14/07/2017

Flak, blet, gwag, skuizh, louet, inouet hag ur morboan

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti J. barzh Skrigneg, assames oa-i ga É. deus Skrigneg 'e ha A. deus Lanneanou, deut oan assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
- A.
J.
É.



Ouais !

– Hag a zo avalou ha pér


Ah boñ ?!

– Ya

Ah daon ya 'ha ! Gwel a rañw

– Me(d) mad é hañ !

Ya, mad é 'ha !

Ya

– Douss é blam d'ar pér just a-walc'h

– Mesk-ha-mesk


Ah ! Ya !

– Me(d) n'eus ket re a bér barzh

Ah nann ! Kar…

Nann-nann

– An dra-he n'é ket mad heñ !

Nann

– Nann

Ar pér zo flak un tamm hañ !

– Ya, flak ?

Flak é ar pér

Ya

– Ar c'hontrel deus flibus kwa

Ya

Ya

– Ya

– Pugur ar pér « abîment vite » heñ !

– Ya

– Vounnus, vounnus

Ah ya ! Ha ar re-he…

Ya

– Ar re-he vloñs

Vegn bloñset hag abimont duzhtu kwa !

Oh ! Ar pér zo sañsubl hañ !

Ah ya ! Ya-ya !

Ya

– Lar(e)t a vé 'vid ar pér 'e : Fouesk é ? Fouesket é ? 'Vid an avalou meus klêt

Ah boñ !

Ya, ah nann

– Un aval vouesk

Ah ! Ni lar…

Ha pet(r)a sinifi an dra-he ?

Ni lar « bloñset » !

– « Bloñset » 'vid pa vé kignet, me(d) « vouesket é » pa vé blod

Blèt !

Hañ ya !

– Ya

Blèt, ah ya-ya !

– Ah ya


– Ya, me(d) kentoc'h an dra-he oa « vouesk »

Ah ! Amañ vé lar(e)t « gwag é »

– Gwag

« Gwag é ar bérenn » kwa !

– Me(d) « gwag » vé lar(e)t 'e, me(d)…

– Me(d) « blet » so un hano bennaket-all, n'eus ket ?

Yeo 'ha ! Beañ zo 'è, ya… Beñ blèt, t'es pas bien quoi !

Ouais, mais « blet » so ur legumaj 'è !

– Ya

Ah ya-ya ! C'est vrai, ya-ya-ya ! Me(d) pa vé un dèn skuizh vé : « Oh ! Blèt é venoñs 'ha ! » Vïe lar(e)t 'è, houzoh walc'h

– Ah ya ?

– Ah boñ ?

Ya-ya-ya !

– Ah ouais ?

– Un tammig bihen 'vel « faezh(e)t » ?

Just !


Ya !

Ya

– Me(d) lar(e)t vé e galle 'e : « Je suis complètement blet »

Oui…

– Ah boñ ? Ahaha !

– Ah ! Mais moi je dis ça souvent hein !


An dra-he meus ket bet lar(e)t 'è

Ah ya… Ahaha !

An dra-he n'é ket bet digoueet din lar(e)d c'hoazh

Nann, nann-nann-nann !

– Skuizh… Me ma klêt un dra 'vid « skuizh » : « Fenoñs oun skuizh, skuizh-dihan »

Aloñ bon !

– Fatigué à rien faire quoi !

Ah ya ! Skuizh 'h o(be)r sort e-bed kwa !

Ah ya ! 'H o(be)r sort e-bed !

– Ya

Ah ya ! Ni lar « 'h o(be)r sort e-bed »

– Skuizh é dihan

Ah ya ! Me(d) skuizh é tihan 'è, matresse ya

Ya-ya-ya ! Ya-ya !

– Skuizh-dihan

Ya ! Gwir é wichou vije skuizh 'tihan 'è

Pa ves, pa ves inouet

Ya

– Ahaha ! Inouet, pe louet

Pe louet !

Meh-mod, ya

– « Louet », an dra-he ma ket klêt c'hoazh

Ah bon ?

Ah yeo !

– Louet…

Ya

Oh ! Louet on klêo 'han(o)h !

– « Louet », n'é ket…

Je m'ennuie à vous écouter

– Oui, voilà oui

Ouais !

Ya, kalz a lar se !

Ahahaha !

– Ahahaha ! Aet é barzh !

Eh ! Prenez-le comme vous voulez ! Ehehe !

– Mangez c'est gratuit !

Ouais ehehe ! Ah ouais !

Ah ouais !

Ah ya !

– Louet

Ah ya ! Louet on

Ya, louet on

Ya

– Ah ! Me(d) n'eus ket hano e-bed ? « Ur louadenn » pe… ?

Nann-nann, oh daon ! Lar(e)t a vé : Louet on chilou ar pezh emaint kontañ !

Daon ya !

Ya

Sufiss walc'h, me(d) pa vo lar(e)t an dra-he dec'h…

– Pe mod-all 'vid…

Me(d)…

– 'Vid kaojeal deus un dèn hag a zo 'louañ ar re-all, pet(r)a vé lar(e)t deus un dèn ar mo(d)-se ?

Pet(r)a ?!

– An hi(ni) a vé louet atô ga'r re-all

– Nann, n'é ket, n'é ket, ar c'hontrel é

– Ah…


Ahaha !

– Me laron « louet », me lar « inouet » !

– Inouet, ya

« Inouet » ya, vé lar(e)t 'è, ya

Ouais…

– Ya, me(d) 'vid an dra-he zo : An heñi zo inouet hag an heñi zo oh inouiñ an heñi-all kwa !

Hañ ! Ya ! Hezh so…

– Ur paotr pe-sort mod ? « Inouüs », vé ket lar(e)t

Nann

Oh be… Eo ! « Inouüs é 'ha klêo 'naoñ ! »

Ah ya ! An dra-he vé lar(e)t 'è, ya

Ya

Ya-ya-ya !

Lar(e)t a vé an dra-he

– Inouüs ?

« Hezh é inouüs klêo 'naoñ ! »

– Ya, boñ

– « E(rr)i oun skuizh klêo 'han(ou)t »

Ya

– Ha 'vid « louüs », « louüs » vé ket lar(e)t ?

Ah nann !

Ah nann

– « Inouüs », ya

Inouüs, ya

Inouüs

– Ya, pass « louüs »

Ah nann !

Ah nann-nann-nann !

– Ah nann

Ah nann ! Tro-walc'h é mo(d)-se dija ! Ahaha !

Ya ahaha !

– Ah ! Amañ é gran an traou, neuhe…

Ya

– … Glaskon

Me gav diñ !

– … Blam da ve sur

Te, ma galles hadlenn toud ar pezh a lakes ahe his-se

… Pezh a skriv ahe his-se, ya

– Ya, sete…

Heñ ? Ehehe !

– Sete aet é ar c'haochiou war ar paper

Ya !

Ya !

– Ah ! Me(d) « louet » ahe…


– Nann, ma ket klêt 'e

– Nann

– Gwech e-bed


Ah… Eo !

– « Inouet » ya

Me(d), eh plijadur ganemp ! Diskiñ ramp un dra mennaket dê be-vich hañ !

Un dra mennaket bemde, ya

Heñ ?

Beñ ya !

– Ha n'é ket un tammig bihen 'zhpenn !

Ah bon a'ha !! Ah ya !

Ah ya 'ha !

– Ha damait ahe oas 'kaojeal deus 'n hi(ni) noa ur morboan ahe en e hinou

Ya

– Ablamed da gaoud…

Ur bann'h lambig

– Ur bann'h lambig ahe


Ya !

– Kuit da hond da lipad chadenn ar puñs

Oh ya ahahaha !!!

– Me(d) ur morboan a hall be un tu m(e)nnag-all 'e ?

Ah ya !

Ya 'ha !

Izhpenn barzh da hinou zo morboan kwa !

Oh daon ya 'ha !

– Ba ma zroad, ba ma…

Barzh da gein, ba…

Ya, beñ

Barzh… Ben oui

Beñ, beñ ma'hat-sur ! Pe petramant neuhe morboan barzh da benn 'è

Just ! Meh-mod, ya

Ya, ma ves ga'r boan-benn !

2 commentaires:

  1. Salud dit
    Oc'h ober ma zammig tro ez plog 'vel boaz ha goude bezañ selaouet ar gaoz, aet on da deurel ur sell ez diko ha kavet am meus ar ger "louiñ" ... ?
    Perak krouiñ ar ger se ?
    Lakaat "s'ennuyer" dirak "Louediñ" pe "saoulé" dirak "loued" ' zo trawalc'h ' gav din.
    Goulenn a rez alioù pe sonjoù ' benn gwelaat da ziksioner...
    tennañ "louiñ" vo mad ' sonj din.
    Un ali eo 'metken, anat eo.
    Ul labour hardi' a rez ' gav din, talvoudus.
    Daw oa reiñ un diko d'ar c'hreiz breizh... graet eo ! ('fin, ka'i)
    Mersi dit 'darre.
    Kentañ tro...

    RépondreSupprimer
    Réponses
    1. Salud dit,

      N'oun ket gol-sur lar teufe "louiñ" deus "louediñ", sete blam se meus ket laket 'nèi gati. Me joñjefe kentoc'h ba'r gomz "lor", med n'on ket sur 'e, set' n'é ket aes... Sete 'benn-neuhe meus laket 'nèi he-hun pete-goûd.

      Kaoud choñjou 'vid gwellaad an diksionêr ? Me garfe walc'h, ya, med n'eus ket kalz 'gement neus c'hoant, pe/ha, zo gouest d'ober 'e... Med kontant walc'h vefen, ya ma'hat-sur

      Supprimer

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog