04/11/2017

Beb-sort tud so

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant ma gwraet pe'r mis so ba-ti É. ba Skrigneg, assames oa-i ga J. deus Skrigneg 'e ha me oa deut assames ga Tanguy Solliec. Trañskrivet an traou ganen-me, michañs a blijo dec'h

- Me
- Tanguy
É. 
J.



Ah !!!

– Hag a veve ga ur plac'h a-raog

Ah !!! Ya !

– Hag a neus choaset ur paotr war-lerc'h

Hañ ya !

Ah ya !! Ya ha, ha ma lar(e)t dèi : Kajimant-sur, houzh na ouïe ket lar oa dow sort tud !

Ahaha !

Eh !

– Ah dra-he oa

Pudur houzh…

Ah ya !!!

An dra-he 'n-hi(ni) oa ! Heñ ?

Ah ya-ya-ya, ka(s)i-sur !

Kajimant-sur ouïe ket, laron dèi

Lar oa dow sort tud

Lar oa dow sort tud war an douar !

Nann !

Pudur da zigentañ oa ga ur plac'h, houzoh walc'h

Ya-ya

Ha bremañ, laron dèi, 'benn-neuhe neus ka(v)et ur gwas ha…

Ur gwas

Voilà !

Ha neus bet ur bugel brem(añ) deusountoñ

Ha bet… Just a-walc'h ! Sete oan 'lar(e)d dèi : Kajimant-sur na ouïe ket a-raog… Ahaha !

Ahaha ! Me(d) daon ! Gwich-all an dra-he a vije gwraet, me(d) oa ket, vije ket di…

Hola nann !

Vij(e) ket lar(e)t deus an traou mo(d)-se

Vij(e) ket dis, vij(e) ket disklêriet

– Vij(e) ket gouïet

Hañ ! Vij(e) ket gouïet ! Ah nann !

Vij(e) ket disklêriet traou mo(d)-se !

Ah nann-nann-nann ! Ah nann !

Nann

Ah nann !

– Bremañ é ar c'hontrel é

Me(d) daon 'ha !

Ah bremañ ya ! Ya-ya-ya !

Pet(r)a ri… Ar mo(d)-se (e)ma kont !

Daon ya !

Hag an dud n'eint ket toud meh-mod, so dishéñvel ha pep-hi(ni) a…

Beñ ya

– Deus e vod

Deuh i vod ha…

Daon just a-walc'h ! Memes hañ ! An hi(ni) vije ket mad, be a vich(e), houzoh walc'h, vije lar(e)t « oh ! Houzh so pil-paotr ! »

Ya

Ha vije na paotr na plac'h, houzoh walc'h

Nann

Nann, beñ an dra-he vije lar(e)t ! A vije lar(e)t :

« Daon ! Soueet on hou(zh) gav gwas (e-)bed… »


Nann

« Daon nann ! Me(d) houzh so pil-paotr ! » Vije lar(e)t

Ya

Ah ya…

Pet(r)a ri ahe…

Beñ ya !

– Me(d) n'é ket « jilgog » a vé lar(e)t 'vid ur paotr ?

Ur jilgog ?

Jilgog… An dra-h(e) meus bet klêet 'è, ur jilgog

Ya !

Ya-ya-ya !

Ur jilgog

Ya-ya !

Eh ! Memes un treus-kog ! Ahaha !

– Ah ya ! N'é ket memes heñi

N'é ket memes… Un treus-kog é an hi(ni) a'h ee d'o(be)r ar golo-pod !

Ya just a-walc'h, ya

Heñ ?

Hum… Ar golo-pod a'h ee ga ur plac'h ha' oa ket ar bugel deusountoñ

Ya !

Ya

Hag a'h ee gati memes-tra

Ya

Pudur a blije ar plac'h daoñ

Ya, voilà !

– An heñi a zoug an tok


Ya !

Ya ! Ha just a-walc'h ya ! Ha wichou-all vije lar(e)t :

« Daon ! Heñ neus kac'het ba i dok ahe ! »


Ahaha !

– Ya, just a-walc'h… Ahaha ! Ya, pugur oa aet-kuit kwa ! N'é ket an dra-he oa ?

Ahaha !

Ya pa 'h ee… Ma'hat pa 'h ee-kuit, ma'hat sinifi an dra-he, n'ounn ket…

– Oa ket 'vid 'n-om okupe deus e…

Nann, nann-nann !

Beñ ya !

Beñ nann…

Pet(r)a larchen…

– Beñ be zo un' hag a, hag a gac'h ba'n tok hag an heñi-all hag a zougo 'naoñ kwa !

Ya ! Aha !

Just a-walc'h, ya

– Memes heñi matresse…

Daon matresse ya !

Holalala !

– Un dra m(e)nnag jom war e lerc'h

Ya 'ha !


Ahaha !

Ya-ya !


– Me(d) ahe « treus-kog » n'é ket un' hag a blij dèoñ o(be)r an traou ba'n ti ? O(be)r boued ?

Ah ! An dra-he zo…

An nann !

… Ur jilgog

Hezh…

– Ur jilgog ?

Ya !

Ya hag ur goges !


– Ah memes-tra

– Ur goges, ya


Ha met(r)amant ur goges

Ur goges

– Ya

– Ur goges ?


Ur goges, ya

Ur goges

– Ya, sete…


Me anve paotred ar mo(d)-se 'ha ! Ha' zo ur goges ha…

Ah ya-ya-ya-ya…


'Ma o vri ba, ba…

Ba kement…

… Lem n'eint ket sañset da veañ !

Ya

– Ba kement soubenn zo toud

Barzh kement…

Kement soubenn zo toud, ya

… Soubenn zo toud

– Ah ! Me(d) wechou n'é ket fall ar geusteur(e)nn gate i(v)e


Ah !

Ahaha !

– Traou jeñch

Holalala !

Ya-ya-ya !

Ah ya

– Pet(r)a pa lar(e)t ur wech : « Oh ! Heñw a faot daoñ gwel pe-sort mod (e)ma ar yir da zoiñ » pe…

Ah ya ! Ya-ya !

Daon ya !

Ya-ya, daon !

Ya

Hezh, ur goges é hezh !

Ya-ya-ya !

Hezh a'h a da zestum an uiou ha…

Ya ha teus, eh !

Daon ya…


Pé vé gwel(et) ar baotred 'h o(be)r se…

'H o(be)r se ya, ya-ya !

Eh !

Me(d) daon ! Lod deuh ar merc'hed n'houllont o(be)r mann e-bed 'è, houzoh walc'h

Beñ ya… Me(d) matrehe é… Eh, pa welont pa, ma negn ur gwas ar mo(d)-se !

Beñ ya…

Heñ ?

Beñ ya neuhen

Ya, me anve 'ha ! Ahaha !

Oh ya ! Ya, be zo, be zo ! 'Vel lær(e)s

– Me(d) lod ha' vé desket dê o(be)r 'è

Ah ya meh-mod ya ! Lod vé disket dê, ya. Ha bremañ n'é ket meh-mod tre : Bremañ (e)ma ar plac'h 'labour(a)d, sell ar gwas, a-wichou, vé ba'r yêr !

Ya

Sell ar gwas a ra ar menaj hag a…

Bremañ zo, brem(añ) é cheñch(et) an traou !

– Ya, me(d) n'é ket…

N'é ket 'vel, n'é ket…

Ar gwas ra ar menaj hag a ra ar boued kwa !

Ya

– Brem(añ) an difer's so, bremañ den na oar 'h o(be)r sort e-bed kin

– Ahahah !


Nann-nann

– Ar baotred koulz 'vel ar merc'hed kwa !


Ah ya…

Just !

– Piw oar preparañ boued pe…

Daon 'ha ! Ya-ya

– Me(d)…


– Memes ar merc'hed bremañ


– … N'é ket daw, n'eus keme(d) mond d'ar supermarché ha lakad ba'r vorn

Alala !!!

– Ha prenañ loustoni


Ya-ya-ya ! Beñ ya !

Oh biskoazh !!!

Ah ya ! An traou zo cheñchet

Oh biskoazh !

Ah ! N'é ket meh-mod !


Biskoazh, biskoazh…

Me(d) gwich-all ar baotred, oagn ket sañset da veañ ba'h an ti 'labour(a)d !

Ah !

Nann

Na lakegn ket o vri ba'h ar gujun ! Nann

Nann-nann ha 'lec'h bremañ (e)magn 'h o(be)r 'hat ! Kaji partoud a'ha, houzoh walc'h

– Me(d) lar(e)t a vé 'vid 'n heñi a zo 'labour(a)d barzh ur gujun : Ur c'heginer ?

Ya, ur c'heginer vé lar(e)t deuh ur gwas, ya


– Ah ya ?

Ah ya ?!

Ah ya ! « Hezh so keginer » ! Ya

Pet(r)a sinifi an dra-he ?

Daon ! Hezh, hezh so 'h o(be)r boued kwa !

– Kujuner kwa !


Ya… Kusunier ya

Ah bon…

Vije, eo ! Keginer, ya-ya-ya !

Ah ya ?

Ya-ya

– Hag ur geginér(e)s 'e ?

Ur geginér(e)s vé lar(e)t deuh ur plac'h 'è, ya

Ah !

– Ah ya ? Ha pa vé kalz ?

Bremañ zo kiginerésed

Ha, ha pet(r)a 'h out 'ta te ? Ba'r yêr ?

Keginer ?

– Ah ba'r yêr ?

Kegin(er), keginer ?

– Ah ! Deber !

Deber ! Ah ya-ya !!!


Ahahaha !

Ya, aha ya, ah ya ! Ha 'lec'h ni a lar « dibiñ » ! Ha te a lar « debiñ »

– Deb

Ya, deber ya

Dibiñ

Dibiñ, ni a lar « dibiñ » ya

Ya

« Me a zeb » kwa ! Vé lar(e)t

Ya

Ya

– Ah ya, « me zeb » vé lar(e)t

Ya-ya-ya !

– Me(d) « dibiñ » vé lar(e)t kwa ?

Ya-ya-ya !

Ya !

– Me(d) an « deber-e-draou » vé lar(e)t 'e, meus klêt 'han't lar(e)d an dra-he

Pet(r)a ?!

– Deberien-o-zraou !

Ah daon ya !

Ah ya !

– Ah !

Ah ! Gwech-all ya, 'n hi(ni), an hi(ni) a fouete i arc'hant toud, lar(e)t :

« Heñ é debet toud i draou ! »


Ya-ya-ya ! Debet…

Ya

– « Deberien-o-zraou » na lar(e)t !


Ah ya !

Ya, just a-walc'h !


Deberien-o-zraou

Ya-ya ! Gwir é

– Ha « deber » vé lar(e)t neuhe

Ya, ya-ya-ya !


Oh !

Ya-ya-ya !

– Ha « deberien-o-zraou » : Ar re zo, 'vel vé lar(e)t e galleg « les paniers percés » kwa ?


Daon ya 'ha !

Non, celui qui fait faillite ! C'est ça

Mais qui, qui mange tout quoi !

Ouais ! Qui fait faillite quoi !

– C'est pas quelqu'un qui dépense trop ou… ?

Non-non-non ! Celui qui fait faillite
 : Heñ neus debet toud i draou !

Ya

– Debet e voutik kwa !

Ya

Ya ! Gwich-all a vije c'hoarïet kartou 'tre ar baotred ha vije lak(et) ar c'hirri bras ha toud…

Eh… Daon ya 'ha !

War, en jeu kwa ! Hag a…

Ya, me lar dit heñ !

Ha lod na debet toud o zraou mo(d)-se

Ya

Wichou-all vije lak(et) ar loned ha da, blamed da honeg ha' ga(v)e dê kwa ! Me(d) 'benn ar fin vij(e) debet tou'n traou kwa !

– Ah ya-yaya…

Ya !

Oh ! Biskoazh kemend-all !

Ar mo(d)-se vije gwraet gwich-all, ya

– Ha 'vid an afer, just a-walc'h, a'h a da, a'h a da vall ar mo(d)-se, pet(r)a vé lar(e)t amañ ?

An afer 'h a da vall ?

– N'eus ket arc'hant kin hag a vé cherr(e)t an afer

Oh ! É…

Daon a'ha ! Heñ neus debet i draou kwa !

Daon ! Revinet é kwa !

Ya ! Revinet é, ya

– Me(d) « debet e voutik » vé ket lar(e)t ?


« Deb(et) i voutik » eo-eo ! Lar(e)t vé se 'è

– Pe…

Deberien-o-zraou !

Just a-walc'h

– Pe me ma klêt 'e « debet an tontoñ ga'r c'hazh »

Ah ! An dra-he meus ket bet klêet !

Ah nann, nann, meus ket 'è, nann

Nann

– Pe « gwraet neus chilboud » pe « chiboud »

Ah ! « Chiboud », ya-nann… Meus ket 'è, nann


– Pe « an dra-he zo 'hond d'o(be)r chiboud »

Ya-ya, « mond da zib i draou (e)mañ »

– Ha koueet deus lost ar c'harr da-heul


Ah ya !

Aha ya 'ha !

– Koueet deus lost… Me(d) pet(r)a sinifi « koueet deus lost ar c'harr » dec'h ?

Euh ! Un dèn hag a n'é ket plom-plom, vé lar(e)t : « Ah ! Hezh so un' koueet deuh lost ar c'harr »

Un dèn…

Il manque un p'tit peu quoi !

… Ha'…

– Yann-Seiteg

– Hag a vank ur hreunenn daoñ kwa !


Ya !

Ya


Ah… Daon nann 'ha ! N'é ket plom 'ha daon !

Daon !

Ma é koueet…

Daon nann… Ahaha !

Ma é koueet deuh lost ar c'harr…

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Nombre de pages lues / Pajennou bet lennet

Traou ar blog / Documents du blog