19/02/2017

Gwech-all pé oamp bihen

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ganen-me, assames ga Yann-Bêr Guyader, ba-ti 'Tin ba Plonee assames ga A., ur gamarades dèi. An dra-he oa raog oa komañset an abadenn, pé oa Yann-Bêr 'hond d'eñstaliñ an traou blam daoñ d'añrejistrañ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Yann-Bêr
- Me
'Tin
A.



Ah ya ! Nin oa desket a-bred da labour(a)d heñ !

Oh ya !

A-bred oamp desket hañ !

Oh ya-ya !

– Beñ ya, med gwell vije ober i(v)e ! Gwel(e)t vije ur bern raog vije krog an dud da labour(a)d 'benn vijent a(rr)i deg la, 'benn-neuse vije gouveet ur bern treou !

Ah ya ! Ah ya !

Ah ya !

Ya-ya-ya !

– Disket ga o zud kwa !

Desket ga o zud, ya

Beñ, beñ ya-ya !

Ah beñ ya !

– Diskiñ ha diskiñ 'n-om selled i(v)e

– Ya

Beñ ya !

Deskiñ ar mod-se zo sur 'ha !

– Duzhtu ar vugale a'h ee a-rumm da rumm ma vije bern bugale ba…

Ya ! Ar re, ar re-goshañ

– Ar re-goshañ

Vïe tapet d'okup(iñ) da 'r re-vihen !

– Hag ar re-vihen 'h ey da-heul

Voilà !

Ya sur 'ha !

Ya-ya-ya ! Mo(d)-se…

– Med lod vije 'n-om okup(iñ) deus ar c'heseg 'e da unneg la

Ah ben ouais

– Da unneg la ma klêt 'e

Me zo bet ha oan ket 'zhpenn, oh ! Pemz(e)g, c'hwezeg, c'hwezeg vla oan (me)mestra ! Pugur ma zad oa ket kreñw 'nèoñ ! Heñw vïe klañw alïes ! Ha nin oa peder merc'h, set(e) pugur oa kim(ed) merc'hed toud, eh beñ vïemp tapet da labour(a)d ga'r c'heseg ha me oa an heñi goshañ ! Ah ! Sete vïen 'labour(a)d ga'r c'heseg ba'r parkeier heñ !

Ya !

Holala ! Vïen desket ga papa neuhe da glwedañ

Ya

An oged vras

– An oged vras

Ya-ya-ya !

Ha kàer vïe lar(e)d din :

« C'hwi dapo un dro bell ! » Lar papa, « c'hwi dapo un dro bell »

Med g(a)nin wechou ma dapen ket an dro bell ha cheñch tu

– Ah ! Vïe lüiet, vïe lüiet

Cheñch tu d'an oged !

– Ah ! Cheñch tu d'an oged, ya

Sè vïe daw mond d'ar gêr :

« Ale papa ! Daw doc'h dond ! D(a) chikour »

Ah ya !

Ah ! Ga'r rouler ha toud an dra-h(e) vïe, med oa ket (a) baotred ! Nin oa peder merc'h !

Ya

Ha oa daw chikour 'nèoñ raog da labour(a)d an dra-he

Beñ ya ! Sur 'ha !

Ah !

Ya

Ah ya ! Me lar doc'h, ya ! Ha me n'ounn ket (ha)g-eñw vïe des bottes neuhe ga'n dud c'hoazh…

– Vije ket !

Vije ket

Vije ket heñ !

Ah nann-nann ! Oh nann ! Nann-nann-nann

Ha boutou-koat ! Ha boutou-koat

An dra-he oa deut goud(e)-se kwa !

– Nann, vije peg an douar, peg !

Leun, leun douar duzhtu !

– Leun a zouar ! Peg ! Ha peg an douar dïonte !

Ah ya ! Stag, stag an douar deuh tro-dro d'ho poutou-koat, ya

– Ha pounner kwa !

Ha pounner, ya !

– Ha pounner ya, 'benn vije bet un' dija…

Holalalala ! Ya, ah ya

– Ha lod a'h ee war-droad 'e d'ar skoul ar mo(d)-se 'e

Ha ba'r skoul ! D'ar skoul

Ah ya !

– Ga o boutou-koat ha-toud

Ah ya-ya-ya !

Aha ya ! Ga'r boutou-koat, ya !

Hag des, des imperméables oa ket 'e d'ar mar(e)-se !

Nann, ar sac'h ! A hall bi ur sac'h

Ya, a hall bi ur sac'h war ho kein

Ah ya ! Ur sac'h, ar sac'h ludu-grich kwa !

– Ah ya ? Ya, ar sac'h ludu-grich

Ya, pugur a vïe gwraet toullou barzh ha lakeet ganomp dreist

Ya ! Beñ, ya

– Vije lakeet d'o(be)r ar c'hapuchon

Ya-ya, med ar re-he 'benn vé deg munut a vé gwlep-an-teil toud kwa !

– Gwleb-teil (a)darre !

Ya !

Ha chom gwleb pa'n de goud(e)-se !

Ah ! Pa'n de, ya

Pa'n de

– Ha dre ar gwinojennou oa

Oh ! Oh !

Ya-ya ! Ba… Nin oa ba Créac'h Madiec du-h(e) oa, oa c'hwec'h pe seizh kilometr neuhe deuh ar vourc'h

Oy !

Hag…

– Kei(d)-se ?

Ya ! War-droad bemd(e) teuemp d'ar skoul !

Oyow !

Hag a oa ur prad ba-lec'h oa dour, ur wachad-dour hag a oa-i mein, oh ! Dow wênn, oa un' pep-tu

– A-wechou vé risklet ba an dour

Red, red… Oa ket daw domp riskañ barzh deuh ar gouañ pé vïe glô war ar mein vïe gol, gwleb an treid

– Golôet

Golôet ga'n dour

– Dour, ya

Oyow !

Ha gwleb-an-teil ma zreid pa'n de toud goud(e)-se !

Ya, welet ket ? Chom ba'r skoul ar mo(d)-se pa'n de…

Ba'r skoul ar mo(d)-se pa'n de toud !

Brem(añ) (e)maint re vraw

Eh ya !

Re vraw !

– Bremañ oarant ket petra a zo mad kén…

Ah nann !

Ah nann ! Nann-nann ! N'ouzont ket, nann

Brem(añ) vegn kass(et) ga'n oto ha kerc'het ga'n oto

Ya-ya ! Duzhtu vé daw, deuzhtu vé daw chech, mond-maes deuh an ti ha d'an oto !

Duzhtu ! Duzhtu !

– An dud né owen bremañ 'e kwa !

Ah beñ voilà ! Oh ya…

– Da lesk o bugwal(e) ar mo(d)-se

Ya-ya, mechañs ya

Oh ya, n'eus ket moien d'o(be)r an dra-he kin heñ !

– Nann, deus pezh lare an dud, just a-walc'h, é blam 'n-om anee an dud a-raog

Ya !

Ya !

– Oa aes a-walc'h lesk ar vugwale da haloup(ad) ar mo(d)-se

Ah ya ! Med bremañ n'é ket héñvel, nann

Oh ya 'ha ! Oh ya ! D'ar mar(e) oa nin, nin haloupe heñ !

Ya, ya !

Petram renkemp chom ba'r gêr !

Med brem(añ) é renket diwoull 'nê, ya ! Oh ya !

Ya ! Ya-ya !

Ah ya ! Cheñchamant zo heñ !

– Ya, beteg re

Ya !

– Ya

Ya, ah ya !

– Vent ket leusket d'o(be)r mann e-bed kén…

Oyayayayay !!!

Nann

Ah ! Mo(d)-se (e)ma… Traou zo cheñchet toud hañ !

Ya

– Vé ket disket sort e-bed demp…

Nann… Nann-nann-nann ! Ah nann, vé ket sur 'ha !

Nann

Ah nann ! Ah nann…

– Oh ! Amañ zo mekanikou heñ !

Ya

– Ma heñi zo simpoc'h… Ahaha !

Ya, ahahaha !


– Eh ! Me, mate(s)e, n'on ket ken simpl ha te i(v)e, ahahahaha !

– Ahahaha ! War ur brank uhelloc'h

Oy ! Me meus choñj pé oamp ba'r skoul-ar-seurésed, ar re-he oa, ar re-he oa mechant 'Tin heñ ?

Mechant, ya !

– Ha mechant oagn ?

Ar re-he oa sévères ! Holala !

Ya

– Reut ?

Ya

Holalala, ah ya !

– Ar skol-seurésed oah ho-tiw ?

Ya ! Ah ya ! Me oa 'e, ya, ba'r skoul-ar-seurésed 'e

Ba'r velaien amañ ba'n trec'h

Ba'r veleien amañ

– Ur gouent é ?

Lojet, kass(e)t da…

Lojet, lojet oamp !

Ya-ya !

– Ha lojet oah c'hoazh ouzhpenn ?

Ah ya !

Ya ! Ya, med me oa re bell ! C'hwec'h kilometr deuh ar vourc'h…

Beñ ya ! Nin, me oa 'e mem-mod 'è, beñ ya…

Ya ! Me (e)mon ket war-hent gate ?

– Nann

Nann ?

– N'oc'h ket, ahe oc'h mad

Nann-nann, an dra-he zo… Nann-nann

– Mad-tre

Hag meus choñj pé vïemp 'hond neuhe da di-mamañ mïemp ur bann(e)-kafe petram ni yêmp d'hom lein, ni yêmp toud (a)ssames en(e) ha vïemp 'lared da mamañ :

« Ah ! Nin zo bet dresse(t) ba'r skoul ! Ar seurésed, ar re-he oa sévères ! Ah nin zo bet dre… »

« Ale-ale ! Roêt peuc'h din ! Deskiñ (a)han(o)h da labourad neugn gwraet 'e ! »

Ahahaha !

Voilà la réponse ! Atô ! Atô vïe lar(e)t an dra-he domp !

– Kuit da glemm

« Roêt peuc'h, rôet peuc'h ! Deskiñ (a)han(o)h da labourad zo gwraet 'e ! »

– Ya, n'oc'h ket sañset da glemm

Nann

Nann ! Nann, oa ket droad ! Oa ket droad…

Oa ket droad da glemm !

Oh ! Na ket emm, oa ket emm d'ond da glemm pé yêh d'ar gêr, pugur oa bet… Ah nann !

Ah nann ! Fei nann !

Nann-nann ! Ma pïe bet un taol-dorn ba'r skoul neuhe pïe un'-all ba'r gêr !

– Ya, ba'r gêr 'hat !

Ma herfe lar(e)d kwa ! Ma hefe lar(e)d, ya…

– Kemend-all c'hoazh ! Kemend-all neuse vise rôet peuc'h c'hoazh…

Ya-ya !

– Ah ya, med p(e)-rag, p(e)-rag peut gwraet neuse, 'benn, 'benn zo rôet dec'h !

Wei !

– Faote ket, faote ket dec'h lar(e)d kwa !

Nann

Ah beñ nann-nann-nann-nann ! Nann-nann-nann-nann ! Ma 'h efemp da lar(e)d, oyoyow !

Oyowyowyow ! Ah ya !

Ya !

Holalalala !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog