30/10/2017

Marsossi ha krow-an-oned

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer gad ur paotr ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'hend-ell, pe-sort kreier oa ba'r feurm ?

Ah ! Ar c'hreier, an dra-s(e), an dra-se, an dra-se oa kemed secondaire, pi(g)ur breum(añ), weleh walc'h, goud(e) n'eus ket kreier, ar lon(e)d zo gwelloc'h

– Ya, ya-ya

Pi(g)ur vegn maes, me(d) ar c'hreier, ar c'hreier sert(e)namant 'e, an dra-s(e) oa une, ur c'horve ! Pi(g)ur ar c'hreier vis(e) leun teil ! Ar c'hreier vis(e) disakomod. Ha wechou vise gwraet an nour ba ur penn deus ar c'hrow, ha goud(e)-se, pé vïer 'skarzh(añ) teil neu'n, vise ràet ur c'hrog(a)d deuh ar mechou, vis(e) pemp-c'hwec'h karg(a)d-teil, wechou deg ba'r memes krow !

– Ha pe-sort mod peus lar(e)t ? Desakomod ?

Heñ ?

– Disakomod ?

Desakomod, ya. Pi(g)ur an disterrañ tra oa d'o(be)r memes-tra, pé vis(e) ur c'hrow mat, ba-lec'h vis(e) ur bern lon(e)d, oa an nour ba'r c'hreis, gis-s(e) tapèh an dow benn. Ha 'lec'h am(añ) gi-m(añ) eh eeh deuh ur penn d'ar penn-ell ga ur c'hrog(a)d-teil

– Ah ya

An dra-s(e) oa ar marw 'vi(d), 'vi(d) ar peisant !

– Ha desakomod « c'est, c'est mal conçu quoi » ?

Oui

– Ya ha an dra-s(e) vé implijet 'hend-ell ?

Oh ! Pass kalz, pass kalz

– Nann ?

Oh non, non-non-non ! Me(d) an dra-s(e) zo un dra ha gompren an dud walc'h. Ar c'homodite zo un dra, me n'ounn ket piw neus eñvant(et) an dra-he, me(d) an dra-s(e), an dra-s(e) zo un dra 'n heñi oar implij(añ) (a)naoñ zo quelque chose d'important, un peu partout

– Ya-ya ha vis(e) ket ràet un hano spessial dé krow-ar-c'herseg pe… ?


Ah ! Krow-ar-c'herseg, krow-ar-c'herseg vïe, oa ket memes-mod ! Pi(g)ur ba krow-ar-c'herseg vis(e) ket teil

– Ah nann ?

Ase, ase gis-se vis(e) skarzh(et) bemd(e) ! Un tamm crotte de cheval oa barzh hag 'è, neu'n, ba-dan ar c'herseg vïe da lakad des, des pavés ga mein, ur bot ! Pi(g)ur ar c'herseg a blij dê pé oa ar sol en dur, oa en dur

– Ya-ya, me(d) ba'r Fouilhez on dàet ha krow-ar-c'herseg vis(e) lar(e)t ar michosse deusouti

Ar marsossi

– Ar pet(r)a ?

Ar ma(r)sossi !

– Ar ma(r)sossi vé lar(e)t amañ ?

Marsossi, ya !

– Ma(r)sossi, krow-ar-c'heseg ?

Ya. Lar(ed) reen doc'h 'è lar oa un tamm-mat difer's (e)tre ar bretoned

– Ya-ya

Dre amañ gi-mañ, é nintra mond ba'r sud-Finistère hag mond ba'r c'h-Côtes-du-Nord, duzhtu…

– Ar ma(r)sossi, meus ket klêt (a)naoñ. Ha ar c'heier-ell oa pet[ra], krow-ar-saout na ket un hano spessial ?

Non… Oh ! Krow-ar-saout, bi a oa krow-ar-bïou, bi a oa krow-ar-leueou ha krow-an-oned vis(e) lar(e)t, 'vis(e) an taro(we)d

– Ya, an taro(we)d, 'n oned vis(e) an taro(we)d ?

Oui

– Ha an dud larè « ar mi(r)sossi » ? Alïes ?

Oh non !

– Nann ?


An dra-s(e) vis(e) ket

– Nann

An dra-s(e) vis(e) ket lar(e)t gwal (a)lïes heñ !

– Nann ?

Ah nann ! An dra-s(e) oa ur pos 'ha sortïè dac'h an ordinaire un tamm

– Ya

Ya, med an dra-s(e) oa un dra hag e oa, memes-tra, un tammig bihen, ur bajenn uvelloc'h 'vi(d), 'vi(d) ar c'hrow ! Pé vis(e) kaosêt deus ar marsossi

– Ur c'hrow braw oa neu'n ? Nann ?

Tamm (e-)bed, an dra-h(e) a oa mem-mod 'è, an dra-h(e) oa mem-mod 'è, me(d) an dra-he oa pojou bet, bet ga… N'ounn ket, ga o dud, petram ga tud deus un tamm bi(he)n, avañsoc'h 'vi(d), 'vi(d) ar… N'ounn ket !

27/10/2017

Biokal ba'n Arboretum, ba Uhelgoat, d'an 29 deus mis-here 2017

Salud dec'h,

Fenos vo laket un interview bet gwraet dec'h dre an telefon ga Yann-Bêr Guyader (RKB). Kaos oa deus ar biokal vo 'benn 'issul ba Uhelgoat, ba'n Arboretum.


'Vid ar re a vé aessoc'h dê lenn an traou vo laket amañ un tamm deus ar programm (bet tapet diwar ma gouest-meil), laket an traou-mañ e brezhoneg ganen-me, berr-ha-berr :

----------------------------
----------------

Produkterien bio, artisaned an terouar ha assossiassionou assames goude kreiste da-beked fin an abard'hê, ba'n Arboretum ba Uhelgoat, be vo d'an naw war'n-ugent deus mis-here 2017 'daleg div eur neuhe. Cherret vo an Arboretum pad ar goñw, sete vo gwraet ur fèt a'ha !

N'é ket subvañsionet in mod e-bed, digoust é ar biokal ha n'eus kime bolonterien a-gement teu da jikour blam d'ober ha da renk an traou

Takajou dishéñvel vo ba'r marc'had-mañ

– Un takad 'vid ar marc'had just a-walc'h : Produkterien deus ar vro (gwerzhet vo bara, legumach, kombucha, pat vresk, fourmaj gawor, soubennou, pochonadou-lipousiri, boutailhachou ju-avalou ha jistr, pakajou-tijan, podachou-mel…) hag artisaned (lèr, añsañiou, panerou, pojou-pri, mein deus a bartoud…)

– Un takad 'vid ar blijadur, lak un tamm buhe : Pourmenadennou ga un tamm kalèch ba'n takad, pent' ar vugwale, pignad ba'r gwe (ga tud an assossiassïon Arbonambule), tatouajou ha' na badont ket, leveriou vo, ur bul bras(?), kamishibaï vo 'e (istoriou c'hoarïet hag animet 'vid ar vugwale)… Ha 'vid ar re-vras vo bisitet an takad, toud ar sortou plantennou zo, vo ur plass blam d'essêo 'h ober boutegou, un atelier vo 'e blam d'ober traou ga paletennou, fin beb-sort 'ta !

– Da bed'ir vo un abadenn 'vid tou'n dud « Aucassin et Nicolette » ga Caroline Mulero

– Mell marionetennou bras vo 'vale tousk an dud (gad ar gompagnunezh La Case)

– Koñseriou vo pad an inderw hag an abard'hê, ga musissianed deus ar vro

– Hag un dra neve vo gwraet ar bla-mañ : Ur soubenn da brïentañ assames, pep-heñi no droad d'ond da jikour d'ober 'nèi ma né c'hoant ha simpl a-walc'h vo ar mod d'ober, pugur vo goullet diga'n dud teuy ba'r marc'had digass ar pezh nogn c'hoant blam da lakad ba'r soubenn (traou bio pe deus ar jerdin 'ha ! Naturel kwa !). Gwraet vo ar soubenn mod-se ha 'benn fin an abard'hê vo distribüet d'an dud, heb goull tamm gwenneg 'bed, ur bann'h soubenn 'vid nintra

Mod-all vo krampouzh da werzhañ ha traou bio da evañ pa'n de ha plijadur da gaoud ga'n dud toud 'ssames !

Ken 'issul neuhe !

----------------
----------------------------

26/10/2017

Me meus anveet da vamm-ïou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, amañ vo kaos deus ma mamm-ïou ha ma ket bet klêt kaos deusouti a-raog ga den e-bed... Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




Da dad-kozh a ouïe, me(d) gaosee ket kalz 'è, pugur oa bet aet 'lesse ! Houzoh walc'h, heñ oa aet ba-mae(s) ar vro du-(ho)nt 'ta !

Hañ ! Te anvee i dad-kozh ?!

Daon ya mad ma'hat 'ha !

Ah boñ…

Hag e vamm-ïou 'è

Ah ya ?!

Ya ! Ha bet 'tibiñ chokola(d) ganti 'è, meur a wich !

– Piw oa ma mamm-ïou neuhe ?

Catherine 'Gerhervé ! Ya

– Ha pet(r)a peus da lar(e)d diwar hi venn neuhe ?

Ah ! Ur plac'h chentil a oa hoñzh ! Hag chokola(d) vije digass(e)t dèi ga hi mab, pugur heñ oa ba'h ar broiou-all, houzoh walc'h

– Ya-ya

Ha dre-am(añ) vije ket ka(v)et pad ar vresel, me(d) houzh a nije ha me ouïe ! Hag a…

Ah ! Ma biskoazh !!!

Ya

Daon pe-lec'h oa à chom ?!

Daon 'ha ! Ba'h an ti zo da werzhañ kichenn ti Alice Cornec ahe !

Ha oa 'h o(be)r pet(r)a ene ?

Daon ! Hoñ(zh) oa kemenér(e)s gwich-all kwa !

Ah boñ ?!

Ya !

– Kemenéres a oa ?

Ya-ya, kemenér(e)s a oa !

– Hag an tad-ïou peus ket aneet 'naoñ ?

Nann ! Heñ, heñ oa marw 'benn, 'benn oa… Ya-ya

– Ya, ar vamm-ïou oa chomet pelloc'h kwa !

Ya ! Ouzhpenn pevar-ugent oa 'benn oa marw kwa !

Pe-hano oa ?

Catherine, Catherine Kerhervé

Daon ! Kaoud a ra diñ an dra-h(e) lar un dra m(e)nnañket di(n)-m 'e…

Beñ eh ! Te heus bet aneet houzh ba'r skol ah(e) 'è, houzoh walc'h ! Hag Germaine Kerhervé zo un, zo un nizhes dèi

Ah !

Hi zad oa breu(r) dèi, da Gatherine

Aloñ boñ ?!

Ya ! Ya-ya hag oa ur (v)oèr(e)b di(n)-me oa 'chom ba'r gambr us da vamm, da vamm-ïou ! Ha sell me 'h ee da di ma moèr(e)b hag ar mo(d)-se mije chokola(d) ! Houzoh walc'h

Ah !!!

Ah ya ! Ha sell Catherine vije lar(e)t diñ :

« Ah ! Deus da wel (a)ha(n)on ! » Lar hag a…

Hag a'h een

Ya !

Me blije diñ kontañ ganti kwa ! Memes, goude…

Houzh oa mamm

Mamm…

D'i dad neuhe ? Da…

Mamm d'i dad-kozh !

– Ya

D'i dad… Of ! Fidandoue !

Ouais !

– Mamm-ïou kwa !


Ya

Mamm-ïou dit, ya

Mamm d'i dad-kozh…

Memes goude, p(a) oan deut mae(s) ar skol a'h een da wel 'nèi da ziskiñ gwrïad ganti hag a breste hi mikanik din da ziskiñ (a)ha(n)on da wrïad !

Ma !

Ya

– Ha ga pe-sort mekanik oa ?

Beñ ur mikanik ga…

… Singer ah(e) ?


Singer ga ma zr[eig], ga an treig ah(e) kwa !

Ah ya !

Neuhen oa ket elektrik ! Houzoh walc'h

Nann

– Mekanik-gwrïad vé lar(e)t kwa ?

Ya

Ya ! Mikanik-gwrïad, ya… Ha hoñ(zh) oa ur plac'h ko(zh) chentil ! An dra-he oa ! Ha me, pa 'h een da ziskiñ gwrïad, a'h ee laezh ganiñ hag un tamm amann, ah(e) vije kontant ! Houzoh walc'h

Ya, pe ur vi bennañket matrehe

Daon ya ! Vije 'è, houzoh walc'h, ya !

– Me(d)…

Ha moèr(e)b 'Fin vije ba'r gambr neuhe 'h o(be)r krampouzh ! Hou(zh) a ree krampouzh da werzhañ ! Hou(zh) oa ur c'hoar da ma mamm-gozh di(n)-me, an hin(i) a ree krampouzh kwa !

– Ha mad a oagn ?

Ya-ya, mad a vijent 'ha ! Ya-ya !

Oh daon sur a-walc'h 'ha !

Beñ ya !

– War an tan

Beñ just a-walc'h ! Ha Catherine a vije à kousked ba'r gambr a-vass da moèr(e)b 'Fin, sell ar mo(d)-se deuh an noñs vij(e) k(et) hi-hun ! Houzoh walc'h

Ah daon ya 'ha !

Nann ! Ha d'an traoñ oa matezh Josef Bocher neuhen ba, ba… Ene oa ur piess-all c'hoazh !

Hañ bon !

Ah ! Hezh so ur pezh ti hañ !

– Ya

Ah ya-ya !

– Me(d) lec'h oa, lec'h oa ma mamm-gozh, pugur meus ket aneet ma mamm-ïou, me(d)…

Nann-nann

– Ma mamm-gozh 'e ha ma zad-kozh neuhe o chom… Me(d) ma ket remerket duzhtu, pugur vé ket taolet evezh deus traou mo(d)-se kwa !

Nann-nann

– Me(d) ur jiminal oa ba, ba'r gambr 'e

Just ! Ene vije ma moèr(e)b 'h o(be)r krampouzh !

– Ah !

Ya, war ar chiminal-se

Hañ !

Ya ! Ha da vamm-ïou vije 'kousked ba'h an tu-all

– Ah ya, un tu-all so, ya

Ya ! Ha oa ur gamb(r) 'è

– Ah ya, ba-lec'h oa ar jiminal oa kambr ma zad

Hañ ! Weles ket ? Ya-ya ! Beñ ya ! Ma ! Ene oa ma moèr(e)b 'chom ! Hag a oa ar halatas d'an nec'h, me zo bet 'kousked ba'r halatas d'an nec'h ene !

– Ba'r halatas ?!

Ya !

– Oy biskoazh !

Ya-ya-ya !

Alala !

Beñ ya…

– Ahe oa journaliou hag ur bern traou, biskoazh kemend-all !

Bah ! Beñ un tamm a doud ! Un tamm a doud, ya-ya-ya ! Beñ ya !

– Ma mije gouïet lar vije bet un' 'kousk(ed) 'ha… Ahaha !

Ahaha ! Ma ! Me zo bet ! Ah ya 'ha ! Ya-ya !

Oh ! Gwich-all 'h ee an nén da gousked ba, ba, ba…

Bah ! Ba fout-pet(r)a !!! Ba…

Barzh…

Ma !

Eh ! Ni oa war ar maes

Ya-ya-ya-ya !!!

Ha oa ket ken gran-s(e) an traou gane(mp)-ni !

Nann oa ket sur !

Te, n'es ket da joñjal !

– 'Tousk ar rahed

Pfoh !

Just a-walc'h

Ah ya !

Ar rahed us d'hom venn, penses-tu !

Rahed ha…

Vije ket sell(e)t deus an dra-he !

… Ha logod ! Ha…

Ha logod ha beb-sort, ya !

Ha beb-sort !

Ya, joñj meus ha pa vij(e) aver(e)nn deuh ar skol, moèr(e)b 'Fin lare diñ :

« Oh ! Deus da gousked du-m(añ) ! »

Ha oa ur vatalassenn war-gourr(e) ar gambr ar mo(d)-se kwa !

Ya

Hag un tapiss mennaket dreist, oh ! Me vije, me gouske mad ene !

Daon ! Gwraet e vije memes : Me meus choñj ma breu(r) vije 'kousked ba'h ur, ur gwele-klos, laket deja… Petra vé gwraet deuh an…

Plous ?

Ya, me(d) euh…

– Ar bank ?

Pet(r)a vé gwraet deuh… Brankou ahe, houzoh walc'h 'ta !

Ah ya-ya-ya-ya !

Eh ! Ha laket plous warnoñ

Plous warnoñ, ya

Ha laket ur, ur…

Ur holc'hed

… Ur holc'hed-pell goude

Just a-walc'h ! Daon gwich-all vije ar gwelïou mo(d)-se toud ma 'ha !

Eh ! Partoud oa ar gwelïou mo(d)-se !

Ah ya

Ya

Pa vije dornet ar c'herc'h vije destumet toud ar pell da lakad ba'h ar holc'hijou mo(d)-se kwa !

Daon ma'hat-sur !

Ya !

– Ar holc'h, ar holc'hijou ?

Eh ! Ur holc'hed !

Ya !

Ar holc'hi[jou]… Eh ! Hag a vije, da zigentañ vijent… Ma haotr-kaezh-mañ !

Ya-ya ! Uhel-uhel !

Ha sul-vïañ ma…

Ya-ya

… Ma gosheent a ziskennès 'e

A ziskennès, ya !

Ha, hag alïes, me meus choñj klêd ma mamm lar din :

« Ma Doue ! Te zo braw barzh da wel(e) ah(e) ! 'Vel ba'h un neizh out ! »

Ah ya ! Pudur…


Ya, me(d) vijes 'è, houzoh walc'h, ya !

Ehe ! Vije(n)-me ba'h kreis ar…

Kreis ar holc'hed, houzoh walc'h

Eh !

« Oh ! Te zo braw walc'h, 'vel ba un neizh ! »


'Vel ba un neizh, ya. Gwir é 'ha ! Ya-ya !

– Ur wech ar bla vije gwraet kwa ?

Ah ! Ur wich ar bla vije cheñch(et) ar pell !

Ya

Ya-ya-ya !

Seulamant !

– Seulamant, ya

Ya-ya-ya !

Heus keme(d) gwel(e)d 'benn-neuhe pe-nao(s) vije ket e(rr)i (ne)med poultrenn deuh…

Ya hag a…

Kin, e-barzh kajimant

Just ! Ar c'hou-pie vij(e) ket cheñchet beb pla, kar wichou vij(e) ket tro-walc'h a bell d'o(be)r !

Ah nann !

Sell ar c'hou-pie vije, ree dow la wichou

Ya

– Ar pet(r)a ?

Ar c'hou-pie !

– Ar c'hou-pie ?

Ya, l'édredon sur tes pieds là quoi !

– Ar c'hou-pie…


Le c'h-couvre-pieds !

Oui

– Ar c'hou-pie ?

Ya !

– Ah ya ? E Brezhoneg vé lar(e)t ar mo(d)-se ?

Ya, ar c'hou-pie, ya

– Ah ya ha pet(r)a vé lar(e)t deus an heñi-all a vé dreñw ar penn ?

Ar pleuñeg !

– Hag un orilher vé lar(e)t ?

Hag un orilher, ya

Ya

Vije laket war ar pleuñeg

Ya

– Ya ha pet(r)a é ur pallen dec'h ?

Ur pallen ?

– N'é ket ur, ur gouverturenn é ? Pallenou ? Vije ket laket pallenou war ar gwelïou ?

Ah ya, me(d) ni ree un tapiss deuh an dra-he

– Dec'h é un tapiss é ?

Ya, un tapiss, ya. Ur holc'hed hag un tapiss

– Vé lar(e)t

Hag ur pleuñeg. Ha ar pleuñeg vije pell 'è, pugur oa keme(d) an dra-he, houzoh walc'h

Ya 'ha !

Ha goude vije…

Ha tomm vije gate !


Ya ! Ha tomm vij(e)… Goude neuhe oa deut…

Pleuñ !

Vije karget ur pleuñeg ga pleuñ kwa !

Me(d), me(d) vije laket pleuñ !

Ya, ya

– Beñ just a-walc'h

Ya

– Pleuñeg, ah ! Me(d) da zigentañ oa kime(d)… Pell !

Pell

Pell !

Pell, ya-ya… Ha neuhen vije destumet mad toud ar pell, me lar dit !

Ha fi ya 'vat !


Ah ya !

Me lar dit 'ha ! Vije gad ur, ur skuberr'nn ahe his-se

Ya ! Ha vije, hag oa… Ha vije, braw oa ha tomm vije 'è !

Ya !

Ha net, me lar dit !

Me gav diñ !

Ah ya 'ha !

Me gav diñ… Ha c'hwezh vad !


Just ya !

– Ha yac'h é an dra-he !


Ah ya !

Ha yac'hus, ya !

An dra-he oa yac'hus ! Ah ya a'ha !

Ya

25/10/2017

Hemañ ra ar labour ba o blass, amañ é echou ar pardon !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h.



Ur c'hamïon meus gwel(e)t neuh(e), an heñi, an heñi gentañ oa, gav din oa, oa marc'hadour-gwin deus, deus Pleyber-Christ hag le vin Guével ah(e) nôa ur c'hamïon 'h ee en-dro ga, ga koat 'ha ! Pugur oa, vïe gwraet tan barzh ha ga… Pesse-mod vé lar(e)t ? Gasojen ! Meus ket, meus ket gwel(e)t (ne)med hoñzh 'tond en-dro, 'hond en-dro mo(d)-se ! Un, un tamm bihen (e)vel an treñ, me(d) vïe laket ba ur vorn ha ga'r vapeur goud(e) ha…

– Ah ya

… 'H ee en-dro, me(d) euh… Ahahaha ! Ya

– Pedavare oa an dra-he ? 'Do(u)g ar brezel

Oh ya ! Duzhtu goud(e) ar bresel heñ ! En 45 pe a(r) mo(d)-se, me(d) ha mouss oan heñ ! Ha ma ka(v)et drol, beñ gwel(ed) heñzh 'h o(be)r, gwel(ed) an tan ba, ba… Ahaha !

– (A-)raog bresel vïe ket kalz otoiou amañ ?

Nann, nann, nann. Nann, me zo, me zo ganet ba en 39, just a-raog ar bresel

– Ah ya

Nann, neuhe oa ket kalz 'è duzhtu, me(d) memes goud(e) ar bresel oa ket kalz heñ ! Oh nann ! Matress(e) Brennilis oa diw pe deir bennaket matresse. Gwel(ed), me meus joñj gwel(ed) an heñi, an trakteurien kentañ 'tond heñ ! Ha…

– Ha pet(r)a lare an dud deus, deus an trakteuriou gis-se ?

Ya, lod, lod a ga(v)e kurivus 'è ha lod-all oa :

« Echou, echou é domp, beñ hemañ ra ar labour ba o blass ha am(añ), am(añ) é echou ar pardon ! »

Hahaha ! Ya

– Ah ya

Am(añ) é echou ar pardon ! Ma, ma zo un' d'o(be)r, d'o(be)r o labour ba o blass. Ha lod ga(v)e, ga(v)e drol, m'enfin bon… Tamm-ha-tamm é deu(t) 'mes-tra ! Ha bremañ eint deu(t) re vras kajimant !

– Bremañ vé mekanikou bras-spontus heñ !

Oy ! Ya ! N'eus ket pell-zo oan bet ba, ba Saint-Éloi, Saint-Éloi gav din é, ya. Oa un' ha' ree, da labour(ad) ar park ! Ma'hat a ree dowzeg metr dre 'n-treus ha deg metr hed hag oa un trakteur oa, matresse ree dow-c'hant chevaux matresse, cheche 'nèoñ hag ar semoir à maïs war-lerc'h !

– Ah ya

Echu, echu ar labour ! Lakeè an engrais ha-toud ha' labour(ad) ar park ha duzhtu goude, hadañ maïs war-lerc'h duzhtu ! Ha hete vïe gwraet toud-toud ar, ar labour ga nentra (ne)med ga ur, ur pass(e) !

– Ah ya

Ur pass(e) 'barzh ! A-raog oa passeet le lisier war ar park un tamm bihen ha mad ar jeu !

– Achu an traou !

Ouais, ouais. Dale (e-)bed dê ! Ha vé kem(ed) un', un' 'labour(ad) ba'r park ! Hag ar park ree matresse deg devezh-arad, matrehe oa ket, oa ket bet, oa ket bet un eur barzh !

– Ah nann ?

Oh nann ! Oa ket bet un eur barzh ! (A)-peu-prè zo un dèn 'vale (a-)peu-prè 'h ee an trakteur gast ! Ba'r park. Me(d) ma ket bet gwel(et) an dra-h(e) gwech e-be(d) !

– Nann

Ha zo des socs e-barzh ha toud ar voutik ha brises mottes, añfeñ toud kwa ! Toud-toud-toud ! Ur wech oa passeet : Echu, oa keme(d) had(añ) d'o(be)r ! Me(d) zo ur machin zo deut da gér ka(s)i sur !

– Oh ya !

Ya

– Oh ya

Ouais, ouais… Sur !

– Sur

Me(d) oa ket bet pell heñ ! Oa, laroñ dit, oh nann ga(st) ! Oa ket bet un eur, nann ga(st) ! Tri-c'hard eur matresse ba, ar park oa, pff…

– Amañ vé laret « oan ket bet … », pe-naos vé laret, « oa ket bet pas e-bed » ?

Ya ! Ya, ya

– Oa ket bet pas (e-)bed (e)vi(d), (e)vid o(be)r ar labour !

Heu, wechou vïe lar(e)t « dale (e-)bed » 'e !

– Dale (e-)bed ?

Dale (e-)bed, ya. « Dale (e-)bed » zo, zo un tamm bihen 'e « n'é ket bet pell » kwa ! N'é ket bet pell 'h o(be)r ar labour kwa !

– Ha pe-naos vé laret « être en retard » neuhe ?

Heu, tapet divêd é ! Tap(e)t, tap(e)t é-eñw divêd un tamm bihen, il est arrivé en retard 'ta !

– Ha « il est pressé », pe-naos vé lar(e)t ?

Mond, mond, mond founnus kwa ! N'é ke(t) ? Heñzh, heñzh, heñzh ya founnus, founnus ga, founnus ga'r park oamp, ouais…

– Ya, ba, ba'r C'hap meus bet klevet « press zo warni, press zo warnon… »


Ya ! Ya-ya, ouais, be, be zo 'e !

– Amañ vé lar(e)t ?

Ouais, ouais, « je suis pressé » ça veut dire ça

– Ya-ya-ya-ya !

« Press zo warnon » ya !

19/10/2017

Grilhed, gwiskouled, loched, stalvêred, rac'hed-kozh, sourded ha c'hwiliou

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ar su'n-all ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
É.
J.



 
– Ha oa kaos din-me 'e deus ur lon ha' meus ket klêt kalz kaos deusoutoñ : « Le héron »

Ur long cou ! Aha !

Ya !

– Ya

Beñ ! Meus ket, in brezhoneg meus ket bet klêt (ne)med 'h o(be)r ar heroñ deusountoñ…

– Peus ket klêt « ar gerc'hei » ?

Ah nann… Hag ar vamm-gozh du-m(añ) a ree « an deber-pesked » deus hezh !

Daon ya !

– Ah ya !?

Ya !

– An deber-pesked ?

Ya !

Ya, pugur ar pesked a'h ee gantoñ, houzoh walc'h

Ya

Heñ vé bord ar rinierou à yedal ar pesked ha ga, ga i hoûg hir…

Alïes, alïes vé, vije represantet ga ur pesk ba i venn, ba i veg !

Ya ! Ya-ya-ya !

– Hañ !

Ya ! Ha heñ ?

Ya

War ar poltrejou !

War ar poltrejou, ya

Ya

– An deber-pesked é

Ya, ya-ya !

Ur lonker-pesked ! Aha !

– Ur lonker-pesked, ya

Pa vije gwel(et) passeal, pugur dre zu-m(añ) a bassee 'è, alïes a'ha ! Pugur ba'r vardell, ene a vije pesked alïes

« Sell ! (E)mañ an deber-pesked 'hond (a)darr(e) ! » Vije lar(e)t


Ah !!!

Ya !

Weles ket ?!

Ya-ya-ya ! Beñ ya ! Ar vardell hoñzh vije, ene vije kalz a zour, pugur da gass an dour da mil(in) Créc'h Niver kwa !

Daon ya ! Me gav diñ !

Ya !

Hag a teue deuh Mil(in) Drakel !

Ya ! Beñ ya hag oa e(rr)i oa stanket an dour d'ond d'ar vil(in) kwa !

Daon 'ha ! Ar re-he…

Ya

N'eint ket hanter-sod 'e ! Ahaha !

Ah nann ! N'eint ket, sur ! Ar re-he ouïe pe-lec'h vije o boued, houzoh walc'h… Ah ya !

– Ha 'vid ar pesked, peus ket klêt kaos deus ar « wrac'h-kozh » ?

Ar rac'h-kozh ?!

– Ya, ar « rac'h-kozh » ?

Ah daon ya ! Me(d) hezh é le, le mille-pattes é ar rac'h-kozh !

– Ah ! « Le mille-pattes » ?!

Ya !

– Ah ya ?

Pet(r)a ?!

Ar rac'h-kozh a weles ba'h ar machin ah(e), heñ : Mille-pattes a vé gwraet deus hezh !

Ah… !

Ar « rac'h-kozh » a remp-nim deus, deuh ar reñ-he gwich-all

– Ah ya ?

Ya !

– Ar rac'h-kozh…

Ya

Beñ sell ! Houmañ zo sañvet a-walc'h, ya heñ ?

Ahaha ! Oh ya… Wichou ba-dan ar meub ah(e), pa 'h ees d(a) wel :

« Sell ! Amañ zo rac'hed-kozh ! » Vije lar(e)t


Tieñ !!!

Ya ! Mille-pattes eint kwa !

Bon !

– Ha pet(r)a vije laret diwar o venn ?

Oh daon 'ha ! Lar ar reñ-he 'h ee lem vije umid

– Hañ…

Ah ya !

Ya, an umidite blij dê

Ah !

Ha neuhe dindan ar meub, pa vije e(rr)i kozh ar meub, ba'h ar c'hoat kozh vent kwa !

– Ya

Ah boñ… !

– Ha rac'hed-kozh zo ha beb-sort mod zo rac'hed-kozh kwa !

Ya ! Ur rac'h-kozh

Ah…

Ah ! Me(d) in galleg é mille-pattes kwa !

– Ya

Aloñ bon 'ha !

– Nann, me(d) ahe oa 'vid ur, 'vid ar pesk oa « gwrac'h-kozh » kwa, ar wrac'h-kozh : « La loche des rivières »

Hañ ! Loch !

– Loch ?

Ni a ree ar loch deuh ar re-he, ya : Ar loch-bihen

– Loch-bihen ?

Ya. Daon ya ! Ar besketerien, gwich-all, a dape loched-bihen mo(d)-se da daped pesked bras ! Vije laket war ar linenn kwa ! Ya !

Ar loched, ya

Ya !

Hañ !

Ah ya…

Weles ket 'ta, Jeanine ?

– Ha pe-sort pesked a oa amañ ?

Oh beñ genre saumon a oa

Ah ya 'ha !

Ha neuhe la truite kwa !

Ya

– Ha nagn ket hano (e-)bed ?

Oh nann 'ha ! Pesked, vije gwraet « pesked an dour douss » kwa !

Oh, oh… Ouïemp ket hano ar pesked !

Nann ! Nann-nann… Nann, ma daon ! Vij(e) ket, vij(e) ket gwraet (ne)med pesked deusounte…

Daon ! Ur jilïenn bennañket 'ta !

Ya, ur jilïenn oa l'anguille kwa !

– « L'anguille », ya

Ouais

– Ha n'é ket ur jilïenn-garzh vé lar(e)t 'e ?

Ah ya ! Me(d) an dra-h(e) zo un àer !

– Ya ?

Ar jilïenn-garzh

Ah ya !

Ya ! An dra-h(e) zo un àer !

– Me(d) un' na kaojeet din-me deu(s), pugur oamp 'kaojeal deus ar sourd, pet(r)a é ar sourd dec'h ?

Daon salamandre, sell in galleg !

Ben ouais !

– Pet(r)a vé gwraet deus un « triton » neuhe e brezhoneg ?

Triton… Ya, hezh zo stalvêr !

– Stalvêr ?!

Ya ! Ha heñ goue i lost, ur stalvêr

Pet(r)a é an dra-h(e), Jeanine ?

Ur stalvêr, 'velt ur salamandre (ne)med-seped hezh so rous-du 'velt un àer hag ar salamandre zo…

Mer'n

Mer'n ha du

– Ya

Ya

– Ha « salamandre » é ar sourd kwa !

Ya !

Ya !

– Ya

Just a-walc'h ! Ha hem(añ)-all zo ur stal-vêr

Weles ket 'ta ?!

Ha ya, é 'velt, 'velt ur salamandre é (ne)med-sep(ed) é du kwa !

Ya ! (Ne)med-seped é…

Ha moannac'h ! Moannac'h é

… N'é ket memes liw kwa !

Nann ! Ah ya, ni a ree ar stalvêr deus hezh

– Ha gwelet vijent kalz am(añ) ?

Oh ya ! P(a) oa àer(e)d vije gwel(et), me(d) brem(añ) é (a)boe é lousow(et) an traou, vé ket gwel(et) kalz kin hañ !

Nann

Pugur ma'hat ar lousou n'a ket dê, houzoh walc'h… P(a) oa àer(e)d, n'eus ket kalz kin 'è hañ !

Hañ !

– N'eus ket


Ha oa bet a vije ur bern, paot(r)-kaezh !

Ya 'ha te ! Ya-ya

Ya ! Ha vé ket gwel(et), kajimant, kin

– Hag ar stalvêr, ur stalvêr ?

Ya

– Ha pa vé kalz ? Pe-sort mod vé lar(e)t ?

Stalvêred ! Ah(e) oa ur bern stalvêr(e)d


– Ah ! Stalvêred… Ar stalvêred, pe-lec'h vijent ka(v)et ?

Daon 'ha ! Ba'h ar, ba'r girjer ! Lem, lem a vije an àer(e)d 'è

– Ah ya


Ya-ya ! Me(d)…

– Pass ba'r yeot, ba'r blochou-yeot 'e ?

Ah eo ! Ba'h ar yeot sec'h ahe vijent wichou, me(d) ar reñ-he grogent ket kwa ! Hag… Nag ar sourd a grog ket 'è, med pa grog : N'eus ket moien da ziskregiñ 'naoñ ! A meus bet klêt

Opala !!!

– Ah ya ?

Ya hag ar re-gozh…

Ya ?!

Ah ya ! 'R re-gozh lare se gwich-all : Ar sourd, pa grog, heñ n'eus ket moien da ziskregiñ 'naoñ

Daon ! Pe-naos a ree…

Ha teue, hezh teu un tamm gantoñ kwa !

Opala !!!

Ya

– Ha troc'h ar, troc'h i benn daoñ 'ha vije… ?

Ah daon ! Vije gwraet, ya ma'hat 'vi(d) 'h ampech kass an tamm gantoñ kwa !

Oh ! Chessus a'ha !

Beñ ya… Me(d) gwich-all oa mïoc'h a loned ar mo(d)-se 'vi(d) zo bremañ !

– Ah ya

Sell vije tap(et) an dud a-wichou, houzoh walc'h, ya

Weles ket ?!

Beñ ya…

– Me(d) un' na lar(e)t 'e, me(d) ga(v)e ket an hano kin ha na lar(e)t just a-walc'h oa, vije ket ka(v)et deus ar re-he kin bremañ : Oa 'velt ur vuzhugenn, me(d) ga treid

Ah bon ?!

– Ya, un tamm buzhugenn… Tew walc'h kwa !

Beñ hezh é ar… Welon keme(d) ar stalvêr !

– Stalvêr ?

Ya ! Heñ oa moan, me(d)… Ha treig daoñ hag ur, ur lost hir daoñ 'vel…

– Ya, me(d) vije ket tapet 'naoñ blam da besketa ?!

Ah nann

Ah nann !

– Ah nann

Ah nann-nann !

– Me(d) an dra-he oa, just a-walc'h, ur sort, ur sort buzhugenn, me(d) pass tre 'vel ur vuzhugenn kwa !

Ah bon !

Nann-nann

– Blam da besketa ha oa ur penn bras deusoutoñ 'e… Me(d) na, na ket joñj deus an hano ha na lar(e)t vije ket gwel(e)t deusoute kin brem(añ)…

Beñ, welon ket a'ha… Me welon keme(d) ar stalvêr(e)d, me(d) vé ket gwel(et) kin 'è hañ ! Nann-nann, welon ket brem(añ), kar gwich-all vije gwel(et) kalz deuh ar reñ-he kwa !

– Ha kalz c'hwiled 'e

Ya !

– Pe-sort c'hwiled, peus choñj, a oa gwech-all ?

Daon ! Ar c'hwiliou-derw 'e, houzoh walc'h

Ya, ar c'hwil-derw vije hag a c'hoazh vije laket…


Vije laket da son(añ), lak(et) ur blousenn daoñ 'n i rewr direktamant

'N i rewr hag un neudenn ha vije laket hezh da froñal ah(e), sell !

Oh !

– Ah ya ?

Ya ! Ar vugal(e) vije 'c'hoa(r)i ga'r re-he

Trist é hañ !

Gwich-all p(a) vijemp 'tiwoul ar saout vije gwraet mo(d)-se ! Ya, ah ya-ya !

– Pe-sort mod vije gwraet just ?

Ya vije, tapet a vije deuh ar wênn, pugur ar reñ-he vije war ar gwe hag a vije laket ur spilhenn daoñ war i rewr ha lak(et) un neudenn deusountoñ hag a vije laket :

« Ale ! Froñ brem(añ) ! » Vije lar(e)t daoñ

Hag a ree
! Pugur vije klask mond-kuit, houzoh walc'h

Daon ya ! Ha me gav diñ a zihane ket da froñal !

Ahaha ! Daon nann !


Eh ! Hag a vije laket un neudenn

Oh ! Ya…

Hag an hi(ni), vije gwel(et) pe-hi(ni) a froñe ar mïañ !

D'an hi(ni), daon ya ! Me meus choñj, ma breu(r) vije dalc'h-mad 'h o(be)r se, me lare daoñ :

« Daon ! Te zo 'h o(be)r miser da hezh ! Leus(k) 'naoñ da val(e) brem(añ) ! » Vijen 'lar(ed) daoñ

« Ah ya ! Me(d) plijadur meus klêd 'naoñ froñal ! » Vije 'lar(e)d


Ohoho !

Aha, ah ya… Oh ya ! Me n'on ket…

Oh ! Holala !!!

Gwich-all, ar vugal(e) a c'hoarïe ga traou mo(d)-se, pugur…

Daon 'ha !

Oa ket joueiou na traou mo(d)-se, houzoh walc'h


Daon ma'hat-sur ! Hag a bassee o amzer…

D'o(be)r traou mo(d)-se… Ha da daped grilhed ha vije tapet ur…


Ah daon ya !

Ur blousenn ha teue ar grilh maes neuhe

Ya

Ah ya 'vat ! Ah ya-ya !

Ha neuhe vije, heñ ?

Ya

Eh !

D(a) lakad ba'r ouest-alumetes neuhen da werzhañ d'ar besketerien goude !


Ya

– Pa vije poent ar besketerezh

Ah ya ! Ya-ya-ya !

Eh ! Ma ameseg, amañ hi-mañ, zo ur pesketour, 'houzoh walc'h

Ah, hem(añ) a'h a da bisketa ?

Ya hag ar wich divèañ é bet ahe his-se oa aet da brenañ grilhou !

Hañ ya ! Beñ lod a werzh !

Ah ya ! Pudur vé ka(ve)t grilhou da, da…

Ya ! Ya-ya !

Ha p(a), hag rôet ur ouestad-grilhou daoñ ! Ha pa neus gwel(et) 'nê ba'h ar ouest – hañw neus kontet se diñ – pa neus gwel(et) 'nê ba'h ar ouest, oa ket kap da daped un' da lakad ba(r)zh beg a…

Ah nann ! Beg i, i hamson !

Ah nann ! Gwel(ed) a ree 'nê, oh me(d) pitoiab(l) é ! Hag a neus di(g)a(ss)et 'nê gantoñ d'ar yêr ha neus sklapet 'nê ba'h ar harzh !

Just a-walc'h

Ba'h i jerdrin

Ya !

Hag a…

Ha brem(añ) a glev 'nê kanañ !

Ha me oa aet da wel anaoñ ! Ha hañw lar diñ mo(d)-se :

« Glêes ket un drous ha' vé, n'out ket kustum da glêd ? »

Me(d) me glêen ket didoñ !

Ah nann ! Beñ nann…

« Nann 'ha ! » Laron daoñ

« Glêes ket ar grilhed é kanañ ? » Lar diñ, « ahe meus chetet 'nê ba ar harzh ha beb abard'hê, pa vent à kanañ ahe his-se hag a ga(v)on an dra-he un dra (a)bominab(l) klêd ar re-he ! »

Me(d) beañ é, beañ é !

« Kaoud a ra diñ » lar diñ, « 'h in da brenañ ur ouestad-all c'hoazh ! »

Ah !!!!!

Ahahaha ya !

Me(d)…

Beñ un'-all neus gwraet se c'hoazh, meus klêt !

N'é ket possub ?!

Eo ! Aet da breniñ grilhed ar mo(d)-se hag a oa 'hond da bisket(a) 'è

Ya

Ha na ka(v)et braw 'nê 'è ha pet(r)a neus gwraet (ne)med leusken 'nê e(r)-maes ba i jerdrin 'è ! Neuhe na ket c'hoant da lakad 'nê…

Ar mo(d)-se neus gwraet ! Oh ! Ni mamp c'hoarzhet ga'n dra-he !

Oh ya !

Eh ! Ni lare « fidandoue ! »

Hag 'è ha un' 'ha ! À chom barzh kêr, Paris pe un tu m(e)nneg ha deut dre ahe gis-se hag deut da joñj daoñ d'ond da bisketa ha un' bennag na lar(e)t daoñ vije gwerzhet grilhed ha oa aet da breniñ ! Ha na ka(v)et re vraw 'nê klêd 'nê 'kano ba'r ouest ha na lachet 'nê ba i jerdrin !

Ya-ya-ya ! Hemañ neus gwraet mo(d)-se !

Hañ bon ! Weles ket ?

Holalala !

Ah ya !


Eh ! Hag an di-all, p(a) oan aet, 'r wich an amzer 'h añw da, da, da…

'Vid da ziwskou(a)rn kwa !

'Vid, 'vid traou ma diwskou(a)rn ha, hag p(a) oan 'n-om ga(v)et, hañw houll diganiñ :

« Bon ! Pe-naos 'ma kont ? »

« Oh ! » Laron, « a-peu-prè mad ! » Laron daoñ

« Ha da glêd ? » Lar diñ

« Hañ ! » Laron daoñ mo(d)-se, « da glêd, 'h añw da lar(e)d dec'h… »

Hete ma espliket daoñ…

… Pet(r)a oa

Taol ar grilhed !

Ah ya !

Eh ! Ha n'é glêen ket 'nê

« P(a) oa ma ameseg lar diñ a glêe ar, ar grilhed à kanañ ha glêen ket ! »

« Hañ bon 'ha !!! » Lar diñ, « ah ! Damai (v)o gwel(e)t ! Tenn anê ha 'h añw d'ogmantiñ un tamm ! »

Un tamm, dit da glêd

Ar son

– Da glêo gwelloc'h

« Hag a weli 'hann a glêi 'nê 'son(añ) »

Ah ya

Hag a neus ogmantet, me m'onn ket pe-nao(s) a ra…

Ah ya-ya, ar reñ-h(e) a oar, houzoh walc'h

Ya, set(e) ar wich divèo oa ahe his-se, ar sul-all, p(a) oan bet, lar diñ :

« Hag ar gilhed ? » Lar diñ

« Meus ket klêet » laron daoñ, « pudur ma ameseg so aet d'ar yêr, zo aet-kuit, het(e) meus ket bet okasïon d'ond d'i jerdrin… »

D'ond da jilou !

« … Da jilou… »

Ar grilhed

« … Da jilou 'hann a glêchen ar grilhed ! »

Ah ya !

– Peus kime(d) prenañ, prenañ…

Pren(añ) ur ouestad, ya !

– … Ur ouestad, ya

Me(d) ar grilhed chomint ket ba-lem a vé laket temz

Ah nann !

Ah nann !

Ah daon ! Amañ vé ket laket temz !

Nann-nann, me(d) ba, ba ur prad lem (v)o laket temz vo red dit…

Pet(r)a zo kaos ?

Ah ! Me n'ounn ket…

– Me(d) pet(r)a jom ba ur prad ba-lec'h vé laket temz… ? Ga'r loned, ar loned bihen !

Ah !

Ah nann !

Ar loned bihen !

Ah nann-nann !

Nann

Blij ket an temz dê


Daon nann a'ha !

Ha ur grilhed a glêi kano p(a) (v)o braw an amzer ahe gis-se pé vé poent ar besketerezh ahe gis-se, ba-lem n'o ket (a) demz glêi ar re-he ahe gis-se 'kano gwashoc'h 'vid n'ounn ket pet(r)a !

Ah bon !

Ha lem (v)o temz, na glêi ket 'nê, nann !

Weles ket 'ta ?!

Ah nann-nann-nann-nann ! 'Klask dond ba an ti (e)mañ ?

Oh n'é ket, ba'h an ti (e)mañ deja !

Hañ !

– Ar c'hazh…

Ya ! Ar c'hazh

Oh ya ! Ar c'hazh, ya

Ahaha !

Heñ ya !

– Me(d) lar(e)t mamp ar c'hwil-derw, me(d) oa ket c'hwiled-all c'hoazh ?

Oh daon !

Oh geus a'ha !

Geus a'ha ! Kalz a re-all c'hoazh

Ar c'hwil-kaoc'hêr vije lar(e)t 'è

– Ya, pet(r)a é-heñw neuhe ?

Daon ! Ur c'hwil du, bihannoc'h é 'vi(d) ar c'hwil-derw

Ya

Me(d) hirroc'h un tamm kwa ! « C'hwil-kaoc'hêr » vije gwraet deus hezh

Ya

Me n'ounn ket pe-sort hano neus in galleg a'ha…

– « Le bousier »

Ah !!!

Ah bon !

Oh ! Ha hezh so un' digourdi hag a'h a…

Ah ya-ya !

– Ah ya ?

Heñ a gerzh !

Ah !!!

Heñ a gerzh !

Eh !

– Pet(r)a ra-heñw neuhe ?

Daon ! Hezh, 'n-ur vond souïss a-dreñw ! 'N-ur vond…

Ah ya, ga, ga i voued ha souïss a-dreñw ga i voued

Eh ! Ga i… Ha ga… Heñ ?! Hag a roul anê

Ya

Hag a gass, heñ ?

Ya-ya-ya !

– Ha pe-sort mod a ra 'vid kass 'nê neuhe ?

Daon ! Ga i dreig ! 'N-ur vond souïss a-dreñw !

Ya-ya !


Heñ ?

Ya-ya, bet meus bet gwel(et) 'nê…

Ha, ha ruselliñ 'nê ha…

Just a-walc'h, ya. Ya-ya-ya ! Bet meus bet gwel(et) 'nê 'h o(be)r se, 'hond souïss a-dreñw 'è, 'vel lær(e)s, ga ur : Ur c'hemener pe un tamm buzhugenn pe un dra m(e)nnag, buzhig bihen ah(e) meus bet gwel(et) 'nê 'sklejañ !

Ah ya ?

Ya !

– Pet(r)a é ur c'hemener dit-te ?

Une araignée

Ouais

– Ah ya, ya ha ga treig hir


Ya, ya !

Ya !

– Hag ar c'hwil-kaoc'hêr vije gwel(e)t ba'r berniou kaoc'h-saout ?

Ya-ya ! Ba'h ar berniou

Just a-walc'h, ya

Ya !

Ya-ya !

– Hag a vije ket gwraet droug daoñ 'e ?

Ah nann, me(d) me meus ket bet gwraet, me(d) lod matrehe a ra

Ah bah !

Pugur lod a ra droug da doud an traou, houzoh walc'h

Ya !

Daon ya !

– Ya, me(d) 'vel ar c'hwil-derw just a-walc'h

Ya, just a-walc'h ! Me(d) an dra-he oa ket 'vi(d) 'h o(be)r droug d'ar c'hwil-derw 'è, me(d) blam da c'hoa(r)i kwa !


– Blam da c'hoa(r)i

Daon ya ! Me(d) daon…

Red vije dê 'n-om didüal ga un dra m(e)nnañket, houzoh walc'h

Ga un dra m(e)nneket, oh ya !

Sete 'n-om lakent d'o(be)r a-beb-sort traou

Beb-sort traou ya, me(d) neuhe oa kalz a c'hwiliou-derw 'è ha brem(añ) n'eus ket kin

Ya

N'ounn ket blam da bet(r)a… ?

– Beñ gwe-derw n'eus ket re 'e…

N'eus ket kalz hañ !

Nann

Nann-nann-nann-nann-nann ! Beñ nann !

Ah !

– Diskar(e)t eint bet kwa…

N'ounn ket ga pet(r)a 'ha, me(d)…

Ya…

– Ga pe-sort c'hwiled ar mo(d)-se vije c'hoarïet mod-all 'e ?

Pffo… Vij(e) ket gwraet kalz heñ…

– Ga'r vugwale ?

Ga'r c'hwil-derw, oh ! Pé vije tapet ur c'hwil vije laket ba ur ouest hag a vije essêet 'h ampech 'naoñ d'ond er-maes, sur !

Ah ya !

Beb-sort mod vije gwraet, houzoh walc'h

– Me(d) ga'r preñved, vije ket gwraet sort e-bed ?

Oh nann !!

Oh nann !

Gav ket diñ, hañ ?

Nann-nann, an dra-h(e) vijemp ket leusket d'o(be)r, lar(e)t vije demp : Ar re-he so lous !

Ya

Vije lar(e)t demp kwa ! Ya. Ur, ur wisk(ou)l, wichou vije gwraet, vije 'h ampechet 'nèi da val(e), ar reñ-he machin ahe ! Heus ket bet gwel(et) ur machin gwer ah(e) ga blew toud wichou ah(e) ?

Eo !

Ya hag wichou vijemp c'hoa(r)i ga ur bod-koat ga'r reñ-he ha 'h ampech anê da val(e) kwa !

– Ar viskoulenn kwa ?

Ya ! Ya-ya

Ah !

Ha kement sort loned so, houzoh walc'h


Ah ya haha !

– « Biskoulenn » vé lar(e)t amañ kwa, ur viskoulenn 'vid « la chenille » ?

Ur wisk(ou)l ! Ni a ree ur wisk(ou)l deusounte, ya-ya !

– Ha vij(e) ket lar(e)t d'ar re-yowank diwall deusouti ? Deus ar *wiskenn ?


Beñ, me, gav ket din ar re-he grog, matrehe a rent, me(d) meus ket bet…

Ah nann !

­– Nann, me(d) a-wechou blam da, pa vé touchet dê

Ah ya ! Lous a hallont beañ hañ !

– Ya, 'vel lous hag a-wechou 'vel poeson kwa !

Ya-ya, matresse ya !

Ah boñ !

Ya-ya-ya !

– Ar *wiskenn…

Ya

– Ha « biskenned » ?

« Gwiskouled » vije lar(e)t 'è kwa !

– Ah ! Gwiskouled !

Ah !!!

Ya-ya-ya !

Gwiskouled !

Hum, beñ ya… Ha be oa re, re vrassoc'h c'hoazh ha vije lar(e)t :

« Hoñzh so ur wisk(ou)l vras »

Hag a bihannoc'h neuhe :

« Sell amañ zo 'r bern gwiskouled ! » Vije lar(e)t kwa !


– Ur wisk(ou)l ?

Ya

– Ah ! N'é ket ur *wiskenn ? Ur wisk(ou)l ?

Nann-nann ! Ur wisk(ou)l

13/10/2017

Brageier, tokeier, rochidi, chupennou, koefou, an hiñvis hag an turubun

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet assames ga Jean Lecoulant ba-ti A. ba Karais c'hwec'h mis so. Trañskrivet an traou ga Jean ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Jean
A. 




Am(añ) oa ur plac'h, ur plac'h ba, ba kêr am(añ) ha' na un new ba penn he di ha toud an dour, an dour a implijè-hi da werc'h(iñ) hi vaisselle

– Ya

– Ya


Daolè-hi 'naoñ ahe ! Ha pé 'h ee da 'n-om werc'hiñ, tàè-hi ahe ha 'n-om werc'hè ga'n dour-hezh ! Ur wech oa-hi 'hond d'an eured ha na tenn(et) he lunedou, pegur na… Welè ket gwal sklêr ha pé na tenn(et) he lunedou, hi 'werc'h(iñ) hi… Ha hi hadlak he lunedou, wei ! Oyoy ! As(e) (e)moump 'ta 'h o(be)r, 'h o(be)r goap un tamm bihen deus ar, deus ar mar(e) pet(r)a ! Me(d) an dud oa prop walc'h memes-tra d'ar mar(e)-t(e) kwa !

– Ya, sklap(et) un taol, un tamm-dour war… Me(d) ma klêt vije gwraet, me(d) un tamm an doworn hag ar visaj ha…

Ya-ya

– Ha ma klêt, just a-walc'h, matr[esse], oh ! Sur a-walc'h peus gwel(e)t 'e, pa vije laket kolierou, kolierou ampeset ha gwenn ha-toud…

Ah, ah ya !

– Ah ! 'Vid mond d'ar bal ?

– Ya ha war-lerc'h vïent du toud ! Blam oa lous o goûg !

Beñ, oa ket braw dê bi net heñ !

– Nann

Pé oagn, ma nïegn c'hoant da lakad (a)nê d'ampes(iñ) un tamm bihen, oa mad dê 'h o(be)r net, me(d) pass, pass…

– Hag an dra-he a zirusk an douar 'e

Ya, euh…

– Euh, ziruske ar c'hroc'hen !

– Ar c'hroc'hen

– Ar c'hroc'hen, ya

– Ya-ya


Oh ya ! Rust walc'h oa an dra-s(e) heñ !

– Ya

– Ya, med Guy neus laret memes-mod din-m(e), ur c'hamarad din-m(e) ha un' kozh 'e, tàè d'ar pardon da Gleden da houll Marïa Hanter-E(o)st ha vis(e) daw lak ur roched fèr(et)-kal(e)d hag an dra-s(e) ree ket vad d'i hoûg !

Nann-nann-nann-nann !

– An dra-he ree droug heñ ?

– Ya

Ha ar re-s(e) oa kal(ed) heñ ! Ar roched fèr(et)-kal(ed) 'è, am(añ) vé ket gwel(et) an dra-s(e) kin heñ ?

– Nann ! Me(d) me meus gwel(e)t ur poltred ar mo(d)-se ba, ba ti-Élise just a-walc'h ha' oa he zad ga'r roched fèr(et)-kal(e)d ha-toud kwa ! Fichet mad kwa !

Ah ya ! Ya, me(d) gwech-ell, gwech-ell ar roched fèr(et)-kal(e)d vise gwraet ga traou dru ar mo(d)-s(e) heñ ! Ar reñ-h(e) vise pañset ga, ga traou dru pet(r)a !

– Ya-ya-ya

Petram…

– Me(d) n'é ket an ampeséres ha' ree an dra-he ?

Ya, ampañ (a)nê vis(e) gwraet petra ! Vis(e) gwraet deus an dra-se

– Ha just a-walc'h, pe-sort hano na an dilhad brezhoneg ar mo(d)-s(e) ? Am(añ) vis(e) bragou potok ?

Ya ! Ya-ya, bet, bet meus bet ur bragou potok !

– Ah bon ?

Ya, pé oan trizeg la oan aet da, beked trizeg la oan bet ba'r skoul, war-lerc'h oan aet da ziwall ar saout ha neu'n da vevel ! Ha ma pren(et) ur bragou potop, me(d) ma ket prenet (ne)me(d) un' ! Ar reñ-s(e) badè, ar reñ-s(e) badè c'hwec'h mis !

– Oh ya !

– Hola !

Ha reud, reud vïegn !

– Reud vïegn, ya

Reud vïegn, ya

– Med goûd a houz(e)s, choñj peus deus, deus an danne oa ?

An danve ? An dra-he reen ket 'ha !

– Un' ma klêt lar(e)d lar oa ar « suédine » an dra-he, un tamm 'vel « de la suédine »

Ah boñ !

– Ya

Oh ya ! Ouïon ket pe-sort danve oa an dra, me(d) heñ oa danve kal(ed) ha danve, danve solud 'è !

– Med, just a-walc'h, 'vid ar, 'vid ar brageier, peus ket klêt kaos deus ar bragou rijennet ?

Ah ya

– Pe-sort mod oagn ?

Ar bragou rijenn(et), ar re-m(añ) oagn ket 'vi(d) ar pemde 'vel-se, oagn ket 'vi(d) ar pemde !

– Ah nann ?

Ar reñ-h(e) oa 'vi(d) ar sul neu'n ! Med ar re nis(e) bragou rijenn(e)t, ar reñ-s(e) oa… Ar bragou, ar re-m(añ) oa potop !

– Ah ya, me(d) pe-sort mod oagn ? Blam bet(r)a vije gwraet « bragou rijennet » deusoute ?

B(l)am ar reñ-s(e) vis(e) da, vis(e), vis(e) d'ond, de sortie un tamm pet(r)a !

– Ya, med « rijennet », blam bet(r)a vé lar(e)t an dra-he ?

Beñ rijenn(et), (e)magn, ar rijenn(ou) vis(e) ba(r)zh-enne !

– Hañ !

Ya

– Ha pe-sort liw nagn ?

Oh, gris-mesked ahe ! Me(d) ar potop, heñ, heñ oa 'vel liw ga'r, ga'r macheñ ah(e) gis-s(e) walc'h, sell ! Ba'r liw-te ! Ar potop, hezh oa…

– « Couleur crème » ma klêt

Ar reñ-he oa, ya, ar reñ-he oa kaled paotr-powr !

– Kaled, ya

Goud(e) zerc'heh ur bragou ur mis doc'h 'è, ar reñ-s(e) vis(e) mad papred

– Mad papred

Oh ! Gwech-ell, gwech-ell oa miser memes-tra heñ !

– Ya, me(d) c'hwi peus bet gwel(e)t tud 'tougen tok duval ? Pe-sort hano na an tok brezhoneg vis(e) doug(et), douget…

Ah ! An tok, an tok rond ahe ?!

– Ya

Ah ! Ya, ya-ya-ya ! Gwel[et] meus… Ya, gwech-ell, an dud, ur bern… Memes d'ar pemde lakègn se heñ !

– Ya, me(d) n'é ket, me ma klêt ur wech, n'é ket an dra-he é an tok blew-go ?

Ya, an tok blew-go, ya

– Ah ya ?

– Ah ya !

– An dra-he é ?

– Memes-mod é, ya


Ya

– Tok blew-go vis(e) lar(e)t ?

Ya

– Ha oa ket mod-ell, oa ket « tok duval » ?

Heñi « duval » ouïon ket pet(r)a oa-heñw heñ ! Me(d)…

– Memes-mod é, me(d)…

Beb, beb bro na hi gomz da…

– Ya

Ma 'h eet da Hourin ah(e), oa ket meh-mod 'vel, 'vel pé 'h eeh da Skrigneg na dé 'è… Me(d) ur bragou potop, hezh zerc'hèr (a)naoñ ur mis

– Oh ya !

Ha é hezh, lufrè-heñw ha am(añ) 'è

– Ah ya

Me(d) ar reñ-h(e) oagn ket yin 'è hañ !

– Med petra é ar bragou « trois quarts » ? Me ma klêt kaos deus an dra-he 'e

A rent « trois quarts », ar reñ-h(e) oa, ar reñ-he oa ar re a ziskennègn kimed da-bek(ed) hoh molleiou ahe !

– Hañ ! Kov-kar kwa !

Ya, ya ! Ya 'ha…

– Lar(e)t vé amañ, kov-kar ?

– Pet(r)a vïe gwraet… ?


Ya, lod, lod lar papred kov-kar, me(d) ar reñ-s(e) a ziskennè da-bek(ed) ar molleiou ah(e) peu-prè pet(r)a ! Ah ya !

– Blam nompass lousañ (a)nê kwa !

Eh ya, b(l)am pass lousañ (a)nê, ya. Oh ya ! Oh gwech-ell, gwech-ell oa miser war an douar heñ !

– Me(d) pezh ma klêt na laket (a)ha(n)on da c'hoarzhin 'e : Pé vije kignet un tamm pe toullet ar bragou a vije tennet un hanter deus ar bragou ha kemer(e)t un hanter, un hanter bragou-all

Ah ya-ya !

– Ha lak(et) an dow assames ha mad é

Ya-ya-ya-ya !

– Hadpartïet en-dro !

Pochubl walc'h é heñ ! An dud ree 'vel gallègn o(be)r pet(r)a !

– Beñ ya ! Me(d) yeo ! Un dra meus da houll, pugur ma zad-kozh a zougè an dra-he, n'ounn ket pe-sort mod, pet(r)a vé gwraet deus an dra-he : « Une ceinture de flanelle » ?

Ah oui ! : Un turubun !

– Un turubun ?

Heñ ?

– Hañ !

An dra-s(e) oa gwraet ab(l)am da zerc'h(en) ar bragou, ma peus c'hoant pet(r)a !

– Ya ha da zelc'h(en) tomm 'e ?

Ya, da zerc'h(en) tomm dac'h, ya

– 'Vid traoñ-kein

Ya-ya

– Ya, me(d) ma zad-kozh a lakè an dra-he bemde-bemde-bemde !

Oh bemde ! Me(d), me(d) tou'n dud ree heñ !

– Ya, ma mamm ra papred

– Ah bon ?

– Ya, pa 'h a da labour(a)d ba'r jerdin, papred-papred a lak un turubun just a-walc'h


Un dra m(e)nneket da zerc'hen tomm d'hi gein

– Ya

Pe-oad é hoh mamm ?

– Tr(i)-ugent

Oh yowank é-hi c'hoazh !

– Pet[ra] vé gwraet doc'h « la flanelle » just a-walc'h ?

La flanelle ?!

– Ya

Beñ, an dra-s(e) é 'n turubun !

– Ah ya

Ar reñ-h(e) vis(e) ka(ve)t ba'n tïer ha ba-lec'h vis(e) gwerzh(et) an dilhad pet(r)a ! Ar rochidi hag an traou pet(ra) !

– Ba-ti ar c'hemener pet(r)a ?

Ya, ba-ti ar… Of !

– Ba'r vagjinou kwa !

Ya

– Ya

Ha vis(e) lak(e)t, un turubun ree diw dro papred en-dro dac'h

– Oh ya ! Hag e, pe-sort mod oa ar chupennou, gwech-all ?

Ah ! Ar chupennou oa re, ar re-vi(he)n ah(e) ! Ar re zigoueè da-beked amañ

– « Trois quarts » 'e ?

Oh me(d), n'eus ket gwal bell-zo zougè 'n dud chupennou c'hoazh heñ !

– Ha memes danve 'vel ar bragou pe… ?

Beb-sort mod

– Beb-sort mod

Beb-sort mod, ya

– Hag ar reñ-s(e) vis(e) brêdet ?

Bredet ? Ah nañ-nann ! Ga danve ! Hag ur bern, pé brenègn un abid vis(e) ur chupenn hag ur chupenn vihen ba-(d)indan

– Ya

Ha ma vis(e) mad ar chupenn vihen vis(e) laket ur mañchou da houzh ha vis(e) laket houzh da ramplass(añ) ho chupenn pet(r)a !

– Ah ya !

– Ah ya ?

– Hag am(añ) vis(e) douget ar jemesetenn ?


Ah ! Oh yeo ! Ar chemisetenn, ya, 'benn pé vise tomm pet(r)a ! Vise…

– Ar merc'hed a lak an dra-he 'e, chimesetennou

Oh ya ! Ar baotred ree !

– Ar baotred ree 'e

Oh ya !

– Ya, memes heñi a oa ?

Oh ya ! Oh ya, ho ! Oh ! D'ar mar(e)-t(e) oa ket difissil an dud heñ !

– Ahaha ! Ah nann !

C'hwi oar ur bern traou ho-tow am(añ), me(d) d'ar mar(e)-t(e) oa ket difissil an dud !

– Nann, beñ oa, oa ket voien da veañ !

Ah nann ! Ha red vis(e) dac'h lak ar pezh a, ar pezh a ga(v)èh, ar pezh, ar pezh a pa !

– Oa ket figus an dud kwa !

Nann, nañ-nann !

– Ha 'vid ar merc'hed vis(e) lar(e)t « an hiñvis » ?

Ah ya-ya ! Ya-ya, gwech-ell vis(e) an dud 'labour(a)d memes… Un hiñvis hag ur… Oh ! Un tamm bragou matre'n vis(e) ga(n)te 'è, me(d) pass gwisket, gwisket mad heñ !

– Me(d) mod-all, pe-sort mod a gouske 'n dud gwech-all ? Noazh pe… ?

Oh non !

– Nann

Oh non !


– Vije un dra mennaket

Oh ya !

– Pet(r)a vije lak(e)t ?

An dra-s(e) (e)mon ket walc'h 'vid lar(e)d doc'h…

– Ahahaha !

Bep-heñi lakè ar pezh nïe c'hoant heñ ! Ya, ah ya !

– Oa ket ur sort pijama pe un dra mennaket da… ?

Nann, oa ket

– Nann

Oa ket traou ar mo(d)-s(e), na rochidi kalz 'è ah(e) !

– Nann, rochedi oa ket kalz ?

Oh ! oh, oh yeo ! Ur roched pe diw nis(e) an dud ar mo(d)-s(e) ha pé vis(e) kannet-houzh vis(e) lak(e)t, vis(e), vis(e) laket-hi da sec'hiñ an de w… Ha war-lerc'h vis(e) laket-houzh ha lak(et) 'n heñi-ell da gann(o), da gann(o). Oh ! Gwech-ell oa miser heñ !

– Ha' ree an dud ga neubeud a dra ! Ya…

Ar pezh, ar pezh zo, zo re brem(añ) oa re neubeud d'ar mar(e)-t(e) !

– Beñ ya…

Yeo ! D'ar mar(e)-s(e) oa miser, ba partoud !

– Aet omp re bell barzh an dow du kwa !

Ya, ya-ya, añfeñ mad é, mad é ar progrè, me(d) breum(añ) pé weler ar merc'hed ka kêr ah(e), me(d) vegn ko(s)imant noazh !

– Pa vegn gwisket vegn noazh, ya !

Heñ ?

– Pa vegn gwisket vegn noazh

Traou skañw gate ha… Yeo ! Ur bragou vé gate ma'hat ha neu'n, oh ! Me(d) un tamm sae skañw walc'h, beñ !

– Oh ! Cheñchamant zo heñ !

Ah ya !

– Oh ya 'ha !

– 'Vid ar merc'hed


Ya, ya-ya

– Oh ! 'Vid ar baotred 'è !

– Ha pe-sort koef oa ba da, ba-lec'h oas 'chom ?


Am(añ) oa, am(añ) oa ur c'hoef rond ah(e)

– Rond ?

Ya

– Un tamm bi(he)n kwa !

Ya

– Ya, 'vel ba Plouïe 'e kwa !

Oh ! Ya-ya, Plouïe, Kareis ha…

– Me(d) oa ket un hano da, d'ar c'hoef ? Me ma klêt, pet(r)a vé lar(e)t ? Ar c'hoef kras-lard

Kras-lard ?

– Ya

Ahaha ! (A)n dra-he…

– Ar boned, boned kras-lard !

Ah boñ !

– Ya, 'vid, just a-walc'h…

Ah ! Ur bon(ed), ur boned du vise ba-dindan ! Ur boned du !

– Ah ya ? Ba-dindan ar c'hoef ?

Ba-(d)indan ar c'hoef, ar c'hoef war-horr(e), ya ! Ha hezh, ar boned du zerc'hè ar blew dê-gn 'ta ! Hezh vis(e) lake(t) rond ah(e), ah ya !

– Me(d) braw oa, a gav din papred, ar c'hoef oa am(añ), pugur oa simp a-walc'h

– Ah ya


Ah ya

– Ar simplañ toud oa kwa !

Ya

– Me(d) me zo dakor ganoc'h, an dra-s(e) so brawoc'h

– Ya


Ya-ya. Oh ya ! Oh ya haha ! Eürusamant é bet chañch(e)t an traou 'è !

– Ya, 'vid serten traou ya, sur !

(A)boe, (a)boe kant la so neus chañch(et) an traou ha na oar ket 'n nén pegement !

– Oh non ! Nañ-nann

Nann

– 'Benn kant la, matresse, vo… Ahaha !

Oh ya ! Ya-ya-ya !

– Ni vo mem-mod 'e, 'benn tr(i)-ugent matresse pe 'benn…

Ya, of !

– 'Benn vin pe(va)r-ugent la 'è

Breum(añ), breum(añ) na chañcho ket 'n dud kalz kin, pegur toud an dud vé gwisk(et) a-peu-prè…

– Memes-mod

Meh-mod, ya

– Ya, deus an eil tu d'ar Frañs d'egile kwa…

Me(d) gwech-ell, gwech-ell ar re-gozh na zougègn ket bragou (e-)be(d) 'nê heñ !

– Nann, pet(r)a oa neuhe ?

Oh ! Un tamm, un tamm… Un dra m(e)nneket hir

– Ah ya ?

Da-bek(ed) o divisker ah(e), ya

– Ah ya… Oa ket bragou (e-)bed ?!

Oh ! Bi oa brageier, me(d) tou'n dud lakegn ket brageier, kar negn ket d'o(be)r ! Nann, negn ket d'o(be)r, nann…

12/10/2017

Le breton du centre-Bretagne (2017, interview Radio Kerne en breton, version longue +20min)

Salud dec'h,

Fenos vo laket amañ 'hi-mañ ar mod hir deus an abadenn bet gwraet pemzete so ga Benjamin Bouard (deus Radio Kerne, "An Divskouarn o Nijal") assames ganen-me, na ket gallet passeal an abadenn 'n hi fezh blam oa un tammig re hir deus ar mod so ba'r radio, sete 'benn-neuhe vo ugent munut 'zhpenn amañ ga'r mod-mañ deus an abadenn (ugent munut 'zhpenn ba'r fin). Interrojet oan gantoñ diwar-benn brezhoneg kreis ar vro, sete oa ket kaos 'med deus an dra-he ahe, tammou traou da hoûd diwar-benn brezhoneg ar vro, michañs a blijo dec'h


06/10/2017

Goperien, paotred lemm, teukerien ha tud 'pitochad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, Tanguy Solliec oa 'ssames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



 – Pet(r)a vé lar(e)t amañ pa vé an dud 'hopal, 'hopal kreñw ?

« Heñzh a hop » vé lar(e)t

– Ya, me(d) pet(r)a, pet(r)a vije lesket ?

Ah ! « Lesket neus un hopadenn » ya

– Ah !

Ya

Ah ya !

– « Un hopadenn » vé lar(e)t ?

Ya-ya

– « Ur skrijadenn » vé ket lar(e)t ?

Ah eo ! An dra-he

Ah eo !

Pa vé un dèn 'skrijal, ya, vé ur skrijadenn neus gwraet kwa ya !

– Me(d) mod-all, just a-walc'h, ba Laz na klêt ur gomz kozh : Un argadenn

Hañ nann ! An dra-he meus ket bet klèet !

Ah nann, nann…

Nann

Un argadenn

– Ya

Sinifi ur hopadenn 'è ?

– Ya, ur hopadenn, me(d) deus pezh na, na klasket, just a-walc'h, Pierre-Yves na lar(e)t oa ar gomz « cad » a vé ka(v)et ba « argadenn », just a-walc'h ha « cad » oa « un combat » e brezhoneg kozh ha neuhe oa an dra-he un hopadenn vije pa vije an dud 'n-om gannañ !

Hañ ya !

Hola 'ha !

– Ha vije leusket un argadenn, just a-walc'h

Ah ya-ya… Nann, nann-nann… Nann-nann, ma vije 'n dud 'n-om gannañ, daon ! A vije gopadeg sur 'ha ! Houzoh walc'h, beñ ya !

– Ya-ya

N'é ke(t) an hoperien é !

Nann ! Ahaha !

Hoperien

Nann, n'eus ket bet…

– Gopadeg ?

Gopadeg, ya… Gopadeg ya ! Oh ! Pa vije kalz a dud à hopal

Ya !

« Oh ! Ahe zo gopadeg 'ha ! »

Ya !

Vé lar(e)t am(añ) 'è, ya ! Ya-ya

– Ha pa vije ur c'hombat ahe, skrijadeg vije gou(de)-se ?

Ya !

Ya-ya ! Ya-ya…

Ya !

– Me(d) ur skrijadenn, an (dr)a-he vé laret 'vid un' mennag zo bet spontet ahe kentoc'h pe… ?

Ah ya ! Neus, neus gwraet ur skrijadenn ! Ma'g é spontet neus gwraet ur skrijadenn kwa !

– Me(d) ma né, ma vé spontet vé ket lar(e)t : « Oh ! Hemañ neus gwraet un hopadenn » ?

Oh eo !

– Ur skrijadenn é kentoc'h ?

Eo ! Ur skrijadenn, ya pe, pe gopet un hopadenn 'è meh-mod !

Ya !

– Ah ya, memes-mod é kwa !

O-dow vé lar(e)t kwa !

Meh-mod hañ ?

– N'eus ket difer's e-bed kwa ?

Ah nann-nann ! N'eus ket difer's e-bed nann ! Nann, memes, memes sort é kwa ! Ur hopadenn hag ur skrijadenn, boñ !

Daon ya !

Ya !

An dra-h(e) sinifi memes-tra !

Memes-tra é, ya ! Ya-ya

– Hag gopadeg : Ur hopadeg pe ur gopadeg ?

Ur hopadeg, c'est…

Ur hopadeg, ya

Plusieurs !

Plusieurs, oui

– Ya, kalz tud o hopal kwa !

Hag an hoperien c'est encore plusieurs ! An hoperien é

Oui

Lod a vé pa vent à kanañ ah(e) !

Ya !

Vé lar(e)t : Ar re-h(e) so…

« Ar re-h(e) so goperien ! » Vé lar(e)t

Ar re-h(e) so goperien !

Quand ils crient dans leurs chansons

Ils crient plutôt que…

Ouais ! Que chanter !

– Ya

Ça veut dire que c'est pas très mélodieux !

– Ya, me(d) mod-all vé lar(e)t 'e


Heñ ?!

– « Gop 'naoñ da zond ! »

Ah ya !

Ah ya !

Ya-ya-ya !

« Gopet meus daoñ da zond amañ »

– Deus 'n tu-all deus ar park

Ya !

Ya-ya ! Gwich-all vije gop an dud d'ou lein mo(d)-se !

Daon ya !

« Ale ! Deut d'ho lein ! » Vije lar(e)t

Ya !

Vije gopet, houzoh walc'h ha ba, ba…

Ha 'vid o(be)r bravoc'h vije lar(e)t :

« Aet é ar c'hig war an tan ! »

N'é… Pudur un' na lar(e)t :

« Deus d'i lein 'ta ! Poah é ar patat(e)s ! »

« Ah ! Pass lar(e)d an dra-he ! » Lar, ah(e) oa toud 'chilou, « ho keme(d) lar(e)d lar (v)o poah ar chig kentoc'h »

Ya ! Ahaha !

« An dra-he ra kalz grannoc'h ! » 'N-hin(i) a lar

Ya ! Haha !

« Lar é poah ar c'hig »

– D(a) lak anaoñ da zond kwa !

Ya !

« Lec'h lar(ed) é poah ar patat(e)s ! »

Ya-ya ! Me(d) daon ! Gwich-all oa ket sort e-bed, sell e vije gop(et) an dud d'ou lein, ar re vije ba'r park !

« Deus 'ta eh ! »

Ya !

« Poah é ar c'hig ! » Ahaha !

Ya

– Vije ket gwraet ur c'horn-boud wechou ?

Eo !

Eo ! Eo !

Me meus un' ah(e) !

Ya !

Sell à moitié…

– Ah ya ?! C'hweet ba ur c'horn-boud ?


Ya haha ! Ur c'horn-bod a vé lar(e)t amañ !

– Ur c'horn-bod ?

Ya

– Ya

– Desked-fall ar paotr…


Ya ! Ur c'horn-bod vije lar(e)t amañ ha ba ar feurmiou bras a vije ur c'horn-bod da hopal an dud d'o lein

Eh ! Me(d) hem(añ) so… Ne c'hwitell ket kin !

Ah ! C'hwitell ket kin, Élise ?

Nann

Ah nann !

Torr(e)t é e c'hwitell ! Kar bet oa bet, oh ! N'ounn ket pet(r)a ! Ar reñ-h(e) so, ar vugal(e) neus bet tapet ur…

Zo bet c'hoa(r)i gantoñ matress(e), ya-ya-ya…

C'hoa(r)i ga heñzh ! Kar bet a oa ga, pa vij(e) François ba'h ar c'hoat ah(e), me c'hwee…

Ah ya ! Te hope 'naoñ !

'H een ba'r preness ahe his-se hag a, hag a…

– Me(d) faot ket gwlepañ 'naoñ un tamm 'e ?

Oh nann-nann…

– Blam da laka(d) 'naoñ da varch

Me n'ounn ket pet(r)a zo kaos, gwel(e)d a rañw n'eus sistem (e-)be(d) barzh kin, sell ! Weles ket ?

– Ah beñ ya !

Ah ! Nann…

– Nann-nann

Nann-nann

Eh ! Aet é kuit !

Ah ya !

Ah(e) oa un tamm…

– 'Vel ur bombard matresse

Ya

Ya-ya-ya-ya-ya !

– Ur beg

An dra-he so ur c'horn-bod !

Ya ! Ur c'horn-bod é, ya

Eh ! Gwich-all vije laket ah(e) d(a) lakad ar men-hegor'nn !

Ya !

– Ar memes korn a oa ?

Ya !

Ya-ya-ya !

Memes korn oa !

Ur boutig vije gwraet deus an dra-he !

Ur boutig-falc'h !

Ur boutig-falc'h !

– Ur boutig-falc'h, ya !

Ya

– Beñ an dra-he vé lar(e)t ba kalz a blassou !

Ya-ya ? Oh ! Me meus dow, boutig-falc'h barzh du-m(añ), me(d) re mann e-bed (ne)med da lak ar men-hegor'nn neuhe kwa ! Ouais

– Hag un tamm plous hag un tamm* dour ? [*bann'h-dour]

Ya, ya-ya !

– Me(d) lod a lake gwin-êgr 'e barzh

Ya ! Lod a lare a lemme…

Ah ya !?

A lemme gwelloc'h ar men pa vije ur bann'h gwin-êgr e-barzh

Ah boñ ?!

Ah ya-ya-ya !

– Barzh an dour, ya

Ya

Ma biskoazh !!!

Hag a an hi(ni) vije 'trec'h i voenn neuhe, 'r re-all ouïent ket lar vije gwin-êgr ba i voutig ha vé lar(e)t :

« Hañ ! Hem(añ) zo ur paotr lemm 'ha ! »


Ah ya !

« Hem(añ) a droc'h gwelloc'h 'vi(d) ar re-all ! »

Ya ! Pugur vije lemmet mad kwa ! Ya


Hañ ! Hezh so paotr lemm !

Ya

Ya, me(d) vorz pe-naos : Lod so paotred lemm 'è heñ !

Ya-ya !

Hag a oar

Ya-ya

Ha lod-all n'ouzont notenn (e-)be(d) !

Notenn (e-)be(d), nann

Me(d) notenn (e-)be(d) !!!

Hag ar go(v)ell deuh ar valc'h a ree

Zo teuk ! Un teuker a vé gwraet deus an dra-he !

Ya… Pa vije go(v)ellet ar valc'h, ar go(v)ell a ree kalz 'è ! Lod a halle lak o valc'h tanôoc'h

Ya

Sell ar re-he droc'he gwelloc'h, houzoh walc'h

Ya

Ya

Set' ah(e) un' ha' oa un teuker hag i dad neuhe oa…

Oh ! A oa impeccable !

Ha vije red d'i dad, memes da, da…

Be 'lemm ar valc'h daoñ !

Da (ho)velled, d(a) lemm i valc'h daoñ da, da bevar-ugent… Da…

Dow-ugent !

Dow-ugent la, ya !

Ya-ya-ya !

Ha vij(e) i dad…

… À lemm i valc'h daoñ

Ha hezh vije sterd daoñ !

Daon ya !

Na vij(e) ket 'vi(d) heuilh ar re-all, pudur oa un teuker !

– Yeo ! Un dra pa lar(e)t din ur wech : « Oh ! Te n'ouzes ket lemm ar goutilli ?! Te zo ur mec'heter vall !! »

Ah ya haha !

Ah ya ! Ah ya !

Beñ ya !

Ah ya 'ha ! Me(d)…

Kar gwich-all, houzoh walc'h, toud ar baotred nije…

Nije ur gontell

… Vije ur gontell gate ba o go(de)ll ! Eh ! N'eent ket nimb-lec'h (e-)be(d) heb, heb o gontell ! Kompren a res ?

– Nag un tamm fissellenn

Ya !

An hi(ni) vije kontell (e-)be(d) gantoñ : « Ah ! Te n'out ket ur charritour mad ! » Vije lar(e)t daoñ

Oh fi nann a'ha !

– Charriter ?

Charritour !

Ya

– Ah ! Charritour ?

Ya, ur charritour ha toud ar charritourien oa sañs(et) da gaoud ur gontell ba o go(de)ll !

Hag a vije neuhe ar re-gozh, houzoh walc'h, a wele pa vije deus taol

– Ahaha !

Ya !

A wele 'hann oa ur paotr digourdi ! Lar(e)t ma bet dit ?

– Ya-ya, añrejistret é !

Ah ya ?!

– Ya-ya

Eh ! … Ahaha !

– Ya, pugur oa ket droad da sortïal…

Ah !

Ah nann ?

Ar wich vije destumet i gontell vij(e) ket hadtapet ar gontell deuh ar go(de)ll !

Ah nann-nann ! Goude, nann

An dra-he oa mal-poli !

Ya

– Me(d) drol é an dra-he, lar(e)t meus an dra-he da diw re…

Ya

– … Barzh Plonee ha' ouïent k[et], ha, ha' ga(v)e 'n dra-he fentus, just a-walc'h

Ya, me(d)-me(d)… Re-wir a oa !! An dra-h(e) vich(e) ket gwraet ! Pa vije destumet ar gontell, hemañ, pu(d)ur vije pell 'tre ar meujou ha hem(añ) a lar :

« Oh ! Am(añ) é echou… Koulz é din destum ma c'hontell ! »

Ya, « destum ma c'hontell » ya

Ha goude na gwel(e)t teue traou war an daol c'hoazh !

– Hag ur pezh rost !

« Ah bon 'ha ! »

Ur pezh r[ost]…

« Biskoazh kemend-all 'ha ! Pe-nao(s) a riñ bremañ… »

Eh ! Hañw lar :

« Ma ! » Lar, « n'é ket meh-mod an traou partoud ! P(a) oan 'tond ah(e), ahe meus gwel(e)t segal ! » Lar, « sell ! Ar mo(d)-se oa ! »

Ya ! Ar mo(d)-se, ba'n hed d'i gontell kwa !

Ba'n uhelded sè, oa ba-ti un' kwa heñ !?

Ya-ya-ya !

« Bah a'n uhelded so ahe a-peu-prè » 'n-hin(i) a lar, « me(d) p(a) on aet un tamm pelloc'h barzh ti un'-all, neuhe oa ! »

Ah ! Ahahaha ! Ah ya ! Oa gallet digeriñ ar gontell neuhe !

Sete na gall(e)t digeriñ i gontell, i…

– Ya, me(d) hag ar vamm-gozh na komprenet duzhtu pe-sort mod na gwraet kwa !

Ya ! Lar(e)t na :

« Hezh so ur paotr digourdi ! »

Ah ya-ya-ya-ya-ya !!!

– Me(d)…

Kar ma vije bet ur ginoweg, na ket bet anoudegezh d'o(be)r an dra-he !

Nann !

Heñ ?

Nann-nann !

– Me(d) un' digourdi mo(d)-se, ur paotr lemm, 'n-om zibrouilh ra mad !

Ya !

Ya !

– Me(d) n'eus ket voien da lar(e)d mod-all : « 'N-im zibab ra » ?

Oh eo ! 'N-om z…

Oh eo ! Ya-ya !

Ya, un dibaber mad é !

Ya-ya ! An dra-h(e) vé lar(e)t 'è, ya

– Ah ya ? « N'é ket gouest da 'n-om zibab » ma klêt 'e

Hañ ya ! An dra-h(e) so…

Ah ya ! Ah ya, lod n'eint ket kap da 'n-om zibab(añ), nann !

Daon nann ! An dra-h(e)…

Ya, me(d) ha ur paotr so lemm : Heñ 'n-om zibab ! Ya

Ha neuhe memes 'è barzh forz pet(r)a :

« Hezh 'n-om zibabo ! Hezh so un dèn digourdi ! »

Ya-ya ! Just, vije lar(e)t 'è, ya

Ya, hezh so voien da…

– Oar 'n-om zigemer

Ya !

Ya !

– Hag un teuker

Un teuker, ouais !

– Un teuker, hezh 'n-em zibabo ket ?

Nann !

Ah nann ! Hezh zo un…

Nann-nann

– Heñ ray kemed mond da vall pe… ?

Ya-ya, mond da vall

– Hesit un tamm kwa !

Il est…

Non ! Il sait rien faire quoi ! Si tu veux quoi !

– Ya-ya-ya !


C'est-à-dire qu'il met beaucoup de temps à faire…

– Neubeud a draou

… À essayer de faire quelque chose !

– Me(d) me é ar gomz meus disket e brezhoneg pa ouïen ket brezhoneg c'hoazh, pugur ma zad a lare papred, pa oamp ba'r wetur, pé oa un'-all ba, ba di-rag ha' n'avañse ket : « Ah ! Pi-teuk ! »

Ahaha !

Ah ya !

– « Pi-teuk, pi-teuk » meus klêt

Ah ya-ya ! Pi-teuk…

– 'Vid ar wech toud !

Ya-ya ! Un dèn hag avañs ket so ur pi-teuk, ya

Ya

Ya-ya !

Ah biskoazh !

Ah ya !

– Piteuk ?

Pi-teuk, ouais

– Pi-teuk, ya… Beñ 'vel moc'h ha pi-moc'h kwa !

Ya !

Aha ! Just a-walc'h, ya-ya !

– Teuk ha pi-teuk

Ya-ya ! Hag a nim lar 'è un dèn ha n'a ket vounnus :

« Daon ! Ra keme(d) pitochad ! » Vé lar(e)t


– Pitochad ?

Ya

– Ah ya ?

Quand il marche doucement vé lar(e)t :

« Oh ! Heñ ra keme(d) pitochad ! »


– Pitochad

Il traîne quoi ?

Oui !

– Ur vale…

Pitochad, bon ça veut dire des petits pas, des trucs comme ça

Beñ neuhe ça, ça… An dra-h(e) n'anveen ket !

Eo-eo-eo !

– Ur bale pounner un tamm pe… ?

Ya, pitochad, ya… Des petits pas, que ça veut dire quoi !

Ah ma !

Oui !

Hañ boñ ?!

Beñ ya !

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog