17/05/2017

Savitaad ar pezh so voien da savitaad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Christian Le Braz ba-ti F. ba Lannedern. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

Filmet oa an dra-he, laket ur benbern videoiou war Vimeo, ma peus c'hoant da selled deuh ar video-mañ 'n hi fezh, peus kim mond di : https://vimeo.com/155840986



Hag ar peisant ! Pugur n'eint ket gouest da hon(e) o boued, 'h o(be)r saout 'n devezh-herio ha matress(e) ar moc'h vo ar mo(d)-se 'vid, 'benn, 'benn ur c'hrogad amañ… Me(d) n'o ket gwelloc'h 'vi(d) ar vro hañ ! Matresse an touristed vo brawoc'h dê sirkulañ ba'r vro… Keit-ha teuy ket an nàer(e)d da lammad dê ga o divisker ! Pe keit-ha vo tud da ziharzh an heñchou ! Me(d) n'o ket pad pell ! Daw é gwel ar problem zo, da ma joñj din-m(e) : A zo plass 'vi(d) tou'n dud ha sè n'é ket… Laron ket lar n'eus ket tud ha' neus gwraet re, matress(e), zo emm da wellaad an traou ! Zo emm d'o(be)r stassionou ha d'o(be)r traou, me(d) an ekonomi renk mond en-dro, mod-all vevo den e-bed !

Pé vé gwel(et) piw zo 'veviñ amañ hi-mañ ! Me(d) n'eus kim(ed) goull ga'r c'hoñversanted dijar brem(añ) : Prij ar moc'h, ya, me(d) 'bowe hag é diskennet prij ar moc'h ba, ba ar vagajinou, vé ket kalz tra maes kin heñ ! Paotred-ar-moc'h zo kaos sterd(añ) o fweskennou, me hag ar re-all, vé prenet nintra kin… Ehe ! Mo(d)-se é ! Pé vé… Pugur an dud zebont ket arc'hant 'nê ! An dud bren traou ga o arc'h(ant), pé y(a)-hègn d'ar be, n'ya ket an arc'hant d'o heul ! Ma vé gwraet aferiou, zo un aferiou ha' varch ha' lak tud da labour(a)d ! Rà un tamm buhe ! D'ar vro ! Me(d) ma, an dud, lakegn ket an aferiou d'ond en-dro, lakegn ket ur vro da veviñ heñ ! Ha' 'vel vegn alïes ar sendikaiou, beko teb, teb ar mestr, me(d) pé lak ar mestr, an dra-he zo bet dans le Nord, ar (???) n'eus mestr (e-)bed kin, n'eus ket labour kin, an dra-he zo koñ ! Ar mestr renk be heñ ! Memes na gou(de) hones kalz arc'hant, pugur deb anê ray ket, ar re-he yey un tamm m(e)nnag, da ma joñj din-m(e)… Matress(e) me n'on ket fur a-walc'h kin kom !

An dra-he lak, toud an dra-he lak an traou da labour(a)d : Ar restorañiou, an otellou, boutik an elekrissite, boutik amañ… Toud an traou, tou'n traou ya da-heul ! Da lak an dud d'o(be)r plantassionou, da wellaad en-dro d'o batissou ! Da lak les pépinières da labour(a)d, d(a) lak an ouvrïerien d'antretein an heñchou ! Da lakad… Me(d) ar re-he é daw pêo 'nê ! Pugur 'benn ur c'hrogad amañ : Piw bêo ar c'hantonier ba Lannedern ?! Ha ba lec'h-all !!! Me wel Lannedern, me(d) ba lec'h-all é mo(d)-se 'e… Me(d) daw é diwoull kwa ! Nompass mond re bell, na ba sañs e-bed ! Ha essêiñ chom ba, ba ur sistem ha' bermet da tou'n dud da gaoud o blass, n'é ket aes ! N'é ket me 'n-hi(ni) ray, me a ray 'velt ar re-all : Retred 'benn, 'benn ur c'hrogad amañ ha vo gwraet ga'r pezh a vo…

Me oar lar faot arc'hant un tamm mat 'benn da lak un' yowank da gomañs bremañ, n'é ket brilhant heñ ! Memes ga laezh é daw dèoñ be peus-solud hañ ! Pugur 'benn (ar)c'hoazh, n'é ket daw dèoñ be 'ho(r)tos la 'o brilhant ar sitüassïon hañ ! Ha' vo sterd d'o(be)r d(a) gent(añ) ! War piw vo sterd (ne)med war 'r re zo 'labour(a)d ! Brem(añ) é 'hond (a)darr(e) da gresk ar Fonction Publique, oa krog lar(e)d ba'n tele… Me(d) ar Fonction Publique é pet(r)a ? Ar re-he vé pêet ga'n empoiou hañ ! Hag an arc'hant ya da bêo ar re-he, n'ya-(hè)gn ket da bêo… Matrehe é koulz pêo 'nê 'vid pêo chomeurien, ahe n'ouzon ket, me(d) boñ…

– Pet(r)a viche moien d'ober neuhe 'vid gwellaad stad an traou ?

Hañ beñ…

– Ar vro koulz hag ar labour dre-amañ neuhe

Ah…

– Da da soñj ?

Ah me, me… Ahe laron doc'h lar me zo 'velt ar re-all 'e hañ ! C'hwi oa kaos din kaos ar Chambre d'Agriculture : N'ouzon ket ken mad-se pet(r)a é ar gwellañ d'ober, me (???), pé y(a)-hègn da lak anê, pé y(a)-hègn d'essêiñ re alïes 'nê welont a-walc'h la n'é ket ken aes-te d'ober. Ar gou(a)rnamant a lar :

« Nign a ray an dra-m(añ) hag an dra-h(e) »

Raog an eleksionou oa lar(e)t oa gwraet ur bern, vïe gwraet ur bern traou : Gwraet so tammou traou… Me(d) n'o ket gwraet ar pezh oa lar(e)t hañ ! Nag a-dost… Me(d) me zo bet deus an tu-dihou 'vi(d) ar wech toud, brem(añ) (e)ma ar re zo klei, boñ ! Me(d) an dra-he a jeñch ket ! Ar vuhe ba'r Frañs n'é ket gouest da jeñch, memes ga… Un deiezh vo un' vo gwenn ba penn ar gou(a)rnamant hag an devezh-all é egile vo ru… Cheñchet vo serten traou, me(d) ar linennou bras vent ket cheñchet : An dud so 'tirij an dra-he, ar re-he jeñchont ket 'nê ! N'é ket gouest da ve, n'oc'h ket gouest da jeñch ur politik deuh ur vro deus an eil devezh d'egile ! Pet(r)a zo voien da jeñch amañ hi-mañ ? Amañ hi-mañ n'ouzon ket…

Memes-tra ! Pezh so voien d'ober surtoud é la ba peb parres boañgn an dud da savitaad ar pezh so voien da savitaad ha da veviñ trankil barzh, ar re-vras hag ar re-vihen ! Kar ba Lannedern n'eus ket keme(nt)-se a re-vihen, ar mod a welon. Ar re neus c'hoant da labour(a)d amañ hi-m(añ) gav labour atô. Me meus ambochet un' yowank ahe, na ket bet gwraet nintra morse ! 'Hond da ve dow vla so ganin hag a 'n-im lakeet da labour(a)d ! Ha ray un ouvrïer ha' honeo e vuhe ! Me(d) ma n'eus den e-bed da roiñ tamm labour (e-)bed dèoñ…

– Ped ouvrïer peus bremañ ?

Bremañ zo tri ganin hag ar verc'h zo 'ramplass ar wreg, me bês anèi, keit-ha gallin 'h o(be)r…

– Hag pe-gen bras é ar stal neuhe ? Ped gwis ?

Tri-c'hant ! Lar(e)t vé un dèn 'vid kant gwes ha c'hoazh me meus ur voutik gozh ! Me(d) ba boutikou ne(ve) ya gwelloc'h 'è kwa ! Me(d) 'benn-neuhe, 'benn 'h o(be)r ur voutik ne(ve) zo bet gwraet labouriou ha bet renk(et) an traou, neus bet rôet labour da, d'ar re-all : D'an antreprisou ha d'ar vañsonerien ! Ha d'an elektrissianed ! Ha da… An dra-he zo toud : Un antrepris rà labour d'ur mil-bern tud !

– Petra eo 'vidout-te ment mad ur voutik, a-peu-prè 'vid ober moc'h bremañ ? Lakomp 'vid ur c'houblad 'labour(a)d (a)ssames, heb mevel e-bed ? Ma 'z eus moien c'hoazh

'Vid be, a-peu-prè, gad un elvaj ne(ve), un elvaj prop, ga dou(a)r : 'Tre 150 ha dow-c'hant gwes, 'vid nompass lar(e)d lar vo ba'r viser. Gallefent be 'vel ra tou'n dud, pugur me gav din lar ur peisant, (me)mes-tra, neus droad da veviñ 'vel ra un ouvrïer ! Pugur brem(añ) an ouvrïer gemer pemp si(zhu)n vakeñchou, gemer… Forz-pet(r)a c'hoarvez gantoñ (e)ma-hañw couvert ga'r Sécurité Sociale ! Pe e wreg d'ar maternité neus pe(va)r devezh, pe neus… Ar beïsanted neus droad da vev un tamm mo(d)-se kwa ! Me(d) gredon ket lar ga neubeutoc'h 'vi(d) an dra-h(e) é gouest an dud da veviñ, yao ! Ma vé o zud 'chikour 'nê ! 'H o(be)r ar labour ba o vlass ! Me(d) me lar : Ma n'eus kim(ed) ur c'houblad é daw dê 'h ober ga'n dra-he hag e vefont ambetet, pugur neugn ket tro-walc'h ! An dud vo daw dê 'h ober, goull ga'n antreprisou d'ond d'o(be)r ur serten labour dê, me(d) an dra-he zo voien da, ur c'houblad zo gouest d'ober an dra-he, da ma joñj din-m(e) ba'n dra-he renk, renk be peu-prè. Ha me n'estimon ket valable ur voutik, an devezh-herio, ma n'é ket gouest da bêo un dèn, pe 'vid ober laezh pe 'vid ober moc'h ! Pugur n'eus kimed ga'r voaien-se d'hag-heñw veh sur da nompass be esklav deuh ho poutik

– Pêo un dèn, un ouvrïer kwa

Un ouvrïer gouest da ramplass (ah)an(o)h d'an eil devezh d'egile, forz-petra c'hoarvez ganoc'h. Pugur passeet é an amzer ha be vé c'hoazh an devezh-herio tud ha' nefe dow-ugent deugré température 'h ober o labour, n'eus kim(ed) ar beïsanted d'hag-heñw vé gwel(et) 'h o(be)r traou mo(d)-se… Me meus bet gwraet toud ar sêson-maïs, pugur ma flastret ur bes-troad, ga ur votenn-doull, pugur oa koéñvet, ken koéñvet-all ma bes-troad ! Ha oa ar bla passeet oa ! Pugur oan ket gouest d'o(be)r mod-all ha oan war an trakteur bemde. Ur voutik zo sañset, me vïe bet gouest d'ober ! Pugur ma ur voutik a-peu-prè solud walc'h, med 'n-hi(ni) vé kim(ed) e-hun ba un afer, pé weler tud barzh pe-sort kondissionou renkont 'h o(be)r o labour, pugur vegn ket gouest… Ha pad an amzer neuhe vé an dud 'tond deus Parich vankeñchou 'h ober, 'h o(be)r goap deuh-houoh, lared lar veh krog pollü(añ) ar vro, kemer atô ar peisant 'vi(d) ur powr-kaezh ! Ha pé nefe montet ur voutik :

« Ah ! Be peus ur voutik gàer ! »

« Ah ya, med ma… »

Ma teufent da wel ba pe-brij é koustet, mont(añ) ar boutiked-se, ar voutik ma montet-me ha kalz a re-all 'veldin, ma vefe kontet an euriou a labour ! Hag ar boan-benn zo bet 'h ober an dra-he ! Nefe ket keme(nt)-se c'hoant an dud da 'n-im blantañ ba'r, ba'r galère hañ ! Me(d) mo(d)-se é !

Sete mo(d)-se me, pe 'vi(d) respont doc'h, me wel, me(d) ha nin… Me, pé oan yowank ma gwel(et) an traou mo(d)-se heñ ! Nin 'n-im lake dow blam mo(d)-se ma jome un' klañw zo ur mestr ba'r plass ! Go(ude)-se, 'vid an avenir welon mo(d)-se : Ur voutik a vefe gouest da bêo ur mevel, ur mevel mad heñ ! Pass ur, pass ur c'hlasker-grilhed ! Un dèn ha' zo gouest da ramplass ar mestr : Ahe (e)ma ar voutik zo gouest da souten da ma joñj din-me, ar re-all rafont ket, pugur ma yay ket ar baotred kuit, ar merc'hed yay… Ar merc'hed n'akseptefont ket kin be 'vel gwech-all : Esklav, vegn ket gouest da 'n-im okup deuh o bugale, neugn ket tamm amzer (e-)bed, atô pa'n de, pa'n de 'n-im okup deus, oblij(et) d'ond da hor(o) ar saout, oblij(et) d'ond da roiñ boued d'ar moc'h ! Ar vugal(e) vé sklapet ba ur c'horn, pugur feus ket den e-bed da gass 'nê da di, da di tud-all. Buhe ar mo(d)-se n'o ket bevet kin war ar maes ! Me(d) un' bennaket renko pêo…

Hag ar re, kalz deuh ar re zo 'lar(e)d la zo voien d'ober ga neubeutoc'h (e)ma o mamm pe o zad pe un bennag kichenn, gouest da gemer ar vugal(e), gouest d'ond da gass 'nê d'ar skoul, gouest d'ond da gerc'hed 'nê, pugur daw é kaoud choñj lar (e)mêr war ar maes ! (E)ma ket ar skoul ba toull-an-nor ! An nourriss (e)ma-i ket ba toull-an-nor ! Amañ vé daw mond pell d'ober an traou ! Ha toud an dra-he a gemer amzer… Nin neus gwraet, Jean Cochennec ha me, nin oa den e-bed 'chikour (a)ha(no)mp ! Me(d) an dra-he bassees euriou hag hor merc'hed domp keit-ha oa ar vugale bihen, nagn ket labour(e)t kalz war… Ha war-dro ar moc'h, pugur nisent ket amzer d'ober ! 'Tre kass anê d'ar skoul ha kerc'hed 'nê, 'n-im okup da surveiañ 'nê d'o(be)r o deuvoariou ha da, da werc'h(añ) an dilhad ha da zalc'h an ti ! Eh beñ didoñ !

Blam d'an dra-he, me welon ket, pé gaoseer deuh ur c'houblad, ma n'eus den e-bed kichenn : Mond da lar(e)d lar zo voien d'ober, pugur be zo lod ha' lar c'hoazh la ga neubeutoc'h 'vid kant zo voien d'ober… Me(d) an dra-he zo ba o venn, med pass ba ma hin(i)-me ! Me zo 'bow(e) re bell-zo ba'r vicher 'vid goûd, memes kàer po 'h ober ho labour ar gwellañ toud, pugur ba'n elvajou bras a vé gwraet ar labour mad brem(añ). Gwech-all vïe lar(e)t :

« Daw é kaoud tud d'ober »

Med an traou neus evolüet ! Bremañ zo oustilhou, bremañ zo ordinateurien, bremañ zo moien da labourad mad memes ba un elvaj bras, pé laki tud ha' oar labour(a)d ba kement post 'vel zo toud ! Koulz 'vel ra ar re-vihen hag an elvajou bras vo gouest d'ober resultaiou koulz 'vel ree ar re-vihen, memes na gou(de) n'o kimed c'hwi hag ho kwreg d'n-im okup deuhoute. Egzist a regn, an dra-he egzist heñ !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog