26/09/2017

Ar wrac'h-kozh, ar loñch ha pesked-all

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h


– Ha c'hwi zo bet 'pesketa !

Ah ya-ya ! Oh ya ! Oh ya ga(st) ! Yao-yao ! Neuhe oa pesked forz pegemen(t) 'è !

– Ya ?

Oh ! Leun toud ! Oh ya !

– Ba p(e)-lec'h ? Ba, ba, ba'l lenn ?

Memes ba toud ar gwachou vij(e) 'è ! Ba'r prajou partoud, ya… Oh ya ! Neuhe oa pesked forz pegemen(t) 'è ! Ya-ya

– Pe-seurt pesked vïe, vïe… ?

La truite ! Wechou vïe tapet loñched da c'hoa(r)i kwa ! Pé vêmp c'hoa(r)i euh… Pesked bihen é ar loñched

– Pet(r)a é ?

Loñched, « loñched » vé gwraet deusoute.

– Pet(r)a é ?

Le vairon quoi ! Hag wechou, pé vïemp c'hoa(r)i, wechou vïe bet, pé vïe ar vamm 'welc'h an dilhad ba'r rinier vïe tapet ar, ar « wrac'h-kozh » vé gwraet deusoute, me(d) n'ounn ket, e galleg n'ounn ket pe-naos, pess(e) ano é… Ha c'hoazh neus ur penn un tamm bihen (e)vel, (e)vel la lotte 'ha ! Me(d) kalz bihannoc'h

– Ah !

Poisson, poisson-chat ? Nann, nann, n'é ket an dra-he é ?

– Ah n'ouzon ket…

N'ounn ket, me n'ounn ket pezh, pess(e) ano heñ !

– Amañ vïe tapet an dra-he ?

Ya, ya ! Ba… Memes 'e, alïes vïe ur, ur men ba-lec'h, ur pont vïe gwraet deus an dra-he da welc'hed an dilhad ha 'h eent ba-dindan ha… Ar re-he, ar re-he 'h eent ket founnus ba'n dour heñ ! Ha goude vïent, ar sord vïe 'e barzh, ba'n dour, ar sord é, é…

– La salamandre ?

Ya, me(d) an heñi du, an heñi du deusoute. Ar salamandre oa ur…

– Melen ha …

Ya, na un ano-all 'e heñ ! Me(d) ar sord 'n-heñi oa, oa rouss !

– « Triton » ? N'é ket ?

Rouss, rouss. « Triton » pe un dra bennaket, n'é ket ? N'é ket ? N'é ket an dra-he é ?

– Ya, « triton », ya !

Oh ya ! An dra-he é, « sord » ya ! Ouais, neuhe oa ur bern-traou ba'r rinier heñ ! Oh, me(d) leun toud, ya !

– Ha « une truite » ? Pe-seurt mod vé lar(e)t e brezhoneg ? « Glujed » vé ket laret an dra-he ? « Glused » ?

Hm, nann

– Nann ?

Pesse mod vé lar(e)t deusoute deja ? Meus ket joñj kén 'è ! Me(d) nign a ree kalz braconnage !

– Ah ya

Ha ma dad na bet desket din, joñj, joñj meus ket re bell deus en-dro d'ar rinier, 'het(e) vïe laket ur ligne de fond ha deuh ar mintin 'h ees, d'eizh eur vis(e) gwraet ha goude 'h ees d'ar gêr kwa ! Ya, me(d) dre-harz be tapet oan bet ur wech, goude oa bet, on bet aretet d'o(be)r !

– Pet(r)a oa laret doc'h ?

Me(d) un' ha nôa laret din lar, lar :

« Diwall ! Un' bennaket zo surveillant »

Hete oa lar(e)t din da zihan d'o(be)r an dra-he !

– Ah ya

Ya, kar ur wech vé tapet an dud goude heñ ! Vé, oa… Me(d) lod oa komañset ga'r pesked mo(d)-se : 'Serr 'h o(be)r braconnage neuhe 'h ee an oto-karr da Vrest, diw pe deir 'h ee 'bïou da Brennilis ha da… Kajimant bemde ! Hag ar chauffeur ree un tamm, un tamm bénéfice, vïe rôet ar pesked dèoñ, heñw werzhe 'nê ba Brest ba les grands restaurants heñ ! Pé vïe pesked braw 'e ! Me(d) 'benn 'r fin oa deut da veañ re-re, re a dud d'ober ! Pugur neuhe, neuhe oa, oa ket normal kin kwa ! 'Benn-neuhe, an dra-he neuhe oa komañs(et) da surveilhiñ ! A-raog vïe ket gwraet heñ ! 'Vid-afer da besked dit da-hun, an dra-he oa nentra heñ ! Me(d) pé oa komañs(et) d'o(be)r komers gante, goude oa echu kwa !

– Me(d) ar jañdarmed teue da surveilhiñ ?

Ur garde-pêche oa !

– Ah ya ?

Ur garde-pêche, ya, vïe laket 'e, ur garde-pêche oa 'è ! Ya, un' deus Uhelgoat oa 'è ! Meus ket joñj pesse hano oa, euh… Un' deus Uhelgoa(t) oa (e)vel, ober gardien goude

– Ah ya

Ya, pugur komañs(e)t oa kalz re da werzhañ 'nê goude kwa ! Me(d) neuhe oa leun partoud heñ ! Me meus bet, me meus bet gwel(et) wechou lar 'benn vïemp 'h o(be)r gwachou, neuhe vïe renket ar gwachou ba, ba'r prajou ha neuhe da gass an dour, vïe ka(v)et pesked barzh. Ya, ar re-he teue da zoiñ ar vïou ba'r gwachou ba'r prajou kwa ! Re-vraw memes vïe, meus joñj 'è, meus bet, meump bet tapet 'è ! Lak(et) da zorn ha vïe chetet war ar prad kwa ! Pugur oas, oas ket 'vid krogo barzh, pugur ar re-he…

– Ah ya…

Ar re-he riñskl kwa ! Ha vïe laket da zorn ha vïe chetet war ar prad !

– Setu, loñched : « Des vairons » ?

Ya, ya, ya

– Hag ar wrac'h-kozh ?

Poisson-chat, n'é ket an dra-he vé gwraet deusoute, nann ?

– Ah n'ouzon ket

N'ounn ket pess(e) ano é. Neuhe nis(e), nis(e) moustachou heñ neuhe ! Oa, vé ket gwel(et) kén 'è deusoute 'è. Oagn ket bras 'è ! Bras a-peu-prè mo(d)-se kwa ! Ar re-he nôa ur pezh, ur pezh penn heñ ! Ouais, lar ar vamm vïe 'lar(e)d :

« Hem(añ), hem(añ) lammo ganes ! » Vïe 'lar(e)d

Me(d) n'é ket bet 'lammo ganin gwech e-bed ! Heñ ?

– Pe-seurt pesked-all vïe, vïe kavet ?

Mod-all oa, am(añ) oa ket keme(nt)-se mod-all 'è !

– Nann ?

Nann, oa keme(d), oa kemed, nañ-nann ! Nann. Mod-all me vïe daw mond da, d'ar c'hanal matress(e), vïe des brochets, med amañ oa ket 'è, amañ oa ket, am(añ) oa ket… Ha mod-all 'e, ur lon bihen oa c'hoazh, me(d) vé ket gwel(et) kén heñ ! Brem(añ) meus ket joñj pess(e) ano oa, (e)vel ur vuzhugenn kajimant ha' dape tammou-koat en-dro dèoñ neuhe, (e)vel bicher en-dro dèoñ ha meus ket joñj pess(e) ano vé gwraet deusoutoñ, me(d) vé ket gwel(et) kén heñ ! Nann, me(d) (a)bow(e) pell-zo neus ket bet, é bet disparisset 'è ! Un ano, ha vïe tapet heñzh d'ond, d'ond da besketa !

– Ah ya ?

Ouais vïe laket heñzh ba'r c'hrog, da dap pesked 'e !

– Un amprevan ?

Ha oa formidable d'o(be)r an dra-he ! Meus ket joñj pess(e) ano oa heñ !

– Ur seurt amprevan petram(ant) un « insecte » pe…

N'é ket, ur… 'Vel un, 'vel un tamm buzhugenn vihen ahe oa 'è !

– Ah ya

Kajimant reud un tamm bihen é ! Gwel a rañw a-peu-prè pesse sistem oa, me(d) pell-zo pell-zo meus ket bet gwel(et) an dra-h(e). Me(d) memes ar grilhed vïe tapet da, da dap pesked 'e, grilhed vïe, vïe 'kanañ. Ha dec'h, pe an de a-raog, oa ba'r jerdin ha vïent klevet kan(añ) ha meus ket bet klevet 'nê n'ounn ket, euzhpenn ugent vla 'so matrehe !

– Ah, grilhed ! Ah ya-ya !

Grilhed, ya ! Ha' zo ba'r jerdin ah(e) !

– Ah ya

An de, an de-all ma ka(v)et un' ba'r loch ah(e). Ar re-he vé, vé lak(et) ar grilhed war, ga, ga la mouche kwa !

– Ah ya !

Ouais, da dap pesked, me(d) formidable oa 'è ! Me(d) bremañ zo toud traou gwraet, gwraet 'n-añves toud kwa ! Ga…

– Ah ya

Ga pleuñ pe ga, ga traou-all kwa ! Neuhe oa daw dit da, da 'n-im zibrouilh kwa !

– Beñ ya !

Ya-ya ! Ahaha !

– Ha, amañ vé ket lar(e)t « grilhed-dour » ? « Des écrevisses » ?

Euh nann… Oh ! Gav ket din oa am(añ) 'è, gav ket din 'è

– Nann ?

Matresse oa, me(d) boñ, nann. Meus ket bet gwel(et), nann

– Me(d) an dra-he zo deut d'ar vro neve 'so heñ !

Me gav din, ya heñ ! Me(d) bet meus bet klevet lar(e)d a oa des moules d'eau douce, me(d) me meus ket bet gwel(e)t 'è, me meus ket bet ka(v)et 'e. Me meus bet klevet lod lar(ed) an dra-he, me(d) pff…

– Amañ vïe ket drebet boued-mour ?

Nann

– Nann

Nann, nann, nann. Hañ ! Me(d) am(añ) (e)ma pell-pell deuh ar mor heñ ! Memes-tra heñ ! Me oa, ken, ken oa ar promenade scolaire ma ket bet gwel(et) ar mor 'è !

– Ah nann ?

Oh nann ! Oa, oh ! 'Tro, matresse, seizh-eizh vla kwa !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog