29/04/2017

Yann ar Marmouss

Salud dec'h,

Fenos vo laket ur video bet gwraet ga TAB-TV, bet filmet Maurice Poulmarc'h kontañ traou di-rag un assamble. Trañskrivet an traou ga Benjamin Bouard ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Bon ! Me zo (o) vond da gontañ dec'h sè ! Hag a vo ur goñtadenn, n'eo ket ur goñtadenn ma peus c'hoant, pugur an tri-c'hard deusouti zo gwir kwa heñ !

Bremañ zo deus an dra-he matresse dow pe dri-c'hant vla 'so ! Oa errüet du-he e Plouïe dow zèn yowan(k) ! Ha' neugn bet gwraet toud ar skoliou brassañ oa ba'r bed toud ! Pugur a ouïent kaoseal galleg, ouïent kaoseal saosneg, ouïent kaoseal alamaneg, ur bern yezhou ouïent ! Tud : Pennou-bras kwa ! Ma peus c'hoant. Ha pa oagn digoueet du-he ba, ba Plouïe, hègn lavare :

« Pe-sor(t) yezh so ataw ga(st) ?! »

Tou'n dud a gaosee brezhoneg… Ha hègn na gomprenent nentra ! Set(e) e-gis-se nagn lakeet ba o joñj desk(iñ) ar brezhoneg ! Oagn ket bet pas e-bed, pugur oagn kustum da zeskiñ, kustum da wel(et) traou, ur bern traou neve, oagn ket bet pas e-bed, tri mis : desket gate ar brezhoneg. Memes lod, deus meus klevet lavared 'bowe, hervezh meus kleet hègn a gane memes ba'r festou-nos, kemend-all oagn desket-bras !

Ar c'heid-se goude, desket ar brezhoneg gate, hègn lavare :

« Bremañ a'h amp da glask deskiñ traou-all, pezh vé gwraet ba'r vro amañ ! »

Med deuh ar sul du-he ba Plouïe, ar re-gozh rent kime(d) c'hoa(r)i-boulou kwa ! Ahe gis-se ar re-m(añ) oa aet da c'hoa(r)i-boulou, en(e) é c'hoa(r)i-boulou (a)ssam(es) bihen, un tamm bihen (a)ssames gate. Ha 'benn ar fin lavarent :

« Ne jomomp ket memes-tra da rouilh(añ)-bouilhou pad ar su'n ! »

Goud(e) ahe gis-se ! Hè lakeet ba o spered saw ur c'hleub !

« Ah bon ? »

« Ya ! »

Ha gi(s)-mañ nagn sa(v)et ur c'hleub barzh (???). Pa 'h es d'ar foar gwelo toud an dud, glees lavared :

« Peus ket kleet pezh oa ba Plouïe ? »

« Nann ! »

« Ur c'hleub zo sa(v)et ba Plouïe ! »

« Ah ya ? »

Ha pé 'h es da Golloreg gle(v)es i(v)e memes-mod :

« Peus ket kleet pezh (zo) ba Plouïe ? »

« Nann ! »

« Ur c'hleub zo ba Plouïe ! »

Ha pa 'h es du-he war, war kost(e) Kergloff du-he gle(v)es mem(es)-mod (a)taw :

« Ha ba Plouïe ? Pet(r)a zo neve neuhe ? »

« Ur c'hleub neugn, zo sa(v)et ba Plouïe ! »

« Piw neus gwraet an dra-he neuhe ? »

« Oh ! Dow zèn yowan(k) deut deus tre, n'ounn ket deus p(e)-lec'h, deus a-lec'h-all du-(ho)nt ! Deut da Blouïe neus sa(v)et an dra-he ! »

Ha ba Plouïe, ba du-he, ba Plouïe du-he zo un' ha é e ano : Yann ar Marmouss. Ha hezh oa kirivus gis ur marmouss, un tamm dèn bihen a-gis-se ha' lavare :

« Ma ! Red é din mond da wel memes-tra petra zo d'ar sul goud(e) kreis-te ba'r c'hleub ! »

Ha heñ aet d'ar c'hleub ! Pé oa aet d'ar c'hleub, na ket bet gwel(et) an dra-he gwech e-bed : Oa un tamm daol gis-se, rond, a-gis-se bras hag ahe oagn ga o bicher gis-se « tak ! » Ar voulenn wenn ba an tu-mañ, ar voulenn ru ba an tu-all, ar voulenn zu ba… Hemañ, Yann ar Marmouss, na gomprene nintra ha selle deuhoute 'h ober. Oh ! Hag a na gompren ket ! Ha 'benn ar fin neu'n, un' deuhoute, an (hi)ni oa deus Marseille neus ur, na ur ginou-bras ha lavare dé[oñ] :

« Ma peus c'hoant, essêiñ 'ha ! »

« Oh bah 'ha ya… 'H an da wel a'ha ! »

Ha heñ pé neus kleet, tap ar, tap ar vazh ha klak ! Oa nintra d'ober ! Oa-ñw ket re tüeb gis vé lavaret kwa ! Oa ket, oa-ñw ket re 'è, oa ket, oa ket aes, oa ket, oa ket gouest da dapañ 'nèi. Med memes-tra, ma oa-ñw ket a-bred walc'h gad e zoworn, ba e benn oa ur bern traou ! Ba benn Yann ar Marmouss oa ur bern traou ha heñ lavare d'an (hi)ni bras, da, justamant, hezh hag oa (o) tond deus Marseille ahe, lavare dé[oñ] 'e :

« Me n'oun ket gouest, sè, dé, dé skoiñ war ar voulenn, med te n'out ket gouest da lak un' ba da ginou i(v)e ! »

« Oh ! » Lar egile, « n'é ket ur voulenn memes-tra a ray, ray an dra-he ! Hag… »

« Ma lakes 'nèi ba da ginou, me bêo ur rikar doc'h ! »

« Ah bon ? »

Daon ! Heñ taped sè ar voulenn, plop ! Laket 'nèi ba e ginou ! Hop :

« Pêet ur rikar din ! »

Hag an taol goude neuhe, Yann (a)r Marmouss lar dé[oñ] :

« Ha bremañ ! Ah med sè, lak un', un'-all deus an tu-all neuhe ba da ginou, lak un eil voulenn ba da ginou ha me bêo un rikar-all doc'h ! »

Klok ! La ! Hapala ! Amañ 'n-heñi oa kroget ar reus neuhe ! Pé na lakeet ur voulenn deus un tu, ur voulenn deus an tu-all, kroñgnet e chavellou, oa ket moaien da denn(añ) 'nê maes kin ! 'Hete gis-se (e)gile, ar Parisïan oa (a)ssames gantoñ, e baotr ha e gamarad oa (a)ssames gantoñ ha' lavare dé Yann ar Marmouss :

« Euh… Pe-naos vo gwraet bremañ ? N'anvezes ket ur medissin mennaket ? »

« Oh eo ! Me anvez un' du-he sè ! An docteur Cadiou du-he ba, ba Uhelgoat. Hezh mat(r)esse, ma vé skôet mad war an nor, vo digor(et) an nor demp da wel ! »

Pugur ar sul oa memes-tra ! Heñ oa skôet dé(oñ) war an nor pé oa aet, pé oagn aet da lak anê toud ba oto Yann ar Marmouss, ba un 2CV vihen, kasset da du-he, da, da di ar medissin. Pé oa arrüet ar medissin-mañ, skôet war an nor, digor(et) an nor, pa neus bet touch(et) :

« Oh ! » lavare-heñ, « hemañ zo tapet-fall ! Heñ vo daw, 'benn tenn(añ) 'nê maes, troc'hañ amañ 'nèoñ ! »

« Oh !!! Kement ?! » A lavare egile « vo ket gwraet an dra-he dé(oñ) ! Hemañ oa, hemañ zo bet top-model gwech-all ! Pet(r)a lavaro e zud pa 'h ey d'ar gêr pa vo gwel(et) zo bet troc'het e chavellou déoñ a-gis-se ?! »

Ma ! E-gis-se oa ket bet gwraet dé(oñ)… Ha heñ, heñ ga, houll ga Yann ar Marmouss :

« N'anvezes ket un'-all, sè, ha' zo gouest d'ober un dra bennaket neve dé(oñ), dé, 'benn, 'benn da lak(ad) an dra-he da zond-maes ? »

« Oh yeo ! » Lavare, « me anvez a-walc'h ur medissin du-s(e) war Kolloreg, med heñ n'é ket ur medissin gis ar re-all, hezh so ur medissin kozh ! Hag e-se hezh matresse (???), hag é e ano, sè, an docteur Louis ! »

« Ah boñ ? »

Bah dao ! Ha hègn (a)darr(e) ba'n 2CV ha da Golloreg !

Skôet war an nor, pé na skôet diw wech, teir gwech war an nor, 'kreis-toud en(e) :

« Piw zo ahe ?! »

« Yann ar Marmouss ! »

« 'H o(be)r pet(r)a (e)mout ahe d'ar mar(e)-m(añ) deus an nos ?! »

« Ah ! Amañ zo un' ha' zo tapet-fall ! » Lar

« Ma ! Deus tre neu'n ! »

P(a) oagn deut ba an ti, an docteur Louis oa ba korn an tan, e chik gantoñ ba e ginou, 'krog tufañ deus an eil tu ha deus egile ba an tan ! Hag euh… Ar yér, sè, oa didan an daol ha hemañ lavare dé(oñ) :

« Pet(r)a zigoue gantoñ neuhe ? »

« Oh ! » Lar, « hem(añ) neus lakeet diw voulenn ba e ginou ahe ha neus ket moaien da denn(añ) 'nê maes, krognet e chavellou. Matress(e) oc'h gouest d'ober un dra mennaket 'ha ! »

Ha heñ touched dé(oñ) ha lak ané(oñ) e ves da lak e-gis (???) ha lavare déoñ neuhe :

« Noazh ! »

« Nann-nann ! » Lavar, « amañ 'n-(hi)ni (e)ma, n'é ket… »

« Noazh ! »

« Nann, amañ 'n-(hi)ni (e)ma, n'é ket, amañ ! »

« Noazh ! »

Ha heñ, 'benn ar fin, pé oa lar(et) teir gwech déoñ « noazh ! », oa-ñw 'n-im zivisket memes-tra. Ha goude, pet(r)a noa gwraet ? An docteur Louis na kempenn(et) an daol un tamm bihen, pugur oa amañ oa chournalou ba un tu ha an traou-all ba an tu-all, un tamm bara, un tamm… Oa ket fresk-fresk an traou ba'n ti ! Ha lar dé(oñ) :

« War an daol ! »

Hopala ! E-gis-se oa-ñw lakeet war an daol, 'h añw da lared dec'h pe-naos, war e gov war an daol ! Hag penn an daol oa lakeet ur gador distrôet war an tu-enep ! Ha an dow zorn gantoñ war ar, war ar gador gis-se. Hag neuhe na komañs(et) an docteur Louis, heb lousou (e-)bed na nintra e-bed, da basseal e, e zorn déoñ, bet ur wech war e lign-kein, deut en-dro. Diw wech war e lign-kein, an tu da vond war-raog, teir gwech war e lign-kein ha 'kreis-toud ! Gwasket gis-se gan e, e ves ! Hag lavar :

« Amañ (e)ma an dalc'h ! »

Heñ sevel e gasketenn, tap ur chik kozh noa ba, ba foñs e gasketenn : Plant 'né(oñ) dé(oñ) ba toull e rèr ! Chech dèoñ war e glipenn ahe ! Pouah !!! Ar boulou 'tond-maes !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog