10/04/2017

N'houllent ket gwel 'ha'on mond ga o mab

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Tanguy Solliec ba ti-M-Th. barzh Skrigneg, oan ket bet pé ma ankoueet pe-sort devezh oa... Be oa un neubeud tud deus taol : É., J. & M-Th. deus Skrigneg, Y. deus Pluskelleg, A. deus Lanneanou, ma mamm deus Plouïe ha Tanguy. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Tanguy
- A.
+ Ma mamm
* Y.
J.
M-Th.
É. 




Élise na ka(v)et François 'hond war i dreig 'è ha na despunet 'naoñ…

Ah ! Ga ma oto !

Ah ya

Ya !

Ga hi oto !

Oh ! Ah, med…

Ha ha permi e-bed d'ar poent-s(e), Élise, na sort e-bed !

Nann 'ha !

Nann na ket emm, oa ket kaos permi (e-)bed

Nann-nann, Élise 'h ee ga'n oto heb permi !


Nann, an dra-he vich(e) ket goullet !

Nann !

Me, me gondüe an oto da bemzeg la !

Ya

Ha heb permi e-bed na mann e-bed

Heb permi (e-)bed, ya… Ya ha gad, gad hi gwas…

Hag ma gwas, houzoh walc'h ha toud ar re dre-amañ a'h ee d'ar ba(l)iou in bissiklèt !

War o zreig !

Pe war o zreig


Sete me ma destumet hemañ ba ma oto !

* Ah ga(st) !

Me lar dit

– Ar mo(d)-se oa sur e viche chomet

Me lar dit ar re-all, heñ oa ket 'hond da dap i vissiklèt goude !

Nann !

Hag ar pezh a ma gwraet é lak anaoñ da gondüiñ !

Ah ya !

Ah ! Izhpenn ?!


Ya ! Ha lak anaoñ da gondüiñ, me lar daoñ… Choñj meus oamp bet ba'h ar bal barzh Plouinio !

Hopala !

Oh !


An de-se oa morenn 'è…

Ah !

* Oh gast !


Ha me lar daoñ :

« An dra-he so dañjur(u)s ! Ma ! » Laron daoñ, « n'on ket sur da, n'on ket re sur da… »

Da gondüiñ

« Heus ket c'hoant ? » Laron daoñ

Hete hañw na tapet…

An oto

Med goude oa ket, oa ket voien da…

Nann

Ha da Wern ar Garon


Kàer na i vamm mond da Santes-Anna da…

Ya, d'ampech anaoñ d'ond ga Élise !

Pugur hou[zh], i vamm, i dud a houllent ket teuche ganen-me ! Pudur hañw oa ur pennher ! Hag a na un neubeud parkeier ! Ha me ma mann e-bed ! Ahaha ! Eh ! Ha hañw oa gwraet ur listenn daoñ

Holala

Ur listenn

Ga piw mond !

Ya


Ah, med re-wir é hañ !

Ha gwir ! Me(d) ya-ya-ya !

Gwraet ur listenn daoñ ga pe-sort merc'hed dañsal !

Ya

Ar merc'hed oa toud pennherésed ha met(r)amant na pe-a-dra pe un dra mennañket ar mo(d)-se, kompren a res ?

Ya

+ Suzanne oa war ar listenn heñ ?


Ya, Suzanne oa war ar listenn

Suzanne oa…

Hag a deus, deuh ar re-he na selle deus hi(ni) (e-)be(d) !

Nann

– Ahaha !

* Oyow !


Oh ! Med re…

Piw é ar re oa war ar listenn neuhe Élise ?

+ Suzanne


Daon !

Ar re-benvi'g !

Eh ! Ha hañw na lar(e)t diñ, me(d) memes i-hun

Ya

« Ah ! » Na lar(e)t dê, « da beked am(añ) meus bet jilowet ahan(o)h, me(d) ahe bremañ : Me ray ma choaj ! » Na lar(e)t dê hag a vije…

'Hond da lar(e)d dit, oh ! Lar(e)t meus bet se dec'h, me(d) me gav re fentus an dra-he

Hag a neuhe ! Petra oan 'hond da lar(e)d deja ?

Vije küet i zilhad daoñ

Kü(e)t i zilhad daoñ


Ah ya ! Küet i zilhad daoñ blam(e)d daoñ pass dond d'ar bal, pa ouïe lar teue ganen-me… Me(d) ar gwellañ toud ! Pudur neuhe teue, pudur oa chom, oh pass pell !

Nann ! Pass pell ahann : C'hwec'h kilometr a-peu-prè

C'hwec'h kilometr hag a-dreus dre di-Jeanine amañ hi-mañ

Ya

Ha 'n-om ga(v)e du-m(añ) in bissiklèt, mod a vije vije ! Ha du-mañ, houzoh walc'h, me ma un tad, houzoh walc'h hag a oa seder hag… Heñ ? Tal-kichenn i dud daoñ… Ha pa teue vije in imor vad, houzoh walc'h

Holala !

Hag a blije daoñ dond ! Sete a teue war i dreig, oa ket red demp mond d'ar bal !

Nann

Daon ! Neuhe, houzoh walc'h, ma ket emm da gaoud owen la'h eche ga'r re-all !

Nann-nann-nann !

Sete ! Un devezh ma lar(e)t d'i dad, oan fachet deuh i dad, oa ganiñ ba'h ar bourk ahe

Ah ya ! Divêtoc'h neuhe kwa !

Divêtoc'h !

Ya

An dra-he oa…

'Benn-neuhe oa…

… Kalz divêtoc'h ! Pudur…

Ya, ya

Sete oamp ba'h ar gujun ; Jean Lallour zo ahe papred test !

Ya

Hag a oa 'chilou (a)ha(no)mp ! Sete me lare da Jean :

« Hemañ gav daoñ » laron daoñ, « é gwelloc'h (e)vi(d) ar re-all toud ! » Laron daoñ mo(d)-se. « É digourdïoc'h (e)vi(d) ar re-all ha gwelloc'h ! »

« Bremañ 'h an da lar un dra dec'h ! » A laron daoñ. « Pet(r)a so kaos a güoc'h an alc'ho deuh ho mab ? » A laron daoñ, « pa ouïoc'h lar teue ganen-me ! A gav dec'h oc'h gwelloc'h (e)vi(d) ar re-all ?! Me(d) ahe pa gwraet an hi(ni) vad ! Kar me » laron daoñ, « vije stad en ennon pé vije küet an alc'ho, pudur teue da ma c'haoud d'ar yêr ha ni bassee an noñs ba'h ar bern-foenn ! »

* Oh ga(st) ! Oh gast ! Ma !

« Beañ sur ! Me 'ha » laron daoñ, « ni vije braw ene » laron daoñ, « ba'r bern-voenn, tomm demp ! »

Oa ket emm da…

Me(d) re… Goull diga Jean !

Ya

Demandez-lui si vous voulez…

Gleet oa bet lar(e)d da Jean dond


Ha neuhe me, Jean…

Oa ket emm da cheñch an dilhad (e)vid mond !

Nann ! Hag a Jean lar diñ :

« Mais tu l'agresses ! »

« Mais, Jean ! Je l'agresse pas » j'lui dit, « eh pudur a laron ar wirione daoñ ! »

Nann-nann, ma ket bet klêt gwich e-bed c'hoazh, nann

Ah nann 'ha ! Me lar dit oa ene… Ah ! Me lar dit ree ur penn, me lar dit ! Oh ! Meus ket bet ankoueet an dra-he, biskoazh kemend-all ! Kara, Jeanine ?

Me(d) an dra-he zo gwir 'ha !

Ah an dra-he zo gwir 'ha !

Küet a vije an alc'ho zo blam daoñ pass tap i zilhad kwa !

Ya-ya-ya !

Pass tap i zilhad gantoñ

Beñ ya !

Holalala…


Fentus é memes-tra, kara ?

Ah ya ! Gwel an traou, ya

Eh ! Me(d) memes ga ma mab oa meh-mod 'è : Ma mamm-gàer ha ma zad-kàer, pa na gouïet la'h ee ma mab gad an hi(ni) oa deut gwreg daoñ goude

Ya-ya-ya !

Blame na dow, dow vugel

Dow vugel

Ah !

Ha oa ket mad 'è, houzoh walc'h


Eh ! Oa ket mad 'è, houzoh walc'h

Ah ya

Ha neus deja dow vugel ha (e)ma 'hond ga hoñzh hag a neus ur choaj ar mod-all ! Me(d) an dud a'h a ga'r re blij dê !!!

* Ya

Ah daon ya !

Ya

Ha neuhe matresse hezh, Élise, me lar an dra-he bremañ, pugur bremañ, houzoh walc'h, a-wichou vegn bet ur c'hrogad gad un' hag a cheñchont


Ya !

Me oa ur mab-bihen na lar(e)t din un devezh, me lar daoñ « mais tu vas pas rester comme ça ! » Ma lar(e)t daoñ oa daw daoñ sortïal kwa ! Pugur oa bet sa(ve)t ar jeu etresse !

Ya !

Boñ oa bugel (e-)be(d), oa ket sañsubl !

Me(d) goude vé, goude vé…

Me lare daoñ oa daw daoñ mond da (???), na lar(e)t din : « Ya, me(d) te ouïes ket petra vé ka(v)et bremañ » lar din, « ma ga(v)es un', matrehe (v)o tri-pe(va)r bugel ! »

Ya !

Med, a oad vé ket gouïet na sort e-bed

Nann-nann

Nann-nann-nann-nann-nann !

Nann-nann, me(d) daon ! 'Ma 'n-om…

Me(d) houmañ oa ur plac'h, i wreg, Jea[nine] ?

Ah ya ! Ur plac'h 'vel zo gleet, ya !

Ah ya ?

Oh ! Oa ket voien daoñ da veañ koueet gwelloc'h !

Koueet gwelloc'h hag ur plac'h chentil ha-toud kwa !

Hag ur plac'h chentil

Ah ya !

Hag ur plac'h kapobl ! Hag a gement mod oa toud !

Ah ya ? Beñ ya, ya-ya

Me(d) 'n-om ga(v)et ar c'hleñved warne 'è, houzoh walc'h

Daon ya ma d'o(be)r !

Ya-ya ! An dra-he zo sur !


'Vel a zigoue kalz a blassou

Daon ya !

Eh ya ! Sur 'ha !

Ya, ya


Na ket bet chañs…

Nann-nann

Me(d) añfin ! 'Vi(d) lar(e)d dec'h 'vid mamm-gàer ahe : Mond a ree da Santes-Anna, da bidiñ Santes-Anna, mond a ree war hi zow[lin], war i [venn-dowlin]

Boujïennou vije lakeet ha beb-sort…

Eh ! Me meus choñj ur blavezh, amañ hi-mañ ba'h an ilis oa ar mod neuhe, vije kest an neud !

Ah ya !

Ah ya ! Me zo bet 'h o(be)r ! Me zo bet 'h o(be)r !

Te n'out ket bet, Élise ? Kestal…


Daon eo ! Ha oan laket ha oan aet !

Me zo bet 'è

Da gestal 'n neud ! Ha mamm-gàer, memes, na trôet hi fenn 'n tu-all p(a) oan 'passeal, fi ! Oa ket derbet dèi…

Ah ! Ha oa ket bet 'kerc'hed ?!

Oa ket bet 'preniñ 'n neud diganes


Oh fi nann ! Na laket gwenneg e-bed ba'h ar plad !

Hopala !

* Hañ ga(st) !


Me ma c'hoarzhet ! Daon ! Me ma joñj(e)t « ur plac'h hag a zo 'hond d'an ilis ha (e)ma, ha (e)ma war benn hi dowlin pa'n de !? »

Ken pinvi'g…

Hag a dreus…

Oh ! 

– N'out ket bet 'chouchañ dreñw ar santes-koat ?

Nann

– Laket ur grampouênn ba da hinou ?

Nann

– Ha da respont dèi ?

Ya !

– 'Vel é barzh ar rimodell Yann ar C'hoat-Bras ?

Aha ya ! Gwir ! Ah ya ! Gleet oa din beañ gwraet, ya ! Oh biskoazh kemend-all !

Ah ya…

Na biskoazh 'è…

Ya-ya

+ Ha deut, Élise, deut oa d'ar friko ?


Oh ya ! Me(d) deut oa d'ar friko, me(d) me lar dit oa ket 'n imor vad hañ !

Ah nann 'vat ! Nann

Hag a oa ket bet 'kass hi mab d'an ilis !

Nann

Ah ! Oa ket bet 'kass…


Nann ! Ha na, Marie Jouannet i vàerones, na kasset anaoñ

Ah ! Oa bet

Ya

Hag a…

Eh ! Hag a nagn… Me lar dit oa ur penn warne ha ni c'hoarzhe, ma haotr-kaezh, hom-dow ! Eh, me(d) fentus é, kara ? Oh me(d) eh…

Ya

Ha deus taol, pa mamp gwel(e)t, 'benn oamp aet deus taol, pudur ahe oa ar frikou, houzoh walc'h

Barzh ti Mari Gwegen oa

Ya


Barzh ti Mari Gwegen, ah beñ a mamp lar(e)t, François ha me :

« Toud ar re-gozh a'h ey d'en un tu, hi(ni) (e-)bed deuh an daol ganemp ! »

Ha laket toud ar re-yowank a oa

Ah ya-ya !

Beañ oa Françoise Henaff oa, ma oa ma…

Ya, ya

… Ma vlac'h-enor

Yowank

Ma vlac'h yowank

Ya

Thérèse Pirou, Hélène Co… Toud ar re-he ! Pudur ar re-he oa kamaradésed din, deuh an daol ganem-ni

Ah ya ! Hag ar mod-all

Hag ar re-all oa laket 'n tu-all oa…

* Gast ! Ma'hat oa stal ennoñ…

Oh ! Me lar dit oa, oa… Ma oa ur penn-du warne raog neuhe ha touchet dê !

* Ah ya ! Ah ya !

Ha pa oa kost an ilis, da dad oa badiner, houzoh walc'h

Ya

Hag a na 'h esseet taped-krog ba bréc'h da vamm-gàer, paotr-powr ! Diharpet na 'naoñ !

* Ya, diherpet


Eh ! Ha, ha na 'h esseet 'è, houzoh walc'h, bon !

Ar mod oa d'ond, houzoh walc'h, ga'r, ga'r vamm-gàer 'è, houzoh walc'h

* Pet(r)a-pet(r)a ?! Oyow !

Ha…


Me(d) daon ! Daon ! Ar re-he, koulz ha me, na oagn mann e-bed 'è !

Daon nann-nann !

Ha Yves, pugur, kement da vadinañ, na tap(et) hi bréc'h : « Ale ! Damp 'ta Mari ! » Lar dèi, paotr-powr !!! Hi sa(v)et war…


Oh ! Set' amañ un dirantes 'ha ! Ah ! Set' amañ un dirantes !!!

Ah ya, ya-ya

* Ya


Oh ! Pa'h añw da joñjal ba'h an dra-he, kara ? N'é ket, fentus é

Holalala ! Beb-sort… Ya, me(d) daon ! N'é ket te é müoc'h 'vi(d) ar re-all, Élise ! Gwich-all, houzoh walc'h, vije mo(d)-se

Gwich-all oa ar mo(d)-se !

– Mo(d)-se oa !


Ah ya-ya-ya-ya !

Memes-tra ! Ha ma lar(e)t daoñ, d'an hi(ni)-kozh !

Ah ya

« Ma ! Mond a rañw da lar un dra dec'h ! » A laron daoñ

Di-raog, di-raog Jean, an de a oan, oan à kontañ gantoñ

Ah ya ! Ya

« Remersïañ rañw 'han(o)h ! »

* Ah ya

« Ah ! »

Laron daoñ : « Remersïañ rañw 'han(o)h ! Remersïañ mad ! Kar » Laron daoñ « da veañ gwraet ur mab mod a heus gwraet ! »

* Oh gast !

« Hañ ya ! »

« Kar » laron daoñ « ma n'añw ket mad, re vad ganec'h : Ga ho mad 'h añw, me 'h a mad ! » Laron daoñ

Ah ya !

* Ga(st) ! Gast, ma'hat neuhe, c'hweet é ar ble(w) war'naoñ !

Ah ya ! Ma'hat a ree, ya !

Holalala !


Biskoazh kemend-all !

Hañ ya ! Biskoazh !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog