel(e)t hag-eñw (e)ma mad he dreid, vis(e) lak(e)t ur gordenn war tr(o)ad ar leue ha chikour(e)t (a)nèi dé al(añ), dé zigass ar leue ar mo(d)-s(e) kwa heñ ! Med hag ar re-gozh ouïè ar jeu a-peu-prè deus an dra-se, boñ…

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h « le placenta » ?

Ar gwel(e) ! Gwel(e) ar veuc'h, gwel(e) ar leue

– Ha « le cordon ombilical », hem(añ) na un hano ?

Ar be(g)el

– Ar be(g)el

« Troc'h(et) peus ar be(g)el ? Troc'h(et) peus e be(g)el daoñ ? »

– Hag an dra-s(e) vis(e) lar(e)t kerkoulz 'vid an dud ?

An dra-s(e) 'è, 'vid, doc'h an dud vis(e) lar(e)t, ya. « Distagañ (a)naoñ » larè lod-ell, ar be(g)el, ar machin ar mo(d)-s(e) kwa heñ ! Med doc'h an… Ar mo(d)-s(e) vis(e) lar(e)t heñ !

– Ha oa ket ur mekanik dé hal(añ) ar saout ? An dra-s(e) meus klêt

Oh ! Ya, med boñ, pfff !

– Pet(r)a oa an dra-s(e) just ?

Une vêleuse kwa ! Vïe gwraet ur vêl[euse], ya… Med opopopop ! An dra-s(e), an dra-s(e) oa, ma peus c'hoant, gwech-ell oa, matre'n oa daw bi digouêt d'o(be)r traou ar mo(d)-s(e), med ar, an tammou añjeñiou, ar re-s(e) oagn ket mad (ne)med dé hrev(iñ) ar saout (a)nê !

– Pet(r)a peus lar(e)t ?

Dé hr, dé hrev(iñ) (a)nê

– Ah ya

D'ar mar(e)-s(e), me meus, meus ket gwel(e)t, med klêt meus mé dad lar(e)d d'ar re-ell, oh ya : War-lerc'h les années 45 ah(e) gis-s(e), war-lerc'h 45, 'benn-neu'n oa komañs(et) an dud da, beñ war-lerc'h ar bresel oa gwel(et) kalz traou !

– Ya

Ha an dud na bouj(e)t un tamm, ar re oa wa'n oad oa bet ba'r bresel, oa bet prisoniad, na gwel(e)t ba b(e)-lec'h-ell pe-sort-mod basseè an traou

– Ya-ya

Ha na digass(et)

– Treou modern

Joñjou ne(ve) ba'r, ba'r vro ma peus c'hoant. Hag 'è ar pezh oa, ar pezh na gwraet é komañs(et) dé amelioriñ ar rass ar saou(t)

– Ya

Gwech-ell oa kemed an tammou saou(t)…

– Saout-ru ?

Ya, saou(t)-ru, pie, pie bretonne tammou ha peuhh ! Melañj(et) toud ar rassou ha sertenamant vis(e), vis(e) kass(et) ar veuc'h d'an tarow, un tarow penn-kerniou daoñ 'vel n'ounn ket pet(r)a ha' ree ur leue doc'h, un tamm a (???) vis(e) ket an tarow machin, oa ket rass (e-)bed ha' ree ur leue doc'h, meuh ! Dé hrev(iñ) ar veuc'h kwa heñ !

– Ya

Ha ah(e) vis(e) daw kaoud ur vêleuse ba-dreñw, ur veléres. Ah ya, med ar veléres tàè 'hat ha chech war'naoñ ha torrè ar bassin deus ar veuc'h, beñ pa kemed lahañ (a)nèi ha profit(añ) (a)nèi war-lerc'h kwa heñ !

– Ah ya

Ar mo(d)-se oa

– Trist oa

Ah ya ! Ar mo(d)-s(e) oa digouêt, ya. Hag an dud na komañs(et) dé, d'amelioriñ ar rassou, ar leueou, pé tàè-hè war an douar, vis(e) un tamm mat bihannoc'h ha aessoc'h dé alañ, seto oa ket de la casse kin !

– Ar saout holstein, ar re-s(e) hal aes hañ ! Me meus bet gwel(e)t ur veuc'h holstein 'hal(añ) hi-hun

Ah ya !

– Hi-hun !

Med ar re a, 'vel re Honoré ah(e) ba'r parkeier, re, n'ounn ket pe-sort rass é ar re-s(e), blondes d'Aquitaine pe charol[aises], n'é ket charolaises, un hano-ell neus-hè. Med ar re-s(e) vé 'al(añ) o-hun ha deñn e-bed tà dé wel(e)d heñ !

– N'é ket « des montbéliardes » ?

Nann, oh nann ! Holala ! La montbéliarde, oh nann

– Ba, ba Kergloff meus bet gwel(e)t « montbéliardes »

Matre'n ya, med off… N'eus ket, n'eus ket élevage deuhoute dre-am(añ). Nann-nann ! Races à viande kentoc'h é ar re-m(añ) la charolaise heñ ! Ha la limousine neu'n, ar re-s(e)… Med ar re-s(e) vé les(ket) o-hun dé al(añ) heñ !

– Ya-ya

Me meus kalz kamaraded wa'r maes, ahe lar-hè neugn matre'n kant beuc'h, n'a ket-hè war-dro heñ ! Debrouilh ! Ar rass so ah(e) gis-s(e) hag ar sélection, vé les(ket) un tarow sélectionné gat(e) d'o(be)r reproduction ha vé ket la casse na mann e-bed

– Ha pé oa marw ar loue, pet(r)a vis(e) g[wraet], vis(e) lar(e)t ? « Un veau mort-né quoi »

Ya, beñ ma… An dra-s(e) zigoueè ha zigouev papred 'è 'hat !

– Ya

Lar, lar, lar, marw gan… Marw é-heñw, med 'barzh oa'ñw gan(e)t oa'ñw marw kwa heñ ! Voilà

– Ya ha…

Petram marw 'n-or hal(añ), 'n-or alañ. Ar c'herseg oa memes-mod 'è heñ ! Ar…

– Ya-ya

Ar c'herseg, ar c'herseg 'labour(ad) wa'r maes ah(e) gis-s(e) hag ar re-s(e) vis(e) kass(e)t wechou, ar gaseg d'ar marc'h, memes-mod, un tamm marc'h-kampagn ha' ree ur mell heubeul doc'h, ale ! Grev(et) ar gaseg 'n-or al(añ), 'n-or « troïñ » vis(e) gwraet doc'h an dra-s(e). Med keid-s(e), ga'r c'herseg 'n-or labour(a)d oa ket re risk(l). Mïoc'h oa pé oa komañs(et) an trakteurien, oa daw bi 'h aretet ar c'herseg dé labourad dé gaoud heubeulien, pigur hrevè-hè toud !

– Ah ya

Na ket-hè, zepañsè ket-hè tro-walc'h énergie kin, an eubeul tàè, brofitè toud hag an eubeul vis(e) pell re hross 'vi(d) ar gaseg dé zigass (a)naoñ war an douar kwa !

– Ah ya ! Gwelloc'h oa lak(ad) ar, ur gaseg dé labour(a)d kwa !

Exact !

– Ah bon ?


Ya, an inverse deus ar, deus ar, ar chevaux de selle quoi hein !

– Ya


Ar re-s(e), n'eus ket dañjer (e-)bed gat(e), med ar chevaux de labour, ma labour ket : Diwall ! Diwall-diwall-diwall !

– Ouïèn ket

Ah yeo ! Med brem(añ), goud(e)-se, goud(e)-se neu'n zo, brem(añ) zo des chevaux de labour ha labour ket-hè kalz 'vid 'n dra-s(e) ha vé heubeulien ha vé ket la casse gat(e). Ha blam ar rass neus amelior(e)t hag toud la génétique na 'n-om lak(et) en place dé ziwall da pass kaoud heubeulien re vrass

– Ya

Na re kosto dé zond war an douar kwa ! Ba-lec'h gwech-ell, eh beñ ar marc'h 'h ee wa'r gaseg ha choukè un' dèi hag e oa ket rass (e-)bed na foutr na rien, med 'n eubeul 'benn, 'benn oa'ñw prest dé zond war an douar, beñ oa ur sacré luron ! Ah ben ouais ! Hag ur gaseg, ur gaseg neus nerzh heñ ! Ur gaseg, me meus gwel(e)t un', ba-ti, ba-lec'h (e)moc'h 'chom brem(añ), ba-ti Guichou, tad Gabi sè. Memes-mod 'è, me meus joñj doc'h an dra-se, oan peus-yowank, oan bet ga mé dad ba-en(e) 'chikour (a)nè war un dra menneg parce que wa'r c'hampagn 'n-om jikourèmp kwa heñ !

– Ya

Ha tad Gabi lare :

« Oh ! 'Hond dé droïñ (e)ma'i, med (e)ma ket mad (a)nèi, (e)ma ket mad (a)nèi ! Deuet da, et dé wel (a)nèi, dam neu'n ! Damp dé wel (a)nèi c'hoazh a-raog mond d'ar gêr 'ta ! » Lar-heñw « matre'n mo emm un taol-lañs »

Ha 'benn-neu'n oa deuet, oa-hi 'hond, 'hond dé zigass an eubeul kwa heñ ! Oh maleur ! Ken 'h ee e dreid ba'r wareg, ar mo(d)-s(e) skoiè. Ha na ket gall(e)t, tad Bernard oa deuet 'è, ha tàè ket 'n eubeul, kar re gross oa-heñw, med pouss(et) na-hi, hardi ! Hardi ! Eh beñ sert(e)namant na-hè pet(et) ar gwazhïou ba'n tu-dibarzh ha div eur war-lerc'h : Fuitt ! Hémorragie interne ha marw

– Ha oa marw

Voilà, an dra-s(e) oa le malheur des chevaux de labour d'ar mar(e)-s(e)

– Ha viche ket gwraet « des césariennes » ?

Oa ket deuet ba'r mod c'hoazh

– Nann

An dra-s(e) oa les, 'vel vé gwraet doc'h an dra-s(e), deus tu les après tracteurs, pé oa deuet an trakteurien kentañ wa'r c'hampagn, an dud zerc'hè un neubeud kerseg dé labour(a)d, ma'hat ree re boan dê gwezh(ed) o gerseg ha vis(e), vis(e) ràet un eubeul d'ar gaseg, ah ya ! Med la casse oa deuet vounnus heñ !

– Ya

Holalalala ! Seto, 'benn ar fin, toud an dud na kompren(et) an dra-s(e). Ale hop ! Ha oa deuet les scientifiques neu'n dé, war-dro ar, 'vid, 'vid derc'hen ar rass, oa, oa, oa gwellêt la génétique 'vel vé lar(e)t 'è kwa heñ !

– Ya-ya, seleksionet oa kwa !

Bah, sur a'hat ! Ha diwall surtoud dé, dé… Eñsemin(añ) (a)nê vis(e) gwraet war-lerc'h, seto vis(e), vis(e) eñsemin(et) ar pezh pa c'hoant heñ ! Vis(e) ket lak(et) ur biketen d'ar gaseg, med boñ… Sañs(et) dé gaoud un eubeul bihannoc'h kwa heñ !

– Ya

'Vid pass kaoud la casse na, na traou ar mo(d)-s(e)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog