22/05/2017

Plantañ gwe ga un neubeud temz

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti P-L. deus Landelo. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h



Me meus aneet tud forz Skrigneg 'è, pé vijen 'n-om okup d'o(be)r (???), neu'n da, d'o(be)r ur groupement forestier da Coat ar Herno, on bet miser ! An direkteur-skoul barzh Skrigneg ha lare d'an dud pass chilow 'ha(n)on ! Heñw na plantet ba Men ar Vergam tr(i)-ugent devezh-ar(a)d ! Ha plant(e)t épicéa commun ha pass temz 'e ! Me(d) gwech-all, an heñi na koñseilhet, 'n heñi oa an ingénieur de, des eaux et des forêts na lar(e)t nïe mann (e-)bed war an temz hag ar plant laket bremañ zo izhpenn tr(i)-ugent vla so, (e)maint papred ba, ba Men ar Vergam, med pouah ! Traou distèr !

– Ah ya ?

Ha kichenn neu'n, me meus laket neu'n cormeraise, épicéa ha in gwerjed ahe, pe(va)r-pemp pla so ! Pejad-traou ! Me(d) me ma lar(e)t lakad temz dê kwa heñ ! Oh pass kalz ! N'é ket daw da lak(a)d kalz temz. C'hwi oa walc'h da lakad 300 gr. à-peu-près, trois poignées quoi ! Ale hop ! 'Barzh troc'h 'è, beked lak ar plant da, da bousso mad kwa ! Hag a hemañ, an direkteur de skoul hag hezh, heñw a amerde 'ha(n)on ha heñw… Hag ahe ar vugwale a'h ee dé, a gasse i vugwal(e) da lak ar plant ! D(a) blant(añ) ar plant, dèoñ… Diskiñ reegn da lakad plant, me(d) n'é ket an dra-he oa ar preñsipal, heñw oa ar preñsipal oa lakad plant ! Ha ratañ toud ! Ah ya ! Ur bern tud n'ouzont ket pe-sort mod o(be)r, med n'eus kimed chilow ! Pugur be zo tud ha' oar, ba-am(añ) zo tud ha' oar hañ ! Me(d) ha mi ma lar(e)t daoñ lakad temz, me(d) pé oan 'n-om okup deuh ar Men ar Vergam da…

« Oh nann ! Amañ n'eus ket temz, n'é ket mad an temz d'ar plant ! »

Boñ ! Voilà ! Oyeyey ! Tud trist !

Ha lod-all a zo formidables ! Mod-all ahe, 'n heñi a'h a da wel lec'h-all ha me ree kalz a reünionou mo(d)-se, vise da lakad peupliers par exemple, boñ ma lar(e)t da, d'ar re oa enteresset : Naw pe deg, wechou vije 'zhpenn

« Boñ, am(añ) (v)o laket un devezh dé wel ar peupliers i(v)e »

Me meus gwraet des essais ba partoud : Ba Men ar Vergam ma lakeet eizh sort ! Ha 'h eemp surplace dé wel 'è pe-sort mod o(be)r ga'r re, ar re tàe mad, beñ a vïe gwel(e)t duzhtu hañ ! Hag an dud a lare boñ :

« Gwelloc'h demp lak(a)d ar sort-se »

Da laka(d)… D'ar mar(e)-te oa-hi 214 sort ha' tàe mad heñ ! Corabel, mad-tre 'è ! An d(r)a-he teue deuh an États-Unis kwa heñ ! Ga Fritzi Pauley. Fritzi Pauley oa un Allemand aet da Californie hag aet da wel ar peupliers ha digass(e)t des boutures gantoñ ha plantet 'nê ba'n Allemagne hag a ac'hane é Fritzi Pauley parce que ha heñw oa Fritzi et e wreg oa Pauley. Hag a… Na un' oa 'ta ! Mazerand oa ingénieur ba Kemper, un dèn kapat ! Hag é aet, oa bet ba'n Allemagne en stage ha na degass(e)t boutures gantoñ, pemp ha hanter-kant pe, pe 'zhpenn ha plantet 'nê ba Guerlédan, le lac de Guerlédan

– Ya-ya-ya


Ya, da Pontavice, hem(añ) na en(e) dow vil, pe(va)r mil devezh-ar(a)d ! Ha (e)ma, ha plantet ene ha teuient mad ! Ha me oa bet en stage 'è, war an de, en journée forestière quoi ! Ha me ma degass(e)t ba amañ gi-m(añ) 'è ha plantet 'nê ba ar prad ! Plantet 'nê le jour de l'Assomption, ba'r yeot ! Ar yeot oa… Ba'r prad oa kim(ed) yeot ! Ha oamp pe(va)r ahe gis-s(e) pa'n de ! Ha piochet, displantañ ar yeot ! Displant ar yeot… Ha laket bouturien goud(e)-se ba, ba'n douar : 78 variétés mamp lakeet, 78 clones quoi hein ! Hag e, 'n-ur o(be)r ur bla nagn gwraet ur metr, ur metr-ugent ha dow la oant ba, ba tri metr, pe(va)r metr ! Ha meus lakeet un tamm partoud ! Ha distribüiñ ar bouturien, ar re tàe mad ! D'ar pépiniéristes kwa ! Ma lar(e)t :

« Ben ça c'est une meilleure variété, faut multiplier cette variété-là »

Med douar da lakad peupliers n'eus ket kalz ba'r Finistère hañ !

– Ah ya ! Me meus un dra da houll ganec'h memes-tra, an dra-he houzes sur a-walc'h : Pet(r)a vé gwraet deus an « écorce » ?

Deus 'n écorce ? Kroc'hen, kroc'hen, ni a lar kroc'hen-gwe

– Kroc'hen-gwe ? Hag ar « sève » ? Pe-sort mod vé lar(e)t ?

Deus pet[ra], ar sève ?! Ah ! An dra-he n'ouzon ket 'ha !

– N'é ket gwad ar gwe ?

Gwad, gwad ar gwe. Me(d) 'bow(e) (e)mon ba'r c'hoat, me zo ba'r c'hoat 'bowe hanter-kant vla so

– Ah ya ?

Gaoseen keme(d) galleg kwa heñ ! Pugur 'vi(d) ar c'hoajou, yeo ! Pé 'h een dé wel an dud war ar maes 'è vê daw kaoseal brezhoneg hag pé gaoseen brezhoneg a'h ee, tàe mad d'ar, d'ar beïsanted kwa ! Ha vïe lar(e)t din :

« Ale ! (E)ma ar lein 'è, deut da zebiñ lein ! »

Ha vïe debet lein, beñ ahe vé kontet ur bern traou 'n-ur debiñ lein hag a koñfiañs tà ! Ha go(ude)-se neu'n, me gasse 'nê da wel ar pezh tàe mad kwa ! Sete rent konfiañs

– Ha peus ket…

Ah ! Me ma ur vicher vraw ! Plij a ree din ar vicher reen kwa heñ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog