25/10/2017

Hemañ ra ar labour ba o blass, amañ é echou ar pardon !

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h.



Ur c'hamïon meus gwel(e)t neuh(e), an heñi, an heñi gentañ oa, gav din oa, oa marc'hadour-gwin deus, deus Pleyber-Christ hag le vin Guével ah(e) nôa ur c'hamïon 'h ee en-dro ga, ga koat 'ha ! Pugur oa, vïe gwraet tan barzh ha ga… Pesse-mod vé lar(e)t ? Gasojen ! Meus ket, meus ket gwel(e)t (ne)med hoñzh 'tond en-dro, 'hond en-dro mo(d)-se ! Un, un tamm bihen (e)vel an treñ, me(d) vïe laket ba ur vorn ha ga'r vapeur goud(e) ha…

– Ah ya

… 'H ee en-dro, me(d) euh… Ahahaha ! Ya

– Pedavare oa an dra-he ? 'Do(u)g ar brezel

Oh ya ! Duzhtu goud(e) ar bresel heñ ! En 45 pe a(r) mo(d)-se, me(d) ha mouss oan heñ ! Ha ma ka(v)et drol, beñ gwel(ed) heñzh 'h o(be)r, gwel(ed) an tan ba, ba… Ahaha !

– (A-)raog bresel vïe ket kalz otoiou amañ ?

Nann, nann, nann. Nann, me zo, me zo ganet ba en 39, just a-raog ar bresel

– Ah ya

Nann, neuhe oa ket kalz 'è duzhtu, me(d) memes goud(e) ar bresel oa ket kalz heñ ! Oh nann ! Matress(e) Brennilis oa diw pe deir bennaket matresse. Gwel(ed), me meus joñj gwel(ed) an heñi, an trakteurien kentañ 'tond heñ ! Ha…

– Ha pet(r)a lare an dud deus, deus an trakteuriou gis-se ?

Ya, lod, lod a ga(v)e kurivus 'è ha lod-all oa :

« Echou, echou é domp, beñ hemañ ra ar labour ba o blass ha am(añ), am(añ) é echou ar pardon ! »

Hahaha ! Ya

– Ah ya

Am(añ) é echou ar pardon ! Ma, ma zo un' d'o(be)r, d'o(be)r o labour ba o blass. Ha lod ga(v)e, ga(v)e drol, m'enfin bon… Tamm-ha-tamm é deu(t) 'mes-tra ! Ha bremañ eint deu(t) re vras kajimant !

– Bremañ vé mekanikou bras-spontus heñ !

Oy ! Ya ! N'eus ket pell-zo oan bet ba, ba Saint-Éloi, Saint-Éloi gav din é, ya. Oa un' ha' ree, da labour(ad) ar park ! Ma'hat a ree dowzeg metr dre 'n-treus ha deg metr hed hag oa un trakteur oa, matresse ree dow-c'hant chevaux matresse, cheche 'nèoñ hag ar semoir à maïs war-lerc'h !

– Ah ya

Echu, echu ar labour ! Lakeè an engrais ha-toud ha' labour(ad) ar park ha duzhtu goude, hadañ maïs war-lerc'h duzhtu ! Ha hete vïe gwraet toud-toud ar, ar labour ga nentra (ne)med ga ur, ur pass(e) !

– Ah ya

Ur pass(e) 'barzh ! A-raog oa passeet le lisier war ar park un tamm bihen ha mad ar jeu !

– Achu an traou !

Ouais, ouais. Dale (e-)bed dê ! Ha vé kem(ed) un', un' 'labour(ad) ba'r park ! Hag ar park ree matresse deg devezh-arad, matrehe oa ket, oa ket bet, oa ket bet un eur barzh !

– Ah nann ?

Oh nann ! Oa ket bet un eur barzh ! (A)-peu-prè zo un dèn 'vale (a-)peu-prè 'h ee an trakteur gast ! Ba'r park. Me(d) ma ket bet gwel(et) an dra-h(e) gwech e-be(d) !

– Nann

Ha zo des socs e-barzh ha toud ar voutik ha brises mottes, añfeñ toud kwa ! Toud-toud-toud ! Ur wech oa passeet : Echu, oa keme(d) had(añ) d'o(be)r ! Me(d) zo ur machin zo deut da gér ka(s)i sur !

– Oh ya !

Ya

– Oh ya

Ouais, ouais… Sur !

– Sur

Me(d) oa ket bet pell heñ ! Oa, laroñ dit, oh nann ga(st) ! Oa ket bet un eur, nann ga(st) ! Tri-c'hard eur matresse ba, ar park oa, pff…

– Amañ vé laret « oan ket bet … », pe-naos vé laret, « oa ket bet pas e-bed » ?

Ya ! Ya, ya

– Oa ket bet pas (e-)bed (e)vi(d), (e)vid o(be)r ar labour !

Heu, wechou vïe lar(e)t « dale (e-)bed » 'e !

– Dale (e-)bed ?

Dale (e-)bed, ya. « Dale (e-)bed » zo, zo un tamm bihen 'e « n'é ket bet pell » kwa ! N'é ket bet pell 'h o(be)r ar labour kwa !

– Ha pe-naos vé laret « être en retard » neuhe ?

Heu, tapet divêd é ! Tap(e)t, tap(e)t é-eñw divêd un tamm bihen, il est arrivé en retard 'ta !

– Ha « il est pressé », pe-naos vé lar(e)t ?

Mond, mond, mond founnus kwa ! N'é ke(t) ? Heñzh, heñzh, heñzh ya founnus, founnus ga, founnus ga'r park oamp, ouais…

– Ya, ba, ba'r C'hap meus bet klevet « press zo warni, press zo warnon… »


Ya ! Ya-ya, ouais, be, be zo 'e !

– Amañ vé lar(e)t ?

Ouais, ouais, « je suis pressé » ça veut dire ça

– Ya-ya-ya-ya !

« Press zo warnon » ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog