14/02/2017

Ka'i-sur ar reñ-he so mad 'benn eint ru mod-se !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm añrejistramant berr bet gwraet ba-ti É. ba Skrigneg assames ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

J.
É.




Me meus ket bet gwel(e)t gwich e-bed !

Meus ket bet debet biskoazh !

Nann ! Dre-amañ gi-mañ, houzoh walc'h

Nann, memes an tomatou oa divêt

Ah daon ! Divêt ya ma'hat !

An tomat matrehe oa, oa 'n-om ga(v)et en, en 1950 pe un dra mennaket ar mod-se

Oh ! Ya, un tamm benneg a-raog, pugur

Pass kalz

Me meus choñj…

Choñj a meus a oar 'tornañ ha oa a-blassou oa ma zad 'tornañ hag a ouïe ket petra oa an dud…

Ah nann !

… P(a) oa, pa oagn aet da, p(a) oa laket tomat dê…

War an daol lec'h oa kwa !

War an daol, oa toud an dud 'houll petra oa ar re-he

Ah ya ! Ma ameseg din-me zo, euh… Seizh

Ah ! Te heus un' ahe zo kozh !

Ya ! Ha hoñ oa aet d'ar bourk ur wich da di Vrenk-Mari Simon ha na gwel(e)t…

Pe oad é deja ?

97… Hag a na gwel(et) avalou ru :

« Oh ! » Na joñjet, « me zo 'hond da brenañ dow 'e, kar damaig ka(s)i-sur ar reñ-h(e) so mad 'benn eint ru mod-se ! »

Ya, med krog oa d(a) zibiñ 'nê 'n-ur zond d'ar yêr ha na ket ka(v)et mad 'nê ha chitet 'nê ba'r harzh !

Holalalala !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog