28/08/2017

Brakonerien tapet ba'r lass

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Pierre-Yves Kersulec ba ti-J. ba Laz, assames oain gantoñ. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Pierre-Yves
J.



Môa ket lar(et) doc'h ? An dra-he meus ket bet kont(et) doc'h (aha)naon pe-sort mod oa kass(e)t tud mé sad kuit da Kerwalen ahe his-se ? Oa àr une ferme de 40 hectares ! 40 hectares oa ur ferm mat d'ar mar(e)-se ! En 1908 oa an dra-he ! Hag e ar gard, garde forestier pedam gard ar lapin(ed) ha-toud ah(e)… Pet(r)a nôa gwraet-heñw d'ur breur ? Heñ oa yontr da mé sad ar mo(d)-se ha oa hègn ar patroñ oa veuf, ur wech oa-heñw veuf ha ka(s)i-sur oa dimeet en-dro, me(d) ar vugal(e) oa bihen c'hoa(zh), an eil rumm. Ha heñ nôa ur breur célibataire (a)ssam(es) gantoñ aet ba'r ferm ha heñ oa un tammig braconnier ! Meus ket bet kont(et) an dra-h(e) doc'h c'hoa(zh) (aha)naon ?

Ha pet(r)a nôa gwraet ar gard ? Les(k) ar c'heseg maes, dac'h krow-ar-c'heseg ma peus c'ho(a)nt ha pezur heñw oa kousk(ed) ah(e) 'uc'h ar c'heseg, heñ gle(v)e ar c'heseg 'haloupad war, war 'r c'hour(t) 'è, pet(r)a oa deut ? Da zespun ar c'heseg en-dro ba o, ba o c'hrow ! Ha heñ nôa ket gwel(et) lar ar gard oa 'tiwoull 'nèoñ neuhe ha heñw lake lassou, des collets ha heñ nôa lakeet ur lass ba-di(nd)an ar glwed ba toull ar leur ! Oa ket pell tamm (e-)bed, 'bénn oa deut maes da e wel(e), heñ oa aet da wel d'hag-eñw oa ket lapin (e-)bed 'è ba'r lass, dans le collet ! Apala ! Ar gard oa :

« Allez ! Dehors ! »

Kass(e)t-kuit da 'r ferm ga un neubeud bugal(e), matreh(e) oa tri pe be(va)r b(e)nneket c'hoah… Re-vihen tre, ar bas âge ! Ar re-all oa deut un tammig, ar re oa, ar re oa deut gouest d'n-im joukour kwa ! Ale ba'r porzh ! Espulset da Kerwalen 'vi(d) an dra-h(e) ! Ma vïe bet brem(añ) an (dr)a-h(e), heñ oa… Oh yè ! Ar gard 'vel vïe dê, eh oh ya…

– Me(d) matress(e) é blam se vé lar(e)t : « Tapet é ba'r lass »

Tapet é ba'r lass 'è ! Yè, justamant ! Oh ! Ha d'ar mar(e)-se, an heñi vrakone, ahe oa, ahe oa dur an traou 'è ! Houlala ! Na memes ur yontr-all, heñ oa yontr da mé mamm neuh(e) ha heñ oa brakonier 'è, me(d) ah(e) oa bet sortïet ar fusuliou wechou ! Ah yè-yè-yè !!! Ohoho ! Hag e… Ha matreh(e) oa-heñw 'r memes gard… Ha heñ oa gwelet-fall ba Laz ! Heñ oa du-h(e) ba an tu-ell dé… Ha goûd a rit ba p(e)-lec'h (e)ma Point de Vue ? Ba'n ti-gar du-h(e) war an tu-klei du-he, ene oa-heñ ! Hag e mé yontr, 'n heñi-all, heñ oa yontr da mé mamm neuh(e) ! Ha heñ oa brakonier ga neubeud en-dro d'ar vorc'h ah(e), ar re-h(e) oa tud peus-kal(ed) heñ ! Diwall !

Ha oa lakeet ur lass dèoñ justamant 'è ! Hag ba-lec'h (e)ma 'r feuteun Sant-Jermen, ah(e) zo un tamm ribil mo(d)-se, lakeet ur lass ha' ziskenne ah(e) da tri pe be(va)r metr b(e)nnaket mo(d)-se. Ha un taol krenn ah(e), ar ribil mo(d)-se ha oa lakeet ur lass dèoñ 'è, ur fissellenn solud mat ba tre, just 'vid tap an (dr)a-he ba tre o divis(k)er ! Ha heñ oa diskennet ene, blublublup ah(e), pododouilh ! E fri war an douar ! Ar re-h(e) oa en embuscade ! Mein war e horr(e) ken, ken-ha-kén ! Ha oa bet heñw, oh ! Eizhte pe 'zhpénn vïe, oa ket bet gwel(et) gou(de)-se neuhe ! 'Bénn oa, oa deut du-h(e) ! Heñ ! Mod oa ket bet gouïet piw nïe gwraet, oa bet passeet an traou mo(d)-se

– Ar lass oa bet küet

Oh yè ! Ar re-h(e) nôa despun(et) 'nê gou(de)-se 'benn neugn gall(et) cheñch an dra-h(e) oa ket bet, oa ket gouïet piw oa… Me(d) n'é ket aes 'è blamañ tud ma n'oc'h ket sur (aha)noh ! Ha heñ nôa ket gwel(e)t nintra 'bénn-neuh(e), matreh(e) oa deut da 'n nos un tammig… Eh ! Tri pe be(va)r oa aet traou dèoñ sè !

– N'é ket aes blamañ tud

Nann ! Blamañ, nann. Ouh ! Heñ oa gwel(et)-fall, heñ oa ur loustoni ! Oh ! Heñ oa…

– Me(d) pa vije gwraet trukou d'an dud, an dud ouïe 'n-om zifenn 'e kwa !

Ga(st) yè-yè ! Ha sul-vignañ oa sterd d'an dud a rubife ! Ah yè !

– Me(d) amañ vise, vïe kalz tud 'frakonañ neuhe ?

Oh yè ! Brakonerien zo bet 'vi(d) ar wech toud heñ ! Peus-kaled, memes ahaha ! Oh ! Be oa lod ha' ouïe mond 'è dé des(k)al 'nê e(s)p(r)ess 'è hag 'vi(d) gouel-an-Ollsent alïes, ar gard oa am(añ) ba'n tu-m(añ) Laz, heñ yee d'ar gouspirou : Ma ! Be oa ur (???) da Santos ah(e) ha vanke ket 'è, an de(v)ezh gouel-an-Ollsent, pad ar gouspirou, heñ yee tre da-veka Laz ti ar gard du-(ho)nt dé dap ar pezh oa voien… Ha gou(de)-se, pet(r)a ahe… Ar feisanted, ar re-h(e) ouïe se(v)el feisanted mo(d)-s(e) ba'r c'hoajou ah(e) ha lod a ouïe treus(iñ) ar stêr 'è dre, ba Kerzail ahe dre ar stêr ar mo(d)-se ha yee da dap ar re-h(e) da 'n nos c'hoah ! Oh yè, ba-lec'h oa tammou chatoiou mo(d)-s(e), ar re-h(e) oa… Ar re-h(e) oa 'vis(añ) 'taw !

– Ha ped gward oa 'tre toud neuhe ba'r, ba'r barres ?

Oh gardou ? Oh ! Ar re-h(e) oa seizh pe eizh ah(e) 'tre ar maner ha toud ah(e) his-s(e), ah yè ! Oah ket gouest mond da gac'h(a)d, ar re-h(e) teue maes

– Ar re-he oa dac'h 'r maner

D'ar maner yè ! Ar re, ar re oa gard war ar re-m(añ) é, am(añ) oa ket memes proprïetèr, me(d) hègn ziwallè an dra-h(e). Ah yè-yè ! Oh an traou oa sévères ô ! Ha gou(de)-se, gis oar 'lar(e)d, un tamm bod-traou ah(e) his-s(e), ma veh gwel(et) troc'h ur bod oa da 'r re-h(e) war ho fri ha dazhtu 'ha !

– Hag am(añ) ba'r mine vïe kalz traou goue ar mo(d)-se da jasseal ?

Oh pass ! Gwe oa ket war 'r men(e) ha hè ba'r prazeier, ba'r parkeier oa tammou gwe, yè tammou traou, traou nitra, traou kargoch(e)d ha-toud ah(e)…

– Traou pet(r)a ?

Kargoched a zo gwïet ! Ahaha ! Oagn ket mad d'o(be)r, d'o(be)r ur post-klwed !

– Nann, me(d) as(e) (e)mon 'lared traou goue, loned goue kwa !

Ah ! Lone(d) !

– Pe-sort mod vïe, vïe kalz deusoute ! Am(añ) zo koajou, zo…

Of ! Brem(añ) zo kem(e)n(t) loned goueñ 'è, pedam ah(e) so oa tammou chevreuils, tammou moc'h-goueñ 'è, me(d) pass mignoc'h 'vi(d) zo brem(añ) 'è. Brem(añ) zo deut 'è, chevreuils zo berniou c'hoa(zh)

– Ha lapined

Lapin(e)d n'eus ket am(añ) kin

– N'eus ket am(añ) ?

Ha be zo bet ! Be zo bet. Gedon zo komañs(et) d'ond en-dro

– Ya

A-raog oa ket 'è

– Broc'hed ?

Ah yè ! Broc'hed zo, 'vi(d) ar wech toud zo bet tapet !

– Kàerelled ?

Heñ ?

– Kàerelled ?

Pet(r)a 'r re-h(e) ?

– Ar gà(e)r(e)nn !

Ah ! Ar gàer(e)nn ! Ah ! Ah yè ! Gàer(e)nn zo, gàer(e)nn zo… An dermenig zo 'è tammou, matreh(e) pass keme(nt)-se

– As(e) peus kleet pe-sort mod neus lar(e)t « l'hermine » ? Dermenig

Hezh zo gwénn, un dermenig vé lar(e)t am(añ), l'hermine, me(d) boñ… E pe-sort mod vé skriv(et), n'ounn ket 'è. Lec'h ar, la belette ha hou(zh) é gwénn am(añ), me(d) he c'hein zo rouss ha da 'r re-m(añ) meus bet tapet teir ba'n trap-gôed, eh ! Ar bla(v)ezh môa lakeet trapou-gôed môa bet 43 ba ur, ba ur gaoñwezh, gôed ! Hag 'bow(e) meus ket bet gwraet, ahaha ! Ha ba Speied ah(e) zo un' justamant ha' zo un taupier

– Pet(r)a vé lar(e)t deus an dra-he ?

Taper-gôed

– Taper-gôed

Taper-gôed so ha bet neus bet 'nê ah(e) ! Ha p(e)-sort mod eint ? Ahaha !

– Ya, pugur vijent ket diskroc'henet ha… ?

Yao ! Yao-yao ! Laket…

– Laket war, war ur plenken

War ur planken ba'r chimin(al) ah(e) ba'r moged ! Ha mé sad breneè dilhad, tro-walc'h dilhad 'vi(d) ar bla, habits de travail, vïe dilhad-labour, ga'r foar, 'bénn gasseè kroc'hen-gôed breneè dilhad gantoñ 'vi(d) ar bla, 'vi(d) laka(d) bem(de) kwa !

– Ya-ya ha vije gwerzh(e)t an dra-he d'ar pilhouèr

Oh ! Ba'r foar gast chærrer 'nê, me n'ounn ket piw breneè 'nê, me(d)…

– Ma zad-kozh a ree an dra-he, tapañ-gôed

Pad ar bresel reer c'hoazh, me(d) gou(de)-se n'eus ket bet kaos da 'n dra-h(e)… Gou(de)-se heñ nôa poues (e-)bed kin

– Ma zad-kozh zo memed oad 'vel da dad matress(e), pugur zo, oa ganet mil naw-c'hant tri !

Tri ?!

– Ya

Ha mé sad oa en 1904, oa kim(ed) taper-gôed…

– Ya, ma zad-kozh oa, ya, kozh a-walc'h, ya

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog