08/07/2017

Pêo ar gouel-Mikêl

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti A. ba Plonee, assames oa-i ga T. deus Plonee 'e, deuet oan da wel 'nê assames ga Jean Lecoulant. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
T.
A.



– Hag ar gouel-Mikêl

Ah !

Ar gouel-Mikêl

Ar gouel-Mikêl, ya

Ah ya ! Ar gouel-Mikêl : « Deivezh ar re-bowr » a vïe gwraet deus an dra-he

Ya-ya ahaha !

– Me(d) kalz, deus pezh ma klêt 'e, kalz a'h ee-kuit a-raog, a-raog gouel-Mikêl just a-walc'h

Ah beñ…

– Kuit da bêo kwa !

Kuit da bêo, ya

Ah ya ! Oh ya ! Me(d) oblijet vïent da bêo (me)mes-tra heñ !

Oh ya ! Oh ya !

Hum !

– Ya, me(d) lod a'h ee da, roud toud gad ar…

Ah ya !

Lod yee-roud matre[sse]

Pell matresse kê !

Ya-ya, mo(d)-se

– Ya-ya ! Pelloc'h kwa ! Ga, gad…

Ah voilà ! Ah ya !

– Gad o lon(e)d ha-toud ha…

Ah ya ! Ah ya ! Ah ya, ar mo(d)-se ya !

Ya

– Lod a bêe 'n-ur, 'n-ur diw wech pe teir gwech

Ya-ya ! Aessoc'h dê pêo kwa !

Ya-ya ! Sur 'ha ya !

Ya-ya ! Ma vé gwraet, ya

– Matresse a zepande deus ar mestr ?

Ya, mechañs 'e, ya

Ya, voilà ! Lod deuh ar mestrou oa, oa…

Ah ya ! Oa moien gate, ya !

'N-om renkañ gate

Ya

Ya-ya !

Ya

Ha lod, lod nann…

Oh nann, me(d) lod-all é nann…

… Reent ket forz (ne)med in o arc'hant kwa, ya

– Med amañ ba Plonee oa kalz merourien pe… ?

Oh ya !

Oh ya !

Oh ya ! Oh ya !

D'ar mareou kozh, ya

Oh ya !

D'ar… Oh ya !

– Tud perc'hen oa ket ?

Tud ?

– Proprïeterien

Ah yao !

Ah yao ! Ah yao

Yao-yao-yao ! Yao-yao !

Yao-yao !

Oh ya !

Oh yao !

Ah ya-ya-ya !

Oh yao ! Be oa 'e, ya…

Oh ya !

Oh bremañ…

Me(d) kalz deuh ar re-he neus bet gwerzhet 'e sè 'Tin

Ya-ya !

Gwerzhet o douar

Brem(añ) n'eus kime(d) fermou bras kin

Ya ! Partoud, partoud, ya, fermou bras toud !

Ya, Guillaume Carot meus bet klêt lar(e)d lar e dad-kozh, heñw na bet klêt e dad-kozh lar(e)d lar « un deiezh vise deut ha parres Plonee vïe ket bet (ne)med diw barres, un' peb tu d'an ilis »

Oh !

« Un' peb tu, un' peb tu d'ar c'hloc'h ! » Lare-heñw

– Ah ya ?

Diw ferm sè 'Tin !

Diw ferm, ya

– Ya

Diw ferm…

– Ya, n'é ket an dra-he é bremañ ?

Ya fei ! Tostaad a ra !

Oh ! N'é ket, tostaad a ra, n'é ket mad-tre, med…

Tostaad a ra !

… (E)ma ket pell heñ !

Hum !

(E)ma ket pell, nann

– Oa bet fin a-walc'h deus e mod kwa !

Ah ya !

Ya-ya !

– Pugur drol é heñ ! 'Benn ar fin bremañ teu an traou da ve brassoc'h, brassoc'h, brassoc'h toud

Ah ya-ya-ya-ya !

Ah ya-ya !

Ya-ya !

– Ha gwech-all, deus pezh ma klêt, vije diviset kalz an traou, partach(et) toud ar parkeier

Ah ya-ya ! Ah ya-ya-ya !

Ah ya ! Ah ya ! Ah ya ! Me(d) bremañ nann. Lec'h (e)maint kime(d) dow vugal(e) c'hoazh, c'hoazh matrehe, me(d) lec'h e zo tri heñ ! An heñi jome ba'r ferm, n'é ket gouest… N'o ket gouest morse da roiñ e lod da, d'e breudeur ha d'e c'hoarésed

Oh nann-nann !

Heñ ?

Nann

Oy !

– Daw vo dê mond pelloc'h kwa…

Oh beñ voilà !

Oh ya ! Ya

Ah ya !

Ya

– Ha d'an heñi koshañ pe d'an heñi yowankañ vije rôet an alïessañ ?

Ah ! D'ar paotr koshañ 'naoñ vïe gwech-all

Daoñ, ya-ya !

Gwech-all ar mo(d)-se !

Ya-ya ! Ah ya !

Oh ! Brem(añ) n'eus ket kaochou deus an dra-he kin !

Oh nann ! Oh nann !

Me(d) gwech-all an heñi koshañ oa…

Prïorite dèoñ kwa !

Ya-ya ! Ar re-all nagn kimed 'n-om zimerd kwa goude-se !

Ya-ya-ya !

– Me(d) an dra-s(e) zepand deus ar c'hornachou, kar ba serten kornachou vis(e) ràet da, d'an heñi diveo

Ah matresse

Ah ! Matresse, ya

Matresse ya

Matresse, ya, ha hallev be matrehe ya

– Me(d) ha lod, deus pezh meus klêt, a zepande 'e deus ar re oa dimeet, ar re oa dimeet…

Ar re a yee-roud kwa !

Ah ya ! Ya-ya !

– Ya, a'h ee-roud

Ah ya ! Voilà !

– Ha an heñi oa ket dimeet jome ba'r gêr

Ah beñ voilà !

Ya-ya ! Voilà ya !

Ya-ya ! Ya-ya !

Ya

– An heñi divé oa dimeet just a-walc'h

Voilà !

– Ya

– Ha pet(r)a vis(e) gwraet doc'h an heñi jome ba'r gêr just a-walc'h ? Pennher vis(e) lar(e)t ?

– Ur pennher ?

Ah ! Pennher !

Ar pennher, ya

– Ar pennher


Ah ! Ur pennher, « ar pennher » vïe gwraet

Ah ya

Pennher ha pennhéres

Ya-ya

– Nann, med n'é ket an dra-he é pennher, ur pennher…

Ur pennher ?

– Pa vé…

Ur pennher é an heñi zo 'naoñ i-hun kwa ! Ha n'eus ket…

– Ah ya ?

Nann


– Ya, pé…

Ur pennher

– Med 'vid ar wech toud kwa !

Ya, ya

– Heb breur na c'hoar

Ya-ya voilà ya !

Ah voilà ! Voilà !

Ya-ya ! An dra-he oa ur pennher, ya

Ya-ya !

Petram ur bennhéres kwa ! Ma vise ur verc'h, ya

Ya-ya-ya !

– Ha deus pezh vije laret gwech-all, ma mamm neus klêt an dra-he 'e : Ba Boneur n'eus kime(d) pennherien ha pennherésed

Ah matresse !

Ah matresse 'e ya !

Matresse, ya, matresse

– Pugur oa kime(d) familhou bihen ha…

Ah oui !

Familhou bihen, ya

Me(d) be zo familhou mo(d)-se heñ !

– Ah ya !

Be zo familhou mo(d)-se, ya ! (Me)mes-tra gwech-all oa kalz familhou bras !

Oh ya !

– Ya

Oy ! Familhou bihen oa ket kalz gwech-all, nann

Oh nann !

– Me(d) ar bennherésed oa, oa klask war o lerc'h

Ah !!!

Ah ya ! Pugur oa traou d'o heul, c'hwi oar walc'h

Ya ! Ya-ya-ya !

Aha ! Ah ya !

– Med lod memes, ma klêt, a ree ur listenn d'o, d'o mab, ur listenn ga piw mond

Ah ! Ah fei ya-ya !

Oho wei yayay !

– Toud ar pennherésed oa ba'r vro kwa !

Ah ya voilà !

A oa digentañ, ya

Voilà ! Wei !

– C'hwi oa, oa ket gwraet ur listenn dec'h ?

Ah nann, ah nann !

Ahahahaha !

Ah nann ! Ah nann !

– Peus bet droad da, da choas ar…

Ah nann !

Oyowyowyow !!!

Ah nann-nann !

Be oa ur bennhéres ba'r c'horn amañ memes-tra kwa !

Un' binvidig, un' pinvidig ya

Thérèse, ur bennhéres binvidig, ya

Ah ya gast ! Oh ya-ya, be oa ! Ha na ur bern tïegechou heñ ?!

Ya !

Holala ! Ha pé teue ar merourien da bêo ar gouel-Mikêl vïent pedet, vïe laket o sul(v)ezh dê ha vïent pedet da zond d'o lein, da zeb o lein

Ah !

Ha gou(de)-se pé vïe debet lein, pep-heñi d'e dro bassee ba'r buro (a)ssames ga'r mestr !

Ah ! Apala ya ! Da bêo, ya

Pugur lod oa gouest da bêo, lod-all oagn ket

Lod-all oagn ket kwa ! Ah ya

Med ouïeh ket, pugur pep-heñi d'e dro bassee

Pep-heñi, nann-nann, voilà, ya

Me(d) ar re-he zo gwerzhet kalz deuhoute bremañ 'e, c'hwi oar walc'h, an tïegechou-te !

An tïegechou zo gwerzhet, ya

Holalalala !

Ya, ya

Oh ya !

Ya…

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog