25/11/2017

An treber-karr

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
J.
É.




– Pet(r)a vé gwraet deus an tamm machin a oa blam da reposo brankariou ar c'harr ? Vijent ket poset war an douar

Ah nann a'ha ! 'Ha…

– Ha oa un tamm machin ahe blam da bosañ…

Ya

– … Ar brankariou

Da lak anê da ziskourañ ?! Nann…

Nann, da bosañ…

Da bos(añ) ar breiou ?

Ar breiou !

– Ar breiou, ya

Ya !

Oh ! Pet(r)a vije gwraet deus hezh deja ? Ur machin koat ahe oa hezh…

Ya

Ho ! Oh ! Gwel(ed) a rañw pet(r)a é 'ha…

– N'é ket ga tri pe be(va)r fow ar mo(d)-se ? Ha oa treid kwa !

Ya, ga treig na

Ah ya !

Da zelc'hen ar c'harr, ya. Oh ! Pet(r)a vije gwraet deus hezh ?! Ma ! Teu ket da joñj din…

– Me meus diw gomz, me(d)…

Ya !

– Un dalc'h-karr pe ur marc'h-karr

Ah… Ya ! Un treber-karr a vije lar(e)t amañ !

– Hañ !

Un treber, pugur…

Ah !

– Ya, 'vel un treber é

Ya, ya ! Un treber, ya !

Ah bon '(h)a ?!

Un treber da zelc'hen ar breiou, ya. An treber, pugur a-wichou ar c'heseg yowank, pa vijer à tiskiñ 'nê d'ond ba'h ar breiou

Ya

Oa ket braw, 'houzoh walc'h

Ah fi nann a'ha !

Ha vije 'vi(d) laka(d) hezh a-dreñw ha pa vij(e) aet e-barzh, komañs(e)t d'ond e-barzh vij(e) tenne(t)-hezh kuit blame(d) dèi da rekuliñ neuhen ba'r breiou kwa ! Ya

– Ha pe-sort mod oa an tamm machin just a-walc'h ? 'Vid esplik(añ) un tamm pe-sort mod (e)ma

Daon ! Hezh a oa, dow dro(a)d ar mo(d)-se na, un' am(añ) hag un' ahe ha ga ur pezh koat neuhen da zelc'hen 'naoñ neuhen 'e, sell heñ na nerzh da zelc'hen ar breiou kwa !

– Ur pezh koat hag a'h ee 'dreus kwa ?

War-gourr(e) an treig kwa !

– Ya

Ya

– Ha vé ket gwraet un dreujell deusouti ?

Ah eo ! Meh-mod, ya-ya ! Un dreujenn vije laket kwa ! Da zelc'hen anê kwa ! 'Velt un treber oa blame(d) daoñ da gaoud plass da chom plén 'è kwa !

– Treber-karr

Ya, un treber-karr !

Ah ! Weles ket 'ta ?!

Ya

– Me(d) mod-all ha' na klêt ur gomz-all 'vid an dra-he c'hoazh : Ur c'habow

Ur c'habow ?

– Ya

Beñ ya, toud ar brezhoneg vé ket lar(e)t meh-mod

Beñ didoñ ! Te, te oar traou 'hat te !

Ya

– Ya, me(d) an heñi a lare « ar c'habow » a lare 'e « an dalc'h-karr », 'vel « un treber-karr »

Hañ !

Ya, 'vel un treber-karr

Ah ya !

– Me(d) na lar(e)t oa an dalc'h-karr, pe un treber-karr, oa gwraet espress-kàer 'vid an dra-he, me(d) na espliket demp lar ar c'habow a oa un tamm koat gwraet founnus ar mo(d)-se blam d'o(be)r memes-mod kwa ! Me(d) pass an heñi, an heñi gwir kwa !

Nann-nann

– Hag a ree « ur c'habow » deus an dra-he

Ah ya ! N'é ket

Ah ! Weles ket ?

'Vel deus ar chevalet

– Ya


A vije lar(e)t un treber 'è da lak un daol !

Ya

– Ya

Ya !

Beñ meh-mod é, houzoh walc'h

Ya-ya

– Ya-ya

Ya !

– Me(d) « kabow » peus ket klêt kwa ?

Nann

Nann

Nann-nann ! Treber vije lar(e)t kwa… Hañ fe ! Ar brezhoneg vé ket toud partoud meh-mod hañ !

Nann

– Nann-nann

Nann

– Me(d) a-wechou vé klêt ba ur barr(e)s ha vé klêt ba…

Ah ya-ya-ya !

Ya-ya-ya-ya ! 'Vel lær(e)s, ya

– … Ba kalz a blassou kwa !

Ya-ya-ya

'Ha beñ…

– Beñ klask a rañw goûd, just a-walc'h, p(e)-lec'h vé lar(e)t

Pe-lec'h vé lar(e)t

Hañ ya 'ha !

Just a-walc'h, ya-ya

Ya, kompren a-walc'h a rañw

Ben ya !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog