10/11/2017

Deut ur groc'henenn war-horr' an dour

Salud dec'h,

Fenos vo laket un añrejistramant bet gwraet ga Benjamin Bouard ba-ti N. ba Brennilis. Trañskrivet an traou gantoñ ha kempennet ganen-me, michañs a blijo dec'h.


– Ha da noñs vïe, vïe ket losket ar vugale da vond da, da haloupad ?

Pass keme(nt)-s(e) heñ ! Me(d) lod, lod 'h eent ket, lod nïe añwn 'ta ! Deus 'n nos kwa ! Sete lod 'h eent ket 'è heñ ! Ha neuhe trôet oa an dud 'e d'o(be)r viss deu(h) 'n eil d'egile kwa ! D'o(be)r añwn dê na goud(e) nïent ket añwn, wechou lod vïe… Hete kalz nïe, nïe añwn 'è, pugur vïe gwraet, an dud oa droug an eil deuh egile heñ ! Ya, 'h o(be)r viss fall kwa !

– Pet(r)a vïe gwraet neuhe ?

Oh ! Bep-sort heñ ! Bep-sort wechou heñ ! D'o(be)r añwn d'an dud kwa ! Me(d) me meus joñj ur wech memes oa bet, am(añ) oa ur person 'Brennilis 'e, oh ! Mond a ree da verc'het(a) ka(s)i-sur ! Ha oa gwraet toud dans des veillées me oar pet(r)a… Ha un' oa bet 'lak(ad) un orjelenn dèoñ ba, treus ar, ar winojenn, aha ! Ha lak(ad) ur bern kaoc'h-saout deuh a-raog ba, ba'n tu…

– Ur bern ?

Ur bern kaoc'h-saout !

– Ah ya-ya-ya

Kaoc'h-saout 'e, ahe oa, pé oa aet, oh ! Aet ga, ga'r winojenn : Plouf ! Ahaha !

– Halalalala !!! Koueet 'barzh ?

Ya ! Me(d)… Oh goude oa aet, me meus joñj, pé oa digoueet ba(r)zh kêr goude oa toud ar merc'hed 'essêiñ kempenn 'nèoñ un tamm bihen kwa !

– Hañ !

Ya

– An otrou-person !?

Ma ! Mond a ree d'ar verc'heta heñ ! Oh ya ! Bern ma ouïent un tu b(e)nnaket ma vïe un' bennaket ha' 'h ee d'ar verc'heta

– Piw noa gwraet an dro ?

Oh ! Aneo ree 'nèoñ heñ ! Me(d) oh… 'N heñi, 'n heñi oa bet 'h o(be)r 'è ! Ouais, 'benn-neuhe …

– Vo ket laret !

Nann, nôa ket lâret lar ouïe e-bed, nann-nann ! Ahaha ! Ya !

– Hag an dud gonte koñchennou d'ar vugale (e)vi(d) …

Ya, kalz vïe gwraet 'è, deus 'n nos sur ! Alïes, an dra-he ree añwn d'an dud heñ !

– Ah ya…

Me(d) ha koulskoud(e) traou oagn ket gwir heñ ! Ha lod lar lar nôa gwel(et) bep-sort traou da, yao ma'hat-sur pwah ya… Nôa gwel(et) nentra (e-)bed heñ !

– Ha lakomp, pet(r)a vïe koñtet ?

Ya, oh bep-sort 'è ! Oh ! Me oh ! Me n'ounn ket pe-sort, 'vi(d) lar(ed) dit, pe-sort, pe-sort traou, traou joment ket o saw kwa ! Hag, ganin oa digoueet an de-all 'e, dessad(or)n, ouais dessad(or)n deus an nos, oa teir eur deuh ar mintin oa, 'feñ d'ar sul-vintin kajimant kwa ! Oa teir eur deuh ar mint(i)n : Distaget ar, ur meurb deuh ar voger ! Koueet war an douar hag heñ na gleet 'h o(be)r un drous, toud ar vaisselle torr(e)t 'barzh kwa ! Ha ezhpenn oa ar vugal(e) nôa, nôa… Bolotennou oa ha pé goueent war an douar, ar re-h(e) ra, ra sklêrijenn, peus ket bet gwel(et) deuh ar re-he gwech e-be(d) ?

– Meus ket, nann

Amañ zo deusoute tiens ! Ha ar re-he, 'n-ur goueo, nôa gwraet ur bern sklêrijenn :

« Oh ga(st) ! Ah ! Am(añ), am(añ) é digoueet ur revenant bennaket ! Deus, deus da wel sè ! »

[…]

A-wechou zigouev 'ta, zigouev kon(e)rïou mo(d)-se heñ ! Me(d) an heñi, an heñi nefe (???) añwn ahe deus, deus 'n nos 'e nefe, nefe kalz, kalz nec'h kajimant heñ ! 'Vid, (e)vid… Pugur lod 'nê nïe, nïe añwn hardi heñ !

– Ya

Deus, deus an nos kwa !

– Pe-naos vé laret « un revenant » e brezhoneg ?

An teus ! « An teus » vïe lar(e)t !

[…]

– Ah ya, pugur v(o)a ga'r pri amañ ba-kost(e) al lenn, vé gwelet gaz…

Ah ya-ya ! Ya-ya ! Des feux follets quoi ! Pe-seurt hano vé gwraet deusoute dija ? Meus ket joñj kén. Me meus bet klevet mamm-gozh lared koulskoude. Un andread, meus joñj, oa, oa ba'r yun 'e ha ar vamm-gozh neus klevet lared vïe bet gwraet ar Youdig deusountoñ, an dra-h(e) so kaos zo, zo…

– Ah ya, « Auberge du Youdig » ahe …

Me(d) euh… Be zo dre ahe 'e, da, da ma joñj 'e, zo kalz, zo dour ba-dindan ha zo nentra (ne)me(d) ar groc'hen(e)nn war-horr(e) kwa ! Ha yeot ha pé valees war'nê weles toud-toud, toud o voujañ ba, ba-dindan kwa !

– Ya…

Me(d) ma rafes un toull 'barzh (e)mout añfoñset 'barzh kwa ! Ouais, me(d) wechou oa don heñ ! Me meus bet, me meus bet gwel(et) wechou vïe plantet troad ar vorc'h 'barzh ha vïe don-mat heñ ! Me(d) an dra-he, meus joñj, ka(s)i-sur oa argileux ba'r foñs, sete an dour n'ee ket kuit kwa ! An dra-he oa, deut oa ur groc'hen(e)nn war-horr(e) ha hete vïe daw diwall da doull(ed) ar groc'hen(e)nn kwa !

– Petramant ar roc'h ba-dindan ?

Oh kentoc'h, oh ! An dra-he, an dra-h(e) oa, vïe bras-mat 'è !

– Ya

Ya, oh kentoc'h deus argile ! An dra-he dreuse ket kwa ! Jome an dour… Me(d) dre, dre hiramzer ar yeot a teu da, da hoñlo war ar poull kwa ! Bet meus bet gwel(et) 'è, bet meus bet gwel(et) 'è deuhoute ! Ya, an dra-he vïe gwraet « Ar Youdig » deus an dra-he blamour oa, oa gwag kwa ! Pugur ar « youd », « youd » é, youd-kerc'h sè é…

– Ah ya !

É… Ouais

– Ah !!!

« Youdig », un tamm bihen, deus, deus an dra-he teu kwa !

– « Petite bouillie » kwa !

Ya, voilà, ya ! Pu(g)ur me meus bet gwel(e)t 'e ma mamm-gozh 'h ober heñ ! Pé vïe mal(e)t ar c'herc'h ha vïe, vïe silet goude

– Ya

Vïe passeet ba un tam(ou)es ha vïe poahet goude, d'o(be)r youd kwa !

– Hag an dra-he vïe mad ?

Ya, mad vije 'è

– Ah ya ?

Ah ya ga(st) ! Ur blas un tamm bihen spessial un tamm, me(d) me ga(v)e mad 'nèoñ 'è ! Ya-ya ! Me(d) brem(añ) vé ka(v)et 'e ba'r c'homers, me(d) n'é ket héñvel heñ ! N'é ket, n'é ket…

– Nann-nann

N'é ket, n'é ket memes, n'é ket memes-tra

– Nann, bremañ vé prodüet ba usinou bennag…

Ya-ya, ya-ya ! 'Benn-neuhe vïe gwraet fabrication artisanale deusountoñ kwa ! Ouais-ouais, ba'r gêr kwa ! Ouais paotr !

– Bon, desket meus traou !

Ya ahaha ! Ya, ya, ouais

– Ah ya, un dra-all : Ar pri zo « la boue » hag a…

Ya

– Hag an « argile » vé ket lar(e)t ar pri ? Memes-mod ?

Yeo ! Pri-melen, pri-melen kwa !

– « Pri-melen » ?

« Pri-melen » ya ! Ya

– N'é ket memes liw !

Nañ-nann, n'é ket memes liw é ! Nañ-nañ-nann, nañ-nann ! Egile zo pri-melen 'ha !

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Klask komjennou ba'r blog / Recherche de mots sur le blog

Traou ar blog / Documents du blog