13/04/2017

Patates d'an dud, d'ar saout, d'ar c'heseg ha d'ar moc'h

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dow zevezh so ba-ti É. barzh Skrigneg, be oa É. ha J. ene ha deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É.
J.



– Med me ma choñjet ba un dra, pugur é deut ar mar(e) : Bremañ, ar patates

Ya, bremañ ver 'lakad

– Ya

Lakad patates

– Ya ha 'h o(be)r war-dro kwa ! Pet(r)a vé gwraet, just a-walc'h, ga'r patates bremañ ?

Pet(r)a vé gwraet ga'r patates bremañ ?!

Oh daon 'ha !

– Mis-ebrel

Daon ! Dibiñ vé gwraet deusounte, vé ket ?

Ahaha !

– Ya pé jom c'hoazh un tamm, me(d) ga'r re-neve ? Ga'r re vo laket ba an douar ? Pet(r)a vé gwraet bremañ ? Pet(r)a zo d'o(be)r ?

Ah daon ! Lak anê ba'n douar !

Hañ ! Ya !

– A-raog ! A-raog, a-raog !

Prepariñ an douar !

Ah prepariñ, ya

– Ya, me(d) a-raog c'hoazh, ga'r patates ?

Ah !!! Lak anê da voutañ !

– Da voutañ ?

Ya

Just ! Ya

Lak ar patates da voutañ

Ya

– Vé ket lar(e)t « da gellidiñ » amañ ?

Ah nann…

Da bet(r)a ?

– Da gellidiñ

Da gellidiñ, eo ! An dra-he vé lar(e)t 'è, me(d) pass, pass 'benn vé prest da lakad 'nê ba'h an douar, vé ket lar(e)t kellidiñ : Lar(e)t a vé pa vent ba ar sac'h pe ba ur bessel

Ya

– Ya ha kellidet

« Kellidet eint » vïe lar(e)t, sell vije tenn(et) ar c'hellid kuit 'benn dibiñ 'nê kwa !

– Ya ha mod-all vegn, vegn laket da voutañ

Ya !

Hag ar c'hellid kozh, ma vé re hir é red da lemen 'nê blamed dê da hadbouto c'hoazh

Just ! Just, ya

Pad ar goañw vé, vé red da, wichou vé red d'o(be)r ur wich pe diw

– Ya-ya

Pa 'n-om gav…

Re hir, houzoh walc'h

Re hir

Ya, ya !

Ha vent…

– Ha ba pet(r)a vijent, vijent renket ?

Daon ! Ba ur gleietenn ! Ba ur c'hached, ba ur c'hached

Ba… Ya, ur gleietenn, kleietennou

– Ya

C'hoazh, me lakee ma re barzh hanter mis-kenver ba ur gleietenn

Ya

Da voutañ

– Ah ! Ken a-bred-se ?!

Ah ya !

Ya, daon ! Daon ! Med me zo 'hond da gaoud patates deja da zibiñ ! Ba'h ar sèr

Laket…

– Laket ba'r sèr ?

Ya

Ya

– Pugur ni, ni oa 'h o(be)r, just a-walc'h, bout(añ) ar patates, lak anê ba kachedou

Fidendoue !!!

Bremañ c'hoazh ??

Ah ! C'hwi zo kalz re divêt !

Ah c'hwi, c'hwi zo re divêt, ya

– Ah, med…

Oh !!! Me(d) c'hwi, c'hwi rato…

– Laket vé ar patates fin mis-ebrel ba, ba an douar

Eh ! Me, a(-ho)nt hi-(ho)nt oan ba'r jerdrin hi(s-ho)nt, ar patates zo mo(d)-se deja !

– Ah ya ?

Beñ ya ! Ya, me meus laket ma re ahe, ar su'n-all ahe meus laket ma re kwa ! Ba an dou(a)r !

Oan à lared dèi : Ma vijoc'h ket deut e ma sa(ve)t dou(a)r dê deja un tamm

Ar mo(d)-se ma teu rew ha pa vé sa(v)et dou(a)r dê n'a ket rew warne ken vounnus

Hag a oan à choñjal sevel dou(a)r dê ha lakad ur…

Ur bach warne

Ur, un tamm voile warne goude pete-goûd, kar bremañ momp rew c'hoazh hañ !

– Ya, ya, me(d) pet(r)a vé gwraet deus an dra-he just a-walc'h « les saints de glace » ?

Pff ! Daon ! Pet(r)a vé gwraet deuh…

Ar suilh-raden !

Ah !!! Ar suilh-raden ?!

Ar suilh-raden

Memes an dra-he a suilh ar raden ?

Ya, ya

Ah ! D'ar poent-se ?

D'ar poent-se, ya ! Ar suilh-raden vije gwraet deus an dra-he

– Ar suilh-raden

Hag an dra-he zo divêt-tre !

Ha peut keme(d) gwel, ar raden pa vent suilhet, beñ 'h a du toud hag a goueont

– Ya, ya-ya-ya !

Hag ar patates a goue da-heul pa vegn…

Ya

Ya, ya-ya, an dra-he…

Ah ! An dra-he ouïen ket, weles ket ?

Ah weo ! Se zo sur !

– Ha just a-walc'h, blam da se zo ur mar(e) blam da lak ar patates ba an douar kwa !

Ya-ya-ya !

'Tro ar bemzeg deuh ar mis-mañ vije lar(e)t, vije ket ?

Oh ya ! Pa oan 'telc'hen-dou(a)r me lake, me lake ma re 'tre an ugent ha fin ar mis

– Beñ pezh, pezh vo gwraet ganemp just a-walc'h

Ya, me(d) n'o ket…

Da lak anê ba an douar, ya ! Med te ma n'é ket boutet da re !

– Yeo ! Boutet eint

Ah ya

Hañ ! Boutet eint !

Ya-ya

– Ya-ya, boutañ ha tenne(t) oa…

An hi(ni) kozh kwa !

– Ya-ya-ya, pugur oa hadtapet 'è ar patates deus an eil blavezh d'egile

Ah ya-ya-ya-ya-ya ! Ah ! Mad é neuhe !

Ya-ya-ya !

Daon ! N'out ket re divêt ahe, an dud so 'lakad patates bremañ 'e

– Ah nann-nann, me(d) ma mamm a oar, oar ar mod memes-tra !

Ya !

Oh daon ya ! Ya-ya !

– Me(d) just a-walc'h pe-sort mod vije preparet an douar gwech-all ?

Ah daon 'hat ! Trôet a vije ga'r braban gwich-all !

Ya, gwich-all

Ya

– Ya

Ha goude vije grifoniet ha vrèset ha merket neuhe ga ur machin…

Ya

Da verko kwa !

Ya

Ya !

– Ha pemzete raog pe just a-raog ?

Ah nann !

Hañ ! N'é ket ! Dizhtu !

Nann, an de a-raog, an de a-raog ya !

An de war-lerc'h vijent lakeet !

Ya-ya-ya !

– Ha vij(e) ket laket ludu ga'r patates ?

Daon !

Temz ! Temz vije laket

Ya

– Temz ?

Ya

Un tamm temz vije laket, ya

– Med pass ludu ?

'N hi(ni) na ket (a) demz lake ludi ! Gwich-all, houzoh walc'h, tou'n dud na ket aes da gaoud temz

Ya

Beñ nann ! Ha vije laket ludi sur !

– Ga ma mamm-gozh vije laket ludu

Ah ya !

– Ni lak ludu papred

Ya

– Ga'r sailh ha…

Ar ludi zo mad 'vi(d) an traou toud !

'Vid toud é mad ar ludi ! Ya

– Da welc'hañ an dilhad 'è

Ya, ya !

Ah ! 'Vid birviñ an dilhad, ya

É mad 'è ha d'o(be)r kalz a draou !

– Ha memes ar fourchetesou hag ar goutilli ha tou'n traou

Ah ya-ya-ya-ya !

'Vid puriñ an traou toud kwa !

Ya !

Ya

Ha surtoud ar chidourenou ha toud !

Ah ya ! É mad ar ludi, ya

Ya

Ya-ya

– Me ma klêt ur wech ga un' ha' na laret din-me vije gwraet « plass ar ludu », ba serten kêriou vije gwraet « plass ar ludu » deus ar plass, pugur vije gwerzhet ar ludu war ar plass, just a-walc'h

Hañ bon 'ha ! An dra-he meus ket bet kleet !

Nann, meus ket bet kleet, gwich-all…

Kar neuhe oagn powr memes-tra !

Ya, me(d) daon… Ya

Ha 'vel vé lar(e)t : Ar re-he oa powr-du !

Ya, beñ toud an traou oa mad da werzhañ gwich-all heñ !

Memes ar c'haoc'h-yir !

Ya

– Pe kaoc'h-keseg, med kaoc'h-keseg vé gwerzhet papred

Ah ya ! Vé gwerzhet papred

– Ah ya-ya-ya !

Ah ya-ya-ya !

– Hag a vé klask war o gorr(e)


– Sïer kaoc'h-keseg !

Ya-ya-ya !

Ah ya ! Memes ar c'haoc'h-yir, houzoh walc'h

Eh ya, gwich-all ahe vije gwraet komers !

– Ha mod-all 'vid ar patates, just a-walc'h, pe-sort mod vije gwraet 'vid lak ar rengenn war-eñwn ?

Oh ! Beb-sort mod, vijent ket dalc'h-mad 'è

Oh ya ! Vijent… Nann-nann, vijent ket dalc'h-mad war-eñwn

Eh ! Daon 'ha ! Le coup d'œil ! An taol-lagad !

Daon ya ! Pa vije gwraet ga an treñch, beñ vije lak(et) ur lass wichou

– Ya, ur lass, ya

Ah ! Te heus bet gwel(e)t lakad ?

Ah ya

Du-m(añ) vij(e) ket laket lassou

Ah nann, eo ! Du-m(añ) vije gwraet wichou

Se zo kaos, wichou 'è 'h eent un tamm…

– Ah nann

Ya, vije lak(et) ur lass hir hag ur…

Me lak ur lass bremañ, ya !

… Ur, un tamm koat ba peb penn

– Ba peb penn, ah ya

Ya


Ya !

Ha sell vije heuilhet ar lass, sell neuhe vijent war-eñwn, houzoh walc'h

Ya !

Ah ya !

Me, ga an treñch, ra…

Reou vihen

Ya ! Reou vihen !

Ya-ya

– Ha pegen don vije daw kreusañ ?

Oh ! Pass ken don-se, a-peu-prè mo(d)-se, 'vel ar werenn ahe

– 'Vel ar werenn ?

Ya-ya !

Ya, n'é ket gwelloc'h goude vé don !

Nann !

Pudur vé sa(ve)t dou(a)r dê goude, houzoh walc'h

Ya ha pa vent laket re don vent pell 'tond maes an dou(a)r neuhe !

Beñ ya ! Neuhe vent pell 'e

Ya

Ha pudur vé sa(ve)t dou(a)r dê

Ah ya !

Sete a-blassou memes, bremañ a lakeont kemed, a bosont 'nê mo(d)-se hag a lakeont plous warne

– Ah ya, war an douar kwa ! War-horr(e)

War an dou(a)r, war an dou(a)r !

– Ah ya ?

Ya ! Me(d) barzh ti Pascale Fèvre a(ho)nt

Ah daon rent gwrïou mo(d)-se neuhe, war an douar ?

Ya-ya-ya-ya-ya-ya ! Na laket plous gwinizh-tu warne

Ah ya

Gwel a res ?

– Me(d) pe-geid oa etre ar momed pé oa laket ba'n douar hag ar momed vije sa(ve)t an douar dê ?

Oh !

Daon ! An dra-he zepand ! Pudur ba ar patates, houzoh walc'h, so lod hag a zo a-bred

Ya

Ha lod ha' zo divêtoc'h

Ya

Pudur zo beb-sort ! Beañ zo patates abretoc'h an eil 'vid…

Ah ! An eil 'vid egile, ya-ya !

Rummachou…

– Ha soñj peus deus ar rummachou oa ? Patates amañ

Heñ ?

– Ar rummachou oa gwech-all ?

Ah ya-ya ! Daon 'ha ! Digentañ ar re-gentañ oa deut oa ar Bintje kwa !

– Ar Bintje ?

Ya

Bintje, a-raog vije patates ru

Ya

– Ya

Ha neuhe un'… Re, re-wenn, ar re-he oa Abondances vije gwraet deus…

Ya

– Abondances, n'é ket d'ar moc'h vije rôet ?

Ya ! Ya

Ya

Me(d) daon ! Gwich-all ni mamp kemed ar sort-se digentañ, ar Bintje oa ket aneet neuhe kwa !

Brem(añ) zo 'zhpenn hanter-kant !

N'ouzon ket ped, pwah ! Beb-sort, ya

– Me(d) n'eus ket kalz, pugur deus, deus ar pezh so, n'eus ket kalz heñ ! Pugur zo…

Oh eo-eo !

– … Tost pemp mil rummad-patates

Findendoue-doue !

Ohoho !

'Tre toud kwa !

Gwir ?!

– Ya-ya-ya !

Hola !

– Amañ n'eus ket sort e-bed…

Nann-nann-nann !

– Etre toud ar broiou 'è

 

– Nann, me(d) pugur teu, an dra-he teu deus ar broiou, broiou pell

Beñ ya

Ya

– Ha barzh ar broiou-se zo kalz-kalz-kalz patates

Ya, ya, ya, ah ya !

– Ha re-ru ha re-du

Ah ya-ya-ya ! Eh !

– Ha re-hlas…

Ya-ya-ya-ya !

Ha re-hlas ! Me meus re-hlas ahe, pudur ma bet warlene, an dra-he vé gwraet les… Pe-hano é ? D'Artois là

– Ah ya ! Me(d) ni mamp laket 'e, re-hlas

Oh ! N'eint ket mad a'ha !

Re-hlas, ya

– Ya ha re…

N'eint ket gwal vat !

Nann

Sell !

– Ah yeo ! Mad a oagn !

Ya ? Ah, me ga(v)on ket mad, nann

Oh nann, me rañw ket 'è…

– Me(d) me ra an dra-he disec'het !

Hañ !

– 'Vel vije gwraet gwech-all

Ya-ya-ya-ya !

– Ga ur werennad-dour

Ya

– Ya, me(d) na, na lakon ket ar patates ba'n dour

Oh nann-nann !

Ah !

– 'Vel vije gwraet gwech-all

Hañ ya…

Ah ya ?

– Ha pa n'eus ket dour (e-)bed kin : Mad é ! Kreiennet ha-toud !

Hañ bon !

– Hag ar mo(d)-se eint mad

Ah ya-ya-ya !

Daon ya !

– Beñ toud ar patates so mad mo(d)-se !

Ya-ya-ya ! Daon ! N'é ket red beañ spessial, 'vel vé laret

Ale ! Hemañ zo, zo mad ! Ya, ma vé rôet deusountoñ !

Ah ya !

– Da dañva

Da dañva, ya

Ya, da dañva, ya… Mad é Élise petram vein mew damaig

Oh ! Pass ga hemañ

– Pass ga jistr

Nann, gav ket din… 'Benn-neuhe (v)o red demp…

… Evañ kalz

– Neuhe ma 'h omp mew gan hezh, n'é ket chistr 'o bet laket barzh

Ah nann ! Nann-nann !


Nann, neuhe é un dra mennañket-all !

Ah ya !

– Me(d) 'vid echüiñ ga'r patates, pet(r)a vé gwraet pa vé tennet an deliou deus ar blantenn ?

Ah ! Amañ vé ket tenn(et) an deliou…

– Beñ yeo… Ba'r fin

Ah ! Deuh ar c'horz

– Deuh ar c'horz

Ah daon ! Laket vegn ba'n teil kwa !

– Ya, me(d) pet(r)a vé gwraet deus an deliou just a-walc'h ?

Korz-patates

– Korz é an deliou ?

Ya

Ya

– Pugur me ma klêt « korz » 'vid an « tige » ha…

'Vid pet(r)a ?

– 'Vid an « tige »

'Vid la tige !

– Ya


Daon !

– Ha mod-all vije lar(e)t « kaol », kaol-patates

Oh ! An dra-he meus ket bet kleet !

Ah nann-nann, me meus bet klêt o(be)r…

… Ar c'horz

… O(be)r korz-patates dalc'h-mad !

– Ha « digorzañ » vé lar(e)t ? Tenn ar c'horz

« Trec'hiñ ar c'horz » vé lar(e)t amañ

– Trec'hiñ ar c'horz ?

Ya, ya-ya ! Me(d) an dra-he oa…

… Digorzenniñ ar patates !

Ya

– Ah ! Digorzenniñ

Ya-ya-ya-ya…

Digorzenniñ

– Amañ, amañ é korz 'vid toud an traou kwa ?

Ya !

Ya !

Ya !

Ya-ya

– An « tige » hag an deliou

Ya

Ya ! Koste Leon ahe gis-se 'h ee ar re-yowank gwich-all da…

… Zespun dorifored ?

Nann ! Da, da zi… Da denn ar c'haol diwar an articho !

– Ya

Ya

Ah ! Ah boñ ?!

Ya, ya-ya !

Aha !

Me(d) dre-amañ vich(e) ket laket articho neuhe kwa !

Nann

Bremañ lod lak 'è, me(d) vent ket mad 'tond ahe…

Oh nann !

Nann

Meump ket dou(a)r 'vid an dra-he

Nann ! Nann, nann-nann

Nann

– Me(d) mod-all ahe oamp 'kaojeal dac'h ar patates. Me ahe oa kleet ga ma mamm-gozh toud, pezh a jome war-lerc'h pa vije despunet ar patates, beñ ar re-he oa sklossou, sklossou an dra-he vé laret mem-mod 'e amañ ? Sklossou…

Ah ya ! Pezh a vije troc'het, tennet ?

– Ya

Ya ! Ar re-he vije destumet toud da boahad d'ar moc'h !


Ya !

– Ya, me(d) toud dijent disec'het toud hag e vije despunet i(v)e ?

Ah ya-ya-ya-ya !

– Vich(e) ket kollet sort e-bed

Ah nann-nann !


Oh ! Vijent ket lesket, kar ar re-he, ar re-he goud(e) a hadvoutou !

Ba'n dou(a)r !

– Ya-ya-ya !

Ba an dou(a)r ha n'é ket mad !

Nann-nann !

Memes n'é ket mad lakad 'nê ba'h ar berniou-teil !

Nann ! Pugur voutint ba an teil !

Ha memes ar re-vihen bihen-bihen

Ya

– Ah beñ 'vel ba « le composte »

Ah nann, n'é ket…

Nann, me(d) ar re-he

N'é ket re vad, vent ket laket…

Ar re-he voutou dizhtu !

Me chet, me chet ma re ba'h ar broust ahe his-se ha…

Ya-ya-ya-ya

… Lakeon ket 'nê ba ma c'hompost, pudur ar re-he goude, ma 'h ent war an dou(a)r…

– Med n'é ket d'ar saout a vije rôet ?

Ah ! D'ar saout vije rôet patates ha' vije dreilhet dê gwich-all, me(d)…

– Ah ! Ga'r patates, ya

Dreilhet bihen d'ablam pass dê sac'hañ ba o goûg kwa !

Ya

– Nann-nann

Ah nann


– Ma klêt just a-walc'h vije ket gwraet d'ar cheseg, pugur ar re-he na dent a-walc'h hag vije ket troc'het d'ar c'heseg

Oh ! Ar c'heseg a zebent ket patates, eo ?

Ah eo ! Ah eo ! Eo-eo !

Eo ?

Ya-ya, me(d)… Ha vijent ket troc'het

– Ha pitrabes 'e

Betrabes, ya ha patates

Betrabes, ya

Me(d) vijent ket troc'het d'ar c'heseg, pugur ar c'heseg a zreilhe 'nê toud o-hun

– Ya

Ah !

Lec'h ar saout a lonke 'nê, ya, an dra-he oa ket meh-mod

Ar c'heseg 'è vije, a zebe patates 'è ?!

Hañ ya ! Ha sod ga'r patates ! Ya

Ah ya ?

Ha oa ket mad reiñ re dê, petramant a 'n-om ga(v)ent re inervet ga'r patates !

Hañ bon ?!

Oh ya ! Oh ya-ya !

– Un drogach oa dê kwa

Une drogue oa dê, ya

Weles ket 'ta ?!

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog