23/05/2017

Redeg koue ba'r penton bras

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet dec'h ba-ti A. ba Kareis, assames oain ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.



– Ha c'hwi peus bet gwel(e)t gwerc'hiñ an dilhad ba'r c'hanol gwech-ell ?

An dilhad ?

– Ya, ba'r c'hanol

Oh ya, ya, ya, oh ya-ya !

– War ur min ba di-règ an ti-skluj ?

Ah ya ! Ya-ya. Am(añ) zo… Me zo bet ba Motreff 'chom a-raog hag a, pé oan deuet am(añ) oa deuet ur min ganen deus ar vlengeuñ, deus ar vlengeuñ-hlas ! Ha oa 'vel an daol a-peu-prè ha vis(e) lak(et), hezh vis(e) lak(et) ur penn (a)naoñ ba'n dour neu'n hag ur c'hached vis(e) ba-dreñw, d'ar plac'h da lak(ad) hi benndowlin barzh hag honn(ezh) vise 'frotañ, hag an dour tàè hag ar…

– Med vij(e) ket gwraet an dra-h(e) war ur holazh ? Ur holazh, peus ket klêt kaos deus an dra-h(e) ?

– Ga'r holvazh

– Ga'r holazh, ya. « Le »…

– « Le battoir »

– « Le battoir »


Ah !!! Ya

– Me oa klask an hano e galleg, med teue ket kin

Ya-ya, an (h)olazh vise gwraet deus an dra-h(e)

– An (h)olazh ?

– An (h)olazh ?


Ya

– Ah ya

An (h)olazh, pé vise kannet 'è un tamm dé denn(añ) an dour, an dour lous maes, vis(e) pos(et)-hi wa'r min ha vis(e) skoet war'nèi ha gwask(et) un tamm bihen neu'n ha hadpassêt ba'n dour, d(é) lak(ad) an dour net ba(r)zh-enni neu'n, tan… Oh ya !

– Hag ar lessiveus ha-toud ?

Ah nann !

– Ah, oa ket lessiveus ?

Ah yeo ! Me(d) war-lerc'h vis(e) dans les… War-lerc'h, lod, lod lakè o re da virviñ, med lod a reegn ket (a)nê heñ !

– Ah nann ?

Oh nann !

– Reegn ket, med oa ket, ar lessiveus, oa an dra-he blam da zistronkañ an dilhad ?

– Da virviñ (a)nê

– Ya, med da zistronkañ (a)nê


Nann, distronkañ (a)nê vise, vis(e) war, wa'r min !

– Ah ya ?

– Ya


Ya, distronkañ. War-lerc'h, pé vïegn trampet ha tenn(et) an traou lous deusoute un tamm vïegn lak(et) ba'r lessiveus da virviñ. Ha ba'r lessiveus oa un tüio ha hezh sa(v)è ar mo(d)-se ha ba'r penn (a)naoñ oa ur penn rond ahe hag an dour, an dour tàè deus, deus an traoñ tàè ba hezh ha stlabeè war an dilhad ba'r lessiveus 'ta !

– Ah !

– Ha vis(e) lak(et) soud ba'r, ba'n dour


Ya, ya-ya

– Lod lakè ludu 'e 'vid ar, an dilhad

Ah ya ! Lod, lod lakè ludu, lod, oh…

– Beñ blam da lak anê gwenn kwa !

Ya-ya, ya-ya

– Med, vis(e) ket gwraet ur mod-ell raog oa deut ar lessiveus ar mo(d)-s(e) ?

Yeo ! Bi oa c'hoazh ur, oa ar penton, vis(e) gwraet deus hezh

– Ar penton ?

Ya, hezh oa, hezh oa ur…

– Ur pezh bassin vras

Ur macheñ bras ahe, oh ya ! 'Vel zo c'hoant dec'h ahe

– Ya-ya-ya

Rond

– 'Vel ba'r pressouer kwa !

Ya ha vis(e) laket dour tomm barzh, lak(et) an dilhad barzh, lak(et) an dour tomm barzh

– Ha pe-sort mod oa ? Oa ket ur penton bi(he)n wa'n tan, blam da lak an dour da virviñ ?

Oh yeo-yeo ! D'ar re-s(e) vis(e) lak(et) dour tomm barzh heñ !

– Ha, med oa ket ur varazh wa'n tan blam da lak an dour da virviñ hag un tuïo ha' tàè deus un' d'egile

Ya, ya-ya, ya-ya

– Ha ba 'n heñi-ell vis(e) lak(et) an dilhad

Ya

– Med pe-sort, pet(r)a vis(e) gwraet doc'h toud ar reñ-s(e) ?

Deus an dilhad ?

– Nann, deus an heñi jomè wa'n tan ha deus 'n heñi-ell

Gwech-ell vis(e) lar(e)t « redeg koue » vise gwraet deus an, vise laret. Me ouïèn ket kàer petra sinifïè an dra-se

– Koue ?

Koue

– Ya, « la lessive »

Oui, le baquet en bois, là

– Ah ya


Ha hezh oa koat heñ !

– Ya-ya-ya

'N heñi bras

– Med me ma klêt « koue », med 'vid lar(e)d « la lessive », pass 'vid lar(e)d…

« Redeg koue » vis(e) lar(e)t ha vise taol(et) an dilhad barzh ha taol(et) dour tomm barzh, ya

– « Redeg koue » ?

Ya. Oh ! Me(d) an dra-s(e), me meus gwel(e)t, me meus gwel(e)t kann(o) an dilhad ba'r reñ-s(e), med pé oan yowank-tre ! Ha é pe(va)r-ugent la so

– Med lod, me ma klêt 'e, lod lake o dilhad da sec'hiñ ba'r prad, war ar yeot

Oh war, wa'n douar ?

– War an yeot. Lak(et) an dilhad da sec'hiñ ba'r prad

Ah ya-ya ! Ahaha ! Oh gwech-ell ! Bet zo bet progrè (a)boe heñ ! Ah ya

– Cheñchamant zo, dïannañ !

Heñ ?

– Cheñchamant zo bet dïannañ !

Ya, chañchamant zo bet, oh ya ! Ba ma amzer gentañ din-m(e), me meus gwel(e)t, 93 ans meus

– Ah ya

Hag a, me meus gwel(et) ur bern chañchamant heñ !

– Ya, ya-ya-ya

Ya, gwelet meus ar penton bras, penton koat ! Ha lec'h vis(e) laket an dilh(ad) ha tàè dour tomm deus ar lessiveus barzh 'ta ! Ha vis(e) lesk(et) ar reñ-s(e) da dremp(añ) un noñs(v)ezh neu'n

– Ah ya ?

– Ah ya


Ha war-lerc'h vïegn tennet-maes ha kass(e)t d'ar stêr da wask(añ) un tamm bihen ha da lak da b-passer au battoir

– Prop kwa !

Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog