30/10/2017

Marsossi ha krow-an-oned

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Ch. Fer gad ur paotr ba Kleden. Trañskrivet an traou ga Jean Lecoulant ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h



– Ha 'hend-ell, pe-sort kreier oa ba'r feurm ?

Ah ! Ar c'hreier, an dra-s(e), an dra-se, an dra-se oa kemed secondaire, pi(g)ur breum(añ), weleh walc'h, goud(e) n'eus ket kreier, ar lon(e)d zo gwelloc'h

– Ya, ya-ya

Pi(g)ur vegn maes, me(d) ar c'hreier, ar c'hreier sert(e)namant 'e, an dra-s(e) oa une, ur c'horve ! Pi(g)ur ar c'hreier vis(e) leun teil ! Ar c'hreier vis(e) disakomod. Ha wechou vise gwraet an nour ba ur penn deus ar c'hrow, ha goud(e)-se, pé vïer 'skarzh(añ) teil neu'n, vise ràet ur c'hrog(a)d deuh ar mechou, vis(e) pemp-c'hwec'h karg(a)d-teil, wechou deg ba'r memes krow !

– Ha pe-sort mod peus lar(e)t ? Desakomod ?

Heñ ?

– Disakomod ?

Desakomod, ya. Pi(g)ur an disterrañ tra oa d'o(be)r memes-tra, pé vis(e) ur c'hrow mat, ba-lec'h vis(e) ur bern lon(e)d, oa an nour ba'r c'hreis, gis-s(e) tapèh an dow benn. Ha 'lec'h am(añ) gi-m(añ) eh eeh deuh ur penn d'ar penn-ell ga ur c'hrog(a)d-teil

– Ah ya

An dra-s(e) oa ar marw 'vi(d), 'vi(d) ar peisant !

– Ha desakomod « c'est, c'est mal conçu quoi » ?

Oui

– Ya ha an dra-s(e) vé implijet 'hend-ell ?

Oh ! Pass kalz, pass kalz

– Nann ?

Oh non, non-non-non ! Me(d) an dra-s(e) zo un dra ha gompren an dud walc'h. Ar c'homodite zo un dra, me n'ounn ket piw neus eñvant(et) an dra-he, me(d) an dra-s(e), an dra-s(e) zo un dra 'n heñi oar implij(añ) (a)naoñ zo quelque chose d'important, un peu partout

– Ya-ya ha vis(e) ket ràet un hano spessial dé krow-ar-c'herseg pe… ?


Ah ! Krow-ar-c'herseg, krow-ar-c'herseg vïe, oa ket memes-mod ! Pi(g)ur ba krow-ar-c'herseg vis(e) ket teil

– Ah nann ?

Ase, ase gis-se vis(e) skarzh(et) bemd(e) ! Un tamm crotte de cheval oa barzh hag 'è, neu'n, ba-dan ar c'herseg vïe da lakad des, des pavés ga mein, ur bot ! Pi(g)ur ar c'herseg a blij dê pé oa ar sol en dur, oa en dur

– Ya-ya, me(d) ba'r Fouilhez on dàet ha krow-ar-c'herseg vis(e) lar(e)t ar michosse deusouti

Ar marsossi

– Ar pet(r)a ?

Ar ma(r)sossi !

– Ar ma(r)sossi vé lar(e)t amañ ?

Marsossi, ya !

– Ma(r)sossi, krow-ar-c'heseg ?

Ya. Lar(ed) reen doc'h 'è lar oa un tamm-mat difer's (e)tre ar bretoned

– Ya-ya

Dre amañ gi-mañ, é nintra mond ba'r sud-Finistère hag mond ba'r c'h-Côtes-du-Nord, duzhtu…

– Ar ma(r)sossi, meus ket klêt (a)naoñ. Ha ar c'heier-ell oa pet[ra], krow-ar-saout na ket un hano spessial ?

Non… Oh ! Krow-ar-saout, bi a oa krow-ar-bïou, bi a oa krow-ar-leueou ha krow-an-oned vis(e) lar(e)t, 'vis(e) an taro(we)d

– Ya, an taro(we)d, 'n oned vis(e) an taro(we)d ?

Oui

– Ha an dud larè « ar mi(r)sossi » ? Alïes ?

Oh non !

– Nann ?


An dra-s(e) vis(e) ket

– Nann

An dra-s(e) vis(e) ket lar(e)t gwal (a)lïes heñ !

– Nann ?

Ah nann ! An dra-s(e) oa ur pos 'ha sortïè dac'h an ordinaire un tamm

– Ya

Ya, med an dra-s(e) oa un dra hag e oa, memes-tra, un tammig bihen, ur bajenn uvelloc'h 'vi(d), 'vi(d) ar c'hrow ! Pé vis(e) kaosêt deus ar marsossi

– Ur c'hrow braw oa neu'n ? Nann ?

Tamm (e-)bed, an dra-h(e) a oa mem-mod 'è, an dra-h(e) oa mem-mod 'è, me(d) an dra-he oa pojou bet, bet ga… N'ounn ket, ga o dud, petram ga tud deus un tamm bi(he)n, avañsoc'h 'vi(d), 'vi(d) ar… N'ounn ket !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog