06/10/2017

Goperien, paotred lemm, teukerien ha tud 'pitochad

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e, Tanguy Solliec oa 'ssames ganemp. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
J.
É.



 – Pet(r)a vé lar(e)t amañ pa vé an dud 'hopal, 'hopal kreñw ?

« Heñzh a hop » vé lar(e)t

– Ya, me(d) pet(r)a, pet(r)a vije lesket ?

Ah ! « Lesket neus un hopadenn » ya

– Ah !

Ya

Ah ya !

– « Un hopadenn » vé lar(e)t ?

Ya-ya

– « Ur skrijadenn » vé ket lar(e)t ?

Ah eo ! An dra-he

Ah eo !

Pa vé un dèn 'skrijal, ya, vé ur skrijadenn neus gwraet kwa ya !

– Me(d) mod-all, just a-walc'h, ba Laz na klêt ur gomz kozh : Un argadenn

Hañ nann ! An dra-he meus ket bet klèet !

Ah nann, nann…

Nann

Un argadenn

– Ya

Sinifi ur hopadenn 'è ?

– Ya, ur hopadenn, me(d) deus pezh na, na klasket, just a-walc'h, Pierre-Yves na lar(e)t oa ar gomz « cad » a vé ka(v)et ba « argadenn », just a-walc'h ha « cad » oa « un combat » e brezhoneg kozh ha neuhe oa an dra-he un hopadenn vije pa vije an dud 'n-om gannañ !

Hañ ya !

Hola 'ha !

– Ha vije leusket un argadenn, just a-walc'h

Ah ya-ya… Nann, nann-nann… Nann-nann, ma vije 'n dud 'n-om gannañ, daon ! A vije gopadeg sur 'ha ! Houzoh walc'h, beñ ya !

– Ya-ya

N'é ke(t) an hoperien é !

Nann ! Ahaha !

Hoperien

Nann, n'eus ket bet…

– Gopadeg ?

Gopadeg, ya… Gopadeg ya ! Oh ! Pa vije kalz a dud à hopal

Ya !

« Oh ! Ahe zo gopadeg 'ha ! »

Ya !

Vé lar(e)t am(añ) 'è, ya ! Ya-ya

– Ha pa vije ur c'hombat ahe, skrijadeg vije gou(de)-se ?

Ya !

Ya-ya ! Ya-ya…

Ya !

– Me(d) ur skrijadenn, an (dr)a-he vé laret 'vid un' mennag zo bet spontet ahe kentoc'h pe… ?

Ah ya ! Neus, neus gwraet ur skrijadenn ! Ma'g é spontet neus gwraet ur skrijadenn kwa !

– Me(d) ma né, ma vé spontet vé ket lar(e)t : « Oh ! Hemañ neus gwraet un hopadenn » ?

Oh eo !

– Ur skrijadenn é kentoc'h ?

Eo ! Ur skrijadenn, ya pe, pe gopet un hopadenn 'è meh-mod !

Ya !

– Ah ya, memes-mod é kwa !

O-dow vé lar(e)t kwa !

Meh-mod hañ ?

– N'eus ket difer's e-bed kwa ?

Ah nann-nann ! N'eus ket difer's e-bed nann ! Nann, memes, memes sort é kwa ! Ur hopadenn hag ur skrijadenn, boñ !

Daon ya !

Ya !

An dra-h(e) sinifi memes-tra !

Memes-tra é, ya ! Ya-ya

– Hag gopadeg : Ur hopadeg pe ur gopadeg ?

Ur hopadeg, c'est…

Ur hopadeg, ya

Plusieurs !

Plusieurs, oui

– Ya, kalz tud o hopal kwa !

Hag an hoperien c'est encore plusieurs ! An hoperien é

Oui

Lod a vé pa vent à kanañ ah(e) !

Ya !

Vé lar(e)t : Ar re-h(e) so…

« Ar re-h(e) so goperien ! » Vé lar(e)t

Ar re-h(e) so goperien !

Quand ils crient dans leurs chansons

Ils crient plutôt que…

Ouais ! Que chanter !

– Ya

Ça veut dire que c'est pas très mélodieux !

– Ya, me(d) mod-all vé lar(e)t 'e


Heñ ?!

– « Gop 'naoñ da zond ! »

Ah ya !

Ah ya !

Ya-ya-ya !

« Gopet meus daoñ da zond amañ »

– Deus 'n tu-all deus ar park

Ya !

Ya-ya ! Gwich-all vije gop an dud d'ou lein mo(d)-se !

Daon ya !

« Ale ! Deut d'ho lein ! » Vije lar(e)t

Ya !

Vije gopet, houzoh walc'h ha ba, ba…

Ha 'vid o(be)r bravoc'h vije lar(e)t :

« Aet é ar c'hig war an tan ! »

N'é… Pudur un' na lar(e)t :

« Deus d'i lein 'ta ! Poah é ar patat(e)s ! »

« Ah ! Pass lar(e)d an dra-he ! » Lar, ah(e) oa toud 'chilou, « ho keme(d) lar(e)d lar (v)o poah ar chig kentoc'h »

Ya ! Ahaha !

« An dra-he ra kalz grannoc'h ! » 'N-hin(i) a lar

Ya ! Haha !

« Lar é poah ar c'hig »

– D(a) lak anaoñ da zond kwa !

Ya !

« Lec'h lar(ed) é poah ar patat(e)s ! »

Ya-ya ! Me(d) daon ! Gwich-all oa ket sort e-bed, sell e vije gop(et) an dud d'ou lein, ar re vije ba'r park !

« Deus 'ta eh ! »

Ya !

« Poah é ar c'hig ! » Ahaha !

Ya

– Vije ket gwraet ur c'horn-boud wechou ?

Eo !

Eo ! Eo !

Me meus un' ah(e) !

Ya !

Sell à moitié…

– Ah ya ?! C'hweet ba ur c'horn-boud ?


Ya haha ! Ur c'horn-bod a vé lar(e)t amañ !

– Ur c'horn-bod ?

Ya

– Ya

– Desked-fall ar paotr…


Ya ! Ur c'horn-bod vije lar(e)t amañ ha ba ar feurmiou bras a vije ur c'horn-bod da hopal an dud d'o lein

Eh ! Me(d) hem(añ) so… Ne c'hwitell ket kin !

Ah ! C'hwitell ket kin, Élise ?

Nann

Ah nann !

Torr(e)t é e c'hwitell ! Kar bet oa bet, oh ! N'ounn ket pet(r)a ! Ar reñ-h(e) so, ar vugal(e) neus bet tapet ur…

Zo bet c'hoa(r)i gantoñ matress(e), ya-ya-ya…

C'hoa(r)i ga heñzh ! Kar bet a oa ga, pa vij(e) François ba'h ar c'hoat ah(e), me c'hwee…

Ah ya ! Te hope 'naoñ !

'H een ba'r preness ahe his-se hag a, hag a…

– Me(d) faot ket gwlepañ 'naoñ un tamm 'e ?

Oh nann-nann…

– Blam da laka(d) 'naoñ da varch

Me n'ounn ket pet(r)a zo kaos, gwel(e)d a rañw n'eus sistem (e-)be(d) barzh kin, sell ! Weles ket ?

– Ah beñ ya !

Ah ! Nann…

– Nann-nann

Nann-nann

Eh ! Aet é kuit !

Ah ya !

Ah(e) oa un tamm…

– 'Vel ur bombard matresse

Ya

Ya-ya-ya-ya-ya !

– Ur beg

An dra-he so ur c'horn-bod !

Ya ! Ur c'horn-bod é, ya

Eh ! Gwich-all vije laket ah(e) d(a) lakad ar men-hegor'nn !

Ya !

– Ar memes korn a oa ?

Ya !

Ya-ya-ya !

Memes korn oa !

Ur boutig vije gwraet deus an dra-he !

Ur boutig-falc'h !

Ur boutig-falc'h !

– Ur boutig-falc'h, ya !

Ya

– Beñ an dra-he vé lar(e)t ba kalz a blassou !

Ya-ya ? Oh ! Me meus dow, boutig-falc'h barzh du-m(añ), me(d) re mann e-bed (ne)med da lak ar men-hegor'nn neuhe kwa ! Ouais

– Hag un tamm plous hag un tamm* dour ? [*bann'h-dour]

Ya, ya-ya !

– Me(d) lod a lake gwin-êgr 'e barzh

Ya ! Lod a lare a lemme…

Ah ya !?

A lemme gwelloc'h ar men pa vije ur bann'h gwin-êgr e-barzh

Ah boñ ?!

Ah ya-ya-ya !

– Barzh an dour, ya

Ya

Ma biskoazh !!!

Hag a an hi(ni) vije 'trec'h i voenn neuhe, 'r re-all ouïent ket lar vije gwin-êgr ba i voutig ha vé lar(e)t :

« Hañ ! Hem(añ) zo ur paotr lemm 'ha ! »


Ah ya !

« Hem(añ) a droc'h gwelloc'h 'vi(d) ar re-all ! »

Ya ! Pugur vije lemmet mad kwa ! Ya


Hañ ! Hezh so paotr lemm !

Ya

Ya, me(d) vorz pe-naos : Lod so paotred lemm 'è heñ !

Ya-ya !

Hag a oar

Ya-ya

Ha lod-all n'ouzont notenn (e-)be(d) !

Notenn (e-)be(d), nann

Me(d) notenn (e-)be(d) !!!

Hag ar go(v)ell deuh ar valc'h a ree

Zo teuk ! Un teuker a vé gwraet deus an dra-he !

Ya… Pa vije go(v)ellet ar valc'h, ar go(v)ell a ree kalz 'è ! Lod a halle lak o valc'h tanôoc'h

Ya

Sell ar re-he droc'he gwelloc'h, houzoh walc'h

Ya

Ya

Set' ah(e) un' ha' oa un teuker hag i dad neuhe oa…

Oh ! A oa impeccable !

Ha vije red d'i dad, memes da, da…

Be 'lemm ar valc'h daoñ !

Da (ho)velled, d(a) lemm i valc'h daoñ da, da bevar-ugent… Da…

Dow-ugent !

Dow-ugent la, ya !

Ya-ya-ya !

Ha vij(e) i dad…

… À lemm i valc'h daoñ

Ha hezh vije sterd daoñ !

Daon ya !

Na vij(e) ket 'vi(d) heuilh ar re-all, pudur oa un teuker !

– Yeo ! Un dra pa lar(e)t din ur wech : « Oh ! Te n'ouzes ket lemm ar goutilli ?! Te zo ur mec'heter vall !! »

Ah ya haha !

Ah ya ! Ah ya !

Beñ ya !

Ah ya 'ha ! Me(d)…

Kar gwich-all, houzoh walc'h, toud ar baotred nije…

Nije ur gontell

… Vije ur gontell gate ba o go(de)ll ! Eh ! N'eent ket nimb-lec'h (e-)be(d) heb, heb o gontell ! Kompren a res ?

– Nag un tamm fissellenn

Ya !

An hi(ni) vije kontell (e-)be(d) gantoñ : « Ah ! Te n'out ket ur charritour mad ! » Vije lar(e)t daoñ

Oh fi nann a'ha !

– Charriter ?

Charritour !

Ya

– Ah ! Charritour ?

Ya, ur charritour ha toud ar charritourien oa sañs(et) da gaoud ur gontell ba o go(de)ll !

Hag a vije neuhe ar re-gozh, houzoh walc'h, a wele pa vije deus taol

– Ahaha !

Ya !

A wele 'hann oa ur paotr digourdi ! Lar(e)t ma bet dit ?

– Ya-ya, añrejistret é !

Ah ya ?!

– Ya-ya

Eh ! … Ahaha !

– Ya, pugur oa ket droad da sortïal…

Ah !

Ah nann ?

Ar wich vije destumet i gontell vij(e) ket hadtapet ar gontell deuh ar go(de)ll !

Ah nann-nann ! Goude, nann

An dra-he oa mal-poli !

Ya

– Me(d) drol é an dra-he, lar(e)t meus an dra-he da diw re…

Ya

– … Barzh Plonee ha' ouïent k[et], ha, ha' ga(v)e 'n dra-he fentus, just a-walc'h

Ya, me(d)-me(d)… Re-wir a oa !! An dra-h(e) vich(e) ket gwraet ! Pa vije destumet ar gontell, hemañ, pu(d)ur vije pell 'tre ar meujou ha hem(añ) a lar :

« Oh ! Am(añ) é echou… Koulz é din destum ma c'hontell ! »

Ya, « destum ma c'hontell » ya

Ha goude na gwel(e)t teue traou war an daol c'hoazh !

– Hag ur pezh rost !

« Ah bon 'ha ! »

Ur pezh r[ost]…

« Biskoazh kemend-all 'ha ! Pe-nao(s) a riñ bremañ… »

Eh ! Hañw lar :

« Ma ! » Lar, « n'é ket meh-mod an traou partoud ! P(a) oan 'tond ah(e), ahe meus gwel(e)t segal ! » Lar, « sell ! Ar mo(d)-se oa ! »

Ya ! Ar mo(d)-se, ba'n hed d'i gontell kwa !

Ba'n uhelded sè, oa ba-ti un' kwa heñ !?

Ya-ya-ya !

« Bah a'n uhelded so ahe a-peu-prè » 'n-hin(i) a lar, « me(d) p(a) on aet un tamm pelloc'h barzh ti un'-all, neuhe oa ! »

Ah ! Ahahaha ! Ah ya ! Oa gallet digeriñ ar gontell neuhe !

Sete na gall(e)t digeriñ i gontell, i…

– Ya, me(d) hag ar vamm-gozh na komprenet duzhtu pe-sort mod na gwraet kwa !

Ya ! Lar(e)t na :

« Hezh so ur paotr digourdi ! »

Ah ya-ya-ya-ya-ya !!!

– Me(d)…

Kar ma vije bet ur ginoweg, na ket bet anoudegezh d'o(be)r an dra-he !

Nann !

Heñ ?

Nann-nann !

– Me(d) un' digourdi mo(d)-se, ur paotr lemm, 'n-om zibrouilh ra mad !

Ya !

Ya !

– Me(d) n'eus ket voien da lar(e)d mod-all : « 'N-im zibab ra » ?

Oh eo ! 'N-om z…

Oh eo ! Ya-ya !

Ya, un dibaber mad é !

Ya-ya ! An dra-h(e) vé lar(e)t 'è, ya

– Ah ya ? « N'é ket gouest da 'n-om zibab » ma klêt 'e

Hañ ya ! An dra-h(e) so…

Ah ya ! Ah ya, lod n'eint ket kap da 'n-om zibab(añ), nann !

Daon nann ! An dra-h(e)…

Ya, me(d) ha ur paotr so lemm : Heñ 'n-om zibab ! Ya

Ha neuhe memes 'è barzh forz pet(r)a :

« Hezh 'n-om zibabo ! Hezh so un dèn digourdi ! »

Ya-ya ! Just, vije lar(e)t 'è, ya

Ya, hezh so voien da…

– Oar 'n-om zigemer

Ya !

Ya !

– Hag un teuker

Un teuker, ouais !

– Un teuker, hezh 'n-em zibabo ket ?

Nann !

Ah nann ! Hezh zo un…

Nann-nann

– Heñ ray kemed mond da vall pe… ?

Ya-ya, mond da vall

– Hesit un tamm kwa !

Il est…

Non ! Il sait rien faire quoi ! Si tu veux quoi !

– Ya-ya-ya !


C'est-à-dire qu'il met beaucoup de temps à faire…

– Neubeud a draou

… À essayer de faire quelque chose !

– Me(d) me é ar gomz meus disket e brezhoneg pa ouïen ket brezhoneg c'hoazh, pugur ma zad a lare papred, pa oamp ba'r wetur, pé oa un'-all ba, ba di-rag ha' n'avañse ket : « Ah ! Pi-teuk ! »

Ahaha !

Ah ya !

– « Pi-teuk, pi-teuk » meus klêt

Ah ya-ya ! Pi-teuk…

– 'Vid ar wech toud !

Ya-ya ! Un dèn hag avañs ket so ur pi-teuk, ya

Ya

Ya-ya !

Ah biskoazh !

Ah ya !

– Piteuk ?

Pi-teuk, ouais

– Pi-teuk, ya… Beñ 'vel moc'h ha pi-moc'h kwa !

Ya !

Aha ! Just a-walc'h, ya-ya !

– Teuk ha pi-teuk

Ya-ya ! Hag a nim lar 'è un dèn ha n'a ket vounnus :

« Daon ! Ra keme(d) pitochad ! » Vé lar(e)t


– Pitochad ?

Ya

– Ah ya ?

Quand il marche doucement vé lar(e)t :

« Oh ! Heñ ra keme(d) pitochad ! »


– Pitochad

Il traîne quoi ?

Oui !

– Ur vale…

Pitochad, bon ça veut dire des petits pas, des trucs comme ça

Beñ neuhe ça, ça… An dra-h(e) n'anveen ket !

Eo-eo-eo !

– Ur bale pounner un tamm pe… ?

Ya, pitochad, ya… Des petits pas, que ça veut dire quoi !

Ah ma !

Oui !

Hañ boñ ?!

Beñ ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog