09/06/2017

Tarchou du, brizhadennou hag istoriou fentus

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



– Pe-sort mod vé lar(e)t « un grain de beauté » ?

Daon ! Me n'anveen den e-bed hag a na an dra-he !

Eo 'ha ! Beañ zo forzig, forz… Daon !

Pet(r)a vije lar(e)t deuh an dra-he ?

Un tarch

Lar(e)t vije « un tarch »

Un tarch vije lar(e)t

Un…

– Un tarch ?

Un tarch-gwin vije lar(e)t 'e

Ya, vije lar(e)t, ya

– Ya, me(d) n'é ket, an dra-he n'é ket…

Nann, goûd a hounn n'é ket meh-mod

N'é ket meh-mod

– N'é ket, n'é ket ur c'hoantadenn é ?

Eo !

Eo !

An dra zo ur c'hoantadenn

Ya, ya-ya !

Ya

C'hoantadenn, ya

– Me(d) an heñi-all, ur greun pe n'ouzon ket pe-sort mod

Ya-ya ! Ya-ya !

Ya ! Un tarch du vije lar(e)t amañ kwa !

Ya

– Un tarch du ?

Ya hag un tarch-gwin, pa vije un' bras, 'vel…

Ya-ya-ya !

Lod a vije an hanter deuh o vass !

Ya !

Du wichou

– Hag an dra-he oa ar c'hoantadenn, just a-walc'h

Ya

Ur c'hoantadenn, 'n hi(ni) nije, 'n hi(ni) vije dougéres nije ket bet pezh a na c'hoant

Me lar dit ! Me(d) gwir é an dra-he gav dit ?!

A beb-sort traou ! Daon ! Me n'ounn ket… Ha lod-all lare a 'n-om ga(v)e dougéres pad hi reglamañchou

Ah boñ…

– Pad pet(r)a ?

'N-om ga(v)e dougéres pad hi reglamañchou, vije reglamañchou ganti. Gwich-all oa drol an traou ! Oas ket sañset da 'n-om gaoud dougéres ar mo(d)-se, me(d) daon ! Lod 'n-om ga(v)e !

Me(d) an dra-he zepand, an dud n'eint ket héñvel toud !

N'eint ket héñvel toud, nann

Heñ ?!

Nann, nann-nann !

An dud n'eint ket héñvel toud !

Beñ nann…

Beb-sort zo ha…

Beb-sort, ya. Beñ ya !

– Vé ket lar(e)t an amzeriou ?

Eo !

Eo ! Vé 'è, ya

Ya 'ha !

– Memes-mod ?

Med amañ vije lar(e)t « reglamañchou »

Ya

– Ya ? Kentoc'h kwa ?

Ya. Bon Denise a neus toud, hi c'hein toud, un tarch-gwin neus 'e

Ah ya ! Me(d) ma c'hoar 'è !

Ah bon ?!

Ma c'hoar na ur pezh tarch ahe his-se war hi c'hein 'è, just a-walc'h

Ya, ah beñ Denise neus 'è

Tu t'rends compte ?!

Ya ! Ha ma vije bet war hi vass oa ifamet, houzoh walc'h !

Daon ! Ahe, ahe oa un', barzh Kerouel Vian houzoh walc'h ha houm(añ) na ur pezh…

Oh fi ya !

Heñ ?

An hanter deuh hi vass 'ha !

An hanter deuh hi vass, kara ?

Oh ya ! Eh ya-ya !

Ya ! Hoñzh oa ket red dèi mond da, d'o(be)r… 'H o(be)r pet(r)a vent brem(añ) ahe his-se houzoh walc'h ? War o diwvrec'h ahe his-se

Ah ya !

– « Tatouage » ?


Ya

Tatouage !

Oa ket red dèi mond hañ !

Nann-nann !

Eh ya…

– Pe matresse blam da skoachañ

Oa ket kap da goach, pudur é…

– Re oa

Ya

Ken, ken livet 'vel a oa !

'Vel a oa, ya-ya !

An dra-he oa brondu toud paotr-kaezh !

– Brondu ?

Hag a… Ha machin na 'è…

Hañ ya !

Heñ na war, war i vass !

Ya, ya, heñ na…

Me(d) bah ! Heñ oa ket ken bras-s(e) !

Ha lod né war o vri ahe

– War o vri, ya

War o vri, ya !

Aha ! Hezh a zo, vé lar(e)t : Heñ neus lak(et) e vri lem oa ket sañset d'ond ! Ahaha !

Ahahaha ! Ya, ah ya !

Oh ! Hem(añ) (e)ma e vri partoud !

Ya, hem(añ) (e)ma e vri partoud

Ya, an dra-he, an dra-he vé gwraet « Mariann a bartoud »

Ya, just a-walc'h, ya, ah ya ! Ah ya ! « Mariann a bartoud » a lare, un' bennaket na lar(e)t, oa 'tond ba'n oto-karr !

Ya

« Sell ! E(rr)i é Mariann a bartoud 'è ! »

« Ah ! N'oun ket 'ha ! Barzh da rèr te n'oun ket bet c'hoazh ! » A lar


Ahaha !

« Barzh da rewr-te n'é ket bet ma vri c'hoazh ! »

Nann !

« Sete n'é ket bet partoud ! » Lar daoñ

Oa ket bet partoud, nann

Eh ! Sete oa tapet ! Ahaha !

Tapet oa !

– Alala…

Lod vije 'lar(e)d, houzoh walc'h, p(a) vent à kontañ deus lod : Hem(añ) (e)ma e vri ba e rewr !

Ya ! Just a-walc'h, ya

Eh ! Quand ils sont comme à la côte un peu quoi !

Ouais, ouais-ouais


Heñ ?

– Pe 'vel an heñi na respontet, na goullet : « Pe-lec'h out ganet ? »

Ya

Ah ya !

– 'Tre diwhar ma mamm !

Ah ya !

Ya ! 'Tre diwhar mamm, ya

Eh ! Mais toi tu vas devenir dissipé avec deux, deux personnes… Eh !

Me(d) daon ! Houm(añ) oa…

– Me(d) an dra-he zo kaos omp deuet 'è !

Ya !

An dra-he zo traou… An dra-he zo traou ha' vé lar(e)t, vije lar(e)t !

Houm(añ) oa ur plac'h kozh hag a'h ee partoud da gement voar ha kement machin… Ha pugur a vije gwel(e)t partoud !

– Beñ ya !

Sell oa hanvet « Mariann a bartoud » kwa !

Ya !

– Beñ ya

Me(d) hi na ka(ve)t an hi(ni) oa 'lar(e)d !

Hi, hei na… « Na ! Me n'é ket 'ha ! » Lar, « barzh da rewr-te n'é ket bet ma vri c'hoazh ! » Na laret

– Hei oa finnoc'h un tamm kwa ?

Ya ahaha !

Ya

Pet(r)a larche hemañ ?! Houzoh walc'h

Nann ! Oa ket 'vid lar(e)d mann e-bed !

Ahaha !

– Me(d) pet(r)a é brondu dit-te ?

Noirâtre

– 'Vid ar c'hroc'hen pe… ?

Ah ya-ya !

Ya !

'Vid ar c'hroc'hen, ya

– Ya, me(d) 'vid ar, 'vid ar blew, 'vid ar liw deus ar blew ? Pa vegn du, pet(r)a vé lar(e)t ?

Daon !

Un dukarnes

Ya

– N'é ket dukardes ?

Eo ! Un dukardes, houzh so dukardes

– Pe dukarnes pe dukardes ?

Dukardes !

Un dukardes hañ ?

Ya

Ya

Un dukardes, ya

– Ha ur paotr ?

Un dukard, ya !

Un dukard

– Ya

Un dukard, ya

Beñ…

Ya-ya !

Gast ! Hezh so un dukar(d) !

Ya ! Just a-walc'h hag an hi(ni) nije ur blew ru vije lar(e)t : Ah ! Hezh so ur rouquin !

Ya

– Ya, me(d) vé ket lar(e)t sort e-bed brezhoneg ?

Eo ! Lar(e)t vije 'è

Attends ! Pet(r)a vé…

Oh ! Pet(r)a vije lar(e)t ? Blew ru ! « Blew ru » vije lar(e)t !

Ya ! « Blew ru » vije lar(e)t

Ya

– N'é ket rouss 'e, nann ?

Nann, nann-nann-nann !

Pa vije…

Rouss a oa téñvelloc'h

– Ah ya ?

Ya

Me meus klèet mamm-gozh à lar(e)d pé wele ur plac'h yowank 'n-om gaoud fichet ahe :

« Daon ! Set' ahe ur bompinenn ! »

Ya ! Vije lar(e)t, ya

Heñ ?

– Ur bompinenn ?

Ya !

Ur bompinenn deuh ur plac'h yowank vije fichet, ya

Ya

– 'Vel ur bleumpenn neuhe ?

Ya !

Ya ! Meh-mod, ya-ya !

Set' ahe ur bompinenn hag un devezh lare din :

« Daon ! Te zo un druilhad-traou ganes en-dro d'i koûg 'ha ! » Na lar(e)t

Amañ oa diw regenn a chadennou

Beñ ya !

« Te 'ha ! » Lar, « 'n-hi(ni) zo un druilhad-traou ganes en-dro d'i koûg ! »

– Te zo pentet !

Ahahaha !

'Vel lare Mari, ar feurm oa d'an nec'h ahe, a lare na bet un toullad mat a vugale 'è hag a lare :

« Oh ! Bet meus beb-sort ! » Lar, « re blew du meus bet ! Re blew glas (e)ma k(et) ar mod ! » Lar, « re blew ru meus bet 'è » lare


Ya !

Ah ya ! Hag a-benn ar fin lar :

« Echou bremañ ! Deut é an hi(ni) diveo » lar, « hem(añ) neus ur blew gwenn ! » Lar, « hem(añ) zo… Echou ! » Lar


Ahaha ! N'o ket kin !

« N'o ket kin ! » Lar

Nann, nann-nann !

Holala !

– Ah ya ! War ar visaj vé : Pet(r)a vé gwraet am(añ) deus ar pikou ?

Pikouset é ?

N'é ket, petra vé lar(e)t… Des taches de rousseur

– Ya


Oh ! Me meus bet kleet 'ha koulskoude !

– Me(d) me meus diw gomz

Ah bon !

Ah ! Damaig te laro demp neuhe

Te laro demp, me meus, me meus bet…

Brizhadennou !

Just a-walc'h

– Ah !

Brizhadennou

– Brizhadennou, n'é ket…

Ya

Brizhadennou, klask oan ma…

– Ahaha ! N'é ket an dra-he oa

Brizhadennou

Hezh so ur bern brizhadennou ba i vass

War i vass

War i vass !

Ya, just a-walc'h

– Brizhadennou…

Ya

Brizhadennou, ya

– Te oa o joñjal barzh ar pikou-panes ?


– Ya


Ah nann !

Oh bah ! N'é ket !

Ah nann-nann-nann !

Ah nann-nann ! Brizhadennou

Am(añ), am(añ) vije lar(e)t brizhadennou, ya

– Pikou-panes ha pikou-rouss

Ya ! Boñ moien zo da lar(ed) an dra-he, me(d)…

Ah ! Hezh so brizhadennou war, war…

Ya

Ba i vass

Ba i vass, ya

Eh ! Ifamet é ga an dra-he

Ya

– Ifamet ?

Ya

Ifamet, ouais, il est amoché quoi !

– Ya-ya, me(d) 'n (dr)a-he oa ket braw d'an dud kwa !


Nann

Daon nann-nann !

Nann-nann-nann !

Beñ an dud vé 'h essañ beañ koant toud, houzoh walc'h

Toud !

– Ya-ya-ya !

Ha vlour !

Ya 'ha !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog