03/05/2017

Me zo bet 'rinenniñ ar saout

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. ba Speied. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Me ma joñjet ba un dra damait, pugur meus klêt un dra ba Sant-Wazheg ha n'ouzon ket pe-sort mod vé lar(e)t amañ. Klêt peus kaos deus an dra-he : Rinenniñ ar saout ?

Ya ! Me meus klêt an dra-(ho)nt, me zo bet 'h ober !

– Eh ! Ar mod-se vé lar(e)t amañ ?

Rinenn(iñ) ar saout ya, da lak(ad), da lak(ad) 'nê da beuriñ penn-àr-benn ar harzh 'vel a laret-hu, petramant 'benn, penn-àr-benn ar…

– Ar c'hleuñ

Penn-àr-benn ar harzh, ya ! Ha pass lesk 'nê dé beuriñ ar, war an ed 'e petram war… Rinenn(iñ) ar saout, be meus bet 'nê ha pa ket erf(er) da gaoud kalz traou (aha)noh, ma pis(e) diw-teir da ziwall, pa da ziwall c'hoazh…

– Med oa ket ur gordenn ?

Ah ! Oa ket oblij(e)t da gaoud ur gordenn, nann-nann !

– Nann ? Lod, lod a ree…

Ah ! 'R re, 'r re na keme(d) ur veuc'h 'è pe diw, ya, ar re-he lake ar gordenn dèi kwa ! Ha lod-all…

– Ah ! Rinenn(iñ) ar saout peus gwraet !

Gwel(e)t meus, ya ! Rinenn(e)t meus ar saout ya ! Me(d) boñ matre'n oan ar mo(d)-s(e) gast ! Pass mé-hun ! Assam(es) ga mé mamm-gozh petram un' m(e)nnag ar mo(d)-se kwa !

– Pe-geid a bade an dra-he ? Pe-geid a jomes ar mo(d)-se da…

Ah ! Pé vé ar yeot tener

– Ya, me(d) pad pe-geid ? Pa 'h ees ga'r veuc'h ar mo(d)-se pe ga'n diw veuc'h ?

Pé welen a-walc'h la vïe leun a-walc'h o bouellou d'ond d'ar gêr kwa !

– Ya

Ha 'benn digoue-hè ba ar harzh, ur c'houj so aet da rinenn(iñ) ar saout diw wech c'hoazh, pe diw-teir gwech ha gwel(e)t 'nê gwerc'hen an dro dre-amañ

– D'ar vugwale vije d'o(be)r an dra-he ?

Ar vugwale, ar vugwale vise lak(e)t da labour(a)d kenkent vis(e) dered(et) d'ar gêr da 'r skoul, paotr-powr, d'an amzeriou 'e ! Pugur ni renke digoueo d'ar gêr da 'r skoul 'benn chikour(ed) pilad lann d'ar c'herseg ! Pilad lann, goûd a ret petra é ?

– Ya-ya-ya-ya

Broyer de l'ajonc quoi !

– Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog