05/09/2017

Staget ar pichon bihen ba'n neizh

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



Ha 'benn, 'benn mond d'ar skoul goud(e), meus joñj, vïe pren(et) ur galochou pe un dra mennag ha' zo, ba… Ur boutou kwa ! Ah(e) (e)ma toud ar pêi oa !

– Ah ya

Ahaha ! Ya

– Ha (e)tre ar vugale amañ vïe kim(ed) brezhoneg ?

Oh yao ! Oh yao ga(st) ! Oh yao-yao, oh yao, oh yao ! An dud a gaosee brezhoneg heñ ! Oh ya ! (E)tresse, ya ! Oh ya, war ar maes, oh ya !

– Vïe ket kaojeet galleg, nann ?

Euh, yao-yao ! Pugur ba'r skoul oa ket droad da gaoseal brezhoneg 'è ! Ah nann, oa ket droad d'o(be)r ! Ah nañ-nann oa ket droad da gaoseal brezhoneg ba'r skoul

– Me(d) goud(e) ar skoul ?

Ah ! Goud(e) ar skoul vïe gwraet 'è, me(d) ar re un tamm bihen koshoc'h (e)viton, memes pé 'h ee d'ar c'hatekij vïe, ar c'hatekij vïe brezhoneg kwa ! Me(d) nin oa ket heñ, nann. Me(d) me 'h een ket alïes 'hat d'ar c'hatekij, blije ket an dra-h(e) din mod e-be(d) !

– Ah nann ?

Oh nann ! Oh nann, me 'h ee a-goste un tu mennaket d'ober… 'Lec'h, 'lec'h mond d'ar c'hatekij

– Gredit ket ba'n otrou-Doue ?

Euh nann…

– Nann

Nann !

– Pep-hini zo libr heñ !

Ah ya-ya ! Ah ya-ya ! Ya-ya-ya ! Oh ! Me meus ket kred (e-)bed deuh an dra-h(e) ! 'N ur mod e-bed !

– Ha lakomp, c'hoari kanetenn ahe, p(e)-lec'h vïe c'hoarïet ? Kost(e) ar skoul ? Petramant ba, ba'r c'hourt pe… ?

Ah ! Ba'r c'hourt vïe gwraet 'e heñ ! Ba'r skoul, ya-ya-ya ! Oh ya-ya ! Mod-all vïe, vïe, oh ! War an hent un tu mennag kwa !

– Ah ya

Oh ya !

– Mod-all yee ket ar vugale da… N'ouzon ket, da, da glask nichou ba…

Ah yao ga(st) ! Oh yao ! An dra-he vïe gwraet 'e heñ ! 'Vel vïe rebech(e)t vïe rêget ar bragou 'hond-dond ba'r gwe 'e, da glask un neizh war…

– Ya

Ahaha ! Da gerc'had, da glask vïou !

– Ah ya ?

Oh ya ! Oh, me 'h ee alïes 'lec'h mond, 'lec'h mond d'ar c'hatekij e'h een da glask, klask vïou ba'r parkeier ! Ahaha, ya !

– Ha pe-seurt lapoussed vïe ka(v)et neuhe ?

Kalz mouilc'hi oa heñ ! Mouilc'hi

– Drasked matreh(e) ?

Ya, an dra-he oa 'e ya, drasked ya, ya. Memes vïe debet ar vïou wechou 'è ! Ha memes meus, meus bet tapet pichoned bihen ba'n neizh, 'benn vïe ka(v)et un neizh vïe passeet un orjelenn dre an neizh ha vïe, vïe staget ar pichon bihen ba, ba'n neizh ! Ha heñ teue bras paotr ! Pugur oar 'roiñ boued dèoñ, oa ket (e)vid mond-kuit, pugur oa stag(e)t barzh !

– Oh !

Ya ! Ha 'benn vïe e(rr)o a-peu-prè, vïe gwïet i goûg dèoñ ! Ahaha ! Mo(d)-se vïe gwraet dèoñ !

– Ha gou(de)-se vïe drebet ?

Ya ! Surtoud an dra-he oa ur sakre repas heñ ! Vïe, vïe ket kig bemd(e) heñ !

– Nann !

Ah nann ! Ah nañ-nann ! Alïes, alïes, beñ n'ounn ket ped kwech meus bet gwraet an dra-he : Stagañ 'nèoñ ba'n neizh ! Hete an tad hag ar vamm ràe boued dèoñ memes-tra heñ ! Pugur euh… Me(d) dond, dond a ree, oyow ! Ur sakre machin heñ ! Me(d) wechou vïe làeret dit 'è ma teue un'-all da glas(k) neizhou !

– Hag ar vïou vïe lonk, vïe lonket e-gis-se ? Petramant vïe poahet ?

Poahañ 'nê a vïe gwraet heñ ! Ya. Oh ! Me meus bet gwraet, gober, oa gwraet un toull barzh ha vé debet ar mo(d)-se

– Oh ! Vé ket gwraet traou gis-se kin heñ !

Nann ! Oh nann ! N'a ket an dud da glask neizhou kén 'e, nann. Me(d) an neizh-brini oa kalz 'e, kalz brini a oa gwech-all 'e, brem(añ) ne vé ket gwel(et) kement, kement deuhoute matress(e)

– Nann

Oh ! Neizh-brini ah(e) ! Me(d) ar re-he, ar re-he vïe uhel heñ ! Wechou. An neizh-pik pé vïe ar piked kwa !

– Me(d) v(o)a ket dañjerus ?

Oh yao ga(st) ! Oh yao ! Dañjerus oa 'è ! Oh ya… Ur breur din oa bet koueet ur wech, me(d) nôa ket bet re-re zïaes 'è !

– Nann. N'é ket bet torret i…

Nann, oh nañ-nann walc'h ! Me(d), oh ! Pell oa bet 'benn na gall(et) sevel 'è, oa, meus joñj, oa koueet 'è, ur breur din

– Pe-naos vé laret « assommé » ?

Maro-bihen !

– Maro-bihen ?

Ya, maro-bihen ya, ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog