11/11/2017

Ar plac'h pounner

Salud dec'h,

Fenos vo laket un tamm riboustadenn bet añrejistret ga Benjamin Bouard (Radio Kerne) ba-ti Y. deus Peiben. Trañskrivet an traou ga Benjamin ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h

An abadenn da jilow 'n hi fezh ahe



– Choñj peus deus an dra-he pa voah yowank ? C'hwi zo ganet ba Pleiben ?

Ya

– Ya, an dud yee kalz d'an ilij ?

Ah ya ! Ah ya ! Me da gentañ memes ! Ya-ya ! Ya-ya-ya ! Ah ya ! Gast ya ! Ya, an ilisou, an ilij voa leun ha goulskoude é ur mell-pezh batimant, neuhe hei v(o)a e(rr)i leun, ya-ya… Oh ya ! Atô

– Ha pet(r)a vise lar(e)t deus ar re yee[nt] ket d'an overenn ?

Hof ! Meus ket bet taole(t)-gont… Oh ! Ar re-h(e) voa laret michañs, me(d) :

« Oh ! Ar re-m(añ) zo re-ru ! » Michañ(s)

– Ah ya

Traou mo(d)-se kwa ! Vije lar(e)t, ya-ya-ya… Oy ! Ehe, me zo 'hond da lar(ed) un dra doc'h n'é ket gwal sirivus matresse, me(d) ur wech, pugur v(o)a ilis Pleiben, v(o)a ur plac'h, boñ… Ur sakre plac'h deus ur ferm bras ha-toud ! Hag a vije atô divêt ba'n ofer(e)nn kwa ! Oh fei ! Divêt… Pass un hanter-(eu)r, me(d) pemp munut pe un dra bennag ! 'Benn-neuhe a voa echüet an trous ha toud an dud v(o)a aseet d'ar mar(e)-se. Hag a hi teue d'ar mar(e)-se neuhe hag a yee ba'r penn-all-tre da-beked ar c'heur kwa ! Kasimant kwa ! Da… Pegur an dud nôa, dreist-oll ar pennou-bras, nôa un takad da vond kwa ! Pep-hin(i) név e gador hag a traou mo(d)-se. Ur plac'h pounner un tammig bihen voa-hi kwa heñ ! Hag a goûd a ouzet ar re vé pounner mo(d)-se, pé vé brochou gate, neuhe pé, pé yant ga'n hent, eh beñ (a)n (dr)a-h(e) ra 'vel, un tammig bihen (e)vel ma vefe an a(v)el ga'r machin ! Sete 'n (dr)a-h(e) ree mont-ha-dond ha vïe gwel(et) e vrochou (o) hond deus un eil tu d'egile kwa ! Mo(d)-se…

Hag un devezh ba du-mañ ma ur yontr, ur yontr ah ! Ur yontr a v(o)a-heñw, un tammig bihen bambocher justamant, 'vel lar(e)t-c'hwi 'e, ehe… Doue d'e bardono ! 'Tre an tad hag a, hag heñw a vé diskussïon alïes ha deut kaos deus ar plac'h-se kwa heñ ! Hei atô divêt hag ar gi(s)-m(añ) hag ar mod-mañ… Hag a-benn ar fin, an tad lar dèoñ :

« Ret peuc'h din ga hoñzh 'benn ar fin ! Hoñzh, ma vefe plantet ur valaenn-beus dèi 'n i rèr vehe badeet toud parres Pleiben 'n un taol ! Benni(g)et toud parres Pleiben 'n un taol ! »

Ah gast ahaha ! Oy ! Oyow ! Hañ ! Me(d) me v(o)a bugel-tre, me(d) gast ! Me lar :

« Pet(r)a oh ! Oho ! Daw vo din gwel(ed) piw é hoñzh pet(r)a ! »

Ha goud(e) môa, goude môa gwel(et) 'nèi ma-hun kwa ! Añfin, (a)n dra-h(e) zo… Me(d) un dra gwir kwa !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog