07/06/2017

Gwele-klos, golvïou, ka'ell ha pell-ka'ell

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet un tamm ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.
T.



Ah ya ! Ya-ya !

Ur gwel(e) vïe alïes ba-kich' an tan !

– Ya

Ah ya-ya !

Ba par[toud], ka(s)imant partoud digentañ, ya

– Oa tud ar vugwale hag a gouske barzh ?

Beñ ya !

– Ya

Ya-ya ! An dra-he vïe laket, teue an dud da gousked gou(de)-se kwa heñ !

– Ya-ya

Ha gwraet, vïe gwraet 'e… M(ed) an dra-he meus bet gwraet eve, 'h ober soubenn pé yeemp, nin vïe 'tiwoull ar saout, c'hwi oar a-walc'h, d(eu)s an abard'hai

Ah ya ! Ah ya !

Hag a meus bet gwraet soubenn, gwraet ma boued-ar-laezh din, ya ha laket 'nèoñ ba'r gwel(e) neuhe, dindan ar, dindan ar…

Oh ! Dindan ar pallen

Dindan, ya-ya !

– Ah ya ?

Ha set' pé teuer d'ar gêr vïe prest koan ! Pugur hag ar soubenn…

… Jome tomm !

Ar soubenn jome tomm ba'r gwel(e)

Hag a gwele vïe tomm gou(de)-se !

Ar gwel(e) vïe tomm 'e, ya ! Ya ! Ah ya-ya !

– Ur « bouillotte » mod-kozh kwa !

Ya, ya !

– Ya


An dra-he meus bet gwraet !

Ah ! Welet ket ?

An dra-he meus bet gwraet, ya

Daw vïe 'n-im zibrouilh heñ !

Ya-ya ! Pugur daw vïe 'n-im zibrouilh 'vel oamp gouest d'o(be)r kwa heñ !

Ah ya !

– Me(d) d'ar mar(e)-se oa ket ar gwele-klos kin ?

Oh yao-yao ! D'ar gomañsamant nemp, ba du-m(añ), boñ digentañ oa, oa ur gwel(e) ba-kich' an tan hag un'-all ba'r penn-all hag un arbel pe diw kreis 'tresse kwa heñ !

Wei ! Ya

– Ha deus ar bank, pet(r)a vé gwraet deusoutoñ ?

Ar bank ?

– Ya

Ya ! An dra-he, me meus ket bet bank 'e, c'hwi peus ket 'e ?

Meus ket 'e, nann

Nann

Nann, meus ket bet 'e

Meus ket bet bank (e-)bed, nann

– Med n'é ket « bank-tosser » vé lar(e)t amañ ?

Oh matresse, n'ounn ket…

– Pe « ar chern » ?

– Ar chern, ba Kleden vé lar(e)t ar chern


Ah boñ ?


Ar chern, matresse ya

Ah ya, ah ya

– Med ba du-m(añ) vé lar(e)t « ar bank-tosser »

Ar bank, ni lar, ar bank vïe gwraet deuhoutoñ

Ar bank, nin ree ar bank deusoutoñ, ar bank, ya

Ar bank deuhountoñ, ya-ya

Ar bank

– Me(d)…

– Me(d) traou vije lak(et) e-barzh


Ah ya ! Ah ya-ya !

Ah ya !!! Ah ya !

– Med, lennet meus lar ar bank-tosser hag an, ar chern, oa ket toutafed memes-mod : Ar bank-tosser neus un dosser, just a-walc'h hag ar chern neus ket

Ah !

Ah, matresse, ya !

Ah !

Ur gwele-klos vïe gwraet deus an dra-he

Ya-ya !

An dra-he oa, ar bank oa, oa gou(de)-se walc'h vis(e) hag ar gwel(e) vïe ba-dreñw, ar gwel(e)-klos kwa heñ !

– Ya, med pet(r)a vije laket barzh ?

Ba'r gwele-klos ?

– Nann, pass ba'r gwele-klos, med ba'r bank

Oh beñ pep-heñi a lakè ar… Ba'r bank ?

Ar pezh pa c'ho(a)nt, ya

Ar pezh pa c'hoant 'ha !

Lod lakè boutailhou, lod-all lake…

Ya-ya, beb-sort mod, ya

Chournaiou

Ya-ya

Beb-sort, toud ar pezh pa c'hoant, ya

Ya

Me gav braw memes ur bank ar mo(d)-se

Me 'è, ti Jeannette neus un', pugur ar vamm na un'

Ah ya !

Ar vamm-gozh Trodon

Ah ya !

Ya ha na un', ya nag ha ba ti (e)ma-oñ, ba ti Jeannette, ba'r c'houloar ahe, (e)ma-heñw braw ! Ya

Me gav braw an dra-he ! Ya, me gav braw 'e, ya

Ya-ya, braw é, oh ya ! Mé mamm-gozh na un daol ha' oa-hei 'vel ur bank 'e, kreus barzh, vïe destum(et) ha lak(et) traou barzh

Ah ya ! Ah ya

– Hag un daol ar mo(d)-s(e) kwa ?

Ya-ya, ya !

– Ya

Vïe sa(v)et en ennoñ hag a…

Ya

… Lakeè traou barzh

– Ha, pet(r)a vis(e) lak(et) ba'r gwele-klos blam da gousked, just a-walc'h, ur holved ?

Ya-ya ! Ya-ya !

Ur holved

Mem-mod 'vel ar gwele mod-all 'e kwa !

– Ya, me(d)…

Ha gwech-all vïe ar holved ga ar pell barzh walc'h

– Ah ya ?

Beñ ya !

Pell, ya

Ya-ya ! Ya

Pé vïer, pé vïer 'torn(añ), vïe daw despun ar pell, ya

Pé viser 'torn(añ), vis(e) che(ñ)ch ar pell ur wech ar bla kwa ! Ahaha !

Ya ! Ya

– Ar pell tàè deus ar, deus ar c'houfr ha vis(e) lak(et) ba'r holvenou

Ya-ya ! Voilà, ya

Ya, ya voilà !

– Ba'r golvenou

Ya-ya ! Ya-ya !

Ya-ya

– Pe-sort mod a lares ?

– Ar holved ?


Ar holved

Ar holved, ur holved

– Ur holved ?

– Pa vé kalz ? Pe-sort mod vé lar(e)t ar pluriel just a-walc'h ?


Ar holvïou

Ar holvïou michañs, ya !

Ar holvïou

Ar holvïou

Ar holvïou

Ya sur ! Ya-ya ! Ya

– Pell-petra oa ?

Pell-kerc'h

– Pell-kerc'h

Pell-kerc'h, ya

– Ya

Pell-kerc'h, ya

– Papred-pared-papred ?

Ah ya-ya-ya ! Pell-kerc'h, ya

Ah ya-ya-ya !

Pell-kerc'h

Ya-ya !

Set' vïe daw dispartïañ 'n heñi prop, c'hwi oar walc'h

Ah ya, 'n heñi, 'n heñi…

Pé vïer 'torn(añ)

Ya, pé vïer 'tornañ vïent e-se trïet ha…

Ah ya, ar pell

An heñi prop, ya

Ah ya-ya !

– N'é ket diw wech ar bla vije gwraet ?

Lak(et) ar, lak(et) ar gwelïou… Oh nann !

Oh nann ! Vïe ket gwraet (ne)med ur wech

Vïe ket dornet (ne)med ur wech ar bla ! Seto…

– Ya, med 'vid ar gwele…

Ah nann ! Vïe ket cheñch(et) (ne)med ur wech ar bla !

Oh nann, ur wech ar bla

Nann ! Nann-nann !

Ur wech ar bla 'e

Ah nann-nann-nann

Ya-ya

Ur wech ar bla, ya

Vïe laket pell fresk…

Pe-sort mod vïe lar(e)t ?

… Ba'r gwelïou

Un tamm pell-ka(v)ell vïe lar(et) ato

Ah ! Pell-ka(v)ell vïe lar(et)

Pell-ka(v)ell pé vïe (???)

– Pet(r)a sinifiv an dra-s(e) ?

Ka(v)ell, c'est le berceau

– Ah ya !


Ka(v)ell

Ar c'ha(v)ell, ya

Oh ! Un tamm pell-ka(v)ell, ya !

Un tamm pell-ka(v)ell, ya

Pell-ka(v)ell

Ya, pugur ya-ya ! D'ar re-vi(he)n vïe laket 'e

Ya, vïe laket 'e, ya, un tamm pell-ka(v)ell

Ba'r c'ha(v)ell 'e, ya

Ya

– Ar c'ha(v)ell, pe-sort mod oa gwech-all ?

Ar c'ha(v)ell oa ur gwel(e) d'ar re-vi(he)n

Ya, ar re-vi(he)n

– Ya, me(d) pe-sort mod a oa, gwech-all ?

Ah ! Pe-sort mod oa ar c'ha(v)ell ?!

– Ya, ar c'ha(v)ell

Un tamm gwele bihen, ya

Ur gwele bihen, ya, me(d) me meus un' ! Ba Kervrïou (e)ma-oñ, meus gwraet

Ah ya…

Ba-ti Marie-Josée, ya. Ga des clous barzh 'e

– Tachou ?

Ya, tachou barzh, ya

Ya tachou, ya, ya-ya ! Re-vraw, les… Braw a-walc'h

Ya-ya ! Ha hezh oa, dindan oa rond ahe ar mo(d)-se da 'uskelled adarr(e)

Ya

– Ah ya !

Ah ya

– 'Uskelled vise gwraet

Ya-ya

Uskelled

Voilà ! Ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog