26/05/2017

E-gis-se oan kroget da ziskiñ kontañ

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet bla hanter so ga Benjamin Bouard ba-ti Maurice Poulmarc'h ba'r Fouillez. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Pugur justamant (e)vid lar(ed) an dra-he pa… Ar staj kentañ moa gwraet gan Mona Cassagnou ar blavezh c'hwezeg ha tri-ugent oan bet 'wel un dèn ba Skaer, n'ounn ket ma é Skaer pe Coray, Pierre Bras oa i hano. Ha oa, d'ar mare-se sè oa ur mikanik ganin ahe ha oan aet di dé wel, oan, ha oan aet di gwel(et), da wel 'nèoñ ha oa un ti-apoteis ha pa oan aet ba'n ti oa prenestou bihen ha oa téñvel ba'n ti ha heñ oa n'-im lakeet ba'r c'horn ahe (e)vid ober ha krog kontañ !

Gast 'ha pfiou ! An (dr)a-he zo gij ma nije bet rôet ur c'hleñved din ! Ha goude… Hañ beñ neuhe un devezh bennag 'o renket d'ober an dra-he, ha nann an (dr)a-he n'é ket possubl kwa neuhe ! Me ma klevet va dad kontañ dija, med va dad gonte, pugur oa pa'n (d)e kreis an ti kwa hañ ! Doc'h ar goñ pa'n (d)e kreis an ti ! Ha va zad lavare din gwech e-bed, neus ket lavar(et) din gwech e-bed :

« Deus 'ta bremañ, kont an dra-he ! »

Ah nann gwech e-bed ! N'ouzon ket dam betra. Hag, pé oan… Goude meus gwraet kanowennou ha ur bern traou kwa ! Ha meus bet c'hoant da 'n-im lakad d'ober, d'ober an dra-he ! Ha meus talempredet un dèn ha é Gwendal ar Floc'h. Ha heñ na bet gwraet, neus bet gwraet teatr ha traou a-gis-se ha an dra-he na, neuhe poan moa kwa ! Poan moa… Ha gantoñ oa ur feuilhenn ene :

« Ha peus kimed lakad ahe hom feuilhenn ha' weli an dra-he ha vé daw… »

Oulala… Oan ket gouest !

Ha e-gis-se ma lesket an dra-he a-goste. Pé oan deut en-dro amañ, haha ! Amañ ! N'ounn ket ba p(e)-lec'h oan, euh… Ha pe-naos, Jean-Marie Scraigne lavar din :

« Daw dit dond un devezh sè da, d'ar Youdig, dit da wel(e)d, da ganañ pe d'o(be)r un dra mennaket… »

« Boñ bah… Meus ket kalz amzer hañ ! »

Amañ oa ar labour d'o(be)r !

« Meus ket kalz … »

« Ah yeo-yeo-yeo !

Med n'ee ket, heñ na, na ket oto (e)-bed, pe on bet ahe en oto, me(d) heñ gondüe ket ! E-gi(s)-te ma kemeret un devezh ha aet d'ar Youdig !

Pa oamp aet d'ar Youdig oa tud ha' gonte e galleg hag a oa kanowennou ha traou a-gis-se hag pe-naos… Claude le Lann lavare din :

« Oh beñ ! Red é dit sè 'n-im lakad d'ober re ! »

« Holala ! Ya-ya-ya ! »

Boñ 'het e-gis-se, bevech pa 'h een war ar leurenn, ah bañ ar wech-mañ é mad 'ha ! Kar tapet meus 'nèi, ar gontadenn, tapet 'nèi ar wech-mañ ! Duzhtu 'h een war ar leurenn, plop ! Lipet ! 'N-im laken da ganañ, echu oa ! Echu, oan ket gouest ! Oan ket gouest dé, pe-naos, dé daol 'nèi maes kwa !

Hag on bet… Hag un devezh neuhe, heñ lavare din, euh pe-naos, oan-me tapet, oan tapet-berr kwa ! Heñ lavare din :

« Beñ ar wech-m(añ) memes-tra vo daw dit 'h ober ! »

Claude le Lann na laret din oa, e galleg kwa, med na laret din :

« Ar wech-m(añ) memes-tra vo daw dit 'h ober ! »

« Ya-ya-ya ! N'eus ket kudenn (e)-bed kwa ! »

Hag oa un nor a-gis-se, gis an nor ahe weles, oa un nor a-gis-s(e) dreñw ar, dreñw ar leurenn ! Ha heñ lare din :

« Peus kim(ed) dond ganin dre-dreñw du-he ha dé, dé lañsañ 'nèi un tamm bihen kwa ! A-raog mond barzh kwa ! Het' e-gis-se vo, vo aessoc'h doc'h, vi prest dija kwa ! Pa po kontet 'nèi ur wech pe diw pe… Vo ba, ba da benn vo un tammig ! »

Heñw 'tigor an nor ha mond war ar leurenn ha lavare din hag a heñ lavar :

« Beñ, hemañ zo vond da gontañ dec'h ur gontadenn »

Hag plouf ! Boum !

Boñ ! Oa ket mad hañ ! Med, pe-naos, n'ouzon ket pe-naos vé laret sè, un harz moa kwa hañ ! Oan ket gouest da vond war-raog ! Ha diwar an taol-se, hop ! Partïet ! E-gis-se oan kroget dé, dé gontañ, bah ! Pass flour 'benn-neuhe, pell oan deus (a)lesse, med nintra (ne)med distagañ oa ar pezh oa en-dro din gis-se, gis vé lar(e)t

Hag meus labouret neuhe gan Gwendal ar Floc'h un tamm bihen, med oa ar mod dèoñ d'ober oa ket ! Hag un devezh sè oan aet dé, meus ket joñj da, Konk-Kerne gav din, (a)ssames gan, ya Concarneau ! (A)ssames gan Jean-Marie Scraigne. Ha oa, hed an hent ahe ba'n oto, mamp kaoseet deus an dra-he kwa ! Ha heñ lavare din :

« Lesk, lesk toud an dra-he da goueo ! »

« Ah boñ ? »

« Ya-ya. Res ket a-gis-s(e) 'ha ! »

« Ah beñ ! Ha pe-naos a ran-me neuhe ?! »

« Ah beñ ! Te jilow ar pezh, ar pezh so, zo lavaret barzh dre-vras a-gis-se, te jilow dre-vras ha gis-se teu ar vazh barzh goude. Ha goude sè, te renk 'nèi deus ar mod gaosees-te ! Deus ar mod res-te ! »

« Ah boñ ? »

« Ya-ya ! Beñ, me ra a-gis-se 'ta ! »

Ha goude, beñ goude laron, beñ wechou pa teue da joñj din-m(e), pugur war ar ganowenn ran-m(e) a, ran a-gis-se, pa mé… Wechou meus ket c'hoant kanañ, e-gis tou'n dud hañ ! A-wechou kreis-toud, n'ounn ket dam betra, meus c'hoant kanañ, bon ran-m(e) ha mad pell-zo kwa hañ ! Ha a-wechou peus ket c'hoant choñjal ba'n dra-he, joñjes ba'n dra-he kwa !

Ha heñ lar :

« Pa teu choñj dit ba, ba dé gontadenn : ale klak ! Ha' gontes 'nèi duzhtu gis-se ! »

Ale ! Hezh lar vo aes din ! Ha meus gwraet e-gis-se ha duzhtu sè é digoret, digoret an nor gis vé laret, sell digor an nor, ah beñ holalala !!! Hag… Eh ya, gast 'ha ! Beñ ya ! Hag a na gont, gonten ket, pugur ba, ba'r gontadenn zo gis ba ur ganowenn é da, an toullou neus, 'n-hi(ni) é ar gwashañ kwa ! Ha derc'hel toullou ha da hirraad, an toullou zo berr pe hir, ha dalc'het-hè hir pe, pe berr, ahe 'n-hi(ni) (e)ma ar gwashañ ! N'é ket sè, gis ma vé lennet kwa ! N'é ket penn-dre-benn, gwel a res ? Hag a… Ha an dra-he oan ket gouest d'ober sè ken reen an dra-he « rrrrammmm » ! Hopala ha aet é kwa ! Hahaha ! Aet é 'biou (a)darr(e) ! Aha ! Ah ! Lipet oun (a)darr(e) ! Ah ! Lip(et) oun (a)darr(e) ha préss war'(aha)non dé, dé echüiñ dram a teue béc'h war'(aha)non, hañ ! Ha pa oan, pa meus gwraet, gis neus gwraet, na lavar(e)t Jean-Marie din :

« Nann ! Kreis-toud, pouf ! Gis (e)momp kaoseal ahe lavaron dit, tieñ ! Klêt peus ? »

Petramant pof ! Ya é gwelleet duzhtu ! Hag é neu'n non-solamant é gwelleet, me(d) 'vid tap ar re-all, bah ploup ! Ha eint deut barzh duzhtu, vanke din-m(e), med vanke din-m(e) ar framm !

Hag un dra-all na lavaret din ha 'h an da, da lared dec'h sè, ur gontadenn savet ga, meus klevet gan Yann Poëns. Hag un devezh, Jean-Marie lavare din, pé ma, un tamm ma kontet 'nèi dèoñ ha lavare din :

« Ya ! C'hwi gomañs klask 'h ober gis Yann Poëns »

« Ya, beñ pe-naos rin neuhe ? »

« Beñ peus kimed 'h ober choas ! Da lakad nèi ba ho lec'h ! Pugur Yann Poënce zo deus Tremel, heñ na laket sè e gontadenn toud war, war ur c'horn ha… Un dachenn a'h anvees kwa ! » A lare din, « 'heid-se… »

Ah boñ ! Ha meus lakeet 'nèi sè war, 'tre war hent, 'tre ar Fouilhez hag a(n), ha Uhelgoat ahe ! Ha duzhtu meus lakeet ene meus kavet, kavet ur bern traou da lak(ad) izhpenn barzh !

– Ya-ya !

Gwel a res ?

– Ya-ya, soñj meus, ya !

Ya ! Ur bern traou ha' na… Boñ ! Oagn, (e)maint ket ba egile, med a-gis-se kwa ! Ya hag an dra-he, hag an dra-he zo… Gis m'onn, n'é ket dre, dre, gis ar ganowenn, n'é ket dre ur feuilhenn vi desket kwa !

– Ha just a-walc'h plijet on bet ar wech diweoñ peus kontet un istor. Kroget oc'h gan un dra… « Ah ya ! War an hent Berrien e oa un ostaliri bennak »

Ya-ya !

– Ha me choñje din e oa un istor gwir kwa !

Ya ! Ya-ya !

– Ah ya ! Ha goude-se oa an istor kwa, med…

Ya-ya ! Justamant ! Me(d) an dra-he, an dra-he é Jean-Marie Scraigne ! Heñ essêe… Hag heñ, pa na kle[vet], pa glev un, pa glev, pa gleve :

« Ah ! Amañ so un' vraw 'ha ! »

Eizhte goude, hop ! Neus savet, é savet gantoñ ! Lar ket memes-tra neus klevet, med gis lare :

« Un hent eo » lar « ha lakes fleur ba beb-tu deus an hent 'n-ur, 'n-ur vond »

– Hag ar c'hoñchou vé kontet ganec'h a zo koñchou peus klevet pe peus ijinet ?

Meus ket ijinet. Meus kimed ijinet, hanter-ijinet un' ha' oa, justamant, deus an dra-he sè ! Meus ur gontadenn, beñ va zad, pa a goñte demp (a)taw : Kontadenn al làer-amann

Hag pugur neus ket bet laket (aha)namp d'ober, me ne welen kimed ar framm deuhouti kwa ! Gwel a res ? Het' e-gis-se moa c'hoant kontañ, kont(añ) an dra-he ! Ha é hounnezh sè, meus, hag… Pe-naos, hounnezh meus trôet da va mod kwa ! Med meus kimed dalc'het (ne)med just ar framm deus ar pezh lavare va zad. Ha goude an dra-he oa un, ma peus c'hoant, ar framm deusouti oa mad ba 'n ennomp, pugur pa nïe ket gwraet, echu i gontadenn, heñ gan va mamm, heñ lare :

« Peus ket joñj, hounnezh du-se » meu(s), larent, meus ket joñj deus an hanoiou kin, « hounnezh du-he pe hennezh du-he oa digoueet an dra-he gantoñ memes-tra kwa ! Ya ! Ar re-he oa bet tapet berr ene ! »

Ha e-gi(s)-t(e), nin oa bugale ha' ga(v)e demp, pfiou ! Haha ! An dra-he zo gwir ! Heñ ! Gall a reemp… Boñ n'é ket gwir, boñ n'é ket gwir kwa ma ! Med e-giz-se oa, goa-goa !

Ha bet na ur gontadenn-all, med meus ket joñj kin kwa… Oa war ur person mennaket oa e Plonee-ar-Faou, pugur Plonee-ar-Faou oa-hañw, oa-hañw ganet hag a oa memes-mod, med meus ket… Ha goude viche, war-lerc'h nij(e) klêt i gontadenn viche (a)taw deg munut pe ur c'hard eur, ur gontadenn-all kwa ! 'Vid displegañ ar pezh oa barzh kwa ala !

« Heñ oa digoueet ga hezh, hounnezh ree e-gis-se, houmañ ree e-gis-se »

Ha sete gis-se oas, oas tapet barzh kwa goud(e) :

« Ala ! Holala ! »

Nign oa bi, bihen ha oan 'e deg vla, boñ beñ an dra-he oa, pfiou ! Ahe oa sterd an traou kwa ! Ha goude meus lennet, sè, kalz, sè, ba, war lewriou, Gab(riel) Milin, toud, toud ar re-he meus… Ha amañ meus ur bern, sè, lewriou deus an dra-he. Ha lod na teuen ket benn da dapañ 'nê ha lod-all beñ… Beñ gis ar ganowennou kwa ! Lod deuh ur ganowenn blij doc'h ha lod-all blij ket doc'h kwa heñ ! Memes-mod é !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog