21/05/2017

Lakad ar pato

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti A. ba Kareis, assames oain ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



Ha hezh werzhe pato da hadañ ha pato da zibiñ, sete pé vanke, ba fin ar bla vanke, 'h eemp da wel 'naoñ petra !

– Ha laket peus pato alïes sur a-walc'h ?

Ya, me(d) lakeon ket kin

– Lakes ket kin brem(añ)

Nann

– Deb a res papred ?

Ah ya ! Me(d) me bren ar pato heñ !

– Ah ya ?

Ya

– Me(d) mod-all peus choñj pe-sort mod vije gwraet war-dro ar pato d'ar mar(e)-se ? Lakomp da zigentañ, pet(r)a vije gwraet ga'r patates raog lak anê ba an douar ? Un dra oa d'o(be)r a-raog

Lak anê da jermañ, da lak anê, pos(añ) anê oa ba-lec'h, ba'r sklêrijenn un tamm bihen 'e neu'n hag ar reñ-s(e), ar reñ-s(e) a ree bouturiou 'benn-neu'n

– Ya, me(d) lar(e)t a vé « lak anê da jermañ » ?

Ya

– Vé ket lar(e)t ar mod-all ? Ba Skrigneg vé lar(e)t « lak anê da voutañ »

Da voutañ

– An dra-he vé lar(e)t ?

Ya, hezh é ar mod mad, « da lak anê da voutañ » ya

– Ha ba pet(r)a vïent laket da voutañ ?

Oh beñ, c'hwi lake 'nê ba klèietou, ba, ba kachedou-koat ahe petra ! Petram ba kajoiou bet laket fruïou gwech(ou) ha ma rekuperet 'nê pet(r)a ! Bep-heñi a ra 'vel é gall(e)t o(be)r heñ !

– Vije ket tennet ar c'hellid kozh, just a-walc'h, a-raog lak anê da voutañ ?

Ah yeo ! Ha d'ar re-he vïe red bi ne petra !

– Ya

Ha red dê bi ne(ve), ya

– Ha pevar(e) vijent laket da vouto ?

Début avril

– Mis-ebrel ?

Début
mis-ebrel, ya ha plantet ba fin mis-ebrer

– Pezh mamp gwraet just a-walc'h ya, ni mamp laket patates

Ar bla-m(añ) ?

– Ya, beb-pla a lakomp patates

Ba b(e)-lec'h (e)moc'h chom neu'n ?

– Beñ ba Plouïe, ba ur park

D'ur c'hamar(a)d dac'h ?

– Nann, ur yontr din

– Ha peus ket bet problemou ga'r rew

– Ga pet(r)a ? Ga'r rew ?

– Ya, ga'r skorn

– Euh… Pass c'hoazh


Ah nann ! Pé vegn laket vegn goleit hag a vegn pemz(eg) teiezh, teir su(zhu)n 'benn 'tàegn maes

– Ya

Pé vegn deut-maes neu'n vé intañsïon d'o(be)r, me(d) 'benn-neu'n vé passeet ar rew

– Ya ha amañ vé ket, vé ket lar(e)t 'vid, pugur ba penn-kentañ mis-mae vé un treuchad hag vé rew papred hag a vé gwraet « les Saints de Glace »

Ah ya ! Ya-ya

– Ha me ma klêt ur gomz e brezhoneg : Ar suilh-raden. Peus ket klêt 'e kaos deus an dra-he ?

Ah ! Ar suilh-raden !

– Ya ?

Ah ya-ya !

– An dra-he vé lar(e)t amañ ?

Vïe ket lar(e)t amañ, amañ vé lar(e)t « ar rew »

– Ar rew ?

Ar rew, an dra-s(e) é an amzer yin bassev ba mis-ebrer ahe pet(r)a ! Raog vé passeet ar skornachou pet(r)a !

– Ya

– Ha pé vé an a(v)el-suilh

Ah ya !

– An a(v)el-suilh

Ya-ya

– Deus hezh peus klêt kaos ?

Ya-ya ! Hoh mamm zo bew papred ?

– Ya ! Ya-ya, me(d) houm(añ) zo tr(i)-ugent la

Ah ya… Tr(i)-ugent la

– Ya-ya

Douar zo ga ho tud neu'n 'è ?

– N'eus ket, ma yontr oa, oa labourer-douar ha med neus gwerzhet bremañ, pugur é aet e retred kwa ! Ha hemañ na douar, just a-walc'h ha neus dalc'het

Ah ya ?

– Ha neus dalc'het douar, dow zevezh-ar(a)d matresse pe un dra mennaket ar mo(d)-se kwa ! Ha vé laket patates

Ah c'hwi, c'hwi, c'hwi labour 'naoñ ?

– Ya, 'feñ ma yontr a ra gad i drakteur ha ni, ni lak an traou war-lerc'h kwa !

Ah ya

– Ha gad an treñch ha toud mod-kozh hañ !

Ah boñ !

– Me(d) just a-walc'h, damaig oamp kaojeal deus ar patates oa laket da vouto ha war-lerc'h pe-sort mod vé prepar(e)t an douar ?

Eh beñ pé vegn laket da voutañ vé, vé passeet ur, un añjeñ barzh, ur…

– Ur vres ?

Ur butoir !

– Ur « butoir » ?

Passeet barzh d'o(be)r ar rijennou !

– Ya, med vij(e) ket laket, vij(e) ket, vij(e) ket passeet ar vres a-raog ?

Ah yeo ! Ahe na, an douar vis(e) labour(e)t mad a-raog heñ !

– Ya

Ya, ah ya ! An douar vis(e) labour(e)t mad a-raog, ya

– Ha neuhe vije vreset ha pet(r)a vije gwraet war-lerc'h ?

Vres(ed), vres(ed)… 'Vi(d) ar pato vé ket red da vres(ed), vïe ket red daoñ bi re fin hañ 'e !

– Nann-nann, un tamm bihen kwa !

Ya

– Ya ?

War-lerc'h 'vel vé gwraet rijennou da lak anê ba…

– Ha ga'r buter vije gwraet ar rijennou ?

Ya ! Ya-ya-ya…

– Pugur vij(e) ket gwraet kin ga'n treñch ?

Oh nann ! Oh nann… Oh nann 'ha ! Ar re, ar re mod-kozh ree an dra-se ga'n trañch, me(d)…

– Ni a ra ga'n treñch papred, lak ar lass ha-toud ha… Blam d'ond war-eñwn !

Ha rit ket ar renk, ar renkad ga'n trakteur neu'n ?

– Nann ! Nann-nann, toud vé gwraet ga…

Ga an trañch

– Ga an treñch ha laket ar lass blam d'ond war-eñwn

– Ah ! Me(d) ma mamm-gozh a ra mo(d)-se 'è

Hoh mamm-gozh ?

– Ya

Ba hi jerdin neu'n pet(r)a !

– Ya

Ah ya…

– Kar ar jer(dri)n zo re vihen, n'eus ket voien da lak un trakteur barzh

Nann, nann, nann-nann

– Me(d) ni lak mil plant 'e memes-tra heñ ! An dra-he zo labour kwa !

Oh ya…

– Ya, me(d) ga'n treñch ! Pass ga'n trakteur

Ah ga'n trañch !

– Ah ya-ya-ya !

Ha lod ! Lod, lod reegn keme(d) golo 'nê un tamm ar mo(d)-se

– Ya

Chech un tamm douar war'nê ha lod-ell ra ba'n dow du

– Ha pe-sort mod vé lar(e)t an dra-s(e) ? « Douaret » vé lar(e)t ?

Douariñ 'nê, ya

– Peus ket klêt ? Me meus klêt un' deus Ponvel, just a-walc'h ha na lar(e)t pa vije gwraet war-dro ar patates vije dirampet an douar. Petra é « diramp(añ) an douar » ?

Labourad 'naoñ ha troïñ 'naoñ hag a…

– Ah ya ?

Oh ya !

– An dra-h(e) é kwa ?

Diramp(añ) an douar na. Diramp(añ) an douar, an dra-h(e) zo pé vé, pé vé douar kozh petra ! Pé vé disac'het ur park ha', ha' vé ket bet labour(e)t pell-zo petra !

– An dra-he zo dirampañ kwa !

Ya

– Ha klêt peus lar(e)d : « An heñi had i batates da gwener-ar-gr(o)as zo sur dé gaoud patates bras » ? An dra-s(e) vé lar(e)t ba Kleden : « An heñi had i batates dé gwener-ar-gr(o)as… »

Ah ya !

– « So sur dé gaoud patates bras »

Ah beñ gwech-ell, gwech-ell vise, vis(e) ket had(et) ar pato ken vis(e) gwener-ar-gr(o)as heñ !

– Ah ya

Ha hezh oa, ha hezh oa ar mod hag ar mar(e) da lak anê neu'n heñ !

– Ha vij(e) ket laket temz ?

Ah yeo ! Un tamm

– Yeo ?

Un tamm ludu-tan vise laket !

– Ya, ni lak ludu-tan, ya

Ya

– Ha, ha teil ?

Un tamm teil, pass re deil

– Ah ya ?

Me(d) un tamm teil

– Un tamm teil (me)mes-tra ?

Ya

– Pe-sort teil ? Teil-kerseg ?

Oh ! Teil-keseg, teil-saout

– Teil-deñved

Toud ! Vern ket pe-sort teil ! Me(d) pass re

– Pass re, ya. Ni, ni lak teil-deñved

C'hwi peus deñved ba du-se ?

– Beñ n'eus ket kin, me(d) ur c'hrow zo papred

– Ah ya !

– Ha teil zo barzh, teil-pok


C'hwi zo chom ba, ba Plouïe du(-ho)nt ?

– Nann, me(d) ma yontr ! Lec'h lar vé gwraet ar patates kwa !

Ah ya !

– Ha hem(añ) neus, toud ar porzh so daoñ c'hoazh, lec'h oa ar feurm hag ar c'hreier 'e ha neuhe zo ur c'hrow, distôet é, distôet é ar c'hrow

Ah ya

– Me(d) teil zo papred barzh kwa !

Ah ya !

– Teil kozh heñ !

Ya, me(d) gleet vé dac'h skarzh(añ) 'naoñ maes ar c'hrow memes-tra, an teil heñ ?

– Ah beñ ya-ya ! Eh beñ an dra-he vé laket ba'r…

Ha 'h o(be)r ur bern 'naoñ ba maes

– Ya, me(d) ni gass an dra-he ga'r garrigell

Ah ya ! D'ar, d'ar park ?

– Ya, d'ar park, ya : Vé tapet ga'r vorc'h-kantonier, vé tapet an teil da lakad ba'r garrigell ha kass(e)t ar garrigell da, d'ar park kwa !

Ah ya… Oh ! Labour(a)d ret neu'n memes-tra !

– Ah ya, ya-ya, me(d) goude vé… Pe-sort mod vé lar(e)t amañ pa vé : Ni lar « skign(añ) an teil » 'vid lar(e)d…

Am(añ) vé, am(añ) vé lar(e)t « skuilh(añ) », un tamm partoud

– Un tamm partoud, ya

Ya-ya

– Ga'r vorc'h

Ya, ga'r vorc'h, ya

– Ya ha war-lerc'h vé gwraet ar rijennou kwa !

War-lerc'h vé daw, vé daw… 'Feñ… Petramant lod, lod lake 'n teil ba'n ant 'è, pé vé bet 'troiñ an douar raog ha reegn ur rijenn ga'n trañch ha lakègn un tamm teil barzh ha lak ar pato barzh

– Ah ya. Ni a ra ar rijennou war-lerc'h

Ah ! Ah ya-ya !

– Ya, pa vé laket an teil dija kwa ha war-lerc'h vé golôet en-dro kwa !

Ya, ah ya-ya ! Oh ! Me(d) ar pato neugn ket e(fe)r keme(nt)-se douar da…

– Nann

Nann heñ ?

– Nann, mod-all vegn pell war-lerc'h 'tond-maes kwa !

Ya ! Pé vegn deut-maes. Ah beñ, c'hwi labour ba'r mod-kozh un tamm 'è !

– Ah beñ ya, meump ket kalz oustilhou

Peus ket kalz oustilhou ?

– Beñ nann, faotefe kaoud un trakteur pe… Pugur ma yontr neus un trakteur, me(d) un' kozh !!! Demarr(iñ) a ra, me(d) war-ziribin…

Ah !

– Ahaha ! Ya

Da ziskenn(ed) ?

– Ya ahahaha !

Ah ya !

– Ya, n'a ket, n'a ket en-dro kin gad an alc'hwïou ha…

Me ma un' 'è, med gwerzhet meus 'naoñ

– Ya, ya, me(d) hemañ vo ket gwerzhet

Oan ket 'vid mond war'naoñ kin 'è, poan ma ba ma, ba ma hanche ha toud ar…

– Ha deñjerus é

Ha sterd !

– Ya, sterd, ya

– Me meus, ma dad neus c'hoant dé breno un', un trakteur, kar e(rr)o é-heñw war i retred ha brem(añ) neus-heñw mïoc'h amzer da labour(a)d an douar petra !

Hañ ! An heñi zo ba, ba'n nec'h ahe ? Ho tad zo ba ah(e) heñ ?

– Ya, ma dad so chom ba Langanteg

Langanteg, ya. Gwel(et) meus 'naoñ, bet é bet-heñw ba-ti Michel am(añ) n'eus ket… Ha brem(añ) zo ur pemz(eg) tei(e)zh so matre'n. Me(d) mad é an dra-se, an dra-he zo aes memes-tra heñ ?! Un trakteur zo komod da gaoud, me(d) ha red vé dec'h mond war'naoñ heñ !

– Ya, me(d) an dra-he vefe braw da gaoud 'è, ni, ni blijefe demp kaoud un trakteur 'e, me(d) blam da charr(e) koat

Ah ya

– Pugur a droc'homp koat

D'o(be)r tan

– D'o(be)r tan, ya ha war-lerc'h, beñ pa pé ket trakteur (e-)bed vé sterd kwa 'ta digass an traou kwa !

Oh ya ! Me(d) c'hwi lar d'ur c'hamarad bennaket dalc'h-mad 'ta !

– Ya-ya-ya, me(d) warlene oa gwraet ar mo(d)-se, oa pedet un' d'ond ha oa karget ar c'harr en ur wech ha mad é kwa !

Ya, me mïe ket gwerzhet ma drakteur, med seulamant poan ma ba ma machinou

– Ba'n divisker kwa

Hag kant hanter-kant vise goull(e)t 'ziganin 'vi(d), 'vi(d) assuriñ 'naoñ ga'n, ga an assurañs c'hoazh

– Ah ya, an dra-he zo kér !

Oblijet oc'h d'assuriñ 'nê heñ !

– Ya-ya, 'vel toud an traou ha…

Ah ya ! Goud(e) labourit ket gantoñ é red dac'h assuriñ 'nê

– Ya-ya ! Memes-mod. Ah ya, me ma un dra da houll ganes : 'Vid ar patates, pet(r)a rees deus an troad, 'vid ar blantenn, troad ar blantenn ? Pa teu ar patates maes a teu ar blantenn maes, pe-sort hano neus ? Ar blantenn ?

Oh beñ… N'eus ket hano (e-)bed

– Oh yeo ! Ahaha !

Deut, deut… Ar reñ-s(e) tà-maes !

– Ya

Hag ar pato, ar pato neus ur gorzenn solud a-walc'h heñ !

– Ur gorzenn é neuhe kwa ?

Ya

– Ya, korz-patates vé lar(e)t kwa ?

Ya, ya

– Ha korz-patates dit-te zo : An troad hag an deliou ? Pe an troad ?

An troad

– An troad ?

Ya, ya

– Ha pet(r)a res-te neuhe deus an deliou ?

E(fe)r negn deus an deliou da, d'o(be)r ar pato heñ !

– Ya, ya-ya ! Ya, me(d) pe-sort hano neus an deliou 'vid ar pato ?

Ah ! C'hwi rey, aha !

– Ba du-m(añ) vé lar(e)t « kaol-patates »

Ah « kaol » ya ! Ar c'haol, kaol-pato, ya

– Me(d) memes-mod é amañ kwa ?

Ya

– Ah ya

Kaol-pato, ya

– Ha toud, an dra-se vé lar(e)t memes-mod 'vid ar betrabes, 'vid ar betrabes ?

Ya, kaol-petrabes, ya

– Ha « korz-betrabes » vé lar(e)t 'è pe pass ?

– Korz-petrabes ?


Ah ! Deus ar betrabes vïe ket…

– Nann ?

Vïe ket lar(e)t « korz »

– Nann-nann-nann, n'eus kimed kaol kwa !

An deliou, an deliou petra ! Hag ar c'haol petra !

– Ah ya-ya-ya : Kaol-pitrabes, kaol-chounai

Ya

– Kaol-patates

Heñ ! Ar saout zebe toud ar re-s(e) heñ !

– Ya ha vije troc'het ?

Ah nann ! Kutuilhañ 'nê vise gwraet

– N'é ket ga'r goutell vije gwraet ?

Nann, tap anê ba'n dro ar mo(d)-se 'ha ! Ar re-s(e) dorrè o-hun !

– Ha vije digass(e)t d'ar saout ?

Ha digass(e)t d'ar saout, ya

– Ya

Ho tud oa 'telc'hen-douar 'è ?

– Pass ma zud, ma zud-kozh ! Deus tu ma mamm

Ah boñ ?

– Ya. Da biw vije rôet ar petrabes ? D'ar saout ?

D'ar saout, ya

– Ha d'ar c'heseg ?

D'ar c'heseg, ya

– Ya

Ha da doud ar loned ha neu'n an deñved hag a…

– Ah ya ?

Ha toud heñ ! Toud ar loned gav mad ar betrabes heñ !

– Ya, me(d) memes, me ma klêt, n'eus ket pell-zo, a vije rôet wechou patates d'ar c'heseg

Ya

– Hag a blije dê, hag a ga(v)e mad

Ya, me(d) faot ket reiñ re dê, kar dond a ra poan dê ba o dowlagad !

– Ah bon ?

– Ah !!! O dowlagad é ?


Ya

– Hag amañ oa ket ur, ur ouenn-patates spessial ha' vise ràet d'ar moc'h ?

Ah yeo !!

– Ha pet(r)a vise gwraet deuhouti ?

Ackersegen, Ackersegen hag a lod a ree, pet(r)a… 'Feñ !

– An Abondances 'e, oa ket…

Abondances euh… Ya, Abondances

– Me(d) an Abondances vis(e) ràet d'an dud

– Of…

– Oh ! D'ar moc'h é ?

– D'ar moc'h oa rôet neuhe ?


Ya-ya, d'ar moc'h

– Ah ya…

– Patates-moc'h oa, ya

– Ha pet(r)a oa an difer's 'tre ar patates-moc'h hag ar re-ell ?


Ah !

– Ahaha ! Ar blas matresse

Oagn ket, oagn ket memes blas na memes-mod heñ ! Ma vise bet ràet, ma visent bet poahad pato, Ackersegen dec'h, ar Bintje, c'hwi pise bet lar(e)t :

« Ohoho ! E(fe)r meus da, da lar(e)d dec'h chañch ho pato ! »

Kar ar…

– Ya

… Ar Bintje zo mad ha neu'n 'n Ackersegen, ar re-h(e) so, ar re-h(e) so pato-moc'h petra !

– Ya, 'vid ar loned kwa !

Amañ zo un' ba kêr ha' laka, izhpenn ugent devezh-arad laka-heñw !

– Patates ?

Ya

– Hopala !

Ar reñ-s(e) 'h a da, d'ar broiou, d'ar Marok ha neu'n da…

– Ha gwerzhañ ra d'ar Marok ha-toud kwa ?

Ah toud !

– Ah ya…

– Ah ya !


Ha heñw, heñw werzh ket 'nê, me(d) ba Mêl ahe zo un' hag a ekspedïa 'nê, pugur zo ur pezh karrdi ha vé laket ar reñ-s(e) toud ba as(e), ba'r c'harrdi, ha trïet ha ba sïer hag ekspedïet neu'n da, d'ar broiou… Me(d) vé ket, vé ket pato mad ar reñ-s(e)…

– Nann

– Ah ya…

– Me(d) mod-all ta, damaig pa lar(e)t oa, a ree droug d'ar c'heseg, d'o dowlagad roiñ patates dê ? Pugur me ma klêt a inerve ar c'heseg


Ya ha vïe ket daw reiñ kalz dê, kar…

– Nann

… Ma ret re dê, ma vegn enervet, vé ket braw mond tost dê hañ !

– Beñ nann-nann-nann ha 'n-om ga(v)ent re inervet kwa !

Ya

– Me(d) drol é memes-tra, pugur oagn… Deus pezh meus klêt oa sod ar c'heseg ga'r patates

Euh ya ! Ma ret re dê a vé mad walc'h 'vid bi sod heñ !

– Ya

Ha hezh a gav mad betrabes ! Ar betrabes zo moien da reiñ dê heñ !

– Ya

Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog