01/02/2017

Blew-du, blew-ru, pikou-rouss ha c'hoantadenn

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Jean Lecoulant ba-ti G. ba Kleden. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet un tammig ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha mod-ell, pet(r)a vé gwraet doc'h 'n heñi neus blew mer'n ? « Ur paotr pe ur plac'h blew-mer'n » vé lar(e)t seulam(ant) ? N'eus ket ur, n'eus ket ur pos-ell ?

Meus ket bet klêt, nann, nann…

– « Un dukard » peus ket bet klêt ?

Deus ar ?

– Deus 'n heñi neus blew du : Un dukard

Nann

– Pe un dukardes, nann ?

Nann : Blew du, blew ru… Blew ru, nann

– Blew brun, vis(e) ket lar(e)t ?

Nann, du

– Du

Du. Blew mer'n, nann, meus ket bet

– Ha pikou, pikou-ru vis(e) lar(e)t doc'h « les tâches de rousseur » ?

Pikou-rouss

– Pikou-rouss ?

Pikou-rouss

– Ha 'vid « les grains de beauté », pe-sort mod vis(e) lar(e)t ? An dra-s(e) na un hano ?

Ur greun

– Ur greun ?

Ur greun, ur greun neus-heñw war e, war e goûg, petram war e, ba-dreñw e skou(a)rn pe…

– « Et les taches d'envie », an dra-s(e) peus, peus bet klêt ? « Les taches de vin » pe « les taches d'envie » ?

Ah ya ! Oh ! Med an dra-s(e) zo, an dra-s(e) zo papred heñ !

– Ya-ya ! Just a-walc'h

Ya

– Med pet(r)a vis(e) gwraet doc'h, doc'h an dra-s(e) e brezhoneg ?

Ur c'hoantadenn

– Pe-sort mod peus lar(e)t ?

Ur c'hoantadenn

– Ur c'hoantadenn

Une envie

– Ya, ya


C'hoant, ur c'hoantadenn ya

– Klêt meus lar ur verc'h neus hi, wichou hi neus ur c'hoantadenn

Ya, une envie de fraise

– Ya


Ha tày un tach ru war, war 'n tr(o)ad petram war hi brec'h, petram war hi machin. Med 'n dra-s(e), an dra-s(e) zo papred heñ !

– Ya-ya-ya-ya

Me anev 'e, me ma ket bet klêt an dra-s(e) ahann oan deuet ur serten oad (???) ur paotr yowank 'e ha goud(e)-se meus joñj gwel un' 'è, ma lar(e)t daoñ ur wech oan komañs(et) dé c'hoa(r)i football 'e ga ekip Kleden ah(e) gis-s(e). Ha ma gwel(e)t un' ha na war e gar ba-dreñw

« Med pet(r)a peus ba, war ho kar ? » Laron daoñ ar mo(d)-s(e)

« Me, mé mamm na bet ur c'hoantadenn ! » Lar-heñw

– Ah beñ me meus un' ar mo(d)-s(e) war mé, mé dr(o)ad

Ah boñ ? Beñ voilà, just a-walc'h, pé, kalz tud neus ar mo(d)-s(e), kalz tud

– Ya-ya

Ket, med heñ 'h a… Sert(e)namant, ma dap(e)t an dra-s(e) war ho fri petram war, war ho chod, ah(e) gis-s(e)

– Ya, n'é ket gwal vraw, nann

Beñ nann hag a…

– 'Vel Gorbatcheff, just a-walc'h !

Beñ, just a-walc'h, n'é ket, n'é ket « pet(r)a din-m(e) » 'vel vé lar(e)t 'è kwa heñ ! Med pé vé, pé vé ket gwel(e)t, boñ beñ… Laron doc'h : Leun, kalz tud neus an dra-se heñ ! N'é ket un neform !

– Nañ-nann

Sauf ma tà war ho fri pe war ho chod pe war ho… Aha ! Ah ! Wechou vé lar(e)t doc'h :

« Kerzh da, da reñk(añ) ho fri pe da reñk(añ) ho skou(a)rn »

Pe, pe gi-m(añ) kwa ! Boñ beñ… Boñ beñ ar mo(d)-s(e) (e)ma heñ !

– Ha mod-ell zo derbod ?

Ah ya ! An derbod, ya

– An dra-s(e) oa ur c'hleñved

An dra-s(e) oa, ya ! An dra-s(e) oa, an dra-s(e) oa ur gont-ell kwa ! An dra-s(e) zo proche deuh ar zona, ma peus c'hoant kwa !

– Ya

Seto 'n dra-s(e) oa, an dra-s(e) oa difer's heñ ! Un derbodenn ya, vis(e) gwraet doc'h an dra-s(e)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog