09/07/2017

An hini zo gouest d'ober treig a zo gouest d'ober bouteier 'è

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e, assames oan deut ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.



– Ur wech ta laret ta ur saro brizh

Ah ya !

– Pet(r)a sinifi an dra-he, brizh ?

Beñ…

Ah bah ! Ur saro brizh, ar re-gozh a lak ur saro brizh, oa distrouilh !

Ya

– Ya, distrouilh, ya

Heñ !

Beñ hag oa fleurisset pe barrennet kwa !

Ya !

Oh ya !

Pas unis quoi !

Pas unis, pas unis…


– Ya

Brizhadennou, c'est mesket kwa ! Mesket

Ya-ya-ya-ya ! Ya, gwich-all pugur vije o saroiou du ga an dud, sell…

Oh ! Med an dra-he vïe lous dizhtu !

… Ar re-yowank a lakee ur saro brizh neuhe, « oh daon ! Houm(añ) oa ur saro brizh ganti » vije laret, heñ ya !

Ya ha « houm(añ) zo un tamm grannoc'h 'darr(e) », vije laret

Ya, just a-walc'h, ya

– Un tamm 'vel viche kalz ba'r blavechou deg-ha-tr(i)-ugent kwa !

Oh…

– Saroiou brizh

Yao ! Ya ! 'Benn-neuhe vije, ya !

– Beñ toud oa brizh d'ar mar(e)-se !

Ya !

Ya-ya-ya ! Ha toud…

Me(d) daon ! Gwich-all gozh…

– Ha memes an tapissou war ar mogeriou toud…

Ha toud an dud vije saroiou gate, ya

Med gwich-all gozh ar merc'hed vije saro du gante toud

– Ya

Vije gwel(et) (ne)me(d) ur saro du petram un tavañjer du pe…

– Hag ar chemisetenn, ar…

Ya

– Ar jemejetenn

Ar jemijetenn ha neuhen ur vrozh du kwa ! Un tavañjer du…

Hag ur l(o)erou-gwlan da-beked penn da zowlin

Ya

Ga ur pezh elastik…

Ledan ahe

… Ledan ahe warne

Ya, ya-ya-ya ! Ar mo(d)-se oa, ya

Hag o zreig ba'h ur boutou la claque !

– La claque, ya

Ya hag ur boutou golôet vije ga kalz !

Ya, ya ga'r re-all, ya

– Ha petra é ur boutou golôet ?

Oh ben avec un couvercle en, en…

Ah ben en caoutchouc là

Non, pas du caoutchouc

En cuir

En cuir !

– Boutou-koat é ?


En cuir

Oui


Ya

– Boutou-koat, me(d) ga…

Boutou-koat ga ur golo, ya

Ya, gad…

– Ga ur golo ga lèr kwa !

Ya

Ga ur choukenn !

– Ur choukenn

Choukenn en lèr !

Ur choukenn

Ya

Choukennou

– La panoufle quoi…

Me(d) gwich-all an dra-he oa deut, p(a) oa deut ar mod vije lar(e)t : « Oh ! Houm(añ) oa ur boutou golôet gati »

Ya

Hola ! Houm(añ) vije ur…

Ah ya ! Houzh so gran !

Houm(añ) oa ur… Gran ! Ya

Ya

– Ah ya ! Pet(r)a vije gwraet deus ar boutou, pugur ar boutou-koat, be oa beb-sort mod

Ah daon ya 'ha !

– Deus ar parrechou hag amañ barzh Skrigneg oa ar boutou-koat 'vel fri ar pi-moc'h

Ya !

Ya !

– Ha pet(r)a vije gwraet deus ar boutou-koat ? Nagn ket un hano ?

Nann…

Nann

– Pugur ba du-mañ ar boutou-koat oa…

Ur penn rond dê ?

Moan o beg !

– Ya, ya-ya 'vel…

Mo(d)-se 'ha !

– 'Vel ur flech

Ya-ya !

– Hag amañ, amañ oa…

Lec'h homañ 'velt ur vri pe-moc'h

Ya, 'velt ur vri pe-moc'h, ledannoc'h a vije

Ya

Penn ar votes kwa !

Ma zad a ree bouteier-koat demp ken vijemp ket 'vid sklejañ 'nê

Nann, kar pounner vichent…

Ken pounner 'vel vijent…

« Daon 'ha ! » Lare un' daoñ, « Yves, daon ! Te heus gwraet ar, ar boutou-koat-se ! »

« Beñ choñjet oa, meus me oa aet a-bred ma-hun, pudur me, pa 'h een ba'h ar boutou, ar re-he a zelc'he 'ha(n)on da saw ! »

Ah beñ ya, 'n i saw !

« Ken pounner 'vel a oagn ! A zelc'he 'ha(n)on »

Me meus bet klêet an dra-he

Daon ya !

« A zelc'he (a)ha(n)on-me ma… »

Ya

Ya

Solud walc'h ar mo(d)-se

« Daon ! » A lar ma zad, « 'velkent an hi(ni) zo gouest d'o(be)r treig zo gouest d'o(be)r bouteier 'e ! »

Ya 'ha !

Kompren a res

Me(d) da dad 'n-om lakee d'o(be)r toud, houzoh walc'h

Daon ! Ma zad neus 'n-om lakeet d'o(be)r toud hañ !

Daon ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog