03/04/2017

Fetet hom dow-ugent la dow-ugent la so

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet tri mis so ba-ti É. barzh Skrigneg, kalz tud oa deus taol ene : M-Th. ha J. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe, Y-B. deus tu Kemper ha Tanguy Solliec.

- Me
- Tanguy
- A.
+ Ma mamm
° Y-B.
É.
J.
M-Th.



Me(d) Yves neus un tamm aksant ha 'lec'h te, barzh Skrigneg amañ, heus ket mem-mod 'vel vé…

Ah daon !

Nann, ba…

Me zo ganet ba Skrigneg

« Voilà ! C'est ça ! »

Ya, ya-ya, me zo…


Te zo ganet amañ !

Ya !

Ya-ya ! Me zo ganet amañ, ya


– Me(d) memes c'hwi hag Élise n'é ket tre memes-mod

Ah beñ n'é ket tre, nann


Ah nann ! Med me zo ganet kreis ar brusk, ar brug !

Kreis ar brug, ya !

Me zo ganet ba-kreis ar brug !

Holala !

– Hag ar re-all pe-lec'h eint ganet neuhe ?


Oh beñ…

Dec'h a ma bet…

Me zo ganet ba'r C'hoat-Bras !


Ya !

Ya !

Ha houmañ ba-mesk…

– Me zo ganet ba Lanneanou !

Ya !


Mesk ar ber'n [balan]

Ya !

Mesk ar ber'n, ya !

Ya

Ha Élise ba-mesk ar brug !

Mesk ar brug

Ya 'ha !

Du-mañ oa keme(d) brug !

Brug, ya

– Ha me é dindan ar raden

Ah bon !


Ahaha ! Eh ! Me zo sur te vé teureg en-dro dit neuhe !

Ahahaha !

Ahahaha ! Kar mesk ar, eh ! Mesk ar raden

Mesk ar raden vé an teureg, ya

Ya !

– Ha é amañ du-mañ vé ka(v)et aour war ar raden

Ah !!!

Halala ! Ya ! An dra-h(e) zo gwelloc'h ! An dra-h(e) zo un dra vad a'ha !

An dra-he zo gwelloc'h a'ha !

– Me(d) ar gwashañ toud é dreñw ar harzh

Ah ya ! Dreñw ar harzh, ya !

– Pe-lec'h out ganet ? Dreñw ar harzh !

Ah !

Ah ya ! Ah ya, pe gwraet !

– Ya, gwraet, ya

Kentoc'h vé lar(e)t


+ Gwraet, ya

Kentoc'h ! Fi ya !

Oh ! Gwich-all vije ganet forzig 'è ba-kost ar harzh pé vijent ba'r park ha 'n-om ga(v)e ene da ganañ ar bugel

Ya-ya !

Hag aseet kost ar harzh hag a vije gan(et) ar bugel ene ! Ale !

Ah ya !

Ah ya-ya-ya !

Me(d) gwreg François La Garenne ha houm(añ) n'é ket war ar bern pato na… ?

Ya… Just a-walc'h, ya

Hag Antoinette war an trotouar ba'r Gr(o)as Ru

Ba'r Gr(o)as Ru, ya ! Ya-ya-ya !


An dud pa 'n-om gav béc'h 'ha warne…

Ah ya-ya-ya !

Oh daon ! Bremañ zo lod c'hoazh hañ !


Ya

Tapet re divêt memes-mod 'è, be oa lod ha 'n-om…

Daon ya ! Daon ! Lod vé ganet ba'n oto pa vegn 'hond d'ar maternite, houzoh walc'h

Ya, ya


– Beñ kinkoulz 'h o(be)r war ar bern patates…

Pe-sort hini deus Antoinette oa ganet ba'r Gr(o)as Ru ?


Daniel, Daniel. Daniel zo ganet war an trotouar ba'r Gar Ru

Ba'r Gar Ru…

Ya ha…


Oyeyey !

Beñ ya !

– Vïe ket lar(e)t oa deut an termen neuhe ?

Vïe a-raog i var(e) !

Ya, raog i var(e) !

« Raog i var(e) », vije lar(e)t ha lod a-wichou vije lar(e)t : « Heñ oa ket i zivinou 'vel zo gleet nag i vlew 'è »

Ha oa ket daw ! Vije laret

Ya

Ya

« Hezh so deut a-raog i var(e) », vije lar(e)t


Eh ! Un' oa digourdïoc'h 'vi(d) ar re-all hag oa kestionet, oa goull(et) digantoñ :

« P(e)-lec'h out ganet ? »

« 'Tre diwhar ma mamm ! » Na lar(e)t

Halala !

– Ohoho !

Ya


Oh ! Biskoazh !

Ah ya…

Ah ya !

Beb-sort a zigouee…


Ah ya !

Élise amañ ha houm(añ) a gont ar c'haojou 'vel a ree e zad just ! Hezh a gonte mo(d)-se

Ah ya ?

Plén ar mo(d)-se 'è hag Élise zo just 'vel e zad !

Te heus bet anveet ma zad ?!

Oh ya !

Ah ya ! An dra-he zo ur gont-all !

Ya, an dra-he zo ur gont-all ! Me(d) war i hano oas papred


Ya ! Ya-ya ! Ma mamm 'h on sur kwa !

Ah ya, da vamm out sur, ya

Yves Le Roi a ouïe ket lar ha ur c'hoar-all


Ah !

'Vel lar din-me 'n-om drompen dec'h, pugur ma lar(e) daoñ oa bew da c'hoar popred

Ya-ya

Ha lare din : « Daon ! Élise na keme(d) ur breur ! » Lare din – « Daon eo ! » Laron daoñ

Daon ya ma'hat sur 'ha !


Eh ! Ha toud ar c'hoarésed neus neuhe !

Ah ya !

Ar re-he teuont ket d'ar yêr d'ar (???)


Ayayayayay !!! Ah bon !

Ah ya…

Ha neuhe, deuh ma joñj, oa bet ma c'hozh ganec'h…

An dra-he oa kontañ…

Oa 'kontañ kaojou

Daon ! Me(d) lar(e)t ma daoñ oa gleet dit be deut da-heul 'e Élise !

Ya-ya !


Eh !

Ya-ya !

Me oan ket 'hond ! Ar re-mañ oa 'h essañ kass aha(n)on (a)ssames gate da…

Daon n'é ket ! Me(d) blamed da Mary

Da fetiñ ar pevar-ugent…

« Daon ! » Laren dê, « med meus ket pevar-ugent ! »

Eh ! Pet(r)a zo kaos (e)maint toud lar 'h essañ lak aha(n)on-me koshoc'h 'vid a'h oun ?!

Ah ya…

 – Peus ket joñj pe-sort mod ta respontet da Yann-Bêr ba'r radio ?

Daon ya ! Eh ! Pa oan aet da wel(e)d hag a lar diñ, klêt ha 'naoñ ? A lar diñ mo(d)-se :

« Ah bon ! Te zo gleet dit c'hoazh kontañ » lar diñ « ur wich-all »

« Ya ! »

« Deus ma hounn neuhe » lar diñ « out ur bla ha pevar-ugent »

« Pet(r)a ?! » Laron daoñ, « ur bla ha pevar-ugent !!! Añfin meus ket 'ha ! » Laron daoñ

Ah nann !

« Nann ! Meus ket pevar-ugent la ! » Laron daoñ, « pet(r)a zo kaos » laron daoñ « oc'h toud àh essañ lak aha(n)on koshoc'h 'vid a'h oun ?! »

Ya

– Ha ba, ba komañsamant oa !

Eh ! Ha me lar, an dra-he oa ar gomz kentañ :

« Ha me » laron daoñ « a ga(v)e diñ a reen yowank deuh ma oad ! Ha c'hwi zo é lak aha(n)on c'hoazh dow pe dri bla koshoc'h ?! »

– Dow pe dri ?

Hañ ya ! Dow, dow…

Beñ dow, pugur neus ket, neus kemed naonteg c'hoazh hañ !

Nann, meus kemed naonteg c'hoazh

Beñ ya !

– Pass tri

Nann

Nann, med lar(e)t ma dow pe dri

Ya

Ya-ya-ya-ya !


Blamed da : Dalc'hmad vé gleet lar(ed) un tamm bihen mïoc'h ! Houzoh walc'h

Ya

– N'out ket pell kin hañ !

Nann, (e)ma ket pell

– … Dow pe dri kichenn pe-sort oad i(v)e


Ya

– Ya, matresse oa me an-heñi na laret fall daoñ… Meus ket choñj…

Lar(e)t fall oa daoñ 'ha !

– Me lar(e)d, ma lar(e)t pe(va)r-ugent pe un dra mennaket ar mod-se

Te matrehe 'n-hi(ni) a na lar(e)t se ?! Ah !!!

– Ah ! Pe(va)r-ugent pe…

Hemañ an-hi(ni) na…

Ya ! Na lar(e)t se, oa…

– Heñ oa 'n-hi(ni) zo kaos !


Ya !

Hemañ 'n-hi(ni) zo kaos !

– Me(d) oa ket lar(e)t din-me !

Ya, me(d) Élise n'é ket pevar-ugent, nann


Nann !

– 'Benn tri mis amañ

'Benn tri mis amañ, med…

Ya, med an dra-he zo 'benn ur bla !


– Ur grennardes


'Benn ur bla

An dra-he zo 'benn ur bla !

Ya-ya ! 'Benn ur bla (e)ma an dra

– Ah ya !

+ Ugent la zo 'tressomp


Ya, ugent la

+ Ugent la

Ah ya…


Just ugent la

Ah ya ! Ya

+ Ha me vo tri-ugent


Holalalala !!!

An dra-he zo yowank-tre !

Ya, an dra-he zo… Eh houmañ zo 'tond war ar (???) !

Pa 'h amp da joñjal

Ya, hom re-ni zo passeet

Alala ! Ni, pa 'h amp da joñjal mamp fetet hom dow-ugent la dow-ugent la so…

Ya ! Sur ! Me lar dit…

Pa kemed choñjal…


Pet(r)a ra an dra-he ?!

Holalalala ! Biskoazh !

Ya, neuhe oah yowank !

Hañ ! Neuhe oamp yowank !

Ya

Ha brem(añ) é dow-ugent la so

° Ya, koshaad a romp heñ !

Ah ya !


Oh ! Te zo yowank c'hoazh !

° Deg-ha-tri-ugent !

Eh ya ! Med an dra-he…

Deg-ha-tri-ugent : An dra-he so yowank

Ya, beñ yowank é mem(e)stra !


Me(d) memestra ! An dra-he zo un tamm mat, e(rr)i en oad a'h omp, deg la zo…

Ah ya ! Deg la zo kalz

Halala ! Ah ya !

Ya

Pevar-ugent, holala ! Ya


Boñ ! N'é ke(t) (a)n oad a ra !

Nann, nann

Pet(r)a ra an dra-he… Oh !

Nann-nann !

– Ar yec'hed, ar yec'hed 'n-heñi a ra

Ar yec'hed, ya !

Ar yec'hed

An oad…

Ya

… A lar mann e-bed, med ma'g out mad ha yac'h beñ…

Beñ ya, gwel(e)d a res a vé re-yowank ha' negn ket a yec'hed

Nann

N'é ket braw dê 'è, kara ?

Nann, n'é ket, sur !

Ha gwech-all n'ee ke(t) (a)n dud da gaoud o medussun hañ !

Nann

Ah nann 'ha !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog