03/06/2017

'H ober krampouzh war an tan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deut oan assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A.
T.



Ya

Ev a rant chistr

Ah ya ! Ya-ya-ya !

Ev a rant chistr douss ar mo(d)-se ha n'é ket… Mad é 'ha ! Me meus bet gwraet krampouzh ur wech gantoñ !

Ah ! D'o(be)r krampouzh é 'bominabl 'Tin heñ ?!

Ya

Ah !

– Da lakad ba'n toas ?

Ya, ya

Ya-ya, ya ! O(be)r…

Ya

… Mem-mod 'vel o(be)r ga laezh kwa !

Ya

Me(d), med 'h o(be)r ga chistr douss

Ya

– Ah ! Ha laezh e-bed kwa ?

Ah nann-nann ! Nitra (ne)med chistr !

Ha vé mad, ya

Meus ket gwraet (ne)me(d) ur wech, me(d) ur wech ma gwraet !

Ah ! Welet ket ?

Ha pa reen 'n-hi(ni) a laren, pugur vé… « Blam bet(r)a é rin ket krampouzh ga chistr, ya ? »

Ah !

Fei ! Me lare : « ma peus voien d'o(be)r ma po c'hoant »

Ya

Hag e-se ur wech ma gwraet, ya, krampouzh ga chistr

Ha oa mad !

– Krampouzh gwinizh ?

Krampouzh… Ya-ya-ya !

Ya-ya, ya

Ya, ya-ya !

– An dra-he meus ket taveet c'hoazh

Yeo-yeo !

Matrehe, krampouzh gwinizh-tu matrehe zo moien d'o(be)r 'e !

Oh ya ! Sur zo voien d'ober, ya

– Ya, ga ramplass an dour ga'r jistr kwa !

Ya-ya ! Mem-mod ! Ya-ya !

Ba voilà, voilà ! Beñ ya ! Hounn a-walc'h, ya

Ya-ya ! Me(d) ur wech meus gwraet, meus ket gwraet (ne)me(d) ur wech ! Me(d) ur wech meus gwraet, ya

– Ha c'hwi ree ar c'hrampouzh war an tan 'e ?

Ya, me meus deske(t) o(be)r war an tan, ya, oyowyow !

Digentañ kê 'Tin heñ ?

Devet ho tiw, tiwvrec'h ha toud… Ahaha !

Wei ! Ah ya…

– Mamm-gozh a ree war an tan 'e

Ya

Wei ! Ya

– Me(d) pe-sort mod vije gwraet ba du-se, war an tan ? Pugur ni, ni zo un dra spessial ba, ba du-mañ

Ah boñ ?

– Me(d) pe-sort mod vije gwraet just a-walc'h ?

Beñ, beñ da lak(ad) ar billig war an treber kwa ! Ha vé dalc'h(et) an tan dindan !

– Ha direktamant war, war an treber ?

Vé direktamant war an treber, ya

Ah ya !

– Pugur ni reemp ket mo(d)-se just a-walc'h : Ni lake ur golo…

Ah ya ! Me(d) diw vije 'Tin, vïe ket laket ar…

Matresse dindan neu'n vije…

Un dra b(e)nnaket vïe dindan ar baie… Vïe dindan ar…

– Ya

Dé gentañ, ya

Ya

– Etre an treber hag ar…

Ur bladenn !

Voilà !

Ur bladenn vis(e) laket da, da gentañ

– Ya

Voilà !

Ha gou(de)-se oa laket ar billig war'nèoñ neuhe, ya

Voilà ! Ya

– Ya, lod lare gad ur bladenn, just a-walc'h

Ya

Ya-ya !

– Me(d) ni a ree gad ur golo

Ah ya ! Ah ya-ya, ya-ya !

Ya-ya, memes-m[od], ya-ya, ya-ya, ya-ya !

– Memes-mod hag ar mo(d)-se 'n-hi(ni) oa distanet un tamm 'e

Voilà ! ya-ya !

Ya voilà ! Vïe ket gwraet an tan direktamant, nann

– An dra-he zo aessoc'h d'o(be)r memes-tra heñ !

Ah ya !

Oh… Aes a-walc'h, me(d) blam d(a) zalc'h an tan ba-dindan 'n-hi(ni) oa, pugur…

Eh ya ! Ingal peu-prè

Ingal, ya

– Ga un' deus Sant-Wazheg ma klêt vije gwraet ga lod, serten re a zigasse ur pezh men bras ar mo(d)-se ha dow doull barzh, gwraet an tan ba-dindan

Ah ya

– Ha laket diw billig war-horr(e)

War-horr(e), ya-ya ! Matresse, ya

Ah ya ! Ya

Me meus ket bet gwel(et) 'h ober, me(d)…

Ah ya

Med hallefe bet gwraet, ya-ya ! Mo(d)-se oa voien walc'h d'ober 'e, ya

– Ha oa aessoc'h d'ar merc'hed, just a-walc'h

Ah beñ ya !

– Pugur oa uvelloc'h

Voilà !

Pugur na 'n t[an], ar flamm teue ket 'bïou kwa !

– Beñ ya

Neuhe jome, jome dindan

– Ya

Kar mod-all teue hag houlala ! Vïe devet…

Houlala ! Oah poêt, ya !

Devet toud !

– Devet toud, ya

Ah ya !

Holalala ya !

Me(d) meus ket bet gwraet kalz keme(nt)-se pad pell, memes-tra meus gwraet dé gentañ war an tan, ya. Gou(de)-se oa prenet un appareil-gaz d'ober, ya

– Me(d) gwelloc'h é war an tan !

Ah ! N'é ket memes-mod heñ !

– Ah ya !

N'é ket memes-mod nann, nann…

Hag ar billig oa bras !

Ya, ur mell billig, me ree…

– Ya brassoc'h oa !

Wei !

Me ma desket 'h o(be)r ga heñi ma mamm-gozh

Ah ! Welet ket ?

Ga billig ma mamm-gozh, ya

Ah ya ! Welet ket ?

– Ya, mo(d)-se

Oh ya !

Oyow oa bras ! Oyow ! Ur mell billig !

Ah ya !

Me oan ket gouest da gargañ, neuhe gargen ma…

Oh ya ! Kalz toas vïe daw kaoud heñ !

Me(d) lod a ree 'è, 'vel mamm Paol a ree, Périne garge he billig heñ !

Oy !

Oy ! Ya-ya…

– Me(d) lod 'e, deus pezh ma klêt 'e, me(d) matresse oa un' deus ar familh ha' ree an dra-he : A ree krampouzh hag a lake toud ar, ar c'hrampouzh war hi gwele !

Ah boñ ?

– Ah bon ?

 

– Ya, da ho(r)tos an dud da, da zond kwa !

Ah !

Da zond

– Ha goud(e)-se vije distribüet ar c'hrampouzh

Ya-ya ! Ya

Ah ya !

– Ha vijent laket an eil war heben ar mo(d)-se

Ya-ya !

– War ar gwele kwa !

War ar gwele

Ya, matresse ya !

– Gwraet ur bern war ar gwele !

Ya-ya

Ya-ya ! Ya-ya !

Me(d) ar gwele vis(e) 'e ba'r c'horn ba-kich' an tan !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog