05/05/2017

'N-om làerezh blamed d'ond d'ar baliou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Tanguy Solliec ba-ti M-Th. barzh Skrigneg ha tud oa deus taol : É. & J. deus Skrigneg, A. deus Lanneanou, Y. deus Pluskelleg ha ma mamm deus Plouïe. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Tanguy
- A
° Y.
+ Ma mamm
J.
M-Th.
É.



Un devezh oa bal amañ ba, barzh Pen ar Hars, an dra-he vije gwr[aet]… D'ar mar(e)-se vije gwraet, houzoh walc'h, barzh tammou kosh-lochou ha kosh-tïer !

Daon ya !

Ya

Eh ! Ha meus choñj oan aet di, d'ar bal, ya, ga Louise Gag ahe his-se !

Ah ya-ya-ya !

Ah ya !


Ya ! Ha hemañ oa just, François oa just ga, ga Louise !

Ah ! Ga Louise d'ar poent-se

Heñ oa kamalad dèi !

Ya

Hag a… Ha me oa kamarades, se zo kaos : N'et ket da veañ re gamaradésed ga merc'hed-all, kar a-wichou…

Nann-nann-nann…

Eh ! Me oa kamarades dèi un tamm 'è, pudur oamp ba ar c'h-cour ménagé assames, houzoh walc'h

Ah ya ! Assames kwa ! Ya

Assames, ah ya-ya-ya !


Sete ur momed oa 'n-om ga(v)et ha hi lar da, lare demp mo(d)-se :

« Ni zo 'hond da ev(añ) ur bann'h d'an nec'h, dond a ret (a)ssames ganemp ? »

Sete

« Daon ya 'ha ! » Mamp lar(e)t 'è

Ya

'Benn-neuhe me ma taolet ma lagad war hemañ !

Ya

Ahahaha !


Set' a welen 'nê 'ha ! Karantez mo(d)-se deus taol ! Ha me wele Louise éh evañ barzh gwerenn François ha-toud ! Oh !

Hopala ! Mad ar jeu !

Me ma joñjet « matrehe un de (e)ma me 'n-hi(ni) 'o evañ ba e werenn ! »

Ba e werenn, ahaha !

Ah ya 'ha !

Holala ! Ah !


Oh ! Biskoazh kemend-all !

Med daon ! Houm(añ) oa lar(e)t dèi ha 'vi(d), sè, derc'hen tost da François, pugur Pier Min oa 'klask vije aet François ganti 'è, houzoh walc'h

Eh ya !

Ah daon ya ! Ah ya, halalalala !

Ah ya ! Ah ya…


Halalalalala ! Ah !

Ya, med te, te zo bet ba'r bal barzh Pen ar Hars neu'n, Élise, 'è ?

Ur, ur wich on bet

Ya, me n'oan ket…

Hag ur wich-all barzh Pontroël !

Ah ya ! Me zo mo(d)-se 'è, ur wich barzh…

Ya, ur wich-all

Ya-ya

Ur wich pe diw


Set' ahe toud !

Ya, ya-ya

Mod-all…

Te zo bet alïessoc'h, Jeanine ?

Oh ya !

Ya

Me 'h ee beb su'n da Ben ar Hars, kajimant 'ha !

Ya

Ha da Bontroël ! Daon ! Ahe oa Quénéquen vije è kwa !

Ya !


Ya ! Beñ Quénéquen vije ha 'h een alïes 'è

Ya, ya-ya !

Ya


Ya

Ya, me(d) Pen ar Hars ha Pontroël, 'vel lar Élise, me n'oun ket bet alïes

Ur wich !

Ya, matresse

Ha 'h on bet Pen ar Hars ha ur wich-all Pontroël !

Ah !

Hag ur wich-all oan bet c'hoazh, ba, barzh… Pé 'h eer da, pé 'h eer… Pet(r)a vé gwraet deuh an dra-he, ijelloc'h 'vid ar Wask a(ho)nt ?

Ah ! Barzh Kervallon

Kervallon


Barzh Kervallon

Ah ya !

Ah ya-ya ! Ene vije 'è, ya. Ya-ya !


On bet ur wich 'è

Ya-ya, ya-ya… Ha oas aet ga da oto petramant in bissiklèt ?

Daon ! Meus ket joñj 'ha te ! N'on ket ga piw oan, goûd a hounn ma ka(v)et ur jervijer hag a oa… Machin a oa ! Ar C'horr, 'n hi(ni) oa dimeet da Madeleine

Ah ! Andre Corr ?

Da Madeleine, da Madeleine Cotonnec

Ah ya !

Ah ! Ya-ya !

Ah ya

Ya-ya-ya ! Mab moèr(e)b Mai-Ivonn oa hezh !


Ah ya ?

Ya

Ya

Heñ oa deus…


Un tamm, un tamm poñsin 'ha !

Ah be oa ! Ya-ya-ya-ya ! Ya-ya !

Weles ket ? Vé ket ankoueet !

Daon nann ! Nann-nann, an dra-he…

Oh nann ! Marcel Corr oa hezh !


Ur wich-all houlle ket ma… Me oa yowank, houzoh walc'h hag a ma c'hamaradésed a oa kalz koshoc'h 'viton-m(e) !

Ya

Ar re-he oa merc'hed ar Voulc'h ha Suzanne Aspot

Ah ya ! Ya, ar re-he oa koshoc'h, houzoh walc'h

Ar re-he na deja pevar bla koshoc'h 'viton-m(e) 'e

Ha Françoise, Françoise Hénaff 'e, Françoise Hénaff…

Sete pa oan-me keme(d) pemzeg la, ar re-he oa deja naonteg-ugent la

Daon ya-ya-ya !

Sete me oa yowank ha ga(v)e dê d'ond

Ya

Me(d) me 'n-om làere d'ond hag a ouïent ket ! Du-mañ oa ba, ba-lem oan-m(e) à chom oa un noñr dreñw 'n ti, an tu-raog so uhel, me(d) an tu-dreñw

Dreñw, n'é ket

Dreñw oa ijel

° Ya-ya


N'é ket ! Hag a oa un noñr d'ond er-maes !

Ya, dre-dreñw kwa !

Dre a-dreñw ! Ha houlle ket gwel (a)ha(n)on, ma zud vije 'kousked d'an traoñ ha me vije 'kousked d'an nec'h, hañ ! Me(d) me oa gwraet ma joñj ganiñ, ma joñjet hag a ma lar(e)t 'ta da Henriette, oa kamarades diñ

Ah ya !

Ya-ya-ya


'O ket… Ah ! Pass an de-se !

Ah nann

Pass an de-se ! An de-se ma 'n-om demerdet ma-hun ! Setu ma joñjet : « Me 'ha ! 'H ay d'ar bal ! » Me(d) lar(e)t ma da Henriette :

« 'Ho keme(d) go(r)tos aha(n)on, me 'h ay (a)ssames ganes, med d'an eur : Un eur pe un eur, me 'n-om ga(v)o ! »

Ya

Bon ! Hag a ma laket ur lass deuh ar poues ! Deuh ur poues, ur poues, ur poues vé laket ba'r…

War ar vaskul !

War ar vaskul ahe, houzoh walc'h !

Ah ya !

Hag a ma chechet 'naoñ mo(d)-se dreñw an noñr blam(e)d da che(rr)iñ, blam(e)d da jerr(iñ) an noñr war ma lerc'h ! Ha heñ oa sañset da zelc'hen an noñr, houzoh walc'h

Ya

Oh ya !


Ha pa heurten war an noñr un tamm, ah beñ hezh a ruse 'è, houzoh walc'h

Ya

Pudur oa war ar pleñch(o)d !

Ah ya 'ha !

Boñ ! Ma chechet neuhe mo(d)-se hag, hag a tapet ma bissiklèt ha da…

Ha yô !

Ha aet ga, dé Guénéquen ! Ene ma ka(v)et ur jervijer, an dra-he, heñ oa Andre Corr ! Deut da ze… Deut (a)ssames ganiñ da-beked ar yêr in bissiklèt ! Setu ma haotr-kaezh-mañ ! Goûd a houz(e)s ar re-yowank pe-nao(s) a reont pé 'n-om gav ennoñ… Ha 'n-om beukad !

Ya !

'N-om bokad ha da : Mod a vije 'è, houzoh walc'h ! Hag a p(a) vêr bet ur reujad mo(d)-se à stèkiñ, 'vel vije lar(e)t

° É stèkiñ

Pep-hi(ni) a'h ee goude

D'i roud goude !

I roud ! Ha me 'ha ! A heurten an noñr amañ, ma haotr-kaezh-mañ, trankil ! « Ah ! Mad é 'n traou ! » A joñjen

« Gallet meus mond ! »

« Gallet, digoueet mad é ! » Med pé oan e(rr)i ba ma c'hambr vihen oa ma mamm 'ho(r)tos 'ha(n)on ba ma gwele ! Oh !!! Oh ! 'Ho(r)tos 'ha(n)on ba ma gwele… Jilou 'ta ! Pudur oa bet a(v)el ! Hag ma'hat…

Ahe ree trous !

An dra-he na kemer(e)t un tamm aer, houzoh walc'h

Ya

Hag ur gouad-a(v)el !

Na digor(e)t an nor !

Na digor(e)t an noñr hag ar poues, ma'hat, neus ruilhet !

Ah ya !

Eh ! Ha aet da val(e) ! Set' ar re-mañ zo deut da wel pet(r)a…

Pet(r)a

° 'H o(be)r pet(r)a, 'h o(be)r pet(r)a


« Oh ahe ! » Lar, « n'é ket jerret an noñr ha ga an a(v)el ! »

Me(d) pé nagn gwel(e)t oa ar poues ga ur lass, ah !!!

Ha nagn dïouetet un dra mennaket !

Me lar dit ! Ha oa ma mamm 'ho(r)tos… Hag ur frêadenn din !!! Ma haotr-kaezh-mañ ! Me joñj boe ma-hun « ma'hat an hi(ni) oa ganen-me dreñw ahe, ma nije gwel(e)t reiñ ur roustadenn dit ». Ah ! Me lar dit goude 'ha ! Oan sur[veilhet]… Me, an de war-lerc'h, greden ket dond da zibiñ ma dijuni, kar…

Ah nann !

Kar 'vid… Eh !

Ga'n owen da gaoud adarre !

Holala ya ! Vije ma zad 'tib(iñ) i zijun(i) vije aha ! Me lar dit ma kleet ma letr !

Ah ya !

Ah ! Goude oan survèiet 'ha ! Med me ka(v)et ur machin-all, me 'h ee dre ar preness !

Ahaha !

Pé teue ma c'hamarades da lak ar skeul diñ

Dit da zond da…

Ya ma'hat-sur !


Hag e-se me ma… Un' yowank, d'an oad-se

A neus kement viss so toud !

Neus kement viss ha…

– Viss pa barzh da gorv ?

Ha kement rus surtoud ! Heñ ?!

Ya-ya !

'Vid, 'vid mond da, da…

D'ar bal 'è, ya

'Vid mond d'ar bal 'è assames ga'r re-all

Ya-ya 'hat !

Ya-ya, ya-ya, vé…


Hag a mab ar Voulc'h teue du-mañ da ziharjañ, ar re-he oa kalz, houzoh walc'h, hag a teue !

Ah ya ! Jean hag Auguste kwa hañ !

Hag an de war-lerc'h oa deut du-m(añ) hag a lare diñ mo(d)-se ha oa, ha oa deus taol 'ev(añ) ur bann'h-kafe 'benn mond war ar labour 'è ! Hag a lare demp :

« Dec'h oa tud Quénéquen hañ !? »

Oh gast !!! Oh nondedïe !!!

Hemañ neus gwerzhe(t) 'ha(n)on !

Eh ! Me lar dit ! Me ma gwraet mod-mañ daoñ

Mo(d)-se daoñ, lar(e)d daoñ reiñ peuc'h !

O(be)r, o(be)r ur gwï war i deod !

Ya ! Ohoho !

° Oyow ! Aha !


Oh ! Pa 'h añw da joñjal barzh : Ur spont é memestra !

Ah ya, ah ya…

Heñ ?

– Oh ya ! Ur spont é !

Ya, me lar dit pa meus bet kont(et) an dra-he… Me meus bet kont(et) an dra-he da ma bugale ha da ma bugale-vihen

Ya ! Ya-ya

Daon ! An dra-he, ça c'est…

Plijadur 'chilou 'han(ou)t, houzoh walc'h

… Des trucs de jeunes !

Ya, bien-sur oui !

Hag a me meus choñj kleed ma mab a lare diñ :

« Oh ma Doue ! » A lare diñ

« Oh ! Ma ouïefes toud pezh a meu(s)-me gwraet 'ha, te vefe soueet »

Vefe soueet, ya

« Te vefe soueet 'è »

Lar din, kara Jeanine ?

Mais oui… Mais qu'est-ce que c'est… C'est comme ça !

Ben c'était comme ça quoi !

Ben oui-oui-oui-oui !


Ben oui !

Med beañ zo tud, barzh Pluskelleg ahe oa un', hezh 'ha ma bet klêt 'naoñ lar(e)d, na ket c'hoant nije gwraet i vugale toud ar pezh na bet gwraet, na lar(e)t din


Nann-nann-nann

Nann, nann

Hag an dra-he oa divêtoc'h 'vitout-te c'hoazh hañ !

° Ya-ya


Ya-ya ! Ben oui !

Kalz yowankoc'h… Ar pezh na bet gwraet, lare

+ Ha matresse nagn gwraet mignoc'h c'hoazh

Mïoc'h c'hoazh, ya ! Ya-ya !


Oh ! Matresse !

Ya, matresse nagn gwraet gwashoc'h 'vitoñ, ya

Penses-tu !

Med pé vé ket gouïet, houzoh walc'h, sè…

Nann

Nann-nann


Med beañ zo lod ha' neus 'n aer da zusken lar vent seurésed !

Ya ! Ya-ya !

Just a-walc'h ! Lar nagn ket gwraet mann e-bed !


Ar re-he é ar gwashañ !

Ya

Ya ! Ya-ya-ya


Heñ ?

Ya-ya ! Med mo(d)-se…

Eh ! Oh ! Ar re-he, ar re-he é ar gwashañ, da diw deuh ar re-he

Ar re-yowank a ra troiou paotr-kaezh ! Pouah !

Daon ! Ar re-yowank ! Bah !

Ah ya ! Ya ha ver ket prest da joñjal !

Nann ! Ver ket prest da joñjal pet(r)a…


Daon ! Ver ket sur !

Nann-nann

Pugur pa ver yowank vé owen di-raog mann e-bed !


Mann e-bed !

Daon nann !
 
Penses-tu !

Non-non-non, na choñjet
 
Qu'est-ce que tu veux…

Mad ar jeu, mad ar jeu mo(d)-se

– T'étais quand-même un numéro hein !


Hala ! Oh !

Oh oui…

Ah ! Me ma ket owen deuh ma skeud hañ !

Nann-nann-nann-nann-nann…

N'é ket ! Hag a mod-all, Élise, te ha ket re-yowankoc'h 'vitout, te oa ar yowankañ ! Sete te, te, Élise, a'h ee da-heul toud ar re-all


Daon ! Me oa ar yowankañ partoud ! Ma den e-bed mod-all

– Sete pa gwelet ar re-all 'h o(b)er i(v)e

Hag ar re-all toud ! 'H añw da lar(e)d dec'h, ar re-all toud oa dougéres !

Ah ya ! 'Benn a oagn dimeet !

'Benn a oagn dimeet, toud !

Ah ya

Ah ya hag Élise oa ket

Hag Élise oa ket


Ha me oan ket !

Nann-nann

Ah nann ! Kar me ma ka(v)et un' hag a, ha ga heñzh, beñ…

Ben oui

Goude mije bet c'hoant nij(e) ket gwraet !

Ah nann

Ah nann

Alors tu, gwel a res ?

Nann-nann, nann-nann

Heñ ?

Beñ nann

Me oan ket ! Ha toud ar re-all a oa prest da zoiñ !

° Ah ya ! Prest da zifluko !

Ma ! Kement hi(ni) zo 'nê !

Beñ ya…

Eh ya… Ha pet(r)a neuhe ?!

Daon nann ! Nann-nann, nann

Pé vé, pé vé, pé vé an dud…

An dra-he a ra daoñ…

Heñ ?

Oh ! Dalc'h-mad out bet, pa oas ba'r skol, yowank 'è, me lar dit vije houmañ

Oh ya !

Ha ba'h penn ar vandenn dalc'h-mad heñ !

Oh ya-ya-ya ! Me vije 'tiskiñ 'nê !

Ya-ya, oh ! Vije 'tiskiñ 'nê… Ah ya !

Un devezh, meus choñj, mamm a lar diñ :

« Mar kass ar bragou zo ahe da fichad ahe, pudur out o tiksiñ gwrïad a(ho)nt ar hi(s-ho)nt ! »

Goûd a houz(e)s le sacré bleu !

Oui ! Oui-oui-oui !

Ma ! Ha 'vid lak ar re-mañ da c'hoarzhin, me ma laket 'naoñ !

Ah ! Da-hun

Oh !

Ha eh ! Me ma laket 'naoñ… Ah ! Me ouïen ket lar teue Daniel d'o(be)r katekis an de-m(añ)

Ah ! Nann, pugur an de-se… Devejou vije

Eh ! Ha pad a oa skôet war an noñr, me oa aet da zigeriñ 'n noñr ha oan ga'r bragou

Ga'r bragou… Ahaha !

Ah ! Me lar dit ! Sete oa gleet din delc'hen hezh

Heñ, hezh oa ar c'hur(e) gwich-all ha' teue d'o(be)r katekis 'e d'ar c'h-cour ménagé

Ya, sete oa, oa gleet din delc'hen 'naoñ pad toud ar c'hatekis

Ya-ya-ya

° Ah ! Ene oas tapet ! Aha !

Ah ya

° Oh ya !

Ah ya-ya-ya…


Ma ! Mo(d)-se !

Mo(d)-se, ya-ya ! Mo(d)-se

Oh ya ! Plijadur zo bet, alïes gwich-all

Ya-ya-ya, med mo(d)-se oa ar vuhe gwich-all !

Daon ya !

Pugur vije plijadur ga…

Beñ ya…

Ga neub(eud) a dra !

Ga neub(eud) a dra, ya


– Pezh n'é ket fall

Ya-ya, ya-ya

Lec'h bremañ ar re-yowank 'n-om amusont ket 'vel vije gwraet gwich-all

Nann, nann

N'é ket, n'é ket memes-mod tamm e-bed !

° Oh ya, med ba bremañ n'eus mann e-bed dê

Nann


Nann

Beñ nann…

° Kar lec'h vé trist n'eus mann e-bed heñ ! N'eus mann e-bed


Kar forz pe-naos, ni n'eemp ket keid-se da haloupad è, houzoh walc'h, pudur…

° Med bremañ n'eus mann e-bed kin heñ ! Ah nann

Hag a anvee toud ar re en-dro

– Toud an dud

'N-om anveomp !

Ya-ya

° D'ev ur bann'h 'h eent d'ar bistroiou ha macheñ, med…

– Sklejañ ba'h an ostaliri ?

° Ya, med bremañ n'eus ket balou kin na mann e-bed macheñ…


Ha kajimant ken, ken mew ar merc'hed 'vel ar baotred

Daon ! Memes-mod é

– Ah oui !

– Diskotek ?

° Heñ ?

– Diskotek ?

° Ya, me(d) diskotek… Ya

Ya, ah ya ! Med n'eus ket, dre-amañ n'eus ket tost…

Fumiñ ha eviñ !


Eh beñ ar merc'hed vé ken mew hag ar baotred !

Ah ya

Ya !


Pouah !

Evañ rent kement 'ha, ya !

N'eint ket gwelloc'h 'è

Tamm (e-)bed, nann

° Diskotek, 'r re, 're Skrigneg amañ, 'benn mond d'an diskotek vé red dê mond pell heñ !

Daon ya !

Beñ ya…

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog